Ghana

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Republic of Ghana
Republik Ghana
Banniel Ghana
Banniel
Ger-stur: "Frankiz ha Justis"
Kan broadel: God Bless Our Homeland Ghana
Lec'hiadur Ghana
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Accra
5°33′N 0°15′W
Yezh(où) ofisiel Saozneg, Twieg
Gouarnamant Republik vonreizhel
 - Prezidant John Dramani Mahama
Prezidant dilennet d'ar 7/12/2012
goude marv John Atta Mills
d'ar 24/07/2012
[1][2]
 - Besprezidant hini ebet
Dizalc'h diouzh ar Rouantelezh-Unanet 
 - disklêriadur 6 Meurzh 1957 
 - Republik 1añ Gouere 1960 
 - Bonreizh 28 Ebrel 1992 
Gorread
 - Hollad 238 534 km² (82)
 - Dour (%) 4,6
Poblañs
 - istimadur 07/2012 25 241 998 ()
 - niveradeg 24 658 823[3]
 - Stankter 103/km²
PDK (PGP) 2005 (istimadur)
 - Hollad $55,2 miliard (72vet)
 - Keidenn $2.643 (127vet)
FDD  (2004) 0,532 (kreiz) (136vet)
Moneiz cedi (GHS)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .gh
Kod pellgomz +233
  1. BBC News
  2. Ghana.gov]
  3. Renabl ofisiel 2010
Ghana

En Afrika ar Gornaoueg emañ Stad Ghana.
Er c’hornôg dezhi emañ Stad Aod an Olifant (668 km a harzoù), Burkina Faso zo er gwalarn hag en hanternoz (549 km a harzoù), er reter emañ Togo (877 km a harzoù); er c’hreisteiz emañ pleg-mor Ginea a-hed 539 km [1]
Accra eo ar gêrbenn, enni 2.3 million ag annezidi (2009)[2]. Kêrioù bras all zo, evel Kumasi (1.8 milion ag annezidi e 2009) ha Tamale (538 000 den e 2012). [3]

Ar braz eus ar vro a oa gwechall un drevadenn saoz anvet Gold Coast ("Aod an Aour"), savet e dibenn an 19vet kantved.
Goude ar Brezel-bed kentañ e voe staget un tamm eus Togo outi.
E 1957 e voe ar vro-se an hini gentañ eus trevadennoù Afrika o tont da vezañ ur Stad dizalc’h, dindan renerezh Kwame Nkrumah.
An anv Ghana a voe roet d'ar Stad nevez e koun Impalaeriezh Ghana a oa gwechall e kornôg Afrika, ar ger e-unan o talvezout kement ha "roue brezelour"[4].

Abaoe 1992 ez eo Ghana ur republik gant meur a strollad politikel.


Rannoù melestradurel[kemmañ]

Rannvroioù Ghana

Rannet eo Ghana e 170 paou a ya da sevel 10 rannvro :

Ashanti (Ashanti Region, AR, "Rannvro Ashanti")

Brong-Ahafo (Brong-Ahafo Region, B/A, "Rannvro Brong-Ahafo")

Central (Central Region, CR, "Rannvro ar C'hreiz")

Eastern (Eastern Region, ER, "Rannvro ar Reter")

Greater Accra (G/A, "Accra Vras")

Northern (Northern Region, NR, "Rannvro an Norzh")

Upper East (Upper East Region, UER, "Rannvro ar Reter Uhelañ")

Upper West (Upper West Region, UWR, "Rannvro ar C'hornôg Uhelañ")

Volta (Volta Region, VR, "Rannvro ar Volta")

Western (Western Region, WR, "Rannvro ar C'hornôg")





Douaroniezh[kemmañ]

Lec'hiadurezh Ghana

Torosennadur[kemmañ]

Eus ar savanenn war harzoù Burkina Faso en norzh betek ar mor er su, etre koadeier Aod an Olifant er c'hornôg ha menezioù Togo er reter emañ plaenennoù ar vro.
Er mervent anezhi emañ an uhelgompezenn Achanti, a sav war-dro 450 metrad a-us ar blaenenn.
Menez Afadjato, nepell diouzh Lenn Volta war harzoù Togo, eo lec'h uhelañ ar vro, 885 m dezhañ.

