Bristol Beaufort

Eus Wikipedia

Daou Beaufort Mk.Is eus Skouadron 217 ar RAF.

Ar Bristol Beaufort (Type 152 hervez an oberier) a oa un nijerez bombeziñ-torpediñ daougefluskerek eus ar Rouantelezh-Unanet, savet gant Bristol Aeroplane Company bet en implij e penn kentañ an Eil Brezel-bed gant ar Royal Air Force (Coastal Command) en Europa etre 1940 ha 1942. Servijet o deus evel bombezerezioù, torpederezioù, ha pozerezioù minoù e-pad an amzer-se. Goude-se o deus talvezet dreist-holl da zeskiñ leviañ kirri-nij. Implijet int bet ivez er Mor Kreizdouar a-enep al listri a bourveze an Afrika Korps hag a-hed ar brezel gant aerlu Aostralia. Graet e oa evit kaout 4 den e bourzh.

Eil brezel-bed e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An nijerez St Eval

An nijerez Bristol Beaufort Mark I, L4474 MW-E 217, a voe kaset d'ar strad e Lannarstêr p'edo gant ar 217vet Skwadrenn RAF (Royal Air Force- Aerlu ar Rouantelezh-Unanet)St Eval o tagañ An Oriant d'an 20 a viz Kerzu 1940. Lazhet e voe he fevar nijour.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.