Pakistan
Pakistan | |
---|---|
Yezhoù ofisiel | Urdu, Saozneg |
Kêr-benn | Islamabad |
Gorread -En holl -% dour |
803 940 km² 3,1 |
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
168 803 560 annd. 206/km² |
Prezidant | Arif Alvi |
Moneiz | Roupi |
Kod pellgomz | 92 |
Kod war ar Genrouedad | .pk |
Pakistan, Republik islamek Pakistan (اسلامی جمہوریۂ پاکستان) ent-ofisiel, a zo ur vro eus Su Azia hag eus ar Reter Kreiz Meur. Un aod 1 046 km he deus a-hed mor Oman er su ha bevennet eo gant Afghanistan hag Iran er c’hornôg, India er reter ha Republik poblel Sina er biz pellañ.[1]
Pakistan eo ar c’hwec’hvet bro bobletañ er bed hag an eil bro bobletañ gant ur muiañ-niver muzulman. Lodenn e oa he zachennad eus India Breizh-Veur a-raok ma vefe rannet, hag un hir a istor he deus an dachennad-se a-fet sevenadurezh, gant Sevenadurezh Traoñienn an Indus peurgetket. Aloubet e oa bet an darn vrasañ anezhi er milved kentañ kent JK gant ar Bersaned hag ar C’hresianed. Diwezhatoc’h e oa deuet an Arabed, an Afghaned, an Durked hag ar Vongoled. Lakaet e oa bet an dachennad e-barzh Raj Breizh-Veur en naontekvet kantved. Abaoe m’eo dizalc’h ar vro he deus anavezet prantadoù kresk milourel hag armerzhel ha prantadoù distabilded, gant disrannidigezh Reter Pakistan (Bangladesh hiziv an deiz). Pakistan he deus disklêriet kaout armoù nukleel.
Etimologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Talvezout a ra an anv "Pakistan" kement ha "Bro ar Re C’hlan" e sindhi, en urdu hag e perseg. Ijinet e oa bet e 1934 gant Choudhary Rahmat Ali en embannas er flemmskrid Bremañ pe Morse.[2] Savet e oa bet an anv diwar anvioù pemp tiriad a oa bet kinniget da vont d’ober ur vro zistag evit ar Vuzulmaned en India Breizh-Veur. A-raok e vezent sellet evel tachennadoù afghan pe pers a-fet sevenadur ha kenelioù. An tiriadoù-se a oa Punjab, Afghania, Kachmir, Sindh, ha Tan/Stan (Balochistan/Tokharistan).Pakistan. Talvezout a ra anv ar vro ivez eo "glan" an annezidi anezhi. Diazezet e oa bet ar vroad ent ofisiel evel Dominion Pakistan e 1947, hag adanvet e oa bet Republik Islamek Pakistan e 1956.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad dre ar munud : Istor Pakistan
Hiziv an deiz ez a pevar froviñs d’ober Pakistan : Punjab, Sind, Balochistan ha Proviñs an Harzoù Gwalarn. Gouarn a ra ivez ul lodenn eus Kachmir a zo rannet bremañ etre Pakistan hag India. E korn-bro an Indus e oa diazezet sevenadurioù kozh, en o zouez hini Mehrgarh, unan eus ar c’hêrioù koshañ anavezet er bed, ha Sevenadurezh Traoñienn an Indus (2500 – 1500 kent JK) en Harappa ha Mohenjo-Daro.[3] A-hed ar c’hantvedoù ez eus deuet bagadoù alouberien hag enbroidi, en o zouez an Harappaiz, an Indezarianed, ar Bersed, ar C’hresianed, ar Sakaed, ar Barted, ar Gushaned, an Huned wenn, an Afghaned, an Arabed, an Durked hag ar Vughaled. Graet o doa o annez e Pakistan, ha levezonet o doa an dud eno dre vezañ euvret ganto.
Diazezet e oa bet Stad vodern Pakistan d’ar 14 a viz Eost 1947, met un hir a istor he deus ar vro a-gevret gant India, Afghanistan hag Iran. Ur c’hroashent eo ar c’horn-bro evit an hentoù kenwerzh istorel hag evit Hent ar Seiz.
Sevenadurezh Traoñienn an Indus a yeas da get e kreiz an eil milved kent JK, ha war he lerc’h e teuas ar Sevenadurezh Vedik en em astenne war ul lodenn vras eus norzh India ha war Pakistan. Renet e voe ar c’horn-bro gant impalaerezhioù ha rouantelezhioù lerc’h-ouzh-lerc’h, adalek an impalaeriezh pers Ac'haemenid[4] war-dro 543 kent JK, betek Aleksandr Veur[5] e 326 kent JK hag an Impalaeriezh Vaurya. Fontet e oa bet ar Rouantelezh Indezat-ha-Gresian gant Demetrius I a Vactria. Adalek 184 kent JK e oa enni kornioù-bro Gandhara ha Punjab, ha dindan ren Menander eo e tizhas hec’h emled brasañ, o tiazezañ ar prantad Gresian-ha-boudaek gant araokadennoù war dachenn ar c’henwerzh hag ar sevenadur. Kêr Daxila (Takshashila) a zeuas da vezañ ur greizenn deskiñ pouezus en amzer-hont. Dismantroù kêr, er gornôg da Islamabad, zo unan eus lec’hiennoù arkeologel pouezusañ ar vro.
