Tadjikistan
| |||||
Kan broadel | Surudi milli | ||||
Yezh ofisiel | tadjikeg | ||||
Kêrbenn | Duchanbe | ||||
Prezidant | Emomali Rac'hmonov | ||||
Kentañ ministr | Akil Akilov | ||||
Gorread – En holl – % dour |
143,100km² 0.3% | ||||
Poblañs – Hollad (2003) – Stankder ar boblañs |
6,863,752 48/km2; | ||||
Dishualded broadel – |
dispartiet diouzh an Unaniezh Soviedel d'an 9 a viz Gwengolo 1991 | ||||
Moneiz | Somoni tadjikistan | ||||
Kod pellgomz | 992 | ||||
Kod war ar c'henwiad | .tj |
Republik Tadjikistan (e tadjikeg Тоҷикистон), bet anavezet a-raok evel Republik Sokialour Soviedel Tadjikistan, a zo ur vro e Kreiz Azia. Bevennoù en deus Tadjikistan gant Afganistan, Sina, Kirgizstan hag Ouzbekistan.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bez ez eus bet tud o vevañ en douaroù a reer Tadjikistan oute hiziv abaoe 4.000 a-raok Jezuz. Dindan beli meur a impalaeriezh eo bet ar vro a-hed an amzer, met dreist-holl dindan galloud Persia. Degaset e oa bet an islam da Dadjikistan gant an Arabed er 7vet kantved. War-lerc'h an Arabed e teuas ar Samanided, hag a oa trec'h warne ivez da heul an Durked. Ar Vongoled eo en em ziazezas er vro er fin ha dont a reas Tadjikistan ul lodenn eus emirelezh Buc'hara.
En 19vet kantved ez eas Impalaeriezh Rusia war ledanaat e Kreiz Azia ha kouezhañ a reas Tadjikistan dindan he beli. Goude ma oa bet skarzhet an Tsar e 1917, e stourmas an Dadjiked en aner a-enep ar Volcheviked o klask menel ur vro dieub.
Da gentañ penn e voe lakaet Tadjikistan asambles gant Ouzbekistan e Republik Sokialour Soviedel Emren Tadjikistan en Unaniezh Soviedel, met war-lerc'h e teuas da vezañ ur Republik Emren da vat e-unan-penn.
Er bloavezhioù 1970 e stourmas strolladoù islamour kuzh a-enep an Unaniezh Soviedel met ne grogas ket ar stourm-se da vat a-raok 1990. E 1991 e voe echu gant an Unaniezh Soviedel ha Tadjikistan a zisklêrias e oa anezhañ ur vro dishual.
Diouzhtu war-lerc'h e tarzhas ur brezel diabarzh.
Dilennet e voe Emomali Rac'hmonov e penn ar vro hag hemañ an hini eo a gendalc'h er post-se hiziv c'hoazh.
Dalc'het e oa bet ur vouezhiadeg e 1999 met ar strollad a gollas a zisklêrias e oa fall an disoc'hoù pa voe addilennet Rac'hmonov kazi a-unvouezh.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur brezel diabarzh a grogas kazi diouzhtu ma oa bet tapet gant Tadjikistan e zishualded diouzh an ez-Unaniezh Soviedel. En holl, diouzh ar 400.000 a Rused a oa o vevañ er vro d'ar c'houlz-se, 25.000 a dec'has kuit da Rusia. Aet e oa bet an traoù war sioulaat da geñver 1997 pa grogas ur gouarnamant kreiz da zont war wel.
Ur Republik eo Tadjikistan ha dalc'het e vez mouezhiadegoù eno evit dilenn ar prezidant hag ar breujoù.
Trubulhoù a vez gwall alies etre ar strollad a zo gantañ ar galloud hag ar strolladoù all met menel stabil a-walc'h a ra an traoù memestra.
Rannvroioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir rannvro (unander: viloyat, liester: viloyatho) ez eus e Tadjikistan (gant he c'hêr-benn da heul):
- C'hatlon (Qurghonteppa)
- Sughd (C'hujant)
- Karotegin (Kofarnihon)
Bez ez eus ur rannvro emren (viloyati mukhtor):
- Rannvro Emren Gorno-Badac'hs Viloyati Mukhtori Kuhistoni Badakhshon (C'horugh).
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar riez vihanañ e Kreiz Azia eo Tadjikistan hag ouzhpenn-se n'en deus tamm arvor ebet. Treuziñ ar vro a ra ar menezioù Pamir ha tremen an hanter eus ar vro a zo uheloc'h evit 3.000m a-us da live ar mor. Talvezout a ra ar stêrioù Amu-Darya ha Pyanj da verkañ ar bevennoù gant Afganistan.
Tost da 1% eus gorread ar vro a zo goloet gant lennoù:
- Kuli Sarez
- Obanbori Norak
- Qarokul
- Shorkul
- Yashilkul
- Zorkul
En norzh emañ merket ar vevenn gant ar menezioù Treuz-Alay hag er Su gant ar menezioù Karakoram.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-ziwar an holl vroioù eus an ez-Unvaniezh Soviedel ez eo Tadjikistan an hini baourañ hag ouzhpenn-se emañ renket e-touez broioù paourañ ar bed-holl ivez. N'eo ket gwall stabil armerzh Tadjikistan rak ne vez gwerzhet gantañ nemet kotoñs hag [aluminiom]].
Ur barrad sec'hor kriz a oa bet hag e 2001 e tisklêrias ar Groaz Ruz e oa poblañs Tadjikistan en arvar da vervel gant an naon.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]7.011.556 a dud a zo e Tadjikistan (2004). En o zouez ez eo an darn vrasañ dioute Tadjiked, met kalz a Ouzbeked ez eus ivez hag un niver bihan a Rused. Mont a ra war izelaat an niver a Rused eno avat dre ma tistroont muic'h-mui da Rusia.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tadjikeg eo yezh ofisiel Tadjikistan met implijet e vez c'hoazh ivez ar [[[rusianeg]] dresit-holl evit ar c'henwerzh. Klasket eo bet ivez glanaat ar yezh dre implijout muic'h-mui a c'herioù a-orin persek hag en ur skarzhañ reoù all o tont eus an arabeg.
Daoust ma'z eo ur vro baour anezhi, e oar hogozik an holl dud (98%) lenn ha skrivañ. Brudet e veze Tadjikistan da vare an Unaniezh Soviedel evit e c'hoariva hag evit e skrivagnerion.
Muzulmiz eo an darn vrasañ eus an Dadjiked hag aet eo an islamouriezh war gresk er bloavezhioù diwezhañ. Sunnied eo an lodenn vrasañ, met kalz a Chiited ez eus ivez.
Liammoù ez eus bet a-gozh etre Tadjikistan hag ar sevenadur persat hag anavezet ha brudet eo er vro ar skrivagnerion a Bersia evel Ibn Sina, Firdausi, Rudaki pe c'hoazh Omar C'hayyam.
Tud dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Farouk Amonatov, mestrc'hoarier echedoù tadjik.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet: Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud ispisial: Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel. 3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Oseania. 5. En Oseania evit un darn.
Armenia • Azerbaidjan • Belarus • Kazac'hstan • Kirgizstan • Moldova • Ouzbekistan • Rusia • Tadjikistan
Stad kevreet: Turkmenistan
Izili hag arsellerien Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI) |
|||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Izili |
|
||||||
Arsellerien |
|