Patrom:Degemer/Keleier ar Wiki/Dielloù
Amañ e tiellaouer ar c'heleier bet embannet war ar bajenn degemer hag a denn da buhez hor Wiki
Renkit ho keleier e traoñ ar roll en ur ouzhpennañ an deiz m'eo bet embannet ganeoc'h war ar bajenn degemer.
Genver 2006
- Er 57vet plas emañ ar brezhoneg hiziv. Mont a reomp war-du ar 4000 pennad hag o tispenn roudoù an tatareg emaomp. N'eus mui nemet un 200 pennad dale bennak warno a-benn adc'hounit hor plasig kollet. Danvez labour evit an dibenn-sizhun. Evit heuliañ araokadennoù burzhudus ar brezhoneg war ar wiki : An Deizlevr
- Pennadoù nevez plijus zo bet krouet er sizhun-mañ c'hoazh diwar-benn tudennoù istorel vrudet evel Carl von Linné pe Simón Bolívar da skouer. Trugarez da Llydawr evit e labour talvoudus hag aketus. En em zigeriñ a ra hor Wiki da reter Europa gant degasadennoù dudius Pokorny ivez. Lennit 'ta pennadoù Moravia pe Bohemia. Trugarez ivez da Neert a chom peg ouzh ar c'heleier evit bezañ boulc'het tachenn ar sinema gant ur pennad diwar-benn ar film nevez Good Night, and Good Luck ha gant e bennad war ar politikour sinaat Yao Wenyuan marvet en deizioù-mañ. Trugarez ivez d'ar "wikipedourien gozh" Neal ha Ch. Rogel a gendalc'h da bourchas deomp pennadoù dudius war yezhoù ar bed hag ar yezhoniezh (Listenn Swadesh), Breizh pe ar bedoù roman ha krennamzerel (Impalaeriezh ar Garled) ha da Fulup evit e labour ramzel war ar bloavezhioù, ar c'hantvedoù hag ar milvedoù ha war ar bedoù reteraziat (liorzh Zen) ha spagnol.
- C'hoant kemer perzh en un doare aes ? : tost echu eo sevel ar pennadoù a denn da deizioù ar bloaz; roit an dorn evit kas an taol da benn vat : kit da welet war Deizioù ar bloaz.
- Adlabouret ez eus bet war ar pajennoù skoazell zo bet klokaet. Pajennoù all zo bet savet evit sikour muioc'h ar Wikipedourien nevez ivez, evel ar pajennoù a zispleg penaos kavout pennadoù ha penaos ren enklaskoù gant al lusker enklask. Kit d'ober un taol sell en-dro war ar pajennoù skoazell ha sikourit evit stouvañ ar mankoù zo c'hoazh.
Merc'her 18 Genver
- Er 57vet plas emañ ar brezhoneg hiziv. Mont a reomp war-du ar 4000 pennad hag o tispenn roudoù an tatareg emaomp. N'eus mui nemet un 100 pennad dale bennak warno a-benn adc'hounit hor plasig kollet. Danvez labour evit an dibenn-sizhun. Evit heuliañ araokadennoù burzhudus ar brezhoneg war ar wiki : An Deizlevr
Gwener 20 Genver
- E-leizh a bennadoù nevez a bep seurt er sizhun-mañ c'hoazh. Setu un dibab anezho : e bed ar sonerezh e Breizh, ar c'haner Georges Jouin aet da anaon bremañ hag ar strollad rock Storlok pe pelloc'h Tiken Jah Fakoly, kaner reggae eus Aod-an-Olifant. Ur pennad nevez war an akordeoñs. War dachenn ar media, menegomp pennadoù TV Breizh, skingomz e Bro-C'hall ha skinwel niverel douarel (SND) ha war ar c'hoarioù elektronek Age of Empires. Lennit ur pennad dedennus diwar-benn ar bier pe tudennoù istorel evel ar viking Leifr Eiríksson pe c'hoazh darvoudoù Bloody Sunday e Norzhiwerzhon. Lennit ivez ur pennad danvez ennañ diwar-benn Michelle Bachelet prezidantez nevez dilennet Chile. A-raok mont da gousket taolit ur sell war levr un nozvezh ha mil a-zivout ar c'hontadennoù pers brudet da vezañ lennet ouzh sked pennad al loar, ur pennad berr skeudennaouet kaer-kenañ gant efedoù arbennik eus ar c'hentañ. Ha c'hoazh ur bern pennadoù berr war yezhoù nebeut anavezet, rannvroioù alamanek Aostria Burgenland hag Italia Tirol ha kalz a bennadoù dudius all bras ha bihan.
Sul 22 Genver
- Adtapet hon eus ar plas hor boa kollet. Renket 56vet emaomp en-dro bremañ hag aet omp dreist d'an tatareg. War-raok ez eomp atav eta ha tostaat a reomp d'ar 4000 pennad. Just dindan ar c'hembraeg emaomp bremañ ha n'hon eus mui nemet ur 100 pennad dale bennak ken war hor breudeur tramor. Un tamm striv c'hoazh a-berzh an holl hag ac'hann da fin ar miz e vo ar brezhoneg ar yezh keltiek kentañ war Wikipedia !
- Dilennadeg kentañ merourien ar wiki brezhonek, lakait hoc'h anv war ar bajenn Wikipedia:Kumuniezh/Votadegoù etre an 22 hag an 29 Genver 2006.
- Lennegezh : ur porched nevez kempennet, hollgaer, war al lennegezh.
Merc'her 25 Genver
- Adlabouret ez eus bet war pajenn ar verourien evit displegañ muioc'h o c'hefridi. Pajennoù all zo bet savet evit displegañ penaos sevel goulennoù ouzh ar verourien ivez : sellit ouzh sevel goulennoù ouzh a verourien evit gouzout hiroc'h. Kit d'ober un taol sell en-dro war ar pajennoù skoazell a-hend-all ha sikourit evit stouvañ ar mankoù zo c'hoazh.
Gwener 27 Genver
- Gounezet ur plas adarre. Renket 55vet emaomp bremañ. Aet omp dreist d'ar c'hembraeg. Deuet eo ar brezhoneg da vezañ ar yezh keltiek kentañ war Wikipedia ! Gourc'hemennoù d'an holl. Evit heuliañ araokadennoù burzhudus ar brezhoneg war ar wiki : An Deizlevr.
- 174 pennad nevez ar sizhun-mañ c'hoazh ! Gourc'hemennoù da gentañ da MP evit bezañ kempennet deomp ur porched brav-kenañ diwar-benn al Lennegezh. Menegomp ur skrivagner nevez Arthur Conan Doyle. Ur sportour Jean-Jacques Eydelie hag e bed sonerezh Breizh Denez Abernot ha New Dazont. En egor Loarennoù Yaou gant skeudennoù brav-eston dalc'hmat. Broioù nevez eus Norzheuropa zo bet savet ur pennad diwar o fenn Greunland, Island hag Inizi Faero. Sellit ivez, suoc'h, ouzh Keoded ar Vatikan. Donoc'h-donañ ez eomp en istor ha douaroniezh kreiz Europa ivez gant Ottokar_II_Přemysl, Emgann Dürnkrut, Kroateg Burgenland, kêr Priština ha Trentino. Politikerezh zo bet ivez gant pennadoù a-zivout Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel, ar strollad politikel Hamas ha Bannieloù Stadoù ar bed. Ur benveg sonerezh, an akordeoñs hag, evel boas, pennadoù niverus diwar-benn yezhoù nebeut anavezet, sellit ouzh Yezhoù ar bed. Lennadenn vat.
Lun 30 Genver
- Dilennadeg kentañ merourien ar wiki brezhonek, Poent eo votiñ AMAÑ ! etre an 30 Genver hag ar 06 C'hwevrer 2006.
C'hwevrer 2006
Sadorn 4 C'hwevrer
- Ouzhpenn 100 pennad nevez er sizhun-mañ c'hoazh ! Ur mell trugarez da gentañ da Yun evit bezañ digoret dorioù ar surjianerezh d'hor yezh gant daou bennad dedennus hag aes da lenn Emplantenn-vronn ha mastektomiezh. Setu aze un dachenn na bleustrer ket nemeur e brezhoneg daoust ma tenn d'hor buhez pemdez. Kalon dezhañ da genderc'hel ganti. Seurt pennadoù a ro brud d'hor wiki. Nevez-flamm c'hoazh, porched Ar bed sinaat a vod ar pennadoù a denn da sevenadur Sina; kaer eo, kit da welet. Hag evit lidañ an taol pennadoù a-zivout istor Sina (An Tri Enorus hag ar Pemp Impalaer, Tiernelezh Sui ha roll al lunioù Kangxi). Er reter-pellañ atav, pennadoù diwar-benn Krennamzer Japan, Edo hag he c'hastell, an noblañsoù Ota Dokan, Minamoto no Yorimasa ha Sugawara no Michizane. E Breizh, menegomp pennadoù Ar c'hoarezed Goadeg ha Kastell-Nevez-ar-Faou, keleier eus koulzad an Ofis Ya d'ar brezhoneg zo ivez. Ul livour brudet Paul Sérusier. Er sinema, aktorien c'hall vrudet evel Michel Blanc, Alain Chabat, Gérard Jugnot pe Christian Clavier, peadra da lenn a-raok gwelet film nevez skipailh kozh ar Splendide. Dudiamant zo c'hoazh gant pennadoù nevez war ar c'hoarioù video Mario Kart DS ha Nintendo DS. Politikourien nevez varvet evel Johannes Rau bet prezidant Alamagn ha cheic'h Jaber Al-Ahmad Al-Jaber Al-Sabah bet e penn Koweit. E-mesk an tudennoù istorel vrudet menegomp Vitus Bering ar foeter-bro, Pasquale Paoli, an emsaver korsat, ha deroù un hir a bennad diwar-benn an emsaver Gandhi. Istor Europa ha lignez an Habsbourged. Pennadoù diwar-benn spesadoù loened aet da get Mastodont, Tigr dent sabrenn, an dour Mor du ha Dourioù etrebroadel, al levraouegoù, Teul hag, evel boas, pennadoù niverus diwar-benn yezhoù nebeut anavezet, sellit ouzh Yezhoù ar bed. Lennadenn vat.
Lun 6 C'hwevrer
- Kloz eo ar votadeg evit ar verourien. Dilennet eo bet an tri a oa aet war ar renk : Neal, Paotr ha Fulup, kalon vat dezho. Sellit ouzh an disoc'hoù AMAÑ !.
Merc'her 8 C'hwevrer
- Taget eo bet hor wiki evit ar wech kentañ. Tost 30 pajenn diverket. Sellit amañ
Sadorn 11 C'hwevrer
- Deuet eo er-maez Kannadig ar verourien evit ma c'hallo ar verourien rentañ kont eus o labour dirak an holl.
