Eoul-maen
An eoul-maen[1], pe tireoul[2] pe petrol[3], zo ul liñvenn zu pe c'hell-du a gaver e reier splu.
Eus hidrokarbonoù e c'hoarvez, dreist-holl alkanoù mesket gant elfennoù nann-metalek evel ar sulfur pe an nitrogen. Gallout a ra ivez enderc'hel metaloù evel ar vanadiom.
D'ober temzoù, dileizherien, plastikoù hag astuzlazherioù e vez talvoudekaet. Unan eus an andonioù energiezh pennañ er bed a-vremañ eo. Gantañ e reer d'ober treloskoù evel ar strilheoul pe ar c'herozen pe d'ober tredan. Ur c'horvoder nann-aznevezadus eo an eoul-maen, ha kalz tud a zo aon ganto e krogo da vankout en dazont tost (gwelet pikenn eoulmaenek).
Furmidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teorienn vevoniel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an darn vrasañ eus an douarourien eo an eoul-maen ar pezh a chom eus danvezioù organek kozh mac'het ha tommaet e-pad milionoù a vloavezhioù. Furmet e vije bet gant morlizadur kouezhet e goueled ar mor e lec'hioù hep oksigen. An danvez organek, mesket gant morfont, zo beuzet dindan kondonioù a c'houldennoù. An tommder hag ar gwask a laka anezhañ d'en em dreuzfurmiñ, da gentañ en un danvez koarek, kerogen e anv, a vez kavet e skiltoù terdouarek, ha goude, dre un argerzh anvet katagenez, en hidrokarbonoù. Peogwir eo skañvoc'h an hidrokarbonoù eget an dour pe ar maen e pign alies war-du ar gorre, nemet ma vez harzet gant ur gwiskad maen dizintrus. Furmiñ a reont neuze ur maeziad eoul-maen a c'heller korvoiñ.
Komz diwar-benn ur "prenestr eoulmaenek" a ra an douarourien. Dindan ur gwrezder bennak e chomas eoul-maen kerogen tra ma'z a re uhel en em dreuzfurm e gaz naturel. D'al liesañ e vez furmet an eoul-maen 4-6 km dindan ar gorre met e gavout a c'haller kalz tostoc'h ha war an douar zoken a-wechoù, evel evit traezh terdouarek Athabaska e [[Kanada}}. Tri zra zo ret evit m'en em furmfe eoul-maen : ur garregad pinvidik he danvezioù organek beuzet don a-walc'h (met pas re), ur garregad splu ma c'hell an eoul-maen en em zaspugn hag ur garregad dizintrus evit pakañ anezhañ.
An darn vrasañ eus an eoul-maen kenderc'het en istor an Douar a oa bet distrujet gant bakteri p'en doa tizhet ar gorre. An traezh eoulmaenek a zo eoul-maen en deus tizhet ar gorre met na oa ket bet peurzistrujet c'hoazh. Ar skiltr terdouarek zo reier gant kerogen enno na oant ket bet beuzet don a-walc'h evit m'en em dreuzfurmje en eoul-maen.
Teorienn nann-bevoniel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Thomas Gold hag un nebeud douarourien soviedel evel Nikolay Koudryavtsev en em furm eoul-maen don-tre dindan gorre an Douar. N'eo ket degemeret an deorienn-mañ gant ar darn vrasañ eus an douarourien ha ned a ket an embregerezhioù eoulmaenek a-du ganti.
Disac'hadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gudenn bennañ pa fell d'an den disac'hañ eoul-maen eo kavout maezioù. Bremañ e ra an douarourien gant teknikoù seismek da ziloiñ frammadurioù a c'hellfe kuzhat eoul-maen met ardinvinkoù arall a vez talvoudekaet evel gravimetroù pe magnetometroù. Ar bazenn da heul eo kleuzañ ur puñs da dizhout ar mirlerc'h isdouarel. En un nebeud puñsou e pign an eoul-maen d'ar gorre en un doare naturel met an darn vrasañ eus ar puñsoù-se a zo damziviet. Alies e kleuzier meur a buñs e-barzh an hevelep mirlerc'h, da lakaat da sur e vo arc'hantus an disac'hadur. Ensilat a reer ivez aezhenn pe dour da virout ar gwask uhel a-walc'h. An teknikoù-mañ a c'hell gwallaozañ ar puñs, avat, ha lakaat e ziskar da vuanoc'h.
Ma'z eo kreñv a-walc'h ar gwask e strink an eoul-maen en un doare frank. Ezhomm zo da sevel ur reizhiad trapoùigoù hepken da liammañ ar puñs ouzh un eoulsan ; 20% eus eoul-maen ur mirlerc'h a c'heller dastum en doare-se.
Pa gosha ur puñs ez a ar gwask da re wan ha ret e vez talvoudekaat teknikoù arall. Gallout a reer riboulat an eoul-maen pe ensilat aezhenn pe dour da ademprañ ar gwask. En doare-se e c'heller dastum etre 25% ha 35% eus eoul-maen ur maezad.
Pa n'eo ket a-walc'h ez arnoder da vihanaat ar gludennerezh dre ensilat skurierion pe aezhenn (da dommañ an eoul-maen). Ne vez graet nemet m'en justifi ar prizioù. Ensiladeg aezhenn a vezer oc'h ober gant ur fabrik tredan ispisial. E-barzh an doare fabrik-se e vez implijet un turbin-gaz da genderc'hiñ tredan hag an aezhenn ouzhpenn a vez ensilet er puñs. E San Joaquin Valley, ma kenderc'her 10% eus eoul-maen an Stadoù-Unanet, e vez implijet an teknik-mañ. Tev-tre eo eoul-maen aze evit gwir.
