Josilin Gourvenneg

Eus Wikipedia

Jocelyn Gourvennec ( Josilin Gourvenneg gant brezhonegerien zo), ganet d'an 22 Meurzh 1972 e Brest, zo ur melldroader breizhat hag a oa paouezet da c'hoari e miz Gouere 2006 evit dont da vezañ gourdoner.

Gourdoner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Mae 2010 goude krogad diwezhañ kampionad 2009-2010 ar c'hevre 2 (eil rummad), pa zesker e tiskenno skipailh Gwengamp er c'hampionad broadel (trede rummad), eo galvet gant Noël ar Graet, prezidant War-raok Gwengamp da vont da c'hourdroner ar skipailh, e lec'h Victor Zvunka. Ar wech kentañ eo dezhañ gourdoniñ ur skipailh el live-se pa oa abaoe 2008 gourdoner La-Roche-sur-Yon, ur skipailh a c'hoarie er Rummad a Enor (DH) d.l.e. ar c'hwec'hvet rummad.

Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]