Sul 19 C'hwevrer
- Gounezet ur plas adarre. Renket er 54re plas emaomp bremañ. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
- Gounezet un eil plas ouzhpenn hiziv. Renket er 53de plas emaomp bremañ. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
- Ouzhpenn 200 pennad nevez er sizhun-mañ ha daou blas gounezet ! Trugarez d'an holl eta. Tost echu eo kempenn ar patromoù evit deizioù ar bloaz, trugarez d'an implijer nevez Benoni en deus peget e-barzh hag en deus boulc'het rann ekologel ar c'helc'hgeriadur gant pennadoù diwar-benn al lanvioù du (Listenn al lanvioù du pennañ, Torrey Canyon hag Amoco Cadiz). Kalz a nevezinti eus tu an douaroniezh ivez gant pennadoù Foz danvorel, Eurazia, Antarktika, Oseania, Keheder, Epikreizenn, Hipokreizenn hag, e Breizh, Lenn Gwerledan. Kêrioù Aostria zo bet ivez Eisenstadt ha Willendorf. Diouzh tu an Egor eo prest pennadoù Douar hag heol skeudennaouet-kaer. Kenderc'hel a ra hor skiantour Yun gant e bennadoù diwar-benn an unanennoù muzuliañ, sellit ouzh Unanennoù diazez ar sistem etrebroadel hag ouzh Kenemglev ar metr. War dachenn ar yezhoniezh en deus kendalc'het Neal da strivañ par ma c'hall evit lakaat an niver a bennadoù da greskiñ, menegomp, e-touez degadoù a re all Roll gwrizioù indezeuropek ha Treuzlizherennadur arabek marteze. Adkempennet eo bet ivez pennadoù ar yezhoù yuzevek hag, evel boas, pennadoù niverus diwar-benn yezhoù nebeut anavezet, sellit ouzh Yezhoù ar bed. Eus Azia eo deuet Framm ar sinalunioù evit deskiñ skrivañ sinaeg hag, evit distanañ un tamm pennad sudoku. Distro da Europa, lennit Tintin hag ur vro nevez Danmark. War dachenn an istor hag ar politikerezh, lennit Impalaeriezh trevadennel Portugal, Hasan Al-Banna hag Islamouriezh. Lennadenn vat.
Yaou 23 C'hwevrer
- Gounezet daou blas c'hoazh e renkadur ar yezhoù. En 51vet plas emaomp bremañ. Un tamm strivig c'hoazh hag e vimp e-touez 50 yezh kentañ ar bed war Wikipedia. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
- Kelc'hgeriadur pe Holloueziadur. Votadeg zo.
- Echu eo sevel ar patromoù evit 365 pennad deizioù ar bloaz; Trugarez vras d'an holl re o deus kemeret perzh : kit da welet war Deizioù ar bloaz.
Gwener 24 C'hwevrer
- Hiziv, gant an implijerien Padraig Marc'heg ha Rognogno omp aet en tu all d'an 200 implijer enrollet. Degemer mat dezho o-daou. 201 den o deus krouet ur gont evit ar mare.
Meurzh 2006
- Darvoud istorel. Tapet en deus ar brezhoneg an 50vet plas etre an holl wikioù. Pebezh trec'h pa soñjer e peseurt stad e oamp c'hoazh bloaz zo. Gourc'hemennoù d'an holl ha dalc'homp da vont ! Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr.
- Krog eo ar bot kentañ da labourat war hor wiki a-benn ouzhpennañ liammoù adal hor wiki pe war-du hor wiki. Evit gouzout hiroc'h :Kannadig ar verourien
Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki
- Darvoud istorel. Tapet en deus ar brezhoneg an 50vet plas etre an holl wikioù. Pebezh trec'h pa soñjer e peseurt stad e oamp c'hoazh bloaz zo. Gourc'hemennoù d'an holl ha dalc'homp da vont ! Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
- Krog eo ar bot kentañ da labourat war hor wiki a-benn ouzhpennañ liammoù adal hor wiki pe war-du hor wiki. Evit gouzout hiroc'h : Kannadig ar verourien
- Evit breutaat diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit 'ta betek an An ti-chopin
- Kantadoù a bennadoù nevez zo bet c'hoazh er sizhunvezhioù diwezhañ ! Trugarez d'an holl ! Echu eo kempenn ar patromoù evit deizioù ar bloaz ; boulc'het mat eo patromoù kumunioù Penn-ar-Bed, a-drugarez da Paotr, hag hini ar bloavezhioù, savet gant C'hwil-du siferniet. Ne chom bremañ nemet da voueta ar frammoù zo bet savet. E-touez ar pennadoù nevez-savet e kaver a bep seurt traoù : kit da welet ar Rummad:Bannieloù, Divreviadezh pe c'hoazh Tatouadur. Kalz a nevezinti eus tu an douaroniezh ivez gant pennadoù Nil, Dinedin, Mor Breizh, Finland hag, e Breizh, Bro-Leon ha Treger. Pennadoù a denn d'ar c'heleier zo bet, gant keloù eus harz-brezel ETA pe eus marv Slobodan Milošević. Gant kanerien ha sonerien eus ar bed a-bezh e c'hellit ober anaoudegezh bremañ, sellit ouzh Victor Jara, Compay Segundo pe c'hoazh Ray Barretto. Kendalc'het en deus Neal da sevel pennadoù niverus diwar-benn yezhoù nebeut anavezet : goude bezañ graet tro Azia eo en em gavet bremañ en Norzh Amerika, sellit ouzh Yezhoù ar bed. Anv eus an Eil brezel bed hag eus enepyuzevegezh a zo e pennadoù Diskoulm diwezhañ, Shoah pe Anne Frank. Eus Egipt eo deuet Thebaidos, Sokar, Douaroniezh Henegipt ha Jean-François Champollion. Kit pelloc'h c'hoazh en Afrika, betek an Impalaeriezh toukouleur pe Rouantelezh Bambara Segou. Ha ma plij deoc'h al laboused, lennit morvran ha morskoul.
Ebrel 2006
Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki
- Darvoud istorel. Tapet en deus ar brezhoneg an 50vet plas etre an holl wikioù. Pebezh trec'h pa soñjer e peseurt stad e oamp c'hoazh bloaz zo. Gourc'hemennoù d'an holl ha dalc'homp da vont ! Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
- Evit breutaat diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit 'ta betek an An ti-chopin
- Muioc'h eget 400 pennad nevez zo bet c'hoazh abaoe deroù Ebrel evit plijadur an holl. C'hoari a blij deoc'h just a-walc'h, sellit un tamm ouzh ar c'hoari japanat go ha kasit an dudi pelloc'h gant bannoù-treset Lanfeust de Troy pe treserien evel Tarquin, Arleston, Robinson. Kendalc'hit ho lennadenn gant Jules Verne, Yeun ar Gow ha Faulkner. Da vat eo lañset bremañ pennadoù Roma an Henamzer hec'h impalaerien, he froviñsoù, Ptolemaios. Sellit ouzh ar porched ha diwallit diouzh ar Vandaled. Pennnadoù bihan aes da lenn war istor kozh Breizh ha Kembre zo ivez, Breizh Vihan, Nennius, De excidio Britanniae, Y Gododdin, Powys met ivez a-zivout ar Bonedoù ruz gant Sebastian ar Balp; diwar-benn glad relijiel ar vro zo ivez gant iliz ar Fouilhez pe Brenniliz. Kavet e vo da lenn diwar-benn broioù pe pobloù all evel boas Tamil Eelam, Unaniezh ar Maghrib, an Indianed Haudenosaunee. Sellit ouzh Fritz Haber ur Yuzev, bet ijinet ar Ziklon B gantañ. Pennadoù douaroniel zo Tsunami, Stockholm, stêr Roma, an Tiber pe ar Mor Baltel. Deskit piv e oa ar matematikour skosat John Napier hag en em soñjit war degouezhioù dreistordinal an daou sportour Kozakiewicz hag Alan Turing. Pennadoù ekologel berr aes da lenn zo Pascale Loget, Jean-Claude Pierre, ar Morbig. Mignoned an hard rock a lenno gant plijadur Trust, Bernie Bonvoisin, Bon Scott hag all. Na zisoñjomp ket ar reggae black Uhuru ha mouezh latino Violeta Parra. Er fin gourc'hemennoù da Neal en deus savet e-unan-penn ur porched a-bezh diwar-benn revelezh mab-den pennadoù fonnus e-leizh ennañ evel, da skouer, Homofobiezh pe ur pennad pedagogel-tre Stevell. Deskadurezh vat da dapout evit an holl. A-raok klozañ, gourc'hemennoù ivez da Vatilin en deus adkempennet penn-da-benn pajenn ar c'heleier ha roet buhez dezhi. Kaer-kenañ eo bremañ
- Lañset mat eo ivez pennadoù ar bloavezhioù evit ar Iañ kantved
Mae 2006
19 a viz Mae
Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki
- Derc'hel hor renk ! En 51vet plas emañ ar Wiki brezhoneg bremañ e-touez an holl wikioù. Abaoe miz Ebrel ned a ket an niver a bennadoù war-gresk kement hag a-raok, daoust ma talc'h da vont war-raok. Ezhomm a zo pennadoù nevez ma fell deomp derc'hel e renk d'ar brezhoneg. Bec'h dezhi 'ta !
Gwellaat ha klokaat pennadoù a zo d'ober ivez. N'eo ket al labour a vank ma fell deomp ober eus ar Wikipedia brezhonek ur benveg evit an holl vrezhonegerien da gaout boued-spered en o yezh ! Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr - Evit breutaat diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit 'ta betek an An ti-chopin
- E-touez ar pennadoù nevez a zo bet savet en hanterenn gentañ miz Mae e kaver meur a hini a denn d’an istor. Istor Breizh evel-just, gant Anna Vreizh, he zad Frañsez II pe he fried Loeiz XII a Vro-C'hall, gant Emsavadeg ar Bonedoù ruz, pe c’hoazh gant Levrioù Istor Breizh. Pennadoù a denn d’an istor e diavaez hor bro ivez : Kumun Pariz, Impalaeriezh santel, roman ha german. Anaoudegezh a c’hellomp ober gant pobloù pe gant broioù pelloc’h diouzhimp : an Dogoned eus Afrika, an Asirianed er Reter-nesañ, pe Montenegro en Europa. Lenn traoù diwar-benn kêrioù bras ha bihan a c’heller ivez : eus Pariz da Zirinonn. Tud vrudet e doare pe zoare, ha disheñvel-kenañ, a zo taolennet deomp : an Italian Niccolò Machiavellipe ar Brazilad Lula. Pe c’hoazh, evit chom e Breizh, Françoise Morvan pe Goulc'han Kervella. Mard oc’h troet gant ar yezhoù e c’helloc’h lenn pennadoù war yezhoù eus Amerika evel ar yezhoù zaparoek pe eus Europa evel ar yezhoù slavek pe ar yezhoù skandinavek. Eus yezhoniezh ez eus anv er pennad nevezc'her. Mar plij al lennegezh deoc’h ho po da zibab etre ar manga Akira, ar skrivagnerien amerikan Theodore Sturgeon ha Nathaniel Hawthorne, pe Les Humanoïdes Associés. Mar kavit gwelloc’h mont d’ar sinema, lennit Pontoù kontelezh Madison. War dachenn ar revelezh denel en deus kenddalc’het hor c’henlabourer Neal da sevel pennadoù, evel Kaezouregezh pe Pederastiezh. Lennadennoù mat deoc’h holl !