En doare-se e c'heller dastum etre 5% ha 15% muioc'h eus an eoul-maen a zo er mirlerc'h.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Sina e kleuzjod ar puñsoù eoul-maen kentañ war dro ar Patrom:IVet kantved. Betek 243 m e oa o donder ha gant tuellennoù bambouz e oant graet. Deviñ a raed an eoul-maen da aezhenniñ dour-mor ha kenderc'hiñ holen. En Xvet kantved e kaver eoulsanioù e bambouz etre ar puñsoù hag ar paludoù-holen.
En VIIIvet kantved e veze talvoudekaet eoul-maen d'ober an ter-douar a oa pavezet straedoù Bagdad gantañ. Kenderc'hiñ a reer puñsoù eoul-maen war-dro Bakou, er pezh a zo bremañ Azerbaidjan. Gant an doaroniour Masoudi e voent deskrivet en Xvet kantved ha gant Marco Polo en XIIIvet kantved.
Istor arnevez an eoul-men a zeraouas e 1846 pa zizoloas Abraham Pineo Gesner un teknik evit kenderc'hiñ kerozen gant glaou. E 1852 e kavas Ignacy Łukasiewicz un tu d'en ober gant eoul-maen, hag a oa diereoc'h ha gwelloc'h-marc'had. Er bloaz war-lerc'h e tigorer an "toull-kleuz" eoul-maen kentañ e Bóbrka, e-kichen Krosno e Polonia ar c'hreisteiz. An dizoloadenn-se a voe adpaket buan-tre gant ar peurrest eus ar bed hag ar burerezh kentañ a voe savet gant Meerzoeff e Bakou e 1861. D'an ampoent e kenderc'he Bakou 90% eus eoul-maen er bed.
Ar puñs kenwerzhel kentañ kleuziet e Norzhmerika a oa en Oil Spring (Ontario, Kanada) met greanterezh an eoul-maen a zeraouas pa zizoloas Edwin Drake eoul-maen e 1859 e-kichen Titusville, Pennsylvania. Evel ar Sinaiz e kenderc'he holen. Goustadik e kreskas ar greanterezh rak ne oa bet implijet an eoul-me nemet evit al lampoù ha da ober kerozen. Ned eas da bouezus nemet pa voe ijinet ar c'heflusker dre enleskiñ. An dra-se en deus krouet ur goulenn n'eus bet paouez ebet dezhañ abaoe.
E 1910 e oa bet kavet puñsoù e Kanada, en Indonezia (a oa dalc'het gant an Izelvroioù), e Persia, e Perou, e Venezuela, hag e Mec'hiko.
Glaou a chomas an trelosk implijetañ betek ar bloavezhioù 1950, pa gemeras an eoul-maen ar plas-se e-kerzh ar [[bloavezhioù 1960]. Goude an enkadenn eoul-maen gentañ e 1973 e krogas tud 'zo da gaout aon e vankfe eoul-maen un deiz bennak. Ned eas ket da wir an diouganoù graet d'an ampoent-se hag an aon a verrentez a voe dinac'het gant an darn vrasañ eus ar glaskourien.
Tizh a dap kresk ar prizioù deraouet e 1999, ha muioc'h-mui a dud a gred emaomp tost ouzh ar bikenn eoulmaenek. Ur vinorelezh int c'hoazh avat.
Doareoù arall da broduiñ eoul-maen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tra ma kendalc'h prizioù an eoul-maen da greskiñ ez a da zedennusoc'h tuioù-produiñ pebeilat. An tuioù gwellañ anavezet eo ar skiltoù pe an traezh terdouarek. An traoù-se a vez fonnus met diaes da zisachañ ha gwirheñvel eo ne c'hellor ket ober eoul-maen a-walc'h ganto da voueta ar sevenadurezh greanterel.
Gallout a reer ivez treuzfurmiñ gaz naturel pe glaou da eoul-maen. An tu gwellañ anavezet d'ober an dra-se eo hentenn Fischer-Tropsch. Implijet e voe gant an nazied en Alamagn e-pad an Eil brezel bed. Gant glaou e rae an nazied un doare esañs a anvent Ersatz. Hanter an eoul-maen implijet e-pad ar brezel a oa bet graet en doare-se.
N'eo ket gwall efedus an hentenn-se avat ha ne voe implijet nemet gant Stadoù tu ebet ganto da gavout eoul-maen war ar marc'had etrebroadel.
Gallout a reer implijout hentenn Karrick, ijinet e Stadoù-Unanet Amerika a ra gant ur wrez uhel-tre da dreuzfurmiñ glaou en eoul-maen.
Implijoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus chadennoù hidrokarbon disheñvel o ment eo kenaozet an eoul-maen. Abalamour da se eo ret e gas d'ur burerezh ma vez distaget an hidrokarbonoù dre strilhadur da grouiñ meur a brodu eoulmaenek.
Treloskoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Etan hag alkanoù berr arall
- Trelosk diesel
- Fioul
- Esañs
- Trelosk jet
- Kerozen
- Gaz liñvek eoul-maen
- Gaz naturel
Produioù arall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Produioù eoulmaenek a c'heller meskañ gant produioù kimiek arall da grouiñ produioù ispisial.
- Alkenoù a implijer d'oberiañ plastikoù
- Lenkrauzennoù
- Koar
- Soufr pe Trenkenn soufrek
- Ter-douar
- Asfalt
- Coke eoul-maen
- Koar parafin
- Produioù saourus petrokimiek implijet d'ober kalz produioù kimiek arall.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur istorel ar brezhoneg p. 749 ha Devri.
- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, Geriadur Ménard ha TermOfis.
- ↑ Roparz Hemon, Nouveau dictionnaire breton-français p. 636b.