Sina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
LocationPRChina.png
Ch-map.png

Sina (中国 e sinaeg eeunaet, 中國 e sinaeg hengounel, Zhōngguó e pinyin, a c'haller treiñ Bro ar C'hreiz) zo ur vro eus Azia anavezet a-gozh.

Hiziv ez eus div stad sinaat :

  • Republik Pobl Sina (Zhōnghuá Rénmín Gònghéguó, 中华人民共和国 er skritur eeunaet ha 中華人民共和國 er skritur hengounel), a gaver enni an darn vrasañ eus an tachennoù annezet gant Sinaiz war kevandir Azia, a-gevret gant tachennoù all zo en he dalc'h ha pa ne vefent ket annezet gant Sinaiz, da gentañ (evel Tibet, Xinjiang pe Mongolia an Diabarzh).
  • Republik Sina (Zhōnghuá Mínguó, 中华民国 er skritur eeunaet ha 中華民國 er skritur hengounel), zo enni enez Taiwan hag un nebeud inizi bihan all. Daoust ma'z eo ur stad dizalc'h, n'eo ket anavezet gant Aozadur ar Broadoù Unanet na gant un toullad mat a stadoù.