Mezheven 2006
6 a viz Mezheven
Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki
- War-raok atav. Daoust ma vez savet nebeutoc’h a bennadoù abaoe miz Ebrel, emañ bepred ar Wiki brezhoneg en 51vet plas e-touez an holl wikioù. Ne gresk ket an niver a bennadoù brezhoneg ken buan ha ma rae a-raok, met derc’hel a ra da greskiñ : bemdez e kaver pennadoù nevez, hir pe hiroc’h. Tachennoù a vez pleustret muioc’h eget re all : ma’z eus bremañ kalzig a bennadoù a denn d’ar yezhoniezh, d’al lennegezh, d’an istor pe d’an douaroniezh, ez eus kalz nebeutoc’h war tachennoù all. Ezhomm a zo pennadoù a bep seurt evit tizhout pal un holloueziadur e brezhoneg. Plas a zo evit an holl genlabourerien eta !
Gwellaat ha klokaat pennadoù a c’hell pep hini ober. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr - Evit breutaat diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit 'ta d’ober un dro betek an An ti-chopin
- E-touez ar pennadoù nevez a zo bet savet en eil hanterenn miz Mae e kaver meur a hini a denn d’ar yezhoù adarre. Anaoudegezh a c’heller ober gant ar romañcheg, ar c’hachoubeg pe gant frizeg ar reter, gant ar yezhoù dalmatek pe ar yezhoù skandinavek,,. Pelloc’h diouzhimp emañ al lizherennegoù fenisek, aramaek hag etruskek. Gant un nebeud yezhourien e c’heller ober anaoudegezh ivez : Juluan Maner, Gregor Rostren, pe c’hoazh Robert Morton Nance. Poltred un nebeud Bretoned a ginniger dimp, evel François de Beaulieu, pe Nolwenn Korbell, ha poltred tud vrudet eus broioù all ivez, evel ar Galizad Castelao pe ar C’hembread Hywel ab Owain Gwynedd. Chom e Breizh a c’heller ha mont da welet savadurioù relijiel meur a gumun eus Breizh, evel iliz santez-Piter (an Treoù-Leon) pe iliz Itron-Varia Brasparzh. Mar fell deoc’h ivez e c’hellit mont da bourmen e menezioù hor bro, evel Menez Kador pe c’hoazh Roc'h Tredudon. Hag evit cheñch a-grenn ne vo netra gwelloc'h eget lenn pennad Stankell an Teir C'hanienn, hini ar menez-tan Merapi, pe hini ar bobl Ainou. Lennadennoù mat deoc’h holl !
22 a viz Mezheven
Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki
- War-raok atav. Derc’hel a ra an niver a bennadoù nevez da greskiñ, ha tamm-ha-tamm emaomp o tostaat da 7 000. Emañ bepred ar Wiki brezhoneg en 52vet plas e-touez an holl wikioù, met n’emañ ket pell war-lerc’h ar yezhoù a zo dirazañ. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
- Evit breutaat diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit 'ta d’ober un dro betek an An ti-chopin
- E-touez ar pennadoù a zo bet savet en hanterenn gentañ miz Mezheven e kaver meur a hini a denn d’ar sonerezh. Traoù a bep seurt : Bob Marley, Faith no more pe Tryo, pe c’hoazh Gustav Mahler. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn kêrioù hor bro war-gresk, gant kumunioù eus ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor dreist-holl. Adkavout a reomp ivez, evel boaz, pennadoù a denn d’ar yezhoù ha d’ar yezhoniezh, evel al lizherenneg samaritanek, an islandeg, ar gwaranieg, lizherennoù eus hol lizherenneg dimp evel Ñ pe eus lizherennegoù all evel Œ, Ч, Þ. Poltred un nebeud skrivagnerien a ginniger dimp, evel Jakez Konan pe Homeros. Tapout muioc’h a zeskamant war douaroniezh Europa a c’hellomp, gant pennadoù diwar-benn stêrioù eus kreiz hor c’hevandir, evel an Drava pe kêrioù evel Innsbruck pe Oslo. Ma fell deoc’h ivez e c’hellit ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar Yuzevegezh, an Torah, pe ar Samaritaned. War dachennoù skiantel ez eer gant pennadoù evel pliosen pe miosen. Goude ar pennadoù a denne d’ar revelezh ez eus bremañ meur a hini a denn da organoù gouennañ an dud : kalc'h pe kourzh da skouer. Hag evit cheñch a-grenn ne vo netra gwelloc'h eget lenn ar pennad diwar-benn Toussaint Louverture, ar stourmer eus Haiti, hini Seizh Marzh ar Bed, hini ar c’hlub mell-droad War-raok Gwengamp, pe hini ar simbol. Lennadennoù mat deoc’h holl !
1añ a viz Du
Darvoudoù ha keleier diwezhañ ar Wiki
- War-raok atav. Derc’hel a ra niver ar pennadoù savet e brezhoneg da greskiñ, ha tremenet omp en tu all da 10 000 pennad, gant ur pennad war Listenn kêrioù Galiza gevellet gant ur gêr a Vreizh. Hag ouzhpenn-se omp an 50vet yezh o tizhout al live-se! Gourc'hemennoù d'an holl!!! Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
- Evit breutaat diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit 'ta d’ober un dro betek an An ti-chopin
- E-touez ar pennadoù a zo bet savet en hanterenn gentañ miz Mezheven e kaver meur a hini a denn d’ar sonerezh. Traoù a bep seurt : Bob Marley, Faith no more pe Tryo, pe c’hoazh Gustav Mahler. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn kêrioù hor bro war-gresk, gant kumunioù eus ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor dreist-holl. Adkavout a reomp ivez, evel boaz, pennadoù a denn d’ar yezhoù ha d’ar yezhoniezh, evel al lizherenneg samaritanek, an islandeg, ar gwaranieg, lizherennoù eus hol lizherenneg dimp evel Ñ pe eus lizherennegoù all evel Œ, Ч, Þ. Poltred un nebeud skrivagnerien a ginniger dimp, evel Jakez Konan pe Homeros. Tapout muioc’h a zeskamant war douaroniezh Europa a c’hellomp, gant pennadoù diwar-benn stêrioù eus kreiz hor c’hevandir, evel an Drava pe kêrioù evel Innsbruck pe Oslo. Ma fell deoc’h ivez e c’hellit ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar Yuzevegezh, an Torah, pe ar Samaritaned. War dachennoù skiantel ez eer gant pennadoù evel pliosen pe miosen. Goude ar pennadoù a denne d’ar revelezh ez eus bremañ meur a hini a denn da organoù gouennañ an dud : kalc'h pe kourzh da skouer. Hag evit cheñch a-grenn ne vo netra gwelloc'h eget lenn ar pennad diwar-benn Toussaint Louverture, ar stourmer eus Haiti, hini Seizh Marzh ar Bed, hini ar c’hlub mell-droad War-raok Gwengamp, pe hini ar simbol. Lennadennoù mat deoc’h holl !
4 a viz Kerzu 2006
- War-raok atav. Bremañ ez eus tost da 11 000 pennad en holloueziadur brezhonek, ha derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez. Ur yezh all, an albaneg, he deus tizhet an 10 000 pennad ivez. Pell emaomp c'hoazh avat diouzh yezhoù evel ar galleg, tizhet gantañ 400 000 pennad d'ar 27 a viz Du, pe zoken diouzh an esperanteg zo aet dreist d'an 60 000 pennad pe d'ar c'hatalaneg zo aet dreist d'ar 45 000 pennad. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'heller mont d'ober un dro betek an An ti-chopin. Tud zo o deus c'hoant cheñch anv d'ar bajenn-se ha kinnigoù zo bet graet : an ostaleri pe an davarn. Deuit da zisplegañ ho soñj ivez !
- E-touez ar pennadoù a zo bet savet en hanterenn gentañ miz Mezheven e kaver meur a hini a denn d’ar sonerezh. Traoù a bep seurt : Bob Marley, Faith no more pe Tryo, pe c’hoazh Gustav Mahler. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn kêrioù hor bro war-gresk, gant kumunioù eus ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor dreist-holl. Adkavout a reomp ivez, evel boaz, pennadoù a denn d’ar yezhoù ha d’ar yezhoniezh, evel al lizherenneg samaritanek, an islandeg, ar gwaranieg, lizherennoù eus hol lizherenneg dimp evel Ñ pe eus lizherennegoù all evel Œ, Ч, Þ. Poltred un nebeud skrivagnerien a ginniger dimp, evel Jakez Konan pe Homeros. Tapout muioc’h a zeskamant war douaroniezh Europa a c’hellomp, gant pennadoù diwar-benn stêrioù eus kreiz hor c’hevandir, evel an Drava pe kêrioù evel Innsbruck pe Oslo. Ma fell deoc’h ivez e c’hellit ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar Yuzevegezh, an Torah, pe ar Samaritaned. War dachennoù skiantel ez eer gant pennadoù evel pliosen pe miosen. Goude ar pennadoù a denne d’ar revelezh ez eus bremañ meur a hini a denn da organoù gouennañ an dud : kalc'h pe kourzh da skouer. Hag evit cheñch a-grenn ne vo netra gwelloc'h eget lenn ar pennad diwar-benn Toussaint Louverture, ar stourmer eus Haiti, hini Seizh Marzh ar Bed, hini ar c’hlub mell-droad War-raok Gwengamp, pe hini ar simbol. Lennadennoù mat deoc’h holl !
9 a viz Ebrel 2007
- War-raok atav. Tremenet eo bet an 13 000vet pennad gant an holloueziadur brezhonek, ha derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez. Labour a chom avat : soñjit ‘ta ez eus tremen 50 000 pennad er Wikipedia katalanek ! Ha labour a chom ivez evit kempenn ar pennadoù zo bet savet : an holl anezho pe dost o deus ezhomm bezañ adwelet, reizhet, kempennet ha klokaet. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'heller mont d'ober un dro betek an An davarn.
- Ur raktres kar da Wikipedia eo ar Wikeriadur. Ur geriadur e meur a yezh, ha bremañ e brezhoneg ivez.
Un nebeudig tud oberiant evit ar raktres Wikipedia e brezhoneg zo krog da labourat evit se. Mar fell mont da welet an disoc'h, kit war Wikeriadur e brezhoneg.
- E-touesk ar pennadoù a zo bet savet nevez 'zo e kaver meur a hini a denn d'ar
strolladoù politikel eus Katalonia pe d’ar re eus Galiza.
- Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn kêrioù hor bro war-gresk, gant kumunioù eus ar Mor-Bihan hag Aodoù-an-Arvor dreist-holl. Savet eo bet roll stêrioù pennañ Breizh, ha meur a bennad da-heul.
- Europa n'eo ket ur rannved hepken, met anv teir maouez eus Rummad:mojennoù Hellaz kozh. Kavout a c'hallit o istorioù, ha re Atalant pe Jason hag an Argonaoted o vont da glask ar maoutken aour, hag harozed all c'hoazh, evel Herakles pe doueed evel Eros pe Apollon.
- Krog omp da deurel ur sell ouzh tachenn divent al livouriezh, gant Tizian, Gustave Courbet ha Berthe Morisot . Dizoloit ar Balkon, Olimpia, pe Liorzh ar plijadurezhioù, da c'hortoz re all.
- Pinvidikaat a c'hallit ivez listenn ar romantoù brezhonek gant ho lennadennoù. Ra vo graet reoù mat all ganeoc’h holl amañ!
30 a viz Du 2007
*Daou raktres wiki nevez emeur o sevel war ar genrouedad dibaoe miz Here: wikimammenn ha Wikiarroud. Wikimammenn a zo un diellaoueg e brezhoneg, enni testennoù klok hag en o furm orin. Wikiarroud a zo un dastumad arroudoù evit krouiñ kentañ geriadur an arroudoù e brezhoneg. Trugarez d'an holl da zont da sikour evit diorren ar raktresoù-se hag evit ma teufent evel-se da vezañ raktresoù ofisiel.
* War-raok atav. E deroù miz Du e oa bet tremenet an niver a 17 000 pennad gant an holloueziadur brezhonek. Derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez! Labour a chom avat evit kenderc'hel da grouiñ pennadoù hag evit kempenn ar pennadoù zo bet savet : an holl anezho pe dost o deus ezhomm bezañ adwelet, reizhet, kempennet ha klokaet. Ar 55vet yezh eo ar brezhoneg evit an niver a bennadoù bremañ, e-touez raktresoù holloueziadur Wikipedia. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'hallit mont d'ober un dro betek an An davarn.
* Ur raktres kar da Wikipedia eo ar Wikeriadur. Ur geriadur e meur a yezh, ha bremañ e brezhoneg ivez.
Un nebeudig tud oberiant evit ar raktres Wikipedia e brezhoneg a labour evit se. E deroù miz Gouere e oa tremenet an niver a bennadoù er Wikeriadur brezhonek en tu all da 3500, Mar fell deoc’h mont da welet al labour-se, kit war Wikeriadur e brezhoneg.
* Mat e vo da bep hini ivez teurel ur sell ouzh roll ar fazioù stankañ, a c'hallo bezañ klokaet evel-just...
* E-touez ar pennadoù liesseurt a zo bet savet e-pad ar sizhunvezhioù diwezhañ e kaver traoù a bep seurt diwar-benn tud brudet evel Gordon Brown, kentañ ministr nevez Breizh-Veur, an aktourez Marilyn Monroe pe ar skrivagner John Steinbeck. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn Mojennoù Hellaz war-raok ivez gant pennadoù diwar-benn Ac'heron, Ajaks pe Aias, Perseüs ha re all c’hoazh. Er rummad Istor Iwerzhon ez eus bremañ meur a bennad diwar-benn Emsavadeg Pask hag an dud a oa bet o kemer perzh enni, evel Liam Lynch, Michael Collins, Pádraig Pearse... Niverusoc'h-niverus ha diseurtoc'h-diseurt eo ar pennadoù a denn d'al livouriezh, gant Frida Kahlo, Henri Matisse, Rembrandt pe ar familh Brueghel. Pennadoù nevez savet pe adwelet zo diwar-benn ar yezhoniezh, evel Mouezh (yezhoniezh), kensonenn, vogalenn, fonem, friadur pe difriadur... Pinvidikaat a c'hallit ivez listenn ar romantoù brezhonek pe roll al levrioù e brezhoneg troet diwar yezhoù all gant ho lennadennoù. Ra vo graet reoù mat all ganeoc'h holl amañ!
10 a viz Meurzh 2008
* War-raok atav. D’an 10 a viz Genver 2008 e oa bet tremenet an niver a 18 000 pennad gant an holloueziadur brezhonek. Ha derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez abaoe ! Labour a chom avat evit kenderc'hel da grouiñ pennadoù hag evit kempenn ar pennadoù zo bet savet : an holl anezho pe dost o deus ezhomm bezañ adwelet, reizhet, kempennet ha klokaet. Ar 55vet yezh eo ar brezhoneg evit an niver a bennadoù bremañ, e-touez raktresoù holloueziadur Wikipedia. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
* Raktresoù all, kar da Wikipedia, zo ivez : ar raktresoù Wikimammenn (un diellaoueg e brezhoneg, enni testennoù klok hag en o furm orin) ha Wikiarroud (un dastumad arroudoù e brezhoneg), hag ar Wikeriadur. Ur geriadur e meur a yezh, ha bremañ e brezhoneg ivez eo hemañ.
Un nebeudig tud oberiant evit ar raktres Wikipedia e brezhoneg a labour evit se. Ouzhpenn 8000 pennad zo bremañ er Wikeriadur brezhonek, ar pezh a lak ar brezhoneg er 36vet renk e-touez ar raktresoù geriadur heñvel. en tu all da 3500, Mar fell deoc’h mont da welet al labour-se, kit war Wikeriadur e brezhoneg.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'hallit mont d'ober un dro betek an An davarn.
* Evit gwellaat ar pennadoù e c’hall pep hini teurel ur sell ouzh roll ar fazioù stankañ, ur roll a c'hallo bezañ klokaet evel-just...
* E-touez ar pennadoù liesseurt a zo bet savet e-pad ar sizhunvezhioù diwezhañ e kaver traoù a bep seurt : timbroù Batoum, timbroù Danzig pe re Fiume, pennadoù diwar-benn istor kozh Bro-C’hall, evel Neustria, Aostrazia, Pepin Grenn, pe diwar-benn livourien italian evel Caravaggio. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn Mojennoù Hellaz war-raok ivez gant pennadoù diwar-benn Delwennoù Afrodite pe Gwener. Er rummad C'hoarierien mell-droad ez eus bremañ kalzik a bennadoù diwar-benn sportourien a c’hoari e kluboù mell-droad Breizh. Un tamm tro dre ar bed a c’haller ober ivez, dre gêrioù eus Afrika, evel Nairobi, pe dre gumunioù Belgia, hag ober anaoudegezh gant savadurioù evel Ramz Rodos, mastabaoù Ejipt pe Delwenn ar Frankiz. Ha goude-se ne vo nemet mont d’ober anaoudegezh gant aktourien evel Woody Allen pe Amitabh Bachchan. Lennadennoù mat deoc’h holl !
20 a viz Gouere 2008
* War-raok atav. D’an 20 a viz Mezheven 2008 e oa bet tizhet an niver a 20 000 pennad gant an holloueziadur brezhonek. Ha derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez ! Er 56vet renk emañ ar brezhoneg bremañ e-touez raktresoù holloueziadurel Wikipedia, war-lerc’h an hindieg. Labour a chom avat : ma’z eus forzhig pennadoù bremañ war danvezioù zo, e chom hogos divoulc’h ur bern tachennoù : an teknologiezhioù, ar vezegiezh, an hinouriezh, ar gwir, ar micherioù ha re all c'hoazh… Ha kalz pennadoù a chom da gempenn, da adwelet, da reizhañ, da glokaat. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'hallit mont d'ober un dro betek an An davarn.
* E-touez ar pennadoù liesseurt a zo bet savet e-pad ar sizhunvezhioù diwezhañ e kaver traoù a bep seurt : Kant pennad nevez diwar-benn teknikoù ar varrez (ballet); timbroù eus broioù a bep seurt, kozh pe nevez (Montenegro, Helgoland…), morlaeron eus ar bed a-bezh (Jack Rackham, Mary Read, Jeanne de Belleville, pe skrivagnerien eus India evel Munshi Premchand pe Vikram Chandra. Aet eo an niver a bennadoù diwar-benn Alamagn war-raok kalzik gant pennadoù diwar-benn Berlin (Dor Brandenburg, Mirdi yuzev Berlin…). Eus darvoudoù tost dimp e vez anv ivez war ar Wikipedia brezhonek : darvoudoù an nevez-amzer e Tibet da skouer. Un tamm tro dre ar bed a c’haller ober ivez, ha deskiñ traoù diwar-benn an istor : adalek an Hittited, ur bobl eus an Henamzer en Azia-Vihanañ, betek Haile Selassie Iañ, impalaer diwezhañ Etiopia. Lennadennoù mat deoc’h holl !
17 a viz Gwengolo 2008
* Gourc’hemennoù da dud ar Wikipedia euskarek, nevez-tizhet ganto an 30 000 pennad !
* D’an 12 a viz Gwengolo 2008 e oa bet tizhet an niver a 21 000 pennad gant an holloueziadur brezhonek. Ha derc'hel a ra o niver da greskiñ c’hoazh ! Er 56vet renk emañ ar brezhoneg bepred e-touez raktresoù holloueziadurel Wikipedia, war-lerc’h an albaneg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Ha gallout a rit, c’hwi ivez, reiñ dorn da gas ar raktres pelloc’h, dre sevel pennadoù nevez pe dre wellaat ar pennadoù zo bet savet dija. Sellit ouzh Degemer an dud nevez.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit d'ober un dro betek an an Davarn.
* E-touez ar pennadoù diseurt a zo bet savet e-pad an hañv e kaver traoù a bep seurt : pennadoù diwar-benn Kêrioù Kembre, evel Porthmadog pe Llanymddyfri, re all diwar-benn Kontelezhioù Kembre evel Kontelezh Gwynedd; gallout a rit mont da welet broioù pell ivez gant pennadoù diwar-benn stadoù Brazil pestadoù Mec'hiko evel Chiapas ha Yucatán.Tostoc’h dimp emañ Cerdanya ha kêr Llívia pe kêrioù Flandrez Frañs. Beajiñ en amzer a c’haller ivez ha deskiñ traoù diwar-benn Rouantelezh ar Vandaled pe Sevenadur La Tène. Bepred war dachenn an istor eo kresket ar pennadoù gouestlet d’an naziegezh gant skridoù diwar-benn an Enepnaziouriezh en Alamagn, evel Ar Rozenn Wenn, pe diwar-benn ar Gestapo. Diwar-benn korf an den e c’haller deskiñ traoù ivez, eus an divskouarn d’an divrec’h. Ma plij deoc’h an debriñ hag an evañ, lennit pennadoù laezh, laezh-ribot, kanell… Hag e-keit-se e c’hallit ivez selaou sonerezh Stereo Total, Berry pe Thomas Fersen, ha lenn albomoù Hugo Pratt pe Titeuf. Ha ma plij deoc’h an traoù sirius, lennit al listennad lavaredoù latin, pe ar pennadoù a denn d’ar politikerezh, d’ar faskouriezh, d’ar sokialouriezh pe d’ar gomunouriezh. Lennadennoù mat deoc’h holl !
