Brezel-bed kentañ
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Arvez | Impalaeriezh trevadennel Alamagn |
---|---|
Heuliet gant | Eil Brezel-bed, interwar period |
Deiziad | 11 Du 1918 |
Deiziad kregiñ | 28 Gou 1914 |
Deiziad echuiñ | 11 Du 1918 |
Prantad | late modern period |
Perzhiad | Kevredidi ar C'hentañ Brezel-bed, Galloudoù kreiz, Aostralia, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Abeg pennañ | abegoù lies |
Abeg kentizh | Gwalldaol Sarajevo |
Deskrivet en URL | https://dmna.ny.gov/historic/reghist/wwi/HonorList/?l=g |
Deskrivet dre | Dielloù Phyllis Buchanan |
Istor | timeline of World War I, diplomatic history of World War I |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of World War I |
Ar Brezel-bed kentañ, a anver Brezel Bras ivez, zo ur brezel hag a c'hoarvezas en Europa dreist-holl etre 1914 ha 1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en holl gevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ.
Brezel-bed a vez lavaret rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all a Stadoù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas an Eil Brezel-bed e veze anvet "ar Brezel Bras", ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ. E galleg e oa bet savet al lesanv ha Der des Ders ("an hini diwezhañ-holl").
E-kerzh an hañv 1914 e strakas ar brezel-se da-heul Gwalldaol Sarajevo d'an 28 a viz Mezheven, drouklazh an arc'hdug Franz Ferdinand von Österreich-Este, pennhêr impalaeriezh Aostria-Hungaria, hag e bried, an dugez Hohenberg, gant Gavrilo Princip, ur broadelour serb eus Bosnia.
Er bloaz 1918, ar Galloudoù kreiz a oa krog da vont war ziskar, pa voe sinet arsavioù-brezel gant Rouantelezh Bulgaria d'an 29 a viz Gwengolo, an Impalaeriezh otoman d'an 31 a viz Here hag Aostria-Hungaria d'an 3 a viz Du. E-unan, gant an Dispac'h alaman o sevel hag ul lu o vont da emsevel, an impalaer alaman Wilhelm II a zilezas an tron d'an 9 a viz Du, hag ar gouarnamant alaman nevez a sinas an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918 e Compiègne, o lakaat termen d'ar brezel ; d'an 28 a viz Mezheven 1919 e voe sinet ar peoc'h dre Feur-emglev Versailhez.
Ar Brezel Bras zo bet unan eus gwashañ brezelioù Istor mab-den, gant un 9 milion bennak a soudarded lazhet ha 23 milion gloazet ; ouzhpenn da 5 milion a drevourien zo bet lazhet gant obererezhioù milourel, an naonegezh ha ar c'hleñvedoù.
Anvioù ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv "brezel-bed" zo bet goveliet e miz Gwengolo 1914 gant ar bevoniour ha prederour alaman Ernst Haeckel, a embannas There is no doubt that the course and character of the feared 'European War' ... will become the first world war in the full sense of the word er gazetenn The Indianapolis Star d'an 20 a viz Gwengolo 1914.
An droienn "Brezel-bed kentañ" a oa bet implijet gant al letanant-koronal saoz Charles à Court Repington (1858-1925) evel titl e vuhezskrid The First Word War, 1914-1918 embannet e 1920. Skrivet en doa e oa bet o eskemm a-zivout an droienn-se gant ar Major Johnstone eus Skol-veur Harvard d'an 10 a viz Gwengolo 1918.
A-raok an Eil Brezel-bed, an darvoudoù a yae d'ober brezel 1914–1918 a oa lesanvet ar Brezel Bras pe ar Brezel-bed. E miz Eost 1914, ar gelaouenn The Independent e New York he devoa embannet This is the Great War. It names itself (Ar Brezel Bras eo. En anv emañ pep tra"). E miz Here 1914, ar gelaouenn ganadian Maclean's he doa embannet, "Lod brezelioù a ro o anv o unan. Setu ar Brezel Bras". Europiz ar mare a rae ivez gant "ar brezel da echuiñ ar brezel" ha deskrivet e oa ivez evel "ar brezel da echuiñ an holl brezelioù" dre ma oa bet komprenet ganto dija en ampoent e oa ar brezel-se unan ledanoc'h, gant distrujoù brasoc'h, ha kolloù buhez ramzel eget re ar brezelioù all betek-henn.