E 712 goude JK e voe aloubet Sindh ha Multan e su Punjab gant ar jeneral arab Muhammad bin Qasim[6] ha prientet an dachenn evit meur a impalaeriezh vuzulman lerc’h-ouzh-lerc’h, en o zouez an Impalaeriezh Ghaznavid, Rouantelezh Ghorid, Sultanelezh Dehli hag an Impalaeriezh Mughal. E-pad ar marevezh-se e voe c’hoariet ur roll bras gant ar visionerien Soufi evit treiñ ar muiañ-niver eus tud ar c’horn-bro ouzh an Islam, pa oant boudaiz ha hindouaded. Tamm-ha-tamm ez eas an Impalaeriezh Mughal war he diskar e penn kentañ an XVIIIvet kantved. Gant se e voe roet tro d’an Afghaned, d’ar Valochied ha d’ar Sikhed da gontrollañ takadoù bras eus ar vro betek ma voe lakaet he beli war su Azia gant Kompagnunezh saoz reter India[7].
Ar brezel dizalc’hiezh e 1857 a oa bet ar stourm armet diwezhañ enep Raj Breizh-Veur. Lakaet en doa diazezoù ar stourm dieubiñ dizarm renet gant ar C’huntell. Koulskoude, e fin ar bloavezhioù 1930, e teuas ar C’hevread muzulman da vezañ poblekoc’h-poblek gant aon e vefe dileuriet fall ar vuzulmaned pe e vefent gwalleget er politikerezh. D’an 29 a viz Kerzu 1930 e tistagas ar prezidant Allama Iqbal ur brezegenn ma c’halve da grouiñ ur Stad vuzulman distag e gwalarn hag e reter Su Azia. Sevel a reas Muhammad Ali Jinnah a-du gant Teorienn an Div Vroad hag ober a reas d’ar C’hevread muzulman degemer Ratozhiad Lahore[8] e 1940 (anavezet evel Ratozhiad Pakistan), a gasas a-benn ar fin da grouidigezh Pakistan.
Stummet e oa bet Pakistan d’ar 14 a viz Eost 1947 gant div lodenn enno ur muiañ-niver muzulmaned e reter hag e gwalarn India Breizh-Veur. Dispartiet e oant diouzh ar peurrest eus ar vro gant ur muiañ-niver Hindouat. E Pakistan edo proviñsoù Balochistan, Bengal ar reter, Proviñs an Harzoù Gwalarn, Punjab ar c’hornôg ha Sindh. Da-heul rannidigezh India e voe taolioù-freuz[9] etre ar c’humuniezhoù en India ha Pakistan : milionoù a vuzulmaned a yeas da Bakistan ha milionoù a Hindouidi hag a Sikhed a yeas da India. Dizemglevioù a savas e meur a briñselezh evel Jammu ha Kachmir a oa aet e-barzh India dre ma oant bet aloubet gant brezelourien Pachtoun, tra ma oa gwelloc’h an dizalc’hiezh gant an darn vrasañ eus an annezidi. Kement-se a gasas da vrezel kentañ Kachmir e 1948, a echuas gant Pakistan oc’h aloubiñ un drederenn eus ar stad war-bouez nebeut. Eus 1947 da 1956 e oa Pakistan un Dominion er c’hCommonwealth. Disklêriet e oa bet ar republik e 1956, met dastroc’het e voe gant un taol-stad gant Ayub Khan (1958–69), a oa prezidant e-pad ur prantad distabilded diabarzh, hag un eil brezel gant India e 1965. Ret e voe d’e warlerc’hiad, Yahya Khan (1969–71), plediñ gant ar gorventenn a lazhas 500 000 a dud[10] e Pakistan ar reter.
Dizemglevioù armerzhel ha politikel e Pakistan ar reter a gasas d’ur moustrerezh politikel taer hag an tennderioù a droas en ur brezel diabarzh[11] (Brezel dieubidigezh Bangladesh) hag er brezel India-Pakistan e 1971. A-benn ar fin e tigevredas Pakistan ar reter hag e teuas da vezañ stad dizalc’h Bangladesh.[12]
Eus 1972 da 1977 e voe lakaet al lezennoù trevourel da dalvezout en-dro dindan renadur Zulfikar Ali Bhutto betek ma voe diskaret ha goude-se kondaonet d’ar marv er pezh a voe ur gwir vuntr lezvarnel e 1979 gant ar jeneral Zia-ul-Haq. Hennezh a zeuas da vezañ an trede prezidant milourel. Lezennoù kozh Pakistan a voe lakaet en o flas ar Shariah islamek a greskas levezon ar relijiuzed war ar gevredigezh hag an arme. Goude marv ar jeneral Zia en ur gwallzarvoud karr-nij e 1988 e voe dilennet Benazir Bhutto, merc’h Zulfikar Ali Bhutto, da Vinistrez kentañ Pakistan, anezhi ar vaouez kentañ er post-se. E-pad an dek vloaz war-lerc’h e voe ar galloud ganti ha gant Nawaz Sharif a-bep-eil, pa washae plegenn armerzhel ha politikel ar vro. Pakistan a gasas 5000 a soudarded da vrezel ar Pleg-mor e 1991 da gemer perzh er c’hengevredad renet gant ar Stadoù-Unanet, dreist-holl evit difenn Arabia Saoudat.[13] Da-heul tennderioù milourel gant India e stourm ar c’hKargil[14] e oa bet un taol-stad e Pakistan e 1999[15] ma oa bet kemeret ar galloud erounit gant ar jeneral Pervez Musharraf. E 2001 en em lakaas Musharraf da brezidant goude ma voe rediet Rafiq Tarar da reiñ e zilez. War-lerc’h dilennadegoù ar parlamant e 2002 e treuzkasas Musharraf ar galloud erounit d’ar c’hentañ ministr nevez-dilennet Zafarullah Khan Jamali a zeuas war e lerc’h Shaukat Aziz, ur banker a vicher anezhañ, e dilennadegoù 2004. En e c’houde e voe tremenet ur frapad er sez gant Chaudhy Shuja'at Hussain.
