Europa ar Reter

Eus Wikipedia
Stadoù Europa hervez kodadur stadegel Aozadur ar Broadoù Unanet
  • ██ Europa an Norzh
  • ██ Europa ar C'hornôg
  • ██ Europa ar Reter
  • ██ Europa ar Su
  • Kaoz a vez eus Europa ar Reter pe Retereuropa pa gomzer eus broioù a zo e reter Europa. War dachenn an douaroniezh e reer gant an dro-lavar-mañ dreist-holl. Gant menezioù an Oural emañ harzoù reter Europa, gant ar C'haokaz he harzoù er gevred.

    War an dachenn sevenadurel e c'haller gwelout Europa ar reter ivez, sevenadurioù ha yezhoù ar broioù-se (slavek dreist-holl) o vezañ damheñvel an eil ouzh egile.

    Ha war an dachenn bolitikel a c'hall bezañ bodet ar stadoù, heritourien ma'z int eus "Broioù ar Reter" a veze kaoz anezho da vare ar brezel yen pa oa rannet Europa e daou. Tout ar stadoù-se a oa izili pe dindan beli an URSS, a-raok na oa aet ar rideoz houarn da get e 1989.

    Ur roll berr eus stadoù Europa ar reter a c'haller kaout da gentañ eta :

    Banniel Belarus BelarusBulgaria BulgariaBanniel Moldova MoldovaBanniel Roumania Roumania RusiaBanniel Ukraina Ukraina

    Stadoù all a vez lakaat ouzhpenn a-wechoù.

    • Stadoù en Norzh :
    Estonia EstoniaLatvia LatviaLituania Lituania
    • Stadoù e Kreizeuropa :
    Hungaria HungariaBanniel Polonia PoloniaRepublik Tchek TchekiaSlovakia Slovakia

    E-keñver Europa ar reter e gaver Europa ar C'hornôg, met bez' e vez ivez kaoz eus Europa an Norzh hag Europa ar Su.

  • ██ Broioù gant ur yezh slavek eus ar c'hornôg da yezh vroadel
  • ██ Broioù gant ur yezh slavek eus ar reter da yezh vroadel
  • ██ Broioù gant ur yezh slavek eus ar su da yezh vroadel
  • ██ Stadoù izili eus an AFNA e-pad ar brezel yen
  • ██ Stadoù neptu, rannet e-barzh Europa ar C'hornôg peurliesañ
  • ██ Stadoù bloc'had ar reter
  • Pennadoùkar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]