Kenarroud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emglevioù diplomatek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kerzh darn an XIXvet kantved, nerzhioù galloudusañ Europa a oa deuet tamm-pe-damm a-benn da gavout ur c'hempouezh a-fed galloud, ar pezh a oa bet lesanvet "Sonadeg Europa". Goude 1848 e oa bet kemmet ar c'hempouezh dre ma oa bet ar Rouantelezh-Unanet o vont war-zu ur politikerezh digenveziñ anvet Splendid isolation, "Digenveziñ kaer", diskar sioul an Impalaeriezh otoman, c'hoantoù impalaeriel nevez, hag enkadenn Prusia dindan ren Otto von Bismarck. Ar brezel Aostria-Prusia e 1866 en doa roet an nerzh da Brusia da vezañ mestr war ar Stadoù Alaman, goude-se an trec'h er brezel Gall-Prusian e 1870-1871] en doa roet tro da Vismarck da sevel un Impalaeriezh alaman kreñv gant Prusia er penn. Goude 1871, pal pennañ Bro-C'hall a oa bet kaout un digoll goude bezañ bet trec'het garv ha gant mezh vras, met e penn-kentañ ar bloavezhioù 1890 e oa tremenet an nerzh-se war-zu ledanaat trevadennoù c'hall an Impalaeriezh.
E 1873, Bismarck en doa kevrataet Lig an Tri Impalaer, gant Aostria-Hungaria, Rusia hag Alamagn. Goude ar brezel etre Rusia ha Turkia eus 1877–1878, an emglev a voe lammet gant ma oa Aostria o vezañ kounnaret gant emled Rusia war-zu ar Balkanioù hag a oa gwelet evel un douar strategel dezho. Alamagn hag Aostria-Hungaria o doa savet goude-se an Unvaniezh daouel eus 1879, a oa deuet da vezañ an Aliañs tridoubl gant degemer Italia e 1882. Gant Bismarck, pal an emglev a oa digenveziñ ar Frañs ha reiñ an tu d'an izili da bouezañ a unvouez ha da gavout diskoulmoù etrezo. Pa oa bet gwelet gant ar Rouantelezh-Unanet hag ar Frañs evel un dañjer e 1880, e oa kroget klask marc'hatañ end eeun gant Rusia, adsavet e oa bet an Emglev e 1881, ha nevesaet e 1883 ha 1885. Ur wech echuet e 1887, Bismarck en doa savet ar Feur-Emglev adassurañs un emglev kuzh etre Alamagn ha Rusia a-benn chom neutral ma vije taget unan anezho pe gant ar Frañs pe gant Aostria-Hungaria.
Evit Bismarck, ar peoc'h gant Rusia a oa diazez evit al liammoù gant an estrenvro eus Alamagn. E 1890, e voe rediet mont war e leve gant an impalaer Gwilherm II. An hini-se a oa bet kendrec'het gant e c'hanseller nevez da adlañs ar Feur-Emglev adassurañs, Leo von Caprivi. Roet e oa bet an tu dre-se un digarez d'ar Frañs da sevel un emglev gant Rusia a voe anvet Emgev etre Rusia ha Frañs eus 1894, a voe heuliet e 1904 gant an Emglev Entente Cordiale gant ar Rouantlezh-Unanet. An Emglev tridoubl a voe echuet e 1907 pa oa bet sinet an Emglev Saoz-rusian. Ne oant ket emglevioù lezennel, met reiñ a raent an tu da gavout un emglev en trevadennoù en Azia hag Afrika, ar saozon o devoa embannet e vije posubl e sikourfent ar Frañs ha Rusia ma vije eus ur stourm da zont. Kreñvaet e oa bet c'hoazh an traoù pa oa bet ar saozon ha rusianed o reiñ harp d'ar Frañs a-enep Alamgn e 1911 e-kerzh Gwallzarvoud Agadir.