Gouarnamant ha politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad dre ar munud : Politikerezh Pakistan
Stummet e oa bet gouarnamant kentañ Pakistan gant ar C’hevread Muzulman dindan renerezh Muhammad Ali Jinnah ha Liaquat Ali Khan. Roll ambilh ar C’hevread Muzulman e politikerezh Pakistan a zigreskas un tamm mat gant donedigezh strolladoù politikel all, Strollad Pobl Pakistan e Pakistan ar c’hornôg, ha Kevre Awami e Pakistan ar reter, a gaso a-benn ar fin da grouidigezh Bangladesh. Degemeret e oa bet kentañ Bonreizh Pakistan e 1956, met astalet e voe e 1958 gant Ayub Khan. Bonreizh 1973, astalet e 1977 gant Zia-ul-Haq, a voe lakaet da dalvezout en-dro e 1991. Honnezh eo pouezusañ testenn ar vro, a laka diazezoù he gouarnerezh. Ur republik demokratel kevreadel eo Pakistan, gant an Islam da relijion stad. E-barzh ar sistem dambrezidantel ez eus ur parlamant e ziv gambr a c’hoarvez eus ur ar Sened, ennañ 100 ezel, hag eus ar Vodadeg vroadel, enni 342 ezel. Ar Prezidant eo Penn ar Stad ha Penn an armeoù, ha dilennet e vez gant ur [[Kengor dilennel Pakistan|c’hengor dilennel. Peurliesañ ez eo levier ar gostezenn vrasañ er Vodadeg Vroadel a ya da gentañ ministr. Ur sistem gouarnerezh damheñvel zo gant pep hini eus ar proviñsoù, gant ur Vodadeg Proviñsel dilennet war-eeun ma teu al levier eus ar gostezenn pe ar c’hevredad brasañ da vezañ Pennministr. Gouarnerien ar Proviñsoù a vez anvet gant ar Prezidant.
Ur roll levezonus zo bet c’hoariet gant Arme Pakistan a-fet politikerezh a-hed istor Pakistan, gant prezidanted soudarded o ren adalek 1958–71, 1977–88 hag abaoe 1999. E-pad ar bloavezhioù 1970 e tiflukas Strollad Pobl Pakistan (SPP), ur gostezenn eus an tu kleiz renet gant Zulfikar Ali Bhutto, war an dachenn bolitikel. Dindan ren Muhammad Zia-ul-Haq, ur soudard anezhañ, he deus kroget Pakistan gant ur c’hemm krenn e-keñver politikerezh kozh an takad breizhveuriat dre zegemer ar Charia ha lezennoù all diazezet war an Islam. E-pad ar bloavezhioù 1980 e oa bet roet lañs d’ul luskad enep-gladdalc’hel hag a-du gant Muhajir, Luskad Muttahida Qaumi e anv, gant kêriz desket e Sindh ha dreist-holl e Karachi. Arouezet e oa ar bloavezhioù 1990 gant ur politikerezh kenemsav renet gant an SPP hag ur C’hevread Muzulman yaouankaet.
E dilennadegoù hollek miz Here 2002 e oa deuet ar muiañ-niver eus sezoù ar Vodadeg Vroadel gant Kevread Muzulman Pakistan (Q) (KMP-Q). Da eil e errue Strollad Parlamantidi Pobl Pakistan (SPPP), anezhañ ur gevrenn eus an SPP. Zafarullah Khan Jamali eus KMP-Q a yeas da gentañ ministr met reiñ a reas e zilez d’ar 26 a viz Mezheven 2004, ha lakaet e voe en e lec’h levier ar KMP-Q, Chaudhry Shujaat Hussain, da gentañ ministr da c’hortoz. D’an 28 a viz Eost 2004 e votas ar Vodadeg Vroadel, 191 enep 151, da zilenn Shaukat Aziz, Ministr an Arc’hant ha besprezidant kozh Citibank, da Gentañ Ministr. Muttahida Majlis-e-Amal, anezhañ ur c’henemsav eus kostezennoù relijius islamek, a yeas ar maout gantañ en dilennadegoù e Proviñs an Harzoù Gwalarn, ha kresket e voe niver e zileuridi er Vodadeg Vroadel.
Un ezel oberiant eus ar Broadoù Unanet (BU) hag eus Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI) eo Pakistan. Implijet he deus an aozadur diwezhañ-mañ da forom evit ar Gerreizhded Sklêrijennet[16], anezhi ur steuñv da gas war-raok un azginivelezh hag ur mare sklêrijennoù er bed muzulman. Ezel eo ivez Pakistan eus aozadurioù lec’hel pennañ Kevredigezh Su Azia evit ar C’henobererezh Lec’hel (KSUKL) hag Aozadur ar C’henobererezh Armerzhel (AKA). Gwechall e oa bet darempredoù kemmesk etre Pakistan hag ar Stadoù-Unanet, dreist-holl e penn kentañ ar bloavezhioù 1950 pa oa Pakistan "unvanetañ unvanad" ar Stadoù-Unanet[17] ha pa oa ezel war un dro eus Aozadur ar Feur-emglev Kreiz hag eus Aozadur Feur-emglev Gevred Azia. E-pad ar brezel URSS-Afghanistan er bloavezhioù 1980 e oa bet Pakistan un unvanad hollbouezus eus ar S-U, met trenkañ a reas an darempredoù etrezo er bloavezhioù 1990 pa voe lakaet kastizoù gant ar S-U abalamour ma oa diskred war Pakistan da gas obererezhioù nukleel. Gant gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo hag ar Brezel enep ar sponterezh a voe war o lerc’h e oa bet gwellaet al liammoù etre ar S-U ha Pakistan, dreist-holl pa oa bet paouezet gant Pakistan he skoazell da renad an Dalibaned e Kaboul. E miz Genver 2004, A. Q. Khan, diazezer programm nukleel Pakistan, a anzavas e oa bet e-barzh ur rouedad kuzh evit skignañ armoù nukleel da Libia, Iran ha Korea an Norzh. D’ar 5 a viz C’hwevrer 2004 e kemenne ar prezidant Pervez Musharraf e pardone da A. Q. Khan. Evit bremañ eo fall e yec’hed ha rediet eo da chom er gêr gant ar justis.
E-pad pell he deus bet Pakistan darempredoù diaes gant hec’h amezegez India. Da-heul an dizemglev diwar-benn Kachmir ez eus bet gwir vrezelioù e 1947 hag e 1965. Brezel diabarzh 1971 a zisoc’has gant Brezel Dieubidigezh Bangladesh ha Brezel India-Pakistan 1971. E 1998 ez amprouas Pakistan armoù nukleel e respont d’an tarzhadennoù nukleel embreget gant India[18] hag e teuas da vezañ ar stad vuzulman kentañ ganti armoù nukleel. War-lerc’h oberoù evit ar peoc’h e 2002 e wella ingal an darempredoù gant India. Darempredoù tost zo etre Pakistan ha Sina war dachenn an armerzh, an arme hag ar politikerezh.
Pakistan zo e-tal distabilded ivez en Takadoù meuriadel melestret ent kevreat, ma vez skoazellet an Dalibaned gant pennoù meuriadoù zo. Ranket he doa Pakistan kas an arme d’an tachadoù-se da blaenaat an trubuilhoù e Waziristan. Echuiñ a reas Brezel Waziristan gant un emglev peoc’h sinet nevez zo gant levierien ar meuriadoù ha gouarnamant Pakistan. En gortoz emeur ma tegaso stabilded er c’horn-bro en-dro.[19]
Ouzhpenn-se e oa chomet ar vro e-pad pell gant distabilded en he froviñs brasañ, Balochistan. Kaset e oa bet an arme di da stourm ouzh un emsav taer er proviñs eus 1973 da 1976. Dont a reas stabilded er gevredigezh en-dro goude ma voe lakaet Rahimuddin Khan da verour al lezenn vrezel e 1977. War-lerc’h ur prantad peoc’h er bloavezhioù 1980 ha 1990 e voe adlañset ul luskad disrannañ gant levierien meuriadoù Baloch goude ma oa aet ar galloud gant Pervez Musharraf e 1999. Nawab Akbar Bugti, levier an emsav Baloch, a oa bet lazhet e miz Eost 2006 gant arme Pakistan.
Rannadurioù melestradurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad dre ar munud : Rannadurioù Pakistan
Pakistan zo ur c’hevread[20] ennañ pevar a broviñsoù, un tiriad eus ar gêrbenn ha takadoù meuriadel melestret ent kevreat. Embreger a ra he galloud er fedoù war lodennoù kornôg korn-bro Kachmir, aozet evel div unvez politikel disrann, Azad Kashmir ha Takadoù an Norzh. India a lavar eo dezhi an takadoù-se.
E 2001 e oa bet torret gant ar gouarnamant kevreadel an unvezioù melestradurel anvet "rannadurioù" a yae d’ober un trede livel gouarnerezh. An unvezioù anvet "distrigoù", a oa ar pevare live, a zeuas da vezañ an trede live nevez. Rannet eo ar proviñsoù hag an tiriad eus ar gêrbenn e 107 distrig, enno meur a tehsil ha gouarnamantoù lec’hel. En takad meuriadel ez eus seizh ajañs meuriadel ha c’hwec’h takadig distag diouzh an distrigoù e-kichen ; en Azad Kachmir ez eus seizh distrig, hag e Takadoù an Norzh ez eus c’hwec’h distrig.
Proviñsoù:
- Baloutchistan ha PHG o deus ivez takadoù meuriadel melestret e live ar proviñs[21] a vez diorroet evel distrigoù ordinal.
Tiriadoù:
Takadoù eus Kachmir melestret gant Pakistan:
Douaroniezh ha hinad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad dre ar munud : Douaroniezh Pakistan
Pakistan a c’holo 803 940 km²[24], gorread Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet a-gevret war-bouez nebeut. War ar blakenn dektonek indian emañ lodenn reter ar vro, ha war ar plateiz iranat ha plakenn Eurazia emañ al lodennoù norzh ha kornôg. Panevet ar 1 046 km a aod war mor Oman, he deus Pakistan 6 774 km a harzoù war an douar: 2 430 km gant Afghanistan er gwalarn, 523 km gant Sina er biz, 2 912 km gant India er reter ha 909 km gant Iran er mervent. Meur a seurt furmadurioù naturel a c’haller gwelet, adalek an traezhennoù, al lagonioù hag ar geunioù an aod su, betek ar c’hoadeier mouest brav-kaer ha gwaredet ha pikernioù skornet ar menezioù Himalaya, Karakoram ha Hindou Kush en norzh. Istimañ a reer ez eus 108 pikern ouzhpenn 7 000 metr goloet gant erc’h ha skornredennoù. E-touez menezioù Pakistan ez eus pemp pikern en tu-hont da 8 000 metr (en o zouez K2 ha Nanga Parbat). Adalek Kachmir kontrollet gant India betek kornioù-bro norzh Pakistan hag a-hed ar vro emañ ar stêr Indus hag hec’h adstêrioù niverus. Toleadoù norzh Pakistan a zedenn un niver bras a douristed estren. Er c’hornôg d’an Indus emañ dezerzhioù sec’h ha tosennek Balochistan; er reter emañ tevennoù traezh dezerzh Thar. Dezerzh Tharparkar e proviñs Sindh er su eo an dezerzh strujus nemetañ er bed. Plaenennoù strujus eo an darn vrasañ eus Punjab ha lodennoù eus Sindh, hag eno eo pouezus-kenañ al labour-douar.
Kemmañ a ra an hinad kement hag ar maeziadoù, gant goañvioù yen ha hañvoù tomm en norzh hag un hinad klouar er su, lakaet kerreizh gant levezon ar meurvor. En toledaoù kreiz e vez hañvoù tomm-gor gant gwrezverkoù hag a c'hall pignat betek 45 °C, ha war o lerc’h goañvioù yen-du, dindan 0 °C alies. N’eus ket kalz a c’hlav, eus nebeutoc’h eget 250 milimetr betek muioc’h eget 1 250 milimetr, degaset dreist-holl gant avelioù mervent ar moñson e fin an hañv. Savet ez eus bet stankelloù war ar stêrioù ha toullet ez eus bet puñsoù er c’hornadoù sec’hañ evit stourm ouzh an diouer a zour.
Plant ha loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant al liesseurt m’eo ar maeziadoù hag an hinadoù e c’hall al loened gouez hag an evned liesseurt-kaer paotaat. Ar c’hoadeier zo enno avalpineged alpat pe isalpat evel ar pin-kroaz, ar pin hag ar sedrez deodar e menezioù an norzh, betek gwez o delioù dibad evel ar shisham en aradennad ar Sulaiman er su. E torgennoù ar c’hornôg ez eus jenevregoù ha lorn gant geot ha strouezh. A-hed an aod ez eus koadeier manglez a ya d’ober ar braz eus takadoù mouest an arvor.
Er su ez eus krokodiled e dourioù bouc’h aber an Indus, tra ma’z eus moc’h-gouez, kirvi, heureuchined-reunek ha krignerien bihan war glannoù ar stêr. E strouezhegi traezhek kreiz Pakistan e kaver aourgon, bleizi-broc’h, kizhier gouez ha louparded tra ma paot en oabl ar falc’huned hag an erered. E dezerzhioù ar gevred e kaver gweparded Azia, loened rouez anezho. E menezioù an norzh ez eus ur bern loened en arvar, evel deñved Marco Polo, deñved Urial, givri Markhor hag Ibex, arzhed du ha gell an Himalaya, ha louparded-erc’h, loened rouez-kenañ anezho. E miz Eost 2006 e oa bet roet ul loupard-erc’h bihan emzivat gant Pakistan d’ar S-U[25]. Ur spesad rouez all eo delfined ar stêr Indus : dall ez int ha krediñ a reer ne chom nemet 1000 anezho, gwaredet e daou santual pennañ. Er bloavezhioù diwezhañ, gant an niverus ma oa al loened lazhet evit o feur pe o lêr, ez eus bet embannet ul lezenn a verzh chase al loened gouez hag an evned, hag ez eus bet diazezet meur a santual hag a warezva evit al loened gouez[26].
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad dre ar munud : Armerzh Pakistan
Ur vro a ziorro buan eo Pakistan, ha meur a zae zo e-tal dezhi war dachenn ar politikerezh hag an armerzh. Daoust ma oa ur vro paour-raz e 1947 e oa gwelloc’h feur kreskiñ armerzh Pakistan eget ar geidenn hollek en daou-ugent bloavezh war-lerc’h, met da-heul politikerezhioù arvarus e oa gorrekaet e fin ar bloavezhioù 1990[27]. Nevez zo, da-heul adreizhoù armerzhel ledan, ez eus diaweladoù gwelloc’h evit an armerzh hag ur c’hresk buanaet, dreist-holl e gennadoù ar c’henderc’hadoù oberiet hag ar servijoù arc’hant. Gwellaet kalz eo stad ar moneiz en eskemmoù ha kresket eo ar pourvezioù moneiz er bloavezhioù diwezhañ. Istimadur an dle diavaez e 2005 a oa tost 40 miliard a zollaroù S-U. Digresket eo avat nevez zo gant skoazell ar Font Moneizel Etrebroadel (FME) ha gant un disamm bennak diouzh an dle gant ar S-U. PDK Pakistan, evel muzuliet gant hentenn parelezh ar galloud-prenañ (PGP), a istimer bezañ 439,7 miliard a $ S-U[28], tra ma sav ar c’horvoder dre annezad da 2803 $[29]. Daoust da araokadennoù anat, danevelloù gant Bank Diorroadur Azia, ar Bank Bed ha Programm Diorren ar BU a laka ar feur paourentez e Pakistan etre 23 ha 28%[30]. Gant Levr Titouroù ar CIA e vez lakaet ar feur paourentez da 24% e 2006[31], ha notennañ a ra eo digresket al live a 10% abaoe 2001. Kresket en deus ingal PDK Pakistan er 5 bloaz tremenet. Koulskoude, abalamour d’ar monc’hwez ha d’ar feur kampi izel, e-touez devouderioù armerzhel all, e c’hallfe bezañ diaes mirout ur feur kresk uhel, hervez dezrannerien zoJohnWall2006 [32] [33].