26 a viz Here 2008
* Gourc’hemennoù da dud ar Wikipedia kembraek, nevez-tizhet ganto an 20 000 pennad !
* D’an 8 a viz Du e oa bet tizhet an niver a 22 000 pennad gant hon holloueziadur brezhonek. Er 55vet renk emañ ar brezhoneg bepred e-touez raktresoù holloueziadurel Wikipedia, war-lerc’h an islandeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Ha gallout a rit, c’hwi ivez, reiñ dorn da gas ar raktres pelloc’h, dre sevel pennadoù nevez pe dre wellaat ar pennadoù zo bet savet dija. Sellit ouzh Degemer an dud nevez.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all, kit d'ober un dro betek an an Davarn.
* E-touez ar pennadoù diseurt zo bet savet pe hiraet e-pad an diskar-amzer e kaver kalz traoù a denn d’an douaroniezh : kêrioù a bep seurt broioù (Euskal Herria, departamant ar Pas-de-Calais), Tel Aviv pe Lagos, pennadoù all diwar-benn Kontelezhioù Bro-Saoz evel Cumbria pe Surrey, diwar-benn Proviñsoù Italia, inizi pell pe belloc’h evel Inizi Crozet e Meurvor Indez, Inizi Friz pe Enezeg Molenez. War dachenn ar savouriezh a c’haller mont da welet chapel Santez Anna ar Palud, abati Lokentaz, en hor bro, pe ar Monumant da Yuzevien Europa drouklazhet e Berlin.
Tachennoù n’omp ket boas da lenn traoù diwar o fenn e brezhoneg zo ivez : meuzioù evel ar c’hig-yar tandoori, an naan, hot dog pe hamburger, pe sportoù evel ar plankenn-ruilh hag ar marc'h-houarn. Traoù da lenn amañ hag el levrioù : adalek istorioù kozh ar Mabinogi, gant Branwen, merch Llŷr pe Pwyll, priñs Dyfed betek lennegezh hon amzer e brezhoneg (Koulizh Kedez) pe e yezhoù all (Stieg Larsson). Doareoù arz a bep seurt a c’haller ober anaoudegezh ganto : Andy Warhol, Dada. Ma plij ar bannoù-treset deoc’h, kit da lenn ar pennadoù diwar-benn Titeuf, Michel Vaillant, André Franquin pe Dark Horse Comics. Peurzeskiñ brezhoneg a c’haller ivez gant Wikipedia : sellit ouzh ar pennadoù kunujenn pe estlammadell, da skouer. Lennadennoù mat deoc’h holl !
30 a viz Genver 2009
* Gourc’hemennoù da dud ar Wikipedia katalanak, a oa bet tizhet ganto ar 150 000 pennad e dibenn miz Kerzu 2008 !
* Gant an holloueziadur brezhonek e oa bet tizhet an niver a 23 000 pennad d’ar 7 a viz Genver 2009. Er 56vet renk emañ ar brezhoneg bepred e-touez raktresoù holloueziadurel Wikipedia, dirak ar marathi, yezh Mumbai, en India. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Ha deuit da genlabourat ganimp da gas ar raktres war-raok pelloc’h c’hoazh, dre sevel pennadoù nevez pe dre wellaat ar pennadoù zo bet savet dija. Sellit ouzh Degemer an dud nevez.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar tud all, kit d'ober un dro betek an Tavarn ar wikipedourien.
* Sellit ouzh Ar pennadoù diwezhañ savet gant hor c'henlabourerien nevez zo. N'int ket peurechu, ha gallout a rit reiñ ho skoazell da gas anezho da benn. E-touez ar pennadoù savet pe hiraet e-pad an daou viz diwezhañ e kaver poltred meur a skrivagner : tud a Vreizh evel an Tad Medar, Lan Tangi, Mikael Treger, Yeun ar Gow pe Loeiz Herrieu ; tud eus broioù all ivez evel Bram Stoker, Ray Bradbury, Leopold von Sacher-Masoch pe Máirtín Ó Cadhain… ha pennadoù all c’hoazh nevez-savet. Ma kavit gwelloc’h selaou sonerezh eget lenn levrioù, sellit ouzh The Slits, Air, Depeche Mode, Carlos Nuñez. Ha ma kavit gwelloc’h c’hoazh mont d’ar sinema, lennit Clint Eastwood, The Terminator, Bollywood. Un tamm tro en estrenvro ? Kit da Inizi Bro-Skos, Kantonioù Suis pe Nouakchott ! Ha na zisoñjit kit astenn ar pennadoù nevez-boulc’het-se. War Wikipedia e c’hallit adkavout anvioù a oa bet kalz a gaoz diwar o fenn nevez zo, evel Gaza pe Ehud Olmert . Ha pelec’h all e c’hallfec’h kavout danvez da lenn e brezhoneg diwar-benn traoù diseurt evel ar pod-kambr, an urzhioù d'al loened, ar pokoù, ar gazetenn Die Welt, ar mangez pe Kevrenn Alre ?
Lennadennoù mat deoc’h holl !
17 a viz Mae
* Gourc’hemennoù da holl genlabourerien Wikipedia ! Gant hon holloueziadur ez eus bremañ 25 000 pennad, abaoe ar 15 a viz Mae 2009 ! Er 54e renk emañ ar brezhoneg bremañ e-touez raktresoù holloueziadurel Wikipedia, dirak an islandeg hag a-dreñv al luksembourgeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. N’eo ket peurechu ar pennadoù-se avat, ha gallout a rit reiñ ho skoazell da gas anezho da benn. Deuit da genlabourat ganimp da gas ar raktres war-raok pelloc’h c’hoazh, dre sevel pennadoù nevez pe dre wellaat ar pennadoù zo bet savet dija. Sellit ouzh Degemer an dud nevez.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout tud all, kit d'ober un dro betek an Tavarn ar wikipedourien.
* Sellit ouzh ar pennadoù diwezhañ savet gant hor c'henlabourerien nevez zo. E-touez ar pennadoù savet pe hiraet e-pad an daou viz diwezhañ e kaver kalz a bennadoù a denn d’an istor : pobloù an Demetae, ar Silured ha pobloù all Enez Vreizh, broioù kozh evel an Hen Ogledd pe Strat Clut, en hanternoz Enez Vreizh. Pe c’hoazh, tost pe bell diouzhimp, Rouantelezh Essex pe Rouantelezh Northumbria e Bro-Saoz, an Impalaeriezh otoman hag e sultaned evel Suleiman ar Meurdezus pe Abdülhamit II.
Gallout a rit arvestiñ ouzh taolennoù meur a livour eus Flandrez, an Izelvroioù pe Alamagn gwechall, evel Carel van Mander, Hans Memling, Martin Schongauer. Tostoc’h dimp e kaver poltredoù arzourien evel Louise Bourgeois pe Takashi Murakami. Gant tud a bep seurt e c’haller ober anaoudegezh : ar fizikour André-Marie Ampère, politikourien evel an emsaver indian Subhash Chandra Bose pe an Nederlandad Pim Fortuyn, ar c’haner euskarat Mikel Laboa, pe ar skrivagner brezhonek Koulizh Kedez.
Deskiñ traoù diwar-benn binvioù hor buhez pemdez a c’haller ober ivez gant Wikipedia : ar falz hag ar morzhol, ar forc'h hag ar fourchetez. Ha diwar-benn traoù ar bed bev kemend-all : ha gouzout a rit petra eo Ulva lactuca ? Anv skiantel ar bezhin glas an hini eo.
Sellit ouzh ar pennadoù koshoc’h zo bet kresket ha gwellaet evel Amsterdam, he savadurioù hag he c’harterioù pe c’hoazh poltred Gwennole ar Menn, nevez-aet d’an Anaon.
Ha pelec’h all e c’hallfec’h kavout danvez da lenn e brezhoneg diwar-benn traoù diseurt evel Aozadur Bedel ar Yec'hed, Ar Basion Vras c’hoariet gant Ar Vro Bagan, ar Brezel Tregont Vloaz, pe meuzioù eus broioù all evel ar stamppot ?
Lennadennoù mat deoc’h holl !
23 a viz Gouere 2009
* Gourc’hemennoù da holl genlabourerien Wikipedia ! Gant hon holloueziadur brezhonek ez eus bremañ 27 000 pennad, abaoe an 9 a viz Gouere 2009 ! Er 52vet renk emañ ar brezhoneg bremañ e-touez raktresoù holloueziadurel Wikipedia, a-dreñv al latin met dirak an luksembourgeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. N’eo ket peurechu ar pennadoù-se avat. Deuit da genlabourat ganimp da gas ar raktres war-raok pelloc’h c’hoazh, dre sevel pennadoù nevez pe dre wellaat ar pennadoù zo bet savet dija. Sellit ouzh Degemer an dud nevez.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, adkavout tud all, reiñ ho soñj, kit d'ober un dro betek an Tavarn ar wikipedourien.
* Sellit ouzh ar pennadoù diwezhañ savet gant hor c'henlabourerien nevez zo. E-touez ar pennadoù savet pe hiraet e-pad an daou viz diwezhañ e kaver adarre meur a bennad a denn d’an istor, kozh pe nevez : Republik Weimar, Brezel Spagn hag an anarkour Buenaventura Durruti , koulz ha rouaned Kembre gwechall evel Hywel Dda pe Rhodri Mawr, en ur dremen dre Janed Ark.
Gant unan eus hor c’henlabourerien ez eus bet degaset kalz a bennadoù diwar-benn al loened. Danvez-pennadoù int alies ha gallout a rit mont da astenn anezho : mard oc’h troet gant an evned, ar pesked, ar stlejviled pe ar bronneged, kit da deurel ur sell ouzh an alarc'h pe ar gaouenn, ar c'honikl (pe al lapin), ar reunig, an olifant, ar boultouz pe an eog, ar c’hrokodil pe al legestr ha da skrivañ un nebeud linennoù diwar o fenn.
Gallout a rit ober anaoudegezh gant arzourien diseurt evel al livour alaman Albrecht Dürer, ar skrivagner Ulrich von Hutten, ar barzh hag all livour saoz rakrafaelour Dante Gabriel Rossetti pe ar Vretoned Ronan & Erwan Bouroullec. Kavout a reoc’h ivez poltred prezidantez Island Jóhanna Sigurðardóttir, hini an aktour amerikan Steve McQueen, pe c’hoazh hini an emsaver okitan Robèrt Lafont, nevez-aet d’an Anaon. Pennadoù kozh evel Alan Stivell zo bet hiraet-mat ivez.