Redadeg d'an armoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nerzh greantel hag ekonomikel Alamagn a oa aet war-gresk kalz goude 1871. Harpet gant Gwilhelm II, an Amiral Alfred von Tirpitz en doa klasket implij an nerzh-se evit sevel Morlu Impalaeriel Alamagn, a vije da vezañ prest da geveziñ gant ar Morlu Saoz. Ar politikerezh-se a oa diazezet war labourioù an aozour stadunanat Alfred Thayer Mahan, en devoa embannet e oa ret da gaout ur Morlu uhelvor evit kaout un nerzh-kad a live bedel; Tirpitz en doa e levrioù troet en alamaneg, ouzhpenn-se an impalaer Alaman en doa urzhiet e vije lennet gant e guzulierien ha pennoù-uhel al lu. Ouzhpenn bezañ ur soñj awenet gant ur sell brezelour, bez e oa ivez ur sell trivliadel: an impalaer alaman Wilhelm a oa bamet gant ar Royal Navy ha bez e oa gantañ kemend all ur c'hoant bras da gaout ur morlu galloudusoc'h evit hini ar saozon.
Bismarck en doa soñjet ne vije kat ar Saozon o kemer perzh er jeu europat, ma chomje ar vro gant an nerzh galloudusañ a-fed morlu ha ma chomje e surentez. Siwazh dre ma oa bet skarzhet e 1890 e oa bet kemmet politikerezh, hag ur redadeg d'an armañ mor a oa kroget etre Alamagn hag ar Rouantelezh-Unanet. En desped d'ar sammadoù arc'hant ramzel postet en Tirpitz, lañs an HMS Dreadnought e 1906 en doa roet an tu d'ar saozon. Modern-tre e oa ar vag pa veze keñveriet ouzh ar bigi alaman. Ur gudenn arvarus a oa savet evit an Impaleriezh alaman gant ar redadeg-se, rak lonket e oa bet kalz danvezoù diazez evit krouiñ ur flodad brezel alaman kreñv a-walc'h da geveziñ gant an hini saoz, met ne oa ket deuet a-benn Alamagn da vezañ kreñvoc'h a benn ar fin. E 1911, ar c'hañseller Theobald von Bethmann Hollweg en doa anzavet trec'h ar saozon, hag-eñ da reiñ lañs d'ar Rüstungswende pe 'kammdro an armamant', ha dre-se e oa bet paouezet gant postañ nerzh hag arc'hant en un doare diroll er morlu met kentoc'h e oa bet lakaet war an tirlu.
An diviz-se a oa bet soñjet n'eo ket gant ur c'hoant sioulaat an darempredoù politikel gant ar broioù tro-dro, met dreist-holl dre ma oa Rusia o adsevel prim diouzh an trec'h a oa bet warni e-kerzh ar Brezel etre Japan ha Rusia ha Reveulzi 1905 memes bloavezh. Adreizhoù ekonomikel bras a oa bet - emled al linennoù-tren ha frammoù dezougen adalek 1908, dreist-holl e Kornôg Europa.
Breizh er Brezel-bed kentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Drastus e voe ar Brezel bras evit Breizh war meur a zachenn, koulz sokial ha denel.
El lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nebeut a oberennoù e brezhoneg zo bet a-ziwar ar C'hentañ Brezel-bed.
- Dremm an Ankou, gant Abeozen (Fañch Elies) : ur sell peoc'hgarour gant ur breton bet mac'hagnet gant ar gazoù-brezel.
- Kammdro en Ankeu, gant Loeiz Herrieu : un danevell a zeiz da zeiz eus ar brezel dre sell ur soudard re gozh evit bezañ en talbenn met kaset da gemer perzh er brezel foll-se memestra.
- Ar en deulin, Àr hentoù ar brezel, gant Yann-Bêr Kalloc'h : sell ur c'hadour breton broadelour[1].