Doureier[kemmañ]

E Ghana emañ kember ar stêrioù Volta Wenn ha Volta Ruz, o-div o tiskenn eus Burkina Faso kent em veskañ gant ar Volta Zu a zo en harzoù ar gwalarn. Ar stêr Volta end-eeun a reer eus an disoc'h. War he hent war-du ar mor ez eo bet savet stankell Akosombo, alese ganedigezh Lenn Volta, 8 482 km² a c'horread dezhi ha brasañ lenn kalvezadel er bed.[5]. Deuet eus ar biz ez a ar stêr Oti el lenn ivez. Ar stêr Afram deuet eus an uhelgompezenn Achanti a zeu er Volta er su d'al lenn, nepell diouzh ar mor.

Hin[kemmañ]

Trovanel eo hin Ghana : tomm ha sec'h a-walc'h er gevred, tomm-tre ha gleb er gwalarn, tomm-tre ha sec'h en norzh. Eus miz Genver da viz Meurzh e vez barradoù Harmattan, un avel sec'h ha poultrennek o tont eus ar biz. Alies e c'houzañv Ghana gant ar sec'hor.


Poblañs[kemmañ]

Etre ar bloavezhioù 1960 ha kreiz ar re '90 e oa war-dro 100 yezh ha sevenadur e Ghana. Rannet eo pep poblad, met liammet eo an dud dre o sevenadur, o yezh, o orin hag o istor. Kement-se, kevret gant an ezhomm da c'hounit tachenn evit al labour-douar, da gontrolliñ hentoù ar c'henwerzh ha da skoulmañ liammoù a-benn em wareziñ, a gasas da grouidigezh ar c'hengevredad Asante e dibenn ar 17vet kantved, kent mare an trevadur.
Setu dasparzh ofisiel ar pobladoù e Ghana hervez renabl ar bloavezh 2000 :[6]
Akan 45.3% • Mole-Dagbane 15.2% • Ewe 11.7% • Ga-Adangbe 7.3% • Guan 4% • Gurma 3.6% • Grusi 2.6% • Mande-Busanga 1% • Pobloù all 1.4% • Tud all 7.8%

  • Diwar renabl ofisiel 2010 e oa 51.2 % a verc'hed ha 48.8 % a baotred e Ghana.
  • 44.7 % eus Ghanaiz zo yaouankoc'h eget 18 vloaz.

Yezhoù[kemmañ]

Bugale er skol
Bugale all war an aod
Ur sell war Accra

Ar saozneg eo yezh ofisiel ar Stad, hogen kalz yezhoù all zo er vro. An Akaneg eo ar yezh afrikat pennañ e Ghana, hini an Twieg o vezañ he stumm skrivet.
Lod yezhoù, damofisiel dre an niver a gomzerien, a vez skoazellet gant ar gouarnamant, ar re all n'int ket. Setu amañ dasparzh ar yezhoù pennañ dre rannvro :[7]

Yezhoù pennañ Ghana
Yezhoù damofisiel Yezhoù all

Akaneg (Ashanti, Fante, Akuapem, Akyem, Kwahu)

Adeleeg – Komzet e VR (Tutukpene & Nkwanta)

Dagaareeg / Waaleeg – Komzet en UWR

Anufoeg / Chokosieg – Komzet en NR (Chereponi)

Dagbaneeg – Komzet en NR

Bassarieg – Komzet en NR

Dangbeeg – Komzet e G/A

Bimobaeg – Komzet en NR (Bunkpurugu)

Eweeg – Komzet e VR

Biriforeg – Komzet en UWR & NR (Bilema & Danvar)

Gaeg – Komzet e G/A

Buemeg / Lelemeg – Komzet en VR (Jasikan & Bodada)

Gonjaeg – Komzet en NR

Bulieg – Komzet en UER (Sandema)

Kasemeg – Komzet en UER

Chumburungeg – Komzet en NR & VR (Ekumdipe)

