Stad Roazhon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Stad Roazhon (pe Stade Rennais a-wechoù evel e galleg) a vez lavaret e brezhoneg eus ar Stadiom ma vez ar Stade Rennais Football Club o c'hoari mell-droad e Roazhon abaoe 1912 (dioueliet d'ar 15 a viz Gwengolo). War lez Hent an Oriant emañ, en niverenn 111. Setu perak e vez graet Stad Hent an Oriant anezhañ gant ar re a ra war-dro ar vell-droad, peurliesañ.

Perc'hennet eo gant kêr Roazhon (nevesaet e oa bet ar stad ganti e 2004) ha feurmet d'ar c'hleub-embregerezh Stade Rennais Football Club, a zo bet renet, etre miz Mae 2010 ha miz Ebrel 2012, gant Patrick Le Lay, bet e penn TF1 ha krouet gantañ TV Breizh.

Lec'h zo da 31 127 arvester ennañ war ar paper. E gwirionez ne vez ket lakaet muioc'h eget 29 500.

Redadeg 2010[kemmañ]

Redadeg 2010 e Stad Roazhon

E miz Mae 2010 e oa bet treuzet gant Ar Redadeg.

Liammoù diavez[kemmañ]