- Dek devezh e Verdun, gant Jules Gros : danevell ar brezel[2].
- Notennoù brezel, gant Aogust Bôcher.
- War hent ar ger. Istor tri brizonier breizat e-pad ar brezel bras 1914-1918 skrivet gant unan anê, gant Pêr-Mari Lec'hvien.
- Barzhonegoù war an talbenn gant Yann Mari Normand[3].
Talbennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emgannoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- e Belgia e 1914 :
- e Bro-C'hall :
- e lec'hioù arall :
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- KOSTIOU Jeremi, Quand Pontanezen révèle ses vestiges…, e-barzh Les Cahiers de l’Iroise, 2017, niv. 225, pp. 176–190.
- KOSTIOU Jeremi, Le deuil et la place des morts dans le Trégor au sortir de la Grande Guerre: modes vestimentaires et pratiques culturelles, Kreizenn enklaskoù istorel Bro-Leon, Brest, 2019[4].
Abadennoù skingomz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- BLANCHARD Erwan, Derc'hel koun eus ar Brezel bras, Arvorig FM, 4 a viz Meurzh 2015.
Abadennoù skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- SICOT Julie, La Bretagne au sortir de la Grande Guerre, Tébéo/TébéSud, 2018, abadenn 56 munud.
- JUIF Daniel, LAUGIER Gilles ha FRANÇOIS Julie, Bretagne. Le centenaire de la 1ère Guerre mondiale à Ploudaniel, Chemins de traverse, Tébéo/TébéSud, 19 a viz Gwengolo 2018, kelaouadenn 5 munud.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Le Gall, Erwan. Six mois en Champagne ou le « très long 1915 » du 47e régiment d’infanterie. 1er janvier – 25 juin 1916. In : 'Eñvor, revur d'histoire contemporaine en Bretagne, niv. 7, Goañv 2016[accessdate=16 Even 24.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑
Waraok, Kelt mat! Ha tenn ha sko! Kouezh mar kouezezh, 'vit ar vro eo! Met sko, sko, sko! O breur, sko! Hep ehan, hep diskuizh, hep truez, tan dezhañ! Lazh ha tag, p'en deo ret! O breur lazh! Bez ar frailh hag a val, ar garreg hag a flastr, ar gurun a freuz, ar mor a veuz: bez ar C'hadour. Dalc'h koun e oa da gourdadoù kaored divent a grene Germania dirak sell o lagad.
- ↑
En kreizig-kreiz rannvro Arras, e-deroù miz Here 1914. Toullet hon devoa trañcheoù en derc'hent. Hag e oamp distroet a-drêk evit kousket er c'hraoù-foen. An deiz war-lerc'h e oamp prest da vont e-barzh hon trañcheoù. Reiñ a reas kement-se ar C'horonal gourc'hemenn deomp : «Baïonnette au canon, en avant!». «Ha ni neuze da vont war-raok. Ar blaenenn an hini e oa, parkeier ken plaen hag an dorn. O kregiñ da glevet ar boledoù o c'hwibanaat em divskouarn e oan pa welis a-daol-trumm brageier ruz o fontañ er pradoù beterabez. Redek hon devoa graet evel-henn e-pad un degad a vunutennoù kent kavout goudor a-drêk ur c'hleuzig. Steudennet e voemp koulskoude gant an Alamaniz ha setu an obuzioù oc'h arruout dre amañ. Klevout a ris unan dioute o lavarout : «Celui-là est pour moi, je vais mourir». Un aspedenn a ris neuze : «Santez Anna Wened, savetaet din ma buhez!». An amzer em boe bet da gas ma fal d'un dorn d'egile pa flastras un obuz daou vetrad ac'hane. Stekiñ a reas kement-mañ ma fal. Un frapadig amzer goude e saven hag e c'halven ma c'hamaladed. Den na respontas din : a-gleiz kement hag a-zehoù, bez' e oa pemp pe c'hwec'h den astennet, marv. An hini manet bev nemetañ e oan.
- ↑ Dastumad embannet gant TIR, 2018.
- ↑ Levraoueg niverel KEIBL