Nzemaeg – Komzet e WR

Frafraeg – Komzet en UER (Bolgatanga)
Gikyodeeg / Akyodeeg – Komzet e VR (Shiare)
Hangaeg – Komzet en NR
Kasemeg – Komzet en UER (Navrongo)
Komaeg – Komzet en UER (Yipabongo)
Konkombaeg – Komzet en NR (Saboba)
Kusaaleg – Komzet en UER (Bawku)
Mamprulieg – Komzet en NR (Nalerigu)
Moeg / Degeg – Komzet en B/A & NR (New Longoro & Bole)
Nafaanraeg – Komzet en B/A (Banda Ahenkro)
Nawurieg – Komzet en NR (Kitare)
Nkonyaeg – Komzet e VR (Akloba & Wurupong)
Ntruboeg / Deloeg – Komzet en VR (Pusupu)
Sisaalaeg – Komzet en UWR (Tumu)
Tampulmaeg – Komzet en NR
Vaglaeg – Komzet en NR
Walieg – Komzet en UWR

Da ouzhpennañ :

  • Guaneg, komzet e kêrioù Anum, Larteh, Adukrom, Dawu, Awukugua, Boso, Senya Bireku ha Winneba.
  • Bonoeg, komzet e Brong Ahafo ha gant ar pobladoù Moo, Sehwi, Aowin ha Krobo.

Istor[kemmañ]

  • Mar gouzit saozneg, taolit ur sell war amzeroniezh Istor Ghana.

Kent an trevadur[kemmañ]