Dizoloiñ ar bed e brezhoneg a c’hallit ober gant Wikipedia ha mont betek kêr Ürümqi e Xinjiang, al Lenn Victoria en Afrika, pe kanolioù an Izelvroioù. Ma plij al levrioù deoc’h, lennit A lingua das bolboretas pe Hexe Lilli, ul levr evit ar vugale. Ma kavit gwelloc’h ar boued-kof, ar gouign-amann zo graet evidoc’h !
Breizh hag ar broioù keltiek ne vezont ket disoñjet gant hor c’henlabourerien farderien pennadoù : kit da welet Maner Kernod, da studiañ lec'hanvadurezh Breizh, da lenn skridoù Francis Gourvil pe da selaou Radio Cymru e kembraeg.
Lennadennoù mat deoc’h holl !
3 a viz Here 2009
* War-raok atav ez a ar Wikipedia brezhonek ! Gant hon holloueziadur ez eus en tu-hont da 29 000 pennad, abaoe miz Gwengolo. Ha dizale moarvat e vo tizhet an niver a 30 000 pennad ! Er 52vet renk emañ ar brezhoneg atav e-touez raktresoù holloueziadurel Wikipedia, a-dreñv al latin ha dirak ar bosneg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Hogen m’emaomp en ur renk mat evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho. Kalz traoù a vank ha kalz pennadoù n’int nemet « danvez pennadoù », pennadoù diechu. Piv a raio gwir bennadoù eus aval, galizeg pe Herri VIII (Bro-Saoz) ? Sellit ouzh Roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ, pe ouzh ar renk zo ganimp pa glasker muzuliañ danvez holloueziadurel ar Wiki brezhonek. Pep hini ac’hanoc’h a c’hall kas ar raktres war-raok pelloc’h, dre sevel pennadoù nevez pe dre wellaat ar pennadoù zo bet savet dija.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, adkavout tud all, reiñ ho soñj, kit bep sizhun d'ober un dro betek an Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù diwezhañ savet gant hor c'henlabourerien nevez zo. E-touez ar pennadoù savet e-pad an tri miz diwezhañ e kaver poltredoù tud a bep seurt : ar priñs kembreat Llywelyn ab Iorwerth, ar reder Jesse Owens, ar merdeer Jacques-Yves Le Toumelin, ar skrivagnerez vrezhonek Gwenvred Latimier-Kervella pe ar politikour stadunanat Ted Kennedy, nevez-aet d’an Anaon..
Derc’hel a ra ar paotr Gouerouz da zegas dimp pennadoù diwar-benn al loened : kit da deurel ur sell ouzh: ar fazaned, ar c’hlujiri, ar gwazi, houidi, ar vuoc’hig-Doue pe ar gwiñver, ha skrivit un nebeud linennoù da astenn ar pennadoù-se.
Un tamm mat a bennadoù hon eus bremañ diwar-benn Alamagn : Bundestag, ar strollad CDU, stadoù Schleswig-Holstein pe Thüringen, ar c’hirri Trabant…
Mar plij deoc’h redek, e c’halloc’h kemer perzh e Redadeg 2010 evit ar brezhoneg. Mar plij deoc’h ar sonerezh rock, lennit ar pennadoù Dimmu Borgir he Hellfest ! Hag ar re a blij dezho muioc’h an hengoun a gavo gras gant an ti-plouz.
Beajiñ dre ar bed e brezhoneg a c’hallit ober gant Wikipedia ha mont betek Mor Aral e-kreiz Azia pe al lenn Titicaca en Andoù.
Hag e-touez ar pennadoù all a bep seurt a c’haller lenn amañ e brezhoneg (ha pelec’h all ?) : kalon, triskell, marbr, Briwer, pe Jan van Eyck….
Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h !
* Na zisoñjit ket ivez mont da votiñ evit dilenn merourien hon holloueziadur !
28 a viz Here 2009
* War-raok atav ez a ar Wikipedia brezhonek ! Gant hon holloueziadur ez eus bet tizhet 30 000 pennad d'ar 25 a viz Here ! Ar brezhoneg eo ar 51añ yezh o tizhout ar vevenn arouezius-se. Lec'hiet omp a-dreñv al latin ha dirak al luksembourgeg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Hogen m’emaomp en ur renk mat evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho. Kalz traoù a vank evel Abraham, Oadvezh ar maen pe Avu, ha kalz pennadoù n’int nemet « danvez pennadoù » pennadoù diechu. Piv a raio gwir bennadoù eus aval, galizeg pe Herri VIII (Bro-Saoz) ? Sellit ouzh Roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ, pe ouzh ar renk zo ganimp pa glasker muzuliañ danvez holloueziadurel ar Wiki brezhonek. Pep hini ac’hanoc’h a c’hall kas ar raktres war-raok pelloc’h, dre sevel pennadoù nevez pe dre wellaat ar pennadoù zo bet savet dija.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, adkavout tud all, reiñ ho soñj, kit bep sizhun d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù diwezhañ savet gant hor c'henlabourerien nevez 'zo. E-touez ar pennadoù savet e-pad an tri miz diwezhañ e kaver poltredoù tud a bep seurt : ar priñs kembreat Llywelyn ab Iorwerth, ar reder Jesse Owens, ar merdeer Jacques-Yves Le Toumelin, ar skrivagnerez vrezhonek Gwenvred Latimier-Kervella pe ar politikour stadunanat Ted Kennedy, nevez-aet d’an Anaon... Ar prizioù Nobel a zo bet roet n'eus ket pell, met gant piv int aet ?
Derc’hel a ra ar paotr Gouerouz da zegas dimp pennadoù diwar-benn al loened : kit da deurel ur sell ouzh: ar fazaned, ar c’hlujiri, ar gwazi, houidi, ar vuoc’hig-Doue pe ar gwiñver, ha skrivit un nebeud linennoù da astenn ar pennadoù-se.
Un tamm mat a bennadoù hon eus bremañ diwar-benn Alamagn : Bundestag, ar strollad CDU, stadoù Schleswig-Holstein pe Thüringen, ar c’hirri Trabant… Ha bremañ ez eus bet savet ur porched war an tem-se, Porched:Alamagn. Kit neuze da bourmen etre ar pennadoù ha da lenn an danvez nevez a ginnigomp deoc'h. Plijout a ra deoc'h an nevezenti, nag ur chañs an devezh mat eo. Krouet eo bet ivez Porched an Izelvroioù. Kemeret ez eus bet amzer ivez da gempenn ar re all, kit da welout amañ evit dizolioñ anezho holl.
Mar plij deoc’h redek, e c’halloc’h kemer perzh e Redadeg 2010 evit ar brezhoneg. An emgann a gavoc'h gwelloc'h, amañ ez eus a bep tra, sellit ouzh bazh-emgann. Mar plij deoc’h ar sonerezh rock, lennit ar pennadoù Dimmu Borgir ha Hellfest ! Hag ar re a blij dezho muioc’h an hengoun a gavo gras gant an ti-plouz.
Beajiñ dre ar bed e brezhoneg a c’hallit ober gant Wikipedia ha mont betek Mor Aral e-kreiz Azia pe al lenn Titicaca en Andoù, chomit a-sav e Galiza ha kasit deomp ur gartenn, pe klokait un nebeud pennadoù.
Hag e-touez ar pennadoù all a bep seurt a c’haller lenn amañ e brezhoneg (ha pelec’h all ?) : kalon, triskell, marbr, Briwer, pe Jan van Eyck… Lenn a blij deoc'h Keit Vimp Bev a zo, pe Bremañ.
Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h !
* Kit ivez da gejañ gant hor merour nevez hag a labour start, evel-just ez eo Ex-Smith. Gourc'hemennoù dezhañ !
5 a viz Kerzu
* War-raok ez a ar Wikipedia brezhonek atav ! Gant hon holloueziadur e oa bet tizhet 30 000 pennad d'ar 25 a viz Here 2009 ! Emaomp c’hoazh en 52vet renk ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv al latin ha dirak an azeri. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Met daoust m’emaomp en ur renk mat evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho (63vet plas [1]). Kalz pennadoù zo gwall verr ha kalz pennadoù diazez a vank dimp ivez, evel Abraham, Oadvezh ar maen, avu, gwad, peoc’h, gwirionez, naon, blues, judo, butun, grip, bag, sukr… Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Pep hini ac’hanoc’h a c’hall klask sevel unan eus ar pennadoù-se, ha gwellaat ar pennadoù zo bet savet dija !
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep sizhun d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hon c'henlabourerien. N'int ket peurechu, ha gallout a rit reiñ ho skoazell da gas anezho da benn. En o zouez e kaver ur pennad brav diwar-benn Moger Berlin zo bet kement a gaoz diwar he fenn e miz Du, savet en amzer ma oa rannet Alamagn e div stad. Pennadoù e-leizh zo diwar-benn lec’hioù all dre ar bed : kêrioù eus Kembre evel Cwmbrân pe Merthyr Tudful, lec’hioù all er vro-hont evel Lenn Trawsfynydd pe Ledenez Gŵyr ; rannvroioù Spagn evel Kantabria pe Andalouzia ; stêrioù eus Amerika evel ar Río Bravo pe ar Río de la Plata ; kêrioù ha keriadennoù eus an Izelvroioù evel Vlissingen pe lec’hioù all e Zeeland ; hep disoñjal Breizh hag hec’h inizi, Berder, Dumed...
Poltredoù tud a bep seurt a gaver ivez : politikourien evel François Mitterrand, Mikhaïl Gorbatchev pe Guy Hascoët, brezhonegerien evel Bernez Rouz, skrivagnerien evel T. Llew Jones, kanerien evel Gilles Servat. Ma kavit re verr ar pennadoù-se, e c’hallit kregiñ en ho logodenn ha hiraat anezho, evel-just.
Derc’hel a ra an niver a bennadoù diwar-benn loened ar bed da greskiñ : lod zo anavezet mat evel ar panda hag ar balum, lod all avat n’int ket kement evel ar c’hazh-banal pe ar wallabi.
Tachenn an arz a zalc’h da vrasaat ivez, gant pennadoù diwar-benn arzourien aaman ar strolladoù Die Brücke ha Der Blaue Reiter pe c’hoazh al livour gall Francis Picabia. War tachennoù a denn d’ar sevenadur modernoc’h e c’haller lenn ur pennad diwar-benn ar film Star Wars pe diwar-benn al lec’hiennoù Brezhoweb ha Kaouenn.net. Rak n’eo ket distag ar Wikipedia brezhonek diouzh ar pezh a c’hoarvez er ved a vremañ, evel ma weler er pennadoù diwar-benn ar bigi Rainbow Warrior pe Bugaled Breizh.
Pennadoù all a bep seurt c’hoazh a c’haller lenn amañ e brezhoneg diwar-benn an erevent, ar yen japanat, ar bakteri, pe Skol an Emsav….
Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h !
