Rusia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Российская Федерация
Kevread Rusia
Banniel Rusia Skoed-ardamez Rusia
Banniel Rusia Ardamezioù Rusia
Russian Federation (orthographic projection).svg
Kan broadel гимн Российской Федерации
(Gimn Rossiyskoy Federatsii)
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel Rusianeg (ha yezhoù ar broadelezhioù e rannvroioù zo)
Kêr-benn Moskov
Gorread
-En holl
-% dour

17 075 400 km²
0.5%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

143 420 309 (2005)
8.4/km²
Prezidant Vladimir Poutin
Kentañ ministr Dmitriy Medvyedyev
Gouel broadel 12 a viz Even
Moneiz Roubl (RUB)
Kod pellgomz 7
Kod war ar Genrouedad .ru .su .рф


Ar vro vrasañ er bed eo Rusia, ent-ofisiel Kevread Rusia pe Kevread Rusian (Российская Федерация, Rossiyskaya Federatsiya, distagadur: [rɐˈsʲijskəjə fʲɪdʲɪˈratsɨjə]). Moskou eo he c'hêr-benn ha 146,5 milion a dud e oa o chom er vro e 2014.

War daou gevandir en em astenn: Europa hag Azia, war ouzhpenn 9000 kilometrad eus Kaliningrad betek Vladivostok. Unnek rann-eur he deus. Tro-dro da Rusia emañ Norvegia, Finland, Estonia, Latvia, Belarus, Lituania, Polonia, Ukraina, Jorjia, Azerbaidjan, Kazakstan, Sina, Mongolia ha Republik Demokratel ha Poblel Korea. Skeiñ a ra he aodoù war Meurvor Arktika, ar Meurvor Habask, ar Mor Baltel, ar Mor Du, Mor Kaspia, ar Mor Gwenn, Mor Barents, Mor Kara, Mor Laptev, Mor Siberia, Mor Okhotsk, Mor Bering, ha Mor Japan.

Goude Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel bezañ disac'het e 1991 eo Rusia deuet da vezañ un ekonomiezh varc'had gant ur renad parlamantal liesek. Vladimir Poutin eo prezidant ar stad kevreadel. Emañ Rusia e-barzh ar BRICS skoaz-ouzh-skoaz gant Sina, Brazil, India ha Suafrika.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù dre ar munud : Istor Rusia Gwelout ivez :

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Republik kevreadel.
  • Penn ar Stad (dilennet gant ar bobl evit 6 bloavezh, 2 wezh d’ar muiañ) : (Vladimir Poutin abaoe 2012; c'hoazh e oa bet etre 1999 ha 2008).
  • Ar galloud lezennel zo gant ar Vodadeg kevreadel a zo 2 gambr dezhi :
    • An Douma : 450 kannad dilennet war-eeun gant ar bobl evit 4 bloaz.
    • Kuzul ar C’hevread : 178 dileuriad Sujidi ar C’hevread (strollegezhioù lec’hel).

Rannoù melestradurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

83 elfenn gevreadel disheñvel a zo d’ar c’hevread :

Pep elfenn gevreadel (pe sujed kevreadel) a zo bodet e-barzh seizh distrig kevreadel. An distrigoù-se n'eus ket anezho rannoù broadel met rannoù melestradurel hepken.

Kêrioù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Kevread Rusia

Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mengleuzioù pinvidik-tre a zo e Rusia, met start e vez tennañ gounit anezho abalamour d’an hin.

  • PDK : 309,95 miliard $ (2002)
    • Dasparzh ar PDK : Gennad kentañ 7% - Eil 37% - Trede 56%
    • Dle publik : 22,2% eus ar PDK (2002)
  • Poblañs : 143,4 milion (73% anezho o vevañ e kêrioù)
  • Kresk :
    • Feur ar c’hresk : 6,4% (2002)
  • Eskemmoù kenwerzhel :
    • Ezporzhadurioù : 99,20 miliard $ (2002)
    • Enporzhadurioù : 41,53 miliard $ (2002)
    • Moneiz : roubl rusian (100 RUB = 2,95 € d’an 9 Kerzu2005)
  • Lu:
    • 988 000 soudard
    • Budjed : 8300 millon $

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs etre 1991 ha 2008). Poblañs e miliadoù a annezidi.

Relijionoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

  • (ru) Douma – Lec’hienn ofisiel eil kambr ar Parlamant