Penn Akan, priaj, 16-17vet kantved
Metropolitan Museum of Art, New-York

E Mirdi Broadel Ghana en Accra ez eus prouennoù hendrael eus bezañs Mab-den e Ghana e deroù Oadvezh an Arem, war-dro 4000 KJK.[8] Kavadennoù hendraoù all a ziskouez e voe tud o vevañ e kreiz ar vro, en norzh d'ar c'hoadegi, ken abred ha 3000 pe 4000 bloaz zo. Diwar an hengoun e kreder e teuas tud all c'hoazh war-dro an 10vet kantved, hag enbroadegoù eus an norzh hag ar reter a gendalc'has da c'houde. Da zibenn ar 16vet kantved e voe an darn vrasañ eus ar pobladoù eus Ghana a-vremañ o terc'hel an douaroù m'emaint o chom. Diwar berzh ha diskar un nebeud Stadoù bras e kornôg Soudan[9], da lavaret eo traoñienn ar stêr Niger, e teujont.
Etre ar 4re hag an 13vet kantved, galloudusañ Stad Soudan e oa Impalaeriezh Ghana e kornôg Afrika, anvet Wagadougou ha lec'hiet ur 750 km bennak en norzh d'ar Republik a-vremañ, etre ar stêrioù Senegal ha Niger.
Mengleuzioù aour a oa e Bambouk, war ar stêr Senegal uhelañ ; eus kenwerzh an aour a-dreuz ar Sac'hara neuze e teue galloud an impalaeriezh. Holen, kouevr ha sklaved a veze gwerzhet ouzhpenn an aour gant ar boblad Soninke en eskemm ouzh danvezioù gwiadel, perlez ha kenderc'hadoù disoc'het. E Koumbi Saleh e savjont o c'herbenn, war bevenn ar Sac'hara (e gevred Mouritania hiziv an deiz). Buan-tre e teuas kêr da vezañ pouezusañ dibenn an hentoù-kenwerzh er su d'ar gouelec'h. Diwezhatoc'h e teuas Aoudaghost da vezañ ur greizenn all a-fed kenwerzh.
An Islam ivez a erruas e Koumbi Saleh dre genwerzherien an norzh.Skoliù muzulmat ha moskeennoù a voe savet, met delc'her da gredennoù hengounel e bobl a reas ar roue, petra bennak ma'z implijas gouizieien vuzulmat e melestradur ar rouantelezh.
Er c'hornôg e tibabas ar Stad Takrour lakaat an Islam da relijion stadel ha stardañ he liammoù kenwerzhel gant Afrika an Norzh, alese kevezerezh gant Impalaerezh Ghana. Pa oa honnezh o koll ar vestroniezh war ar c'henwerzh e teuas sec'hor er vro. Padout a reas betek gwanaat ar magañ loened, al labour-douar hag ar mengleuzioù aour. Tamm-ha-tamm e teuas ar remziad berber Almouravit ha drezo an Islam da gemer an tu kreñv war an Impalaeriezh.
En 11vet ha 12vet kantvedoù e voe digoret mengleuzioù nevez e Boure e Ginea a-vremañ, e-maez tachenn genwerzhel Ghana, ha hentoù-kenwerzh nevez a voe er reter. Pelloc'h e voe Ghana taget gant roue ar boblad Sosso en Impalaeriezh Mali. A-c'houde ar brezel-se e voe ar boblad Malinke mestrez e Mali, hag e 1307 e oa Impalaeriezh Ghana aet da get.
Hini eus ar Stadoù soudanat ne oa mestr war tachenn Ghana a-vremañ, hogen darempredoù a veze etre Soudan ha pobloù ar Volta. Kêr Jenné en Impalaeriezh Mali a genwerzhe ganto ha gant hendadoù ar pobladoù Akan a zo hiziv e Ghana ar su.
Stadoù Akan a voe savet war hentoù ar c'henwerzh etrezek ar mengleuzioù aour. E dibenn ar 15vet kantved e voe aloubet ar c'hoadegi, en abeg da zonedigezh plant nevez eus Azia hag Amerika a c'halle bezañ gounezet enno : bananez, sorghum ha maniok. E deroù ar 16vet kantved e verkas beajourien europat e oa ar Stadoù Akan ha Twifou pinvidik dre an aour war glannoù ar stêr Ofin (er Rannvro Ashanti hiziv). En hevelep mare e teuas pobladoù Mande eus norzh Nigeria a-vremañ hag eus al lenn Tchad da vevañ er pezh a zo hiziv norzh Ghana ha su Burkina Faso ; eno e savjont ar Stadoù mole-dagbane Dagomba ha Mamprusi, hag e harpjont ganedigezh ar Stad Gonja. An teir Stad-se, gant ar Stadoù mossi Yatenga ha Wagadougou, a voe mammenn ar Stad a zo hiziv. Petra bennak ma ne oa ket Muzulmiz eus ar rouaned-se e tegemerjont skrivagnerien ha mezeien vulzulmat, a levezonas ar c'henwerzh gant an Norzh. Daoust d'ar pobloù du delc'her d'o hengoun e tegemerjont kredennoù ha teknikoù digant ar Vuzulmiz (ar skrivañ, da skouer) a veskjont gant o doareoù dezho.
Ar pobladoù Kasena, Kusase, Sisala ha Talensina, daoust dezho bezañ kar d'ar boblad Mossi, ne savjont Stad ebet, o c'hevredigezh o vezañ diazezet war ar gerentiezh. Hogen gouzañv a rejont dre ma oa o domani treuzet gant ar c'henwerzh etre ar Stadoù akan er su hag ar Stadoù mossi en norzh, alese levezon an Islam ha mestaolioù gant an amezeien c'halloudus.
Stad Asante eo tarzh Ghana a-vremañ. Un ezel eus ar familh Akan eo ar boblad Asante, twieg eo o yezh. Ur c'hengevredad a savjont war ribl al lenn Bosoumtwi er Rannvro Ashanti, hag e deroù ar 17vet kantved e voe o Stad an hini c'halloudusañ e koadegi ar c'hreiz. Liammet e voe ar Stadoù akan amezek ouzh ar c'hengevredad, hag e dibenn ar 17vet kantved e voe ar c'hengevredad troet en un impalaeriezh, gant Kumasi da gêrbenn. Kreñvaet e voe stabilded politikel ar Stad. Amezeien a voe trec'het, a c'hallas mirout o sevenadur hag o renerien o devoe o c'hador e Kuzul Meur an Impalaeriezh, a chomas kengevredadel, pep Stad o vezañ emren daoust d'ar galloud-kreiz. E kreiz en 18vet kantved e oa Asante ur Stad kenurzhiet-meurbet, a c'hounezas ar Stadoù Dagomba, Gonja ha Mamprusi en norzh. War-dro 1820 e kreskas an Impalaeriezh war-du ar su ivez. Tra ma kendalc'he ar c'henwerzh a-dreuz ar Sac'hara hag er reter e krogas Asante da gaout darempredoù gant ar pobladoù Ewe, Fante ha Ga-Adangbe er su, koulz ha gant Europiz o devoa savet kreñvlec'hioù war Aod an Aour.