12 a viz C'hwevrer 2010
* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek atav. Gant hon holloueziadur e oa bet tizhet 31 000 pennad d'ar 22 a viz Kerzu 2009 ! Emaomp c’hoazh en 52vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv al latin ha dirak an azeri. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Met daoust m’emaomp en ur renk mat evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho (64vet plas [2]). Kalz pennadoù zo gwall verr (Lenin, Rembrandt, Mozart, Abraham) ha kalz pennadoù diazez a vank dimp ivez, evel avu, gwad, peoc'h, gwirionez, naon, blues, judo, butun, grip, kelc’h, frouezh, Dispac'h Rusia… Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Pep hini ac’hanoc’h a c’hall klask sevel unan eus ar pennadoù-se !
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh *ar pennadoù nevez boulc'het gant hon c'henlabourerien ha roit skoaz d’o gwellaat ha d’o fonnusaat. E-touez ar pennadoù nevez pe ar re zo bet astennet nevez zo e c’haller menegiñ meur a hini diwar-benn tud aet da anaon, evel ar ganerez Lhasa de Sela pe ar Vretoned Bernez an Nail hag Yves Rocher. Buhez tud all, brudet evit abeg pe abeg, a c’haller lenn ivez, evel Nathalie Lemel, ur Vreizhadez he doa kemeret perzh e Kumun Pariz, ar rouanez Blanche de Castille, ar Rusian Leonid Brejnev pe santez Mari Madalen. Pennadoù berroc’h zo ivez diwar-benn tud tostoc’h dimp evel ar marc’houarner Óscar Pereiro hag ar c’helenner Daniel Giraudon.
A-drugarez hor c’henlabourerien e kresk hon anaoudegezh eus ar bed, gant pennadoù diseurt evel ar re diwar-benn kumunioù departamant Calvados, Porsal en arvor Goueled Leon, trevadenn gembraek Y Wladfa en Arc’hantina pe ar Menezioù Roc'hellek e Norzhamerika. Istor broioù a bep seurt a c’haller dizoleiñ gant Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, pallenn-moger Bayeux pe roll rieien Bohemia.
Pennadoù e-leizh zo bremañ diwar-benn an evned, evel ar c’hwetzal pe an ibiz, met re nebeud a bennadoù zo c’hoazh diwar-benn traoù a denn d’ar vevoniezh, evel fotosintezenn. Ar re ac’hanoc’h a vourr gant an urzhiataerioù hag an Internet a gavo danvez d’o grad gant pennadoù Apple ha Facebook.
Ma reer anv eus ar bed a-bezh pe dost en hor Wikipedia, e kaver ivez danvez diwar-benn Breizh : skol livañ Pont-Aven, ar skingomz France Bleu Breizh Izel pe Gouel ar Brezhoneg a vo adsavet e Kawan e miz Mae.
Hag evit echuiñ e c’hallit teurel ur sell ouzh pennadoù diwar-benn traoù hor buhez pemdez : ibilioù, kadorioù, brammoù, bagoù.
Trugarez d’an holl ! Ha lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h !
11 a viz Meurzh 2010
* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek atav. Gant hon holloueziadur e oa bet tizhet 32 000 pennad d'ar 5 a viz Meurzh 2010 ! Emaomp c’hoazh en 52vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv ar jorjieg ha dirak an azeri. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Met daoust m’emaomp en ur renk mat evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho (65vet plas [3]). Kalz pennadoù zo re verr (Lenin, Rembrandt, Mozart, Abraham) ha kalz pennadoù diazez a vank dimp ivez, evel avu, gwad, peoc'h, gwirionez, naon, blues, judo, butun, grip, kelc’h, frouezh, Dispac'h Rusia… Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ. Pep hini ac’hanoc’h a c’hall klask sevel unan eus ar pennadoù-se !
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit skoaz d’o gwellaat ha d’o fonnusaat. E-touez ar pennadoù nevez pe ar re zo bet astennet nevez zo e kaver c’hoazh meur a hini diwar-benn evned evel ar piged-spern ha loened a bep seurt evel an oposomed, anezho bronneged godellek eus Amerika, pe ar gwiñvered, hag o c’hendirvi ar gwiñvered-nij. War dachenn an natur bepred e c’haller lenn pennadoù diwar-benn ar bananez pe al legumaj.
A-drugarez hor c’henlabourerien e c’hallomp ober anaoudegezh gant arzourien eus ar bed a-bezh, evel an engraver Ambrosius Holbein pe gant taolennoù al livour Johannes Vermeer : An dantelezherez ha meur a hini all. Ganto ivez e c’haller beajiñ dre ar bed a-bezh, eus Krimea d’ar menez Popocatépetl, eus enez Barbados, da broviñs Chubut en Arc’hantina, en ur dremen dre enez Taiwan. Hag ober anaoudegezh gant tud,a Vreizh pe a lec’h all, evel ar politikour Christian Troadec, ar skrivagner J. D. Salinger, ar ganerez Rihanna pe ar sonerien Breizh Brothers.
Pennadoù e-leizh zo c’hoazh diwar-benn an istor : istor Kembre, he rouantelezhioù evel Deheubarth pe Rouantelezh Gwynedd, hec’h uhelidi evel Rhys ap Gruffydd. Pe istor rannoù all eus ar bed : Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, Khanat Krimea pe an impalaer bizantat Leon VI ar Fur.
Ma reer anoudegezh gant ar bed a-bezh pe dost en hor Wikipedia, e kaver ivez danvez diwar-benn Breizh : ar barzh gallek René-Guy Cadou, ar stêr Erzh pe c’hoazh, siwazh, an nitrat zo kaoz d’al lanvadoù bezhin glas.
Hag arabat dimp disoñjal un toullad pennadoù diwar-benn ar sport degaset gant hor c’henlabourerien nevesañ evel basketball pe surf. Echuiñ a c’hallit gant ur sell ouzh pennadoù diwar-benn traoù hor buhez pemdez : stalaf, broust-dent, kig-sall. Danvez a bep seurt evel ma weler, ha peadra da blijout d’an holl emichañs.
Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h !
7 a viz Mae 2010
* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek atav. Gant hon holloueziadur e oa bet tizhet 33 000 pennad d'an 20 a viz Ebrel 2010. Emaomp bremañ en 54re renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv an azeri ha dirak ar serbeg-kroateg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Met daoust m’emaomp en ur renk mat evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho (65vet plas [4]). Kalz pennadoù zo re verr (Lenin, tan, Dastum) ha pennadoù diazez a vank dimp ivez, evel skevent, gwad, peoc'h, gwirionez, naon, blues, butun, grip, kelc’h, Dispac'h Rusia… Trugarez vras d’an dud re o deus savet lod eus ar re a vanke betek nevez zo (judo, kelc’h, frouezh). Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù all a vank dimp. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. E-mesk ar pennadoù nevesañ e kaver c’hoazh meur a hini diwar-benn evned evel ar falc’huned, ar baoued, ar guped pe ar skouled.
Gant hor c’henlabourerien e c’hallomp beajiñ koulz e Breizh hag er bed a-bezh : eus Inizi Kergelenn d’ar menez-tan Eyjafjallajökull, en Island, en ur dremen dre gêrioù Brazil pe rannvroioù Danmark, hag eus gourenez Kraozon hag he begoù-douar d’ ar stêr Don, e Bro-Naoned, en ur dremen dre Stêr an Intel. Hag ober anaoudegezh gant kelaouennoù eus meur a vro : kazetennoù Israel evel Haaretz pe mangaoù Japan, evel Nakayoshi.
Ma n’hoc’h eus ket gwelet ar filmoù Iron Man pe Alis e bro ar marzhoù, film Tim Burton diwar levr Lewis Carroll, e c’hallit ober anaoudegezh ganto en hon [Wiki-ni|holloueziadur]], kenkoulz ha gant Mononoke Hime, oberenn gaer ar Japanad Miyazaki.
Ar re ac’hanoc’h a blij al livouriezh dezho a gavo pennadoù nevez diwar-benn an Alaman Albrecht Altdorfer, ar Gall Claude Monet pe an Italian Giovanni Antonio Boltraffio. War dachenn ar sonerezh eo ledan an dibab : adalek ar strollad Sex Pistols betek Alan Simon, aozer ar c’hoarigan Anne de Bretagne.
Poltredoù tud anavezet mui pe vui a gaver ivez : ar penn-embregerezh Jean-Jacques Hénaff pe ar soner Thomas Lotout, politikourien evel prezidant kozh Polonia Lech Kaczyński pe brezidant nevez Uruguay José Mujica, kenkoulz hag ar pab Benead XVI pe ar ganerez Carla Bruni.
Ma reer anoudegezh gant tud ha traoù eus ar bed a-bezh en hor Wikipedia, e kaver ivez danvez-lenn diwar-benn Breizh : Kastell Josilin, Produet e Breizh, Kreizenn ar Geriaouiñ pe ar vro Dardoup.
Lennit ivez an toullad pennadoù diwar-benn traoù hor buhez pemdez : Lunedoù-heol, melezour, sac'h-kousket pe reiñ bronn. Danvez a bep seurt evel ma weler, ha peadra da blijout da bep Yann Vrezhonek emichañs !
Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h !
8 a viz Gouere 2010
* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek atav. Gant hon holloueziadur e oa bet tizhet 34 000 pennad d'an 23 a viz Mezheven 2010. Emaomp bremañ en 55vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv an azeri ha dirak ar serbeg-kroateg atav. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Met daoust ma n’emaomp ket en ur renk fall evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho (67vet plas [5]) hag a viz da viz e tiskenn hor renk e-skoaz ar yezhoù all. Kalz pennadoù zo re verr (Rembrandt, aval, Rosa Luxemburg) ha pennadoù diazez a vank dimp ivez, evel karate, avu, gwenan, gwez, holen, butun, Hans Christian Andersen… Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù all a vank dimp. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. E-mesk ar pennadoù nevesañ e kaver a bep seurt traoù eus hor buhez pemdeziek, evel disglavier, disheolier pe ratatouille.
A-drugarez hor c’henlabourerien e c’hallomp ober anaoudegezh gant tud a bep seurt hag a bep lec’h : muntrerezed evel ar Vreizhadez Hélène Jegado, kondaonet d’ar marv e 1852, politikourien evel ar Flandrezad Bart De Wever , livourien evel Rogier van der Weyden. War dachenn ar sonerezh eo bras an dibab, adalek ar strollad Pussy Galore hag ar festival Art Rock betek sonerien ha kanerien a Vreizh evel ar Vreudeur Morvan, Anne Auffret pe Sonerien Du. Skrivagnerien eus meur a vro zo ivez : ar Gall Alphonse Allais, ar Svedadez Sara Lidman pe ar skrivagner saoz Saki. Bepred war dachenn al lennegezh e kaver pennadoù diseurt diwar-benn Spirou ha Fantasio, Captain America, ar plac’hig Pippi Långstrump, Teiroberenn Millennium ar Svedad Stieg Larsson, Priz ar Yaouankiz ha Priz ar Vugale evit skridoù brezhonek…
Mar plij deoc’h foetañ bro e c’hallit mont da welet inizi Borneo ha Bali, pe Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch, brudetañ kêr Kembre, merdeiñ e Mor Bering pe c’hoazh mont da welet La Habana ha proviñsoù Kuba.
