Rideoz houarn

Eus Wikipedia

Rideoz houarn (Iron Curtain e saozneg, Eiserner Vorhang en alamaneg) eo an anv roet d'ar vevenn a zispartie Europa e div lodenn e-pad ar Brezel Yen (1946/1947-1991), etre bed ar gomunisted ha bed ar c'hornôg.

Europa da vare ar rideoz houarn.

Gant Joseph Goebbels e oa deuet an droienn evit ar wezh kentañ, e kelaouenn diabarzh an nazied, Das Reich, d'an 23 C'hwevrer 1945 pa oa un « Eiserner Vorhang » o kouezhañ war ar stadoù dindan al lu Ruz. Gant Winston Churchill e voe brudet dreist-holl, d'ar 5 Meurzh 1946 e prezegenn Fulton.

Tu ar Reter d'ar rideoz e oa kavet ar Stadoù a oa liammet pe suj d'an URSS, eus an tu all e oa ar Stadoù a-du gant Stadoù-Unanet Amerika. Savet e oa bet bloc'hadoù gant pep tu o kaout liammoù ekonomikel ha milourel strizh etre an izili:

Tankoù SUA ha tankoù URSS pep hini eus e du d'ar Rideoz houarn. E 1961 e oa bet ur grizenn etre an daou bloc'had, amañ er Checkpoint Charlie

Ar Rideoz houarn gwir a oa savet gant difennoù harzoù etre broioù Europa Kreiz. Al lodenn brudetañ d'ar Rideoz houarn a oa Moger Berlin gant ar Checkpoint Charlie.