Aod an Aour ha kenwerzh ar sklaved[kemmañ]

Kastell Elmina
Dorioù ar sklaved,
paotred ha merc'hed disrannet

Aod an Aour a veze anavezet en Europa dre ar genwerzhourien arab evit he mengleuzioù. Pa'z erruas an Europiz kentañ eno e dibenn ar 15vet kantved e oa an dud nevez-deuet eno o klask staliañ o domani dre drec'hiñ war o c'hentidi, hag enbroadurioù all a oa o kenderc'hel.
Portugaliz a erruas da gentañ, e 1471, ha sklaved eus Kongo a werzhjont d'an Akaned (Ewe, Fante ha Ga), ar pezh a luzias savidigezh ur Stad evit ar pobladoù-se a oa staliet da vat er vro[10].
Ouzhpenn d'ar sklaverezh e venne Portugaliz ober kenwerzh an aour, an ivor hag ar pebr, hag e 1482 e savjont ur c'hreñvlec'h anvet Kastell Elmina evit em wareziñ diouzh kevezerezh Europiz all hag enebiezh lod Afrikiz.
Pa voe digoret plantadegoù an Amerika er 16vet kantved e teuas kenwerzh ar sklaved fonnusoc'h ha frouezhusoc'h eget hini an aour. Tud a erruas eus Europa a-bezh, ha buan e voe an Aod brezel etre Europiz koulz hag etre Afrikiz evit mestroniañ ar c'henwerzh-se. Portugaliz a renas e-pad ur c'hantved, met a-hed an daou gantved da heul ez erruas Hollandiz, Saozon, Daniz, Svediz ha Prusianed da sevel kreñvlec'hioù-kenwerzh ivez. Er bloavezh 1642 e vo gounezet Elmina gant Hollandiz, ha dilezet e voe an Aod gant Portugaliz da viken.
A-hed ar 150 vloaz da heul e voe distabil an Aod evit Europiz, gant stalioù savet, dilezet, taget, gounezet, gwerzhet pe eskemmet hep na vije ur Stad europat o chom mestrez war an dachenn. An Hollandiz hag ar Saozon a savas kompagnunezhioù a-benn bezañ efedusoc'h, evel an Hollandat WIC a genwerzhas a-hed an 18vet kantved pe dost pe ar Saoz ACM a vevas eus 1750 betek 1821. Tamm-ha-tamm ez eas an holl kuit, war-bouez ar Saozon a voe mistri war an holl gastilli hollandat e dibenn an 19vet kantved, dre se war Aod an Aour ha war ar vro a-bezh da heul.

An Dizalc'h[kemmañ]

Kwame Nkrumah

E 1947 e krouas ur strollad Afrikiz desket an United Gold Coast Convention (UGCC) a-benn kaout an dizober eus ar reizhiad vreizhveurek ha merañ Aod an Aour o-unan "an abretañ ar gwellañ".
Kemer lec'h Pennoù ar pobladoù e Kuzul al Lezenniñ e voe pal kentañ an dud-se e soñje dezho e oa re zieeun, re bar d'an trevadur ha diamzeriet an doare hengounel da verañ ar vro. Goulenn a rejont ma vije doujet d'o deskadurezh ha roet atebegezhioù dezho e melestradur an Aod. Tamall ar gouarnamant a rejont en abeg d'an dilabour ha da zistabilded ar gevredigezh a-c'houde an Eil Brezel-Bed. Mirourien e oa tud an UGCC evelato, ne glaskent ket an dispac'h ; petra bennak ma voe toullbac'het pennoù-bras an UGCC e 1948 ez asantas an izili all kuzuliañ ar gouarnour a-zivout an hent war-du an dizalc'h.