An dud a vourr gant an istor a c’hallo lenn pennadoù Brezel Bras an Hanternoz e broioù Skandinavia, Lazhadeg Deutsch Schützen e-pad an Eil Brezel-bed, Kroaziadegoù ar Grennamzer pe Emgann Waterloo, teurel ur sell ouzh Kastell ar Roc'h-Ugu, lenn buhez souezhus ar Svedadez Lovisa von Burghausen hag adlenn buhez ar prezidant Abraham Lincoln, a lakaas fin d’ar sklaverezh e Stadoù Unanet Amerika.
Displegadennoù war aozadurioù a bep seurt a vo kavet en hon holloueziadur adalek Kengor Europa betek ar gevredigezh Kokopelli, en ur dremen dre strolladoù politikel Island, emsav ar skaouted, Mirdioù broadel Berlin pe Stourm ar Brezhoneg.
Ar re ac’hanoc’h a blij ar sport dezho a gavo pennadoù nevez diwar-benn Tro Frañs 2010, ar redadeg war varc'h-houarn a c'hoarvez bep bloaz e miz Gouere, pe diwar-benn Kib mell-droad ar bed e 2010 c’hoariet bremañ e Suafrika.
Ma fell deoc’h gouzout hiroc’h diwar-benn istor banniel Flandrez, gouzout piv e oa Cernunnos ha piv eo Jón Gnarr, stagit da lenn levr brezhonek bras hor Wiki-ni !
Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h !
14 a viz Gwengolo 2010
* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek, tamm-ha-tamm. Tizhet he doa hon holloueziadur an niver a 35 000 pennad d'an 27 a viz Eost 2010. Emaomp atav en 55vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv an azeri ha dirak ar tagalog. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. Met daoust ma n’emaomp ket en ur renk fall evit an niver a bennadoù, emaomp en ur renk izeloc’h evit an danvez anezho (69vet plas [6]) hag a viz da viz e tiskenn hor renk e-skoaz ar yezhoù all. N’eus ket a-walc’h a bennadoù hir en hor Wiki-ni ha pennadoù diazez a vank dimp ivez, evel gouarnamant, karantez, gwad, gwez, yoga, butun, Konfusius... Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat.
A-drugarez hor c’henlabourerien e c’hallomp beajiñ e Breizh hag er bed : gwelet delwennoù Traonienn ar Sent e kreiz Breizh, pigant gant tourioù-tan ar Stif hag ar C'hreac'h en Eusa, gweladenniñ Machynlleth ha , Istria hag inizi Kroatia evel Krk, pe c’hoazh Rannvroioù Slovakia ha Rannvroioù Island, en ur dremen dre al lenn Tchad hag ar menez Everest.
Mar kavit gwelloc’h chom er gêr da sellet ouzh filmoù, taolit ur sell ouzh ar pennadoù Father Ted ha 2001, A Space Odyssey. Mar plij deoc’h ar sonerezh eo bras an dibab, gant ar strolladoù Jethro Tull, Texas, Arch Enemy pe Devin Townsend pe ar strollad breizhek Triskell, en ur dremen dre Astropolis ha hep disoñjal ar pennad diazez Notenn sonerezh. Mard eo ar bannoù-treset a blij deoc’h muioc’h, lennit ar pennadoù Mafalda, ar plac’hig eus Arc'hantina, pe c’hoazh Borduria ha Sildavia, ar broioù meneget e levrioù Tintin.
Poltredoù tud a bep seurt a vo kavet ganeoc’h ivez : an astraer breizhat Jean-Loup Chrétien, an dispac’hour ha politikour sinaat Sun Yat-sen, ar skrivagner saoznek Daniel Defoe pe ar marc’hhouarner luksembourgat Andy Schleck. Eus Bretoned ez eus anv ivez evel Polig Monjarret, a savas Bodadeg ar Sonerion, pe Andrev Latimier, unan eus ar re a grouas ar gelaouenn Al Liamm.
Displegadennoù war aozadurioù breizhek a bep seurt a vo kavet en hon holloueziadur adalek Skoazell Vreizh betek ar gevredigezh Galv, en ur dremen dre ar bank Crédit mutuel de Bretagne pe Emvod ar Gelted en Oriant.
Ar re ac’hanoc’h a blij ar sport dezho a gavo pennadoù nevez diwar-benn Celtic Football Club, klub mell-droad Glasc'ho e Bro-Skos, ar Schwingen pe gouren Suis, pe diwar-benn an aikido, un arz emgannañ japanat.
An dud a vourr gant an istor a c’hallo lenn pennadoù diwar-benn Stonehenge, ar meurvein brudet eus Bro-Saoz, Nozvezh ar strink, ar pogrom a-enep Yuzevien Alamagn da vare an Trede Reich, Brezel an Nav Bloaz, ar brezel bras a voe en Europa e dibenn ar XVIIvet kantved ha ma voe lakaet Pfalz en arigrap gant ar C'hallaoued, an impalaer roman Marcus Aurelius pe emsavadeg Nils Dacke e Sveden.
Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h a-hed pajennoù hor Wiki-ni !
6 a viz Meurzh 2011
Kresk atav
* War gresk ez a ar Wikipedia brezhonek, tamm-ha-tamm. Tizhet he doa hon holloueziadur an niver a 36 000 pennad d'ar 25 a viz Du 2010. Emaomp bremañ en 56vet renk e-touez ar raktresoù Wikipedia, evit an niver a bennadoù, a-dreñv ar makedoneg hag a-raok ar serbo-kroateg. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr. E renkadur an holloueziadurioù hervez danvez ar pennadoù emaomp bremañ en 68vet plas ([7]). Aet omp war-raok eta e-skoaz ar mizioù a-raok pa oamp en 69vet renk. Met pennadoù diazez a vank c’hoazh d’hor Wiki-ni, evel gouarnamant, karantez, gwad, gwez, butun... Gallout a ra pep hini ac’hanomp klask sevel ar pennadoù a vank dimp. Taolit ur sell ouzh roll ar pennadoù a ra diouer d’ar Wiki-mañ.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, gouzout petra zo nevez, reiñ ho soñj, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
* Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez boulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat.
Istor
A-drugarez hor c’henlabourerien e c’hallomp beajiñ en amzer hag en istor, eus Emgann Sant-Albin-an-Hiliber e Breizh d’an Impalaeriezh Gupta en India, en ur dremen dre an Izelvroioù spagnol ha Republik Venezia. Gallout a rit ivez ober anaoudegezh gant pennoù bras an istor evel ar rouanez c’hall Marie-Antoinette, ar roue Herri an Evnetaer, eus Frankia ar Reter, pe an impalaerez roman Agrippina ar Yaouankañ.
E-kichen an dud veur e kaver tud divrud, evel Ferrante d'Este (dianav er wikipediaoù bras), pe Jacob Johan Anckarström pe Philipp Christoph von Königsmarck, souezhus o buhez, ha skrijus o marv.
Hag anaout a rit istor Ingeborg Danmark (rouanez Bro-C'hall)?
Hini Daisy de Lawayss ne gaver nemet e daou wikipedia, hag unan anezho eo hon wiki-ni.
Skiant
Moarvat n’eus ket a-walc’h a bennadoù skiantel er Wikipedia brezhonek, met kreskiñ a ra o niver tamm-ha-tamm. Bremañ e c’haller lenn amañ pennadoù diwar-benn El Niño, ur red-mor er Meurvor Habask, diwar-benn korfadurezh Mab-den hag e gigennoù, pe c’hoazh diwar-benn un nebeud meizadoù diazez er ventoniezh, evel skin, karrez, pevarc'hostezeg.
Breizh
E-touez ar pennadoù diwar-benn Breizh a gaver amañ ez eus bremañ pennadoù a denn d’ar sport, evel Tro Breizh war varc'h-houarn pe Tro Bro Leon, lod all zo gouestlet da sonerien ha kanerien eus hon amzer evel Les Ramoneurs de Menhirs, Les Ours du Scorff, Maion & Wenn. Re all c’hoazh diwar-benn ar yezh, evel Brezhoneg Gwenrann, glad hor bro gant chapel Langristin pe chapel Sant-Wenole e Plougastell, tud evel Yann an Du ha Charlez ar Gall, trenioù evel Hent-houarn Pempoull Gwengamp pe Hent-houarn Karaez Gwengamp.
Hag ar bed
E kalz a bennadoù all e reer anv eus traoù ha tud e broioù all : eus an Arabed d’al lec’hienn WikiLeaks en ur dremen dre ar strollad katalan Convergència i Unió. Poltredoù tud a bep seurt a gaver, eus ar palestinat Yasser Arafat d’an haroz bannoù-treset Corto Maltese, en ur dremen dre ar virmanadez Aung San Suu Kyi, Galen pe Galenos, tad ar vezegiezh ha prederour, ar skrivagnerien Mario Vargas Llosa pe Robin Hobb, ar prederour sinaat Konfusius…
Displegadennoù war aozadurioù a bep seurt a vo kavet en hon holloueziadur adalek Politikerezh rannvro Unaniezh Europa betek Festival Etrebroadel Bannoù-Treset Angoulême, en ur dremen dre Impalaeriezh trevadennel Frañs.
Anvioù-tud
Diorroet mat eo ar pennadoù war an anvioù-tud. E-touez ar re ziwezhañ: Maria Teresa, Ulrike ha Lancelot. E miz Genver: Friederike, Frederica. E miz C'hwevrer: Victoria, Victoire, Auguste. E miz Meurzh: Gudula.
Douaroniezh
Beajiñ e meur a vro a c’haller ivez, adalek ar menez Canigó e Katalonia betek ar stêr Gwy e Kembre, en ur dremen dre gêrioù evel Köln, Bayreuth pe Ottawa.
En Amerika e c'haller gweladenniñ Salto Ángel, hag en Afrika ar stêr Limpopo.
Sonerezh
Grit anaoudegezh gant Johann Sebastian Bach, ar binioù, ar berimbau. Lennit ar pennadoù diwar-benn ar c'hanerezed María Teresa Vera hag Ana Moura : div vro disheñvel, daou amzer, met div vouezh ken brav da selaou o-div, kit da-heul al liammoù er pennadoù. Hagho pet soñj : n'eo ket ret gouzout diouzh ar sonerezh evit c'hoari gant un air guitar
Dilhad
Koef ha tog ha brennidenn, hag ur bern traoù all, a gaver er rummad dilhad .
Ha pelec’h, estreget er Wikipedia, e c’hallfed lenn displegadennoù e brezhoneg diwar-benn ar yoga, ar pokoù, an echedoù, ar skrabell, ha kunujennoù a bep seurt?
Lennadennoù mat d’an holl ac’hanoc’h a-hed pajennoù hor Wiki-ni !