Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel

Eus Wikipedia
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel (Сою́з Сове́тских Социалисти́ческих Респу́блик), ent-berr an Unaniezh Soviedel, anavezet ivez gant an teskanv URSS (СССР e rusianeg), krouet e 1922, a zo ur riez hag a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae eus ar Mor Baltel d'ar Mor Du ha betek ar Meurvor Habask. Lodenn Norzh Eurazia e oa he ziriad, hini Rusia impalaerel, war-bouez Polonia ha Finland, da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell.

En amzer ma oa staliet an URSS e oa bet enteuziet pe dispartiet diouti un nebeud riezoù ha tiriadoù. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, e oa Republik Sokialour Kevreadour Soviedel Rusia an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs. E-keñver an darempredoù diplomatel ez eo Rusia warlerc'hiadez an URSS.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disoc'h pennañ an Dispac'h rusian, c'hoarvezet e 1917 pa voe skarzhet an Tsar Nikolaz II diwar e dron, e oa krouidigezh an URSS.

Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas Lenin, penn ar strollad bolchevik, e vije renet ar vro gant pennaennoù ar gomunouriezh ha bev e chomas ar bennaenn-se betek an diwezh.

Un aozadur politikel hepken a voe aotreet adalek 1923, Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (SKUS) ha daou urzhaz a rene ar riez : hini ar SKUS hag hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-gêr ar Strollad.

Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude an Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskar an Unaniezh Soviedel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1980 e oa krog an Unaniezh Soviedel da vont war e gement all. Klask a reas sekretour meur diwezhañ an URSS, Mic'hail Gorbatchev, da derriñ an diskar-mañ dre politikerezh ar Perestroika (« Adsavadur », « Adframmadur ») hag ar Glasnost (« Foranded » ar breudoù) adalek 1985. A-benn ar fin e oa diflosket an impalaerezh soviedel e 1991, ha roet he flas da Kenglad ar Stadoù Dizalc'h.

War div dachenn e c'haller kavout abegoù freuzadur an URSS :

  • tachenn an armerzh, a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezh ar Stadoù-Unanet;
  • tachenn ar politikerezh, pa boueze an nerzhioù demokratel ha pa c'houlenne ar republikoù trobarzhel muioc'h-muiañ a emrenerezh.

Dre ma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar renad da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.

Ar Republikoù soviedel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

USSR Republics Numbered Alphabetically.png

1. RSS Armenia, krouet e 1936
2. RSS Azerbaidjan, krouet e 1936
3. RSS Bielorusia (bremañ Belarus), krouet e 1919
4. RSS Estonia, ebarzhet e 1940
5. RSS Jorjia, krouet e 1921
6. RSS Kazac'hia (bremañ Kazakstan), krouet e 1920, ebarzhet e 1936
7. RSS Kirgizia (bremañ Kirgizstan), ebarzhet e 1936
8. RSS Latvia, ebarzhet e 1940
9. RSS Lituania, ebarzhet e 1940
10. RSS Moldavia (bremañ Moldova), krouet e 1944
11. RSKS Rusia, krouet e 1917
12. RSS Tadjikistan, ebarzhet e 1929
13. RSS Turkmenia (bremañ Turkmenistan), ebarzhet e 1924
14. RSS Ukrania (bremañ Ukraina), ebarzhet e 1922
15. RSS Ouzbekistan, krouet e 1924.

Republikoù aet da get

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Republikoù an Unaniezh Soviedel
Ardamezioù an Unaniezh Soviedel RSS Armenia | RSS Azerbaidjan | RSS Bielorusia | RSS Estonia | RSS Jorjia | RSS Kazac'hia | RSS Kirgizia |
RSS Latvia | RSS Lituania | RSS Moldavia | RSS Ouzbekistan | RSKS Rusia | RSS Tadjikistan | RSS Turkmenistan | RSS Ukraina

Republikoù berrbad: RSS Finnek-Kareliek (1940-1956) | RSKS Treuzkaokazek (1922-1936)