E 1949 e voe kemmet an doare pa voe ar CPP (Convention People's Party) krouet gant Kwame Nkrumah goude bezañ roet e zilez a Sekretour Meur an UGCC. Bet e skolioù katolik, peurstummet er Stadoù-Unanet hag er Rouantelezh-Unanet, anavezout a rae Nkrumah eneptrevidien evel George Padmore ha W. E. B. Du Bois : re glouar an UGCC d'e veno e c'houlennas ar CPP merañ Aod an Aour diouzhtu.
Pa gomze an UGCC da intelligentsia ar vro e plijas ar CPP d'al labourerien, d'ar gouerien ha d'ar yaouankizoù. Desachañ merc'hed ar c'henwerzh er marc'hadoù lec'hiel a reas, ar pezh a greñvaas e vrud e-touez an dud un emskiant politikel dezho, em sante disrannet war un dro diouzh ar Pennoù hengounel hag ar renerien breizveurek.

Da heul Bonreizh 1951 e voe muioc'h a vaodierned afrikat eget a re vreizhveurek, Breujoù a voe staliet, an hanter eus an dilennidi o tont eus ar c'hêrioù hag an hanter all eus ar c'huzulioù hengounel, hag evit ar wezh kentañ e voe dilennidi eus Douaroù an Norzh. Daoust d'ar c'hemm pouezus-se e chome ar gouarnamant etre daouarn an drevidien, ar pezh a oa pell diouzh c'hoant ar CPP, padal e oa 2/3 eus ar Breujoù dalc'het gantañ. Hag eñ toullbac'het c'hoazh e voe Nkrumah dilennet ivez. Divac'het e voe gant ar gouarnour, Sir Charles Arden-Clarke, a c'houlennas digantañ sevel ur gouarnamant. A-du e savas Nkrumah, petra bennak ma chome an Difenn, an Darempredoù Etrebroadel, an Arc'hant hag ar Justiz gant Breizhveuriz na oant ket atebek dirak ar Breujoù. E 1952 e voe Nkrumah anvet da Bennmaodiern gant ar Breujoù, enep ali Pennoù hengounel a oa en Asante hag en Norzh.

Adal Bonreizh 1954 e voe kresket ar Breujoù, dilennet war-eeun gant an dud, hep tremen dre Guzul o foblad. An Difenn hag an Darempredoù Etrebroadel hepken a chomas e galloud Breizhveuriz. Kenderc'hel a reas ar CPP da greizennañ politikerezh ar vro en desped d'an enebiezh a oa war sevel : e 1954 end-eeun e krouas ar boblad Asante an National Liberation Movement (NLM) e felle dezho ur gouarnamant kengevredadel gant muioc'h a c'halloud lezet d'ar Rannvroioù. Da gred an NML e oa ar CPP war hent an Diktatouriezh. A-greiz sevel ur Vonreizh all e kuitaas an NML hag an NPP (Northern People's Party) ar bodad-labour, ar pezh a lakaas aon er CPP rak London a c'hallje soñjal ne oa ket Aod an Aour darev da vezañ emren. A-du gant ar CPP e savas London avat, hag urzh a voe roet d'ar gouarnour nullañ ar Breujoù a-benn gouzout ha heuliet e vije ar CPP en e vennozh da c'hourc'hemenn an Dizalc'h, a vije asantet mar gounezje 2/3 eus ar Breudoù nevez-dilennet e 1956. Ar pezh a voe gounezet, ha d'ar 6 a viz Meurzh 1957 e tisklêrias Kwame Nkrumah Ghana free forever, "dizalc'h da viken".

Notennoù[kemmañ]

  1. The World Factbook
  2. The World Factbook
  3. World Gazetteer. Diellet e the original on 2012-12-04.
  4. JACKSON John G., Introduction To African Civilizations, CitadelPress, New York, S-U, 2001, ISBN 978-0-8065-2189-3
  5. The World Factbook
  6. The World Factbook
  7. GhanaWeb
  8. Ghana Museums
  9. Diwar an arabeg Bîr-as-Sûdân, "Bro ar Re Zu", a oa evit an Arabed kement bro a oa er su d'ar Sac'hara, en enep da Bîr-al-Beidân, "Bro ar Re Wenn".
  10. WILKS Ivor G., Portuguese, Wangara and Akan in the Fifteenth and Sixteenth Centuries: the Struggle for Trade, Journal of African History, xxiii, 4, 463-72, Cambridge University, R-U, 1982

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.