Aodoù-an-Arvor
Aodoù-an-Arvor | |
---|---|
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Côtes-d'Armor |
Bro | ![]() |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Rannvro | Rannvro Breizh |
Pennlec'h (prefeti) |
Sant-Brieg |
Isprefetioù | Dinan Gwengamp Lannuon |
Prezidant ar c'huzul-departamant | Christian Coail (PS) |
Prefed | Stéphane Rouvé |
Kod EBSSA | 22 |
Kod ISO 3166-2 | FR-22 |
Kod Eurostat NUTS-3 | FR521 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 603 640 ann. (2020)[1] |
Stankter | 88 ann./km² |
Douaroniezh | |
Kenurzhiennoù | |
Gorread | 6 878 km² |
Adrannoù | |
Arondisamantoù | 4 |
Pastelloù-bro | 5 |
Kantonioù | 27 |
Etrekumuniezhioù | 8 |
Kumunioù | 356 |
kemmañ ![]() |
Aodoù-an-Arvor (Côtes-d'Armor e galleg hag ent-ofisiel) a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E norzh ar vro emañ, Sant-Brieg eo ar pennlec'h anezhañ, hag an 22 an niverenn roet dezhañ. Betek 1990 e veze graet Aodoù-an-Hanternoz (Côtes-du-Nord) anezhañ.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dizunvan eo an departamant, bodet en-dro da gêr Sant-Brieg. An 3/5vedenn a zo e Breizh-Uhel hag an 2/5 e Breizh-Izel. Al lodenn vrasañ eus Bro-Sant-Brieg a zo aet d'ober anezhañ anat eo, met un nebeud parrezioù diouti a zo er Mor-Bihan. War-dro an hanter eus Bro-Sant-Maloù a zo e-barzh ivez, pa 'mañ ar peurrest anezhi en Il-ha-Gwilen hag er Mor-Bihan. Ul lodenn eus Bro-Zol er reter, Kernev-Uhel, er mervent, hag al lodenn vrasañ eus Bro-Dreger, er gwalarn, tammoù bihan eus Bro-Wened er mervent-su a ya d'ober ar peurrest.
Kêrioù brasañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-departamant a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 21 gumun a oa skolioù Diwan pe skolioù divyezhek enno e 2009. 2,6% eus bugale an departamant a zo enno er c'hentañ derez[3].
Liammoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Keveleriñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Strollegezh | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Departamant Tchirozérine | 1987 |
![]() |
Gouarnelezh Gabès | 1989 |
![]() |
Voivodelezh Mazury-Warmia | 1991 |
![]() |
Proviñsoù Nghệ An ha Hà Tĩnh | 1993 |
![]() |
Proviñs Liège | 1996 |
Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Arondisamantoù Aodoù-an-Arvor
- Kantonioù Aodoù-an-Arvor
- Kumunioù Aodoù-an-Arvor
- Kuzulierion jeneral Aodoù-an-Arvor
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec'hienn ar C'huzul-departamant
- Lec'hienn ar stad c'hall en departamant (prefeti)
- Touristañ en Aodoù-an-Arvor
- Anv kozh an departamant: Aodoù-an-Hanternoz
- Anv nevez an departamant: Aodoù-an-Arvor
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg