Testenioù koshañ anv ker Brest eo : Bresta super Caprellam e 1019[2] ; (Havre et ville de) Brest, en XIIvet kantved[3] ; Villa, castrum et portus de Brest, e 1239 [4] ;
Le Duc Bresta super Cap(r)ellam, er XIVvet kantved[5] ; Brast e 1383[6] ; Breste e 1398[7] ; Breest e 1378[8] ; Bresta e 1516[9]. Brest a lavarer abaoe 1630 d'an nebeutañ.
Hervez Hervé Abalain[10], e kaver en hec'h anv an elfenn /bre/, kavet alies e toponomiezh e Breizh dindan ar stummoù /bran/, /bre/, /brec’h/, /bren/, /bri/, a dalvez « savenn, roz, menez »[11]. Tostaet eo bet anv Brest d'ar ger galianek brista, emgann, a gaver ivez er ger brezhonek brezel(Daveoù a vank).
Hervez lod en dije kemeret Brest anv unan eus torgennoù ar gêr Bresta super Caprellam ("Brest-war-ar-C'havrig") (Daveoù a vank). Graet e veze Gavrig eus ar Penfell gwezhall. Mont a reas an anv-se da Vrest pa adkrogas ar gêr da greskiñ.
Anv kozh Brest a oa marteze Urbs Ossismii pe Civitas Occismorum. (daveoù mar plij). Koll a reas anezhañ er Vvet kantved pa voe damzistrujet gant an Huned (daveoù mar plij).. Kêr-benn meuriad an Ossismii a voe kaset da Castrum Pauli (Kastell-Paol hiziv) (Daveoù a vank).
|
Rannet : ouzh 1 en glazur e deir flourdilizenn en aour, ouzh 2 en erminoù[12].
|
N'eus roud ebet eus ur c'hreñvlec'h a-raok hini ar Romaned met lec'hienn ar c'hastell a zo hini un oppidom stanket, un uhelgompezennig a-us d'an dour mor a c'hleb kostezioù al ledenezig.
Gant meuriad galian an Osismied e voe dalc'het lec'hienn Brest goude an aloubidigezh roman. N'eo ganet ar gêr nemet en IIIe kantved, pa savas ar Romaned ur c'hreñvlec'h gant meur a dour (ouzhpenn 20 war a seblant) da zifenn an aod diouzh ar vorlaeron saoz hag ouzh ar Bagaudae a gase skrapadegoù war ar maez. Ar "c'hastrum"-se a voe savet en hevelep amzer ha mogerioù Gwened, Naoned ha Roazhon gant mein ar monumantoù publik, ar pezh a ziskouez moarvat e oa mall bras war ar saverien. Ouzhpenn-se e oa an impalaeriezh oc'h aozañ ur frammadur milourel nevez hag a voe anvet Tractus armoricanus et nervicanus er c'hantved war-lerc'h, gant ur morlu, Classis armoricana hec'h anv. Ul lejion a voe staliet er gêr met n'eas ket Brest da gêr-benn an Osismied. E Vorgium (Karaez) e chomas ar gêr-benn betek donedigezh ar Vrezhoned.
War manatioù e voe diazezet frammadur relijiel ar Vretoned kozh, a pezh a zispleg perak ne oa eskopti ebet e Bro-Leon kent an VIIIvet kantved. Pa voe krouet unan e oa re vihan Brest da vezañ choazet.
Ar c'hreñvlec'h roman a voe damzistrujet gant goprsoudarded hunat er Vvet kantved met Kont Morvan Leon en adsavas da wareziñ ar rannvro diouzh ar Vikinged. E-barzh ar mogerioù-se e kreskas kêr e-pad ar Grennamzer. Ar gêr vogeriet a yeas d'ur c'hastell er XVIvet kantved pa'z eas hec'h annezidi da chom er fabourzhioù.
Un darn eus Dugelezh Breizh e oa Brest e-pad ar Grennamzer. Goude stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall e roas ar roue Herri IV an titl a gêr dezhi e 1593. E 1631 e lakaas Richelieu sevel ur porzh brezel eno. Ar porzh arnevez hag an arsanailhoù a oa savet neuze. Lojerisoù evit ar vicherourien a lakaas sevel ivez.
Ti ar Feunteun, unan eus an tiez koshañ e Brest
E 1683 e kreñvaas Vauban ar gêr hag ar vorlenn. E fin ren Loeiz XIV e oa 15 000 annezad enni. E Brest eo e tilestras kannadourien roue Siam e 1686. Diwarno e voe anvet Straed Siam.
En XVIIIvet kantved e savas an ijinour brestat Antoine Choquet de Lindu savadur ar galeoù a zlee degemer prizonidi betek an XIXvet kantved. Unan eus e brizonidi vrudetañ a oa Eugène-François Vidocq.
- 1790: gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Brest da benn ur bann[13];
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le diouzh ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant tri beleg ha tregont eus parrezioù Rekourañs ha Sant-Loeiz, nac'het e voe gant an daou berson ha pevar c'hure[14].
- Ur pouez bras he doe Brest e-pad an Dispac'h. Eus tu an dispac'herien e voe e 1789 ha tud eus Gward broadel Brest a gemeras an Tuileries e 1792 gant ar Varsilhiz.
- Goude taol-stad tud ar menez, kêr Vrest, jirondin e oa, en em savas a-enep d'ar galloud kreiz. Ur c'hwitadenn e voe, avat, ha d'ar 5 a viz C'hwevrer 1794 e voe kemeret gant Bréard, unan eus "kannaded ar bobl e kefridi", an diviz da sevel ul lez-varn dispac'hel, pevar barner enni (Goarant, kadoriad, Lignières, Palis, Barz), un tamaller, Huges, gant Granjean da erlerc'hier, ur grefier, Dayot, ha daouzek jure. He c'hefridi a oa barn an holl sitoianed tamallet da vezañ graet un dra bennak enep al liberte, ar bobl, gouarnamant ar republik. Staliet e voe al lez-varn d'ar 21 a viz C'hwevrer 1794, ha kerkent e roas Huges urzh d'ar c'huzul-kêr lakaat war blasenn al Liberte, a-benn seizh eur, warc'hoazh, ar c'hilhotin santel, pezh a voe graet. Tri den a voe barnet da vervel diouzhtu, ul letanant a vor, Claude-Robert Rougemont, 36 vloaz, ha daou vartolod, Charles-Marie Le Dall de Kereon, eus Kemper, 19 vloaz, hag Herri-Louis Monteclair, 18 vloaz, ha kaset e voent war eeun d'ar c'hilhotin. Ragmey a voe lakaet da brezidant al lez-varn, Donze-Verteuil da damaller ha Fouquier-Tinville da c'hrefier. D'an 13 a viz Meurzh e voe barnet d'ar marv ha dibennet an aotrou Kozh, person didou Poullaouen, bet serret eno e penn-kentañ ar miz; d'ar 25 a viz Meurzh e c'hoarvezas memes mod gant Jean Drevez, kure e Rekourañs, bet tamallet abalamour d'ur badeziant e Plonger. E dibenn miz Mae e voe barnet 30 melestrour eus departamant Penn-ar-Bed: didamallet e voe pevar anezhe, tri all na voent ket barnet dre m'edont pell eus an departamant, ar 26 melestrour a chome a voe kondaonet d'ar marv ha dibennet diouzhtu war-lerc'h. En holl e voe kondaonet 70 a dud d'ar c'hilhotin[15],[16].
- Adsavet eo ar morlu gant André Jeanbon Saint André.
- Keloù eus marv Robespierre a erruas diwezhat a-walc'h e Brest hag ar c'huzul kêr jakobin a oa kaset kuit e miz Gwengolo. Pennoù bras kozh a adkavas o galloud e dilennadeg 1875 met koll a rae ar gêr he fouez strategel en abeg da c'hronn ar Saozon.
- Armerzh ar gêr a rousinas betek an Eil Impalaeriezh. E 1856 ec'h aotre Napoleon III ar gêr da sevel ur pont war ar Penfell. Gweladenniñ a reas ar gêr etre an 9 hag an 12 a viz Eost 1858. Brasaat a reas an arsanailh, astenn a reas div linenn hent-houarn betek Brest ha sevel a reas ar porzh kenwerzh.
Brezel-bed kentañ: Brest a oa unan eus ar porzhioù ma tilestras an Amerikaned e 1917 e fin ar brezel bed kentañ; soudarded eus ar Rouantelezh-Unanet a zilestras eno ivez, da skouer soudarded eus an Antilhez[17].
Eil Brezel-bed:
- 1939-1940: pourvezioù ha kirri arme ar Rouantelezh-Unanet (British Expeditionary Force) a zilestre e Brest. Dre Vrest ec'h eas kuit ivez ar pezh a chome anezhe, mui soudarded eus Kanada a oa o paouez dilestrañ, p'edo an Alamaned oc'h aloubiñ Bro-C'hall[17].
- D'an 19 a viz Even 1940 ec'h aloubas an Alamaned ar gêr. Un diazezlec'h evit al listri-spluj a savjont enni. Bombezadegoù ar gevredidi a zeraouas e 1941. Kenderc'hel a raint betek dieubidigezh ar gêr e Gwengolo 1944 goude un emgann 43 devezh. Hogozik peurzistrujet e voe ar gêr. An Tour Tangi, straed Sant-Maloù hag ar c'hastell eo al lec'hioù espernet nemeto.
- Ar porzh e 1940 ha diazezlec'h al listri-spluj
Ur vag kaset d'ar strad en Arsanailh Brest, miz Even 1940
Diazlec'h al listri-spluj
Paread (?) ul lestr-spluj
Diazlec'h al listri-spluj
Un toull e toenn unan eus lochoù diazlec'h al listri-spluj goude bombezadegoù Aerlu ar Rouantelezh-Unanet, luc'hskeudenn graet e miz Gwengolo 1944
- Implijet e voe ar mikve (ar c'hibelldi yuzev) d'ober ur fouzhlec'h evit ar soudarded alaman.
Milourion alaman dirak ar mikve
- Un nijerez alaman Heinkel He 72 (marilhet WNr 1236) a gouezhas e Brest d'an 22 a viz Kerzu 1940; gloazet e voe he levier[18].
- Nijerezioù ar Re Gevredet aet d'ar strad e Brest: d'an 2 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Wellington Ic marilhet R3279 ha kodet KO-DR eus 115th Squadron ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er mor nepell eus Brest; lazhet e voe e voe he c'hwec'h nijour, kavet e voe ur c'horf hepken, douaret eo e Felton (Bro-Saoz). D'ar 6 a viz Ebrel 1941 e voe taolet un nijerez Beaufort marilhet N1016 ha kodet OA-X eus an 22nd Squadron eus ar Royal Air Force d'an diaz gant ar Flak er mor e-tal Kastell Brest; lazhet e voe he fevar nijour, douaret int e Bered Kerfaotraz e Brest; deuet a oa al laz a-benn eus e daol koulskoude: tizhet e oa bet al lestr-brezel alaman Gneisenau gant un darzherez. D'an 10 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Wellington IC marilhet R1442 ha kodet HA-D eus ar 218th Squadron ar R.A.F. e donvor Brest; lazhet e voe he seizh nijour, douaret e voe daou anezhe e Bered Kerfaotraz e Brest, ne voe ket kavet ar re all. D'ar 1añ a viz Gouere 1941 e kouezhas un nijerez Wellington marilhet R1343 ha kodet OJ-B eus 149th Squadron ar RAF er porzh kenwerzh e Brest; lazhet e voe he femp nijour, douaret int e Bered Kerfaotraz e Brest[19]; d'ar 26 a viz C'hwevrer 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-5-CO (marilhet 41-23820 ha kodet KY-C) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces - 480th Antisubmarine Group / 1st th BS), gant dek den en e vourzh er mor e donvor Brest, ne voent ket adkavet; d'ar 1añ a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-20-VE (marilhet 42-5784 ha kodet GY-?) eus an U.S.A.A.F. e Lenn-vor Brest gant dek milour en e vourzh; ne voe kavet korf ebet; d'an 28 a viz Even 1943 e kouezhas ur B-17 F-70-BO (anvet "Argonaut II", marilhet 42-29817 ha kodet YB-D, 351vet Bomb Group, 508 vet Squadron) eus an United States Army Air Forces er mor e tu Brest gant dek milour en e vourzh; tapet e voe pevar anezhe gant an Alamaned, ne voe ket kavet korfoù ar re arall; er memes devezh e kouezhas ur B-17 F-70-BO (anvet "Thunderbird II", marilhet 42-5724 ha kodet LG-T, 351vet Bomb Group, 508 vet Squadron) eus an USAAF er mor tu Brest gant dek milour en e vourzh; tapet e voe unan anezhe gant an Alamaned, daou a zeuas a-benn da achap, ne voe ket kavet korfoù ar re arall; d'an 18 a viz Du 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24H (marilhet 42-7640 ha kodet JU-?, 446vet Bomb Group, 707vet Squadron) eus an United States Army Air Forces e "Kerinou" e Brest gant dek milour en e vourzh; tapet e voe c'hwec'h nijour gant an Alamaned, daou all a zeuas a-benn da achap, mervel a reas an daou vilour arall; d'ar 5 a viz Kerzu 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 G-70-BO (anvet "Bucket Of Bolts", marilhet 42-37747 ha kodet XM-A, 94vet Bomb Group, 332vet Squadron) eus an USAAF;er mor er gwalarn da Vrest gant dek milour en e vourzh; ne voe kavet korf ebet; d'an 9 a viz Eost 1944 e kouezhas ur c'harr-nij B-26-C45 (marilhet 42-107636 ha kodet Y5-H, 344vet Bombing Group, 495vet Bombing Squadron) eus an USAAF war vord Porzh Brest gant c'hwec'h nijour en e vourzh; lazhet e voent holl, douaret int er Zachary Taylor National Cemetery e Louisville (SUA)[20].
- Emgann Brest: soudarded SUA o stourm evit dieubiñ Brest
- Mafia Jeorjia a glaskfe gwriziennañ e Brest :[22]
- D’ar 16 a viz Mezheven 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 7 a viz Kerzu 2017 e oa bet votet gant Kuzul-kêr Brest mont war-zu live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg.
- D'an 20 a viz Ebrel 2018 eo bet roet al label live 1 da gêr Vrest evit bezañ kaset da benn eizh ober a-du gant ar yezh
- Div skol Diwan a zo e Brest, an hini gentañ, krouet e 1978, zo e karter Kerango hag an eil e karter ar Gwelmeur.
- Un hentad divyezhek Div Yezh a zo er Skol Jacquard.
- E distro-skol 2021 e oa enskrivet 731 skoliad er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek publik (6,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[23].
- Ar vagouri "P'tit Mousse" a zo gant un tañva d'ar yezh.
Brudet eo Pont Rekourañs ha straed Siam e Brest. Eus ar monumantoù savet a-raok an XIXvet kantved ne chom nemet ar c'hastell, an Tour Tangi hag un nebeud tiez ha savadurioù kozh, savadurioù evit an arsanailh ha kreñvlec'hioù en o zouez. E Rekourañs e chom un darn eus straed Sant-Maloù distrujet gant bombezadegoù en Eil Brezel Bed.
Anavezet eo Brest abalamour d'ar gouelioù bigi kozh aozet ganto bep pevar bloaz. Savet eo anv ar gouel diwar anv ar gêr mui ar bloavezh (Brest 2008, Brest 1992...).
Bezioù ar C'hommonwealth e bered Kerfaotraz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar ar 104 soudard anavezet douaret er vered ez eus 31 milour eus ar Brezel-bed Kentañ ha 73 eus an Eil Brezel-bed[17].
[24]
Dre m'emañ kreizenn armerzhel kêr-benn Breizh-Izel eno ez eus kalz skolioù-meur hag annezadennoù imbourc'h e Brest.
Kalz brasoc'h eo teuas Brest da vezañ e 1945 pa voe staget teir c'humun all outi : Lambezelleg, Kerbêr-Kilbignon ha Sant Mark.
E 5 kanton eo rannet.
- Georges Thierry d'Argenlieu, amiral.
- André Colin, den politikel.
- Édouard Corbière, paramantour ha skrivagner gallek.
- Béatrice Dalle, aktourez.
- Yves Guéna, den politikel.
- André Guilcher, douaroniour.
- Marie Lénéru, skrivagnerezh gallek.
- Jean Oberlé, livour.
- Pierre Ozanne, livour.
- Henri Queffélec, skrivagner gallek.
- Alain Robbe-Grillet, skrivagner gallek.
- Yvan Ropars, livour ha kizellour.
- Berthe Sylva, kanerez.
- Yves Le Gallo, kelenner Skol-Veur.
- 1660 : Isaac Robelin (mab), ijinour milour gall.
- 1748 : Jean-Michel Huon de Kermadec (1748-1792), merdeer.
- 1794 : Prosper Garnot, naturour ha surjian-mor breizhat.
- 1801 : Prosper Levot, istorour breizhat.
- 1803 : Amable-Emmanuel Troude, geriadurour brezhonek.
- 1826 : Nathalie Lemel, anarkourez, e 1826.
- 1840 : Constant Le Doré, dispac'hour, krouer kevrenn an Etrebroadelenn e Brest.
- 1854 : Adrien de Carné, skrivagner brezhonek
- 1869 : Emil Masson, prederour ha stourmer peoc’hgar, saver ar gelaouenn Brug.
- 1874 : Gaston Esnault, yezhour.
- 1875 : Glaoda ar Prad, skrivagner brezhonek.
- 1878 : Victor Segalen, skrivagner gallek.
- 1879 : Jean Cras, ofiser a vor ha sonaozour.
- 1880 : Louis Hémon, skrivagner gallek, brudet e romant Maria Chapdelaine (skrivet gantañ e Kebek).
- 1896: Pierre Keraudren, d'an 20 a viz Kerzu, fuzuilhet d'ar 4 a viz Genver 1918 gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ e Craonne (Bro-C'hall) evit «hutinerezh»[25].
- 1900 : Roparz Hemon, skrivagner brezhonek hag emsaver breizhat.
- 1905 : Per Peron, skeudennour ha livour.
- 1907 : Robert Micheau-Vernez, arzour breizhat.
- 1910 : Joseph Chardronnet, beleg katolik, istorour hag emsaver.
- 1910 : Henri Queffélec, skrivagner gallek.
- 1911 : Fant Rozeg (Meavenn hec'h anv-pluenn), barzhez, romantourez ha dramaourez vrezhonek, e Sant-Mark.
- 1920 : Yves Le Gallo, skolveuriad.
- 1922 : Alain Robbe-Grillet, romantour ha filmour gall.
- 1923 : Pierre-Yves Moign, sonaozour.
- 1923 : Robert Castel, sokiologour.
- 1937 : René Abjean, sonaozour.
- 1939 : Jean-Yves Cozan, politikour.
- 1955 : Patrice Pellerin, saver bannoù-treset.
- 1959 : Jean-Jacques Urvoas, politiker.
- 1960 : Paol ar Meur, skrivagner brezhonek.
- 1961 : Paul Bloas, arzour.
- 1964 : Béatrice Dalle, aktourez.
- 1964 : Christophe Miossec, kaner.
- 1970 : Yann Tiersen, sonour.
- 1972 : Josilin Gourvenneg, melldroader ha gourdoner.
- 1975 : Mikael Bodlore-Penlaez, skrivagner ha kartenour.
- 1987 : Gonzalo Higuaín, melldroader arc'hantinat.
- 1728 : Isaac Robelin (mab), ijinour milour gall.
- 1791 : Toussaint-Guillaume Picquet de la Motte, letanant jeneral er morlu gall.
- 1878 : Prosper Levot, istorour breizhat.
- 1885 : Amable-Emmanuel Troude, geriadurour brezhonek.
- 1909 : Pêr Pronost, barzh.
- 1925 : Kaourintin an Ourz, kazetenner brezhonek.
- 1930 : Ivon Krog, skrivagner brezhoneg.
- 1932 : Jean Cras, ofiser a vor ha sonaozour.
- 1939 : Émile Guépratte, ofiser meur a vor gall.
- 1961 : Per Mokaer, politikour ha skrivagner.
- 1971 : Jim Sevellec, livour ha feilhañsour breizhat.
- 1974 : Alan-Gwenog Berr, yezhoniour war ar brezhoneg, e 1974.
- 1978 : Biel Elies, skrivagner brezhonek, e 1978.
- 1988 : Pêr Peron, skeudennour ha livour.
- 2003 : Ronan Huon, embanner ha skrivagner brezhonek.
- 2005 : Ivona Martin, emsaverez.
- 2007 : Kristen Nogues, telennourez.
- 2008 : Reun ar Glev, yezhadurour ha geriadurour brezhonek.
- 2009 : Remi Derrien, skrivagner, kazetenner, aktour ha jubennour brezhonek.
- 2010 : Charlez ar Gall, stourmer evit sevenadur Breizh.
- 2013 : Pierre-Yves Moign, sonaozour.
|
Gaspard Agard, maer Brest e 1661 ː
"en gul e rodig-kentr en aour a eizh broud; e gab gwriziet en glazur karget gant ur groaz avalaouek"
|
|
Claude Basserode, senesal Brest e 1700
"en glazur e leon en aour krabanet ha teodet en gul"
|
|
Marc de Carné, kabiten Brest da vare Fañch Iñ, roue Bro-C'hall
|
|
? Nail ː prokulor ha noter ar Roue ouzh Lez Brest e 1695
"en aour e gebrenn en sabel karget gant teir rozenn en argant"
|
|
Julien Ozanne, arkitektour ha tisaver labourioù ar Roue, e savas ar c'hlozadur kentañ Brest e 1647;
Nicolas Ozanne, teñzorer morlu Brest e 1696.
"Rannet; ouzh 1 en sabel e dour en aour; ouzh 2, en geot e deir sourin en aour"
|
|
Raby ː ur c'hannad Brest ouzh Breujoù 1742; ul letanant fourgadenn e 1766; ur maer Brest e 1785.
"Troc'het; ouzh 1, en argant e c'hi tremenant en sabel, kurunet en aour, hag o zerc'hell en e bav dehou ur c'hougleze ivez en aour; ouzh 2, en glazur e seizh c'housourin en argant.
|
|
François Turin, maer Brest e 1649
"En aour e erez en sabel"
|
Gevellet eo kêr Vrest gant nav c'hêr :
Denver (Stadoù Unanet) abaoe 1956
Plymouth (Bro-Saoz) abaoe 1963
Kiel (Alamagn, Schleswig-Holstein) abaoe 1964
Taranto (Italia, Puglia), abaoe 1964
Yokosuka (Japan, Kantō), abaoe 1970
Dún Laoghaire (Iwerzhon, Cúige Laighean), abaoe 1984
Cádiz (Spagn, Andalucía), abaoe 1986
Saponé (Burkina Faso, Kreiz-Su), abaoe 1989
Constanţa (Roumania), abaoe 1993
Un emglev-keneilded he deus skoulmet gant :
- Jeremi Kostiou, Ar marc’h-du e Brest, e-barzh Briac, Avel Reter, Plabenneg, Nadoz-Vor Embannadurioù, 2015, pp. 42–45.
- Jeremi Kostiou, Le commerce de chansons sur feuilles volantes à Brest, 1915-1955, Les Cahiers de l’Iroise, niv. 227, 2017, pp. 174–182.
- Jeremi Kostiou, Quand Pontanezen révèle ses vestiges…, Les Cahiers de l’Iroise, niv. 225, 2017, pp. 176–190.
- Kris hag Étienne Davodeau, Un den zo marvet, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2021.
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Bernard Tanguy ː Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée / Ar Men. 1990
- Erwan Vallerie ː Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Bernard Tanguy ( 1990)
- ↑ Bernard Tanguy ( 1990)
- ↑ Bernard Tanguy ( 1990)
- ↑ Erwan Vallerie (1995)
- ↑ Erwan Vallerie (1995)
- ↑ Erwan Vallerie (1995)
- ↑ Erwan Vallerie (1995)
- ↑ Erwan Vallerie (1995)
- ↑ Hervé Abalain, Noms de lieux bretons, Éditions Jean-Paul Gisserot, 2000.
- ↑ E kembraeg e kaver ar ger kevatal /bryn/.
- ↑ Da lavaret eo, rannet etre Frañs ha Breizh, a oa merk ar galloud da vare Proviñs Breizh ; adalek war dro 1683 (d'Hozier, 1696) ha kadarnaet gant Charlez X, d'an 28 a viz Here 1826 ; Lejion a Enor, Kroaz ar Brezel, Kroaz an Dieubadur.
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 40 ha 41
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, pajennoù 176-182, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915
- ↑ Le Bot, Terreur à Brest, p. 198
- ↑ 17,0 17,1 ha17,2 Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Pertes Luftwaffe Finistère
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 329
- ↑ https://www.letelegramme.fr/ig/generales/regions/bretagne/mafia-en-bretagne-des-signaux-d-alerte-depuis-2003-14-12-2013-2338522.php
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ [1]
|