Kemmet eo bet framm an armerzh gant kresk ar gennadoù estreget al labour-douar, ha bremañ ned a al labour-douar d’ober nemet 20% eus ar PDK. Gennad ar servijoù a gont evit 53% eus PDK ar vro, hag ar c’henwerzh a-vras hag ar c’henwerzh a-vunut a ya d’ober 30% eus ar gennad-mañ. Nevez zo eo diflechet Yalc’h Karachi, asambles gant an darn vrasañ eus ar broioù war eskoriñ er bed. Postadurioù estren a gementadoù bras zo bet graet e meur a c’hreanterezh. Ar greanterezhioù eus ar vegenn e Pakistan eo ar pellgehentiñ, ar meziantoù, ar c’hirri-tan, al lien, ar simant, an temz, an dir, ar sevel bigi, ha nevesoc’h zo, an aeregor.
Pakistan he deus sevenet kurioù ijinouriezh evel savidigezh ar stankell vrasañ leuniet gant douar er bed, Tarbela, an daouzekvet brasañ stankell er bed, Mangla, kenkoulz hag an hent uhelañ er bed : Gourhent Karakoram. Ouzhpenn-se ez eus un hanter dousennad stankelloù rakwelet evel Stankell Kalabagh, Stankell Diamer-Bhasha, Munda, Akhori ha Skardu Katzara[34].
E miz Du 2006 o doa sinet Sina ha Pakistan un emglev frankeskemm gant ar spi tric’hementiñ ar c’henwerzh eus an daou du, eus 4,2 miliard a $ da 15 miliard a $ e-korf ar pemp bloaz war-lerc’h[35]. Ezporzhiadurioù Pakistan e 2005 a save da 15 miliard a $[36], ha prest e oant da dizhout 18 miliard a $ e 2006 ha 20 milion a $ e 2007[37]. En e vleuñv eo ivez e Pakistan greanterezh an armoù : ezporzhiañ a ra 200 milion a $ bep bloaz, dreist-holl aveadurioù difenn hag armoù war-du broioù ar Reter Kreiz hag Azia ar Su, ha spi o deus an dud e karg e vo an ezporzhiadurioù-se en tu-hont da 500 milion a $ ar bloaz er pemp bloaz a zeu. Ouzhpenn-se e kas kalz Pakistaniz tramor profoù da Bakistan dre servijoù enlinenn a bep seurt, ha se a gresk arc’hant ar vro.
Dre genderc’hel gant he diorroadur armerzhel herrek er bloavezhioù diwezhañ he deus tizhet Pakistan ur feur kresk 7 % er bloavezh arc’hant 2005-2006[38]. En e studiadenn armerzhel eus miz Mezheven 2006, ar ramz arc’hantel Morgan Stanley en doa lakaet Pakistan war e roll eus ar marc’hadoù war eskoriñ en armerzh ar bed, e-touez 25 bro a ziskouez ur c’hresk etre pe kreñv war ur prantad amzer hir a-walc’h[39]. Notennañ a ra an danevell “eo kresket buan hec’h armerzh nevez zo ha merzet eo bet gant kevranneien eeun an embregerezhioù[40]. D’an hevelep koulz, Moody's Investors Service o doa lakaet ar pouez war ar c’hammedoù bras zo bet graet gant Pakistan war dachenn an armerzh nevez zo, hag uhelaet o doa o notenn eus B2 da B1, o notennañ e oa “diaweladoù war vat”.[41]
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad dre ar munud : Poblañs Pakistan
Istimañ a reer ez eus 169 270 617 a dud e Pakistan, evel e 2007.[42] Pakistan en deus c’hwec’hvet brasañ poblañs ar bed, muioc’h eget Rusia ha nebeutoc’h eget Brazil. Abalamour da feur kresk uhel Pakistan emeur en gortoz e tremenfe dirak Brazil, a-fet poblañs, a-benn ar bloavezh 2020. Diaes a-walc’h eo diawelet emdroadur ar boblañs e Pakistan abalamour d’an disheñvelderioù e resisted ar sontadegoù, ha d’an dislavar er studiadennoù a bep seurt war ar feur gouennañ. War a seblant e oa ar feur kreskiñ en e vog er bloavezhioù 80, ha digresket en deus kalzik abaoe.[43]. Istimañ a raed ar boblañs da 162 400 000[44] d’ar 1añ a viz Gouere 2005, gant ur feur gouennañ 34 dre vil, ur feur mervel 10 dre vil hag ur feur kresk naturel 2,4%. Uhel eo feur mervel ar vugale e Pakistan, 70 dre vil.[45]
Poblañsouriezh ar relijion, e Pakistan, zo bet levezonet kalz e 1947 gant dilec’hiadeg ar Vuzulmaned da Bakistan, ha hini an Hindouiz hag ar Sikhed da India. Hervez roadennoù an niveradeg[46], 96% eus ar boblañs zo Muzulmaned, 77% anezho o vezañ Muzulmaned sunnit hag 20% Muzulmaned chiit, diouzh istimadennoù ar CIA.[47] Er peurrest e kaver Kristenien, Hindouiz, Yuzhevien, Sikhed, Parsied, Ahmadied, Boudaiz, hag enevuhezourien. Pakistan eo an eil bro pobletañ gant ur muiañ-niver muzulman.[48], hag unan eus ar broioù m’eo ar paotañ ar Vuzulmaned chiit. E 2006 ez istimer e chom un 2,5 vilion a repuidi e Pakistan, da-heul ar brezelioù en Afghanistan.
An urdu eo ar yezh vroadel, ha lingua franca Pakistan, daoust ma n’eo ket ur yezh eus ar vro da gentañ, met unan diazezet ha kaset war-raok gant Raj Breizh-veur e-kreiz ar bloavezhioù 1800 da gemer plas ar farsi, anezhañ ur yezh persek, bet komzet e-pad un 2000 bloaz bennak. Ar saozneg eo ar yezh ofisiel. Implijet eo bet er Vonreizh, ha graet e vez gantañ en un doare ledan e bed an aferioù, gant an dud desket e kêr, hag en darn vrasañ eus ar skolioù-meur. Ar punjabi a vez komzet gant ouzhpenn 60 million a dud, met n’eo ket anavezet ent ofisiel er vro.[49]
Rannet eo ar strolladoù kenelel pennañ-se e meur a strollad kenelel bihanoc’h - Punjabied (44.68)% eus ar boblañs, Pashtuned (15.42%), Sindhied (14.1%), Seraikied (10.53%), Muhajired (7.57%), Balochied (3.57%) ha re all (4.66%).
Kevredigezh ha sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad dre ar munud : Sevenadur Pakistan
Ar gwiskamant broadel, a reer Shalwar Kameez anezhañ, zo a orin eus Kreiz Azia. Dont a ra eus gwiskamant an alouberien kantreat turk-iranat ha douget e vez e pep lec’h e Pakistan hiziv an deiz. Ar sari a vez gwisket, e kornadoù zo, gant kalz merc’hed. Douget e vez shalwar qameez liesliv gant ar merc’hed, ha re unliv gant ar baotred alies.
Liesseurt eo sonerezh Pakistan. Mont a ra eus sonerezh folk ar rannvroioù da stiloù hengounel evel ar c’hQawwali hag ar Ghazal Gayaki. Bez’ ez eus ivez stummoù modern a gendeuz ar stiloù hengounel gant sonerezh ar c’hornôg, evel ma ra ar c’haner brudet Nusrat Fateh Ali Khan. E-touez ar ganerien ghazal pennañ e kaver Mehdi Hassan, Ghulam Ali, Farida Khanum, Tahira Syed, Abida Parveen hag Iqbal Bano. An Hip-Hop zo unan eus ar rummadoù sonerezh a gresk buan e Pakistan, dreist-holl raperien evel 2Pac, 50 Cent, ha The Game. Anavezet e vezont e pep lec’h er vro gant ar skolidi hag ar grennarded. Gant donedigezh repudidi eus Afghanistan e proviñsoù ar gwalarn eo bet advevaet ar sonerezh persat. Peshawar zo deuet da vezañ ur greizenn evit ar sonerien afghan, hag ul lec’h skignañ evit ar sonerezh afghan en estrenvro. Betek ar bloavezhioù 1990 e oa Pakistan Television Corporation (PTV) – ur ganol perc’hennet gant ar Stad – ha Pakistan Broadcasting Corporation an daou vedia pennañ. Met bez’ ez eus kanolioù skinwel prevez, evel Geo TV, Indus TV, Hum, ARY, KTN ha re all. Kanolioù skinwel a bep seurt, eus Amerika, Europa hag Azia, a vez resevet gant ar peurvuiañ eus Pakistaniz, dre rouedadoù skinwel prevez (MTV Pakistan a vez kontrollet gant Indus Network, h.a.), ar fun pe al loarelloù. Bez’ ez eus ivez greanterezhioù sinema bihan er vro, diazezet e Lahore hag e Peshawar, a reer anezho alies Lollywood ha Pollywood. Daoust m’eo berzet ar filmoù Bollywood e Pakistan abaoe 1965,[50], e vez plijet an dud gant ar filmoù indezat peurliesañ.
Liesyezhek eo kevredigezh Pakistan dre vras, ha muzulmat dreist-holl. Doujet e vez kalz talvoudoù ar familh. Abaoe un nebeud dekvedoù avat e teu war wel ur c’hlas etre e kêrioù evel Karachi, Lahore, Rawalpindi, Hyderabad, Faisalabad, Sukkur ha Peshawar. Plijout a rafe un tamm muioc’h a frankiz d’an dud-se, er c’hontrol d’ar c’hornadoù a-hed harzoù Afghanistan, m’eo chomet hengounel ar gevredigezh. Eno eo chomet feal ar meuriadoù d’o gizioù kozh. Kreskiñ he deus graet levezon ar c’hornôg, hag emañ Pakistan er 46vet renk war Kearney/FP Globalization Index.[51]. War-dro pevar milion a Bakistaniz zo o vevañ en estrenvro, en o zouez, un hanter-vilion zo o chom er Stadoù-Unanet ha war-dro ur million zo o chom en Arabia Saoudat.
Touristerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad dre ar munud : Touristerezh Pakistan
Emañ greanterezh an touristerezh o kreskiñ e Pakistan. Diazezet eo war he sevenadurioù, he zud hag he gwelvaoù liesseurt. Ur bern traoù dedennus a gaver eno, adalek an aspadennoù eus sevenadurezhioù kozh, evel Mohenjo-daro, Harappa ha Taxila, betek ar c’hreizennoù ski en Himalaya a zedenn a re a blij ar sportoù goañv dezho. E Pakistan ez eus meur a bikern en tu-hont da 7000 m. Ar re-se a sach an alpaerien eus a bep lec’h er bed, dreist-holl ar K2.[52] En hanternoz Pakistan ez eus kalz kreñvlec’hioù ha tourioù kozh, ha traoñiennoù Hunza ha Chitral. En hini ziwezhañ emañ o chom ur gumuniezh rakislamek bihan, hec’h anv Kalasha. Lavaret a ra an dud-se e tiskennont eus arme Aleksandr Veur. E Panjab e oa c’hoarvezet emgann Aleksandr war ar stêr Jhelum. Eno emañ kêr istorel Lahore, kêrbenn sevenadurel Pakistan, gant un nebeud brav a skouerioù eus ar savouriezh Mughal, evel ar Badshahi Masjid, liorzhoù Shalimar, bez Jahangir ha kreñvlec'h Lahore.
Devezhioù gouel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz gouelioù a vez bep bloaz e Pakistan : Devezh Pakistan (23 a viz Meurzh), Devezh an dizalc’hiezh (14 a viz Eost), Devezh difenn Pakistan (6 a viz Gwengolo), Devezh Aerlu Pakistan (7 a viz Gwengolo), deiz-ha-bloaz ganedigezh (25 a viz Kerzu) ha marv (11 a viz Gwengolo) Quaid-e-Azam, Allama Iqbal (9 a viz Du) ha deiz-ha-bloaz ganedigezh (30 a viz Gouere) ha marv (8 a viz Gouere) Madar-e-Millat. Devezh al labour a vez lidet ivez e Pakistan d’ar 1añ a viz Mae.
Gouelioù pouezus a vez lidet gant muzulmaned Pakistan a-hed ar bloaz, hervez an deiziataer islamek. Ramadan eo navet miz an deiziataer. Ur prantad yun eo, hag a bad 29 pe 30 devezh, gant gouel Eid ul-Fitr war e lerc’h. En ur gouel all, Eid ul-Adha, ez aberzher ul loen e koun oberioù ar profed Abraham (Ibrahim en arabeg). Rannet e vez e gig gant ar familh, ar vignoned ha tud paour. Ar vuzulmaned a lid Eid-e-Milad-un-Nabi, deiz-ha-bloaz ar profed Muhammad, e trede miz an deiziadur (Rabi' al-Awwal).
Hindouiz, Boudaiz, Sikhed ha Kristenien Pakistan a lid ivez o gouelioù dezho o-unan. Dont a ra Sikhed eus ar bed a-bezh da weladenniñ meur a lec’h sakr er Punjab, evel templ Guru Nanak, diazezer o relijion, hag al lec’h ma oa bet ganet, e Nankana Sahib.
Sportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad dre ar munud : Sportoù e Pakistan
Ar sport broadel ofisiel e Pakistan eo an hockey war leton. Ar squash hag ar c’hricket a blij kalz d’an dud ivez. Skipailh broadel Pakistan zo aet an trec’h gantañ ur wech e Kib ar bed ar c’hricket e 1992.
Un toullad c’hoarierien squash eus ar c’hentañ zo e Pakistan, evel Jahangir Khan ha Jansher Khan.
El live etrebroadel, Pakistan en deus kevezet meur a wech er C’hoarioù olimpek.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ^ Korn-bro Kachmir a vez arc’het gant India ha Pakistan. An div vro, ha Sina, a ver lodennoù eus ar c’horn-bro, ha termenet eo an takadoù dalc’het gant India ha Pakistan gant al Linenn Kontroll. N’eo ket anavezet an harzoù Pakistan-Sina gant India.
- ^ Testenn ar flemmskrid Now or Never, embannet d'an 28 a viz Genver 1933
- ^ [53]
- ^ Minnesota State University pajenn diwar-benn Mohenjo-Daro
- ^ Livius.org diwar-benn astenn an Impalaeriezh Achaemenid
- ^ Buhez Aleksandr gant Plutarch
- ^ Troidigezh ar Chach-Nama gant Infinity Foundation
- ^ [54]
- ^ Pajenn diwar-benn ratozhiad Lahore gant Jang.com
- ^ Istimadennoù evit an niver a dud marvet e 1947
- ^ [55]
- ^ Diverradur eus brezel 1971 gant lec'hienn BBC
- ^ Pennad diwar-benn brezel Bangladesh gant US Country Studies
- ^ Brezel ar Pleg-mor e 1991
- ^ Kronologiezh brezel Kargil gant lec'hienn BBC
- ^ Pennad an Daily Telegraph (RU) diwar-benn taol-stad 1999
- ^ [56]
- ^ [57]
- ^ The Canadian Encyclopedia Historica, Amprouenn nukleel India Maclean's Magazine, William Lowther, Nomi Morris, ha Sankarshan Thakur, 25 