Ukraina
| |||||||
Kan broadel | Ще не вмерла Україна (Chtche ne vmerla Ukraina) | ||||||
Yezh ofisiel | Ukraineg | ||||||
Kêr-benn | Kyiv | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
603 700 km² < 0.5% | ||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
47 056 163 (2005) 78/km² | ||||||
Prezidant | Volodimir Zelensky | ||||||
Kentañ ministr | Volodimir Hroysman | ||||||
Gouel broadel | 24 a viz Eost | ||||||
Moneiz | Hryvnia | ||||||
Kod pellgomz | 380 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .ua |
Ur vro e reter Europa eo Ukraina (Україна). Brasañ bro Europa eo war-lerc'h Rusia. Skeiñ a ra war ar Mor Du er Su. Bevennoù boutin gant Rusia, Belarus, Polonia, Slovakia, Roumania, Hungaria ha Moldova he deus. Kyiv eo ar gêr-benn.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Oukraina a dalv kement ha "harzoù", "marzoù".
- 24 a viz Eost 1991: dizalc'hiezh ar vro diouzh an Unaniezh Soviedel.
- 2014: aloubet eo Krimea gant arme Rusia (gant unwiskoù diverk), ha goude ur referendom nagennet, staget ouzh Kevread Rusia gant ur statud republik. N'eo ket degemeret an dra gant ar gumuniezh etrebroadel.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kêrioù pennañ ar vro : Kyiv ( 2,6 milion a annezidi.), C'harkiv (1,5 milion), Dnipropetrovsk (1,2 milion), Odesa (1,2 milion), Donetsk (1,1 milion), Lviv (0,8 milion), Zaporijjya (0,7 milion).
Kêrioù all : C'herson (303 900 annezad), Kadievka (120 000 annezad)
Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un demokratelezh diazezet war galloudoù kreñv ar Prezidant eo. Dilennet eo hennezh war-eeun gant ar bobl evit 5 bloavezh. Div wezh e c’hell bezañ dilennet.
450 kannad dilennet war-eeun gant ar bobl evit 4 bloavezh a zo er Parlamant (Verc'hovna Rada pe eeunoc’h Rada).
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Deuet eo Ukraina da vezañ ezel eus Aozadur Bedel ar C'henwerzh e 2007, war-lerc'h bezañ anavezet gant Unvaniezh Europa evel un ekonomiezh varc’had.
Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lu[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pennad spisoc'h Nerzhioù armet Ukrainia

Goude ma voe bet roet lam d'an Unvaniezh Soviedel, Ukraina a n'em gav gant 780,000 ezel d'an nerzhioù difenn war an tiriad. Ar re-se a zo dafaret gant trede arsanailh nukleel ar bed.
E miz Mae 1992, Ukrainia en deus sinet feur-emglev Lisbon gnat an emglev-se e tisklerie ar vro e roe an tu da Rusia da implij e holl armoù derc'hanel hag ouzhpenn-se e vefe ar vro ezel eus ar feur-emglev enep-puilhidigezh an armoù derc'hanel evel Stad hep arm eus an doare-se. Sinet eo an emglev e 1994, abaoe eo dieubet ar vro eus an armoù nukleel.
Ukrainia a oa bet mennet a galz gant mennozh disken an niver a armoù kendivizet (an holl re a n'int ket kimiek, bakteriek pe nukeel). Sinet e oa bet gant ar vro feur emglev etrebroadel an nerzhioù armet en Europa, hag a gemnne da zisken an niver a dankoù, kanolioù, ha karbedoù hobregonet (niver ar soudarded al lu a voe diskennet da 300 000). Ar vro a oa ar soñj gantañ da dreiñ eus ul lu enluaded d'ul lu arbennik gant soudarded a youl vat nemetken.
Tud dibar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

- Politikerezh
- C'hoarierion echedoù:
Evit gouzout hiroc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Magocsi Paul Robert, A History of Ukraine, University of Toronto Press, 1996. ISBN 978-0-8020-0830-5</ref>
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec’hienn ofisiel Ukraina
- Photos of Ukraine (en) (ru)
Izili hag arsellerien ar Frankofoniezh |
|
---|---|
Izili | Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick • Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam |
Arsellerien | Aostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina |
1 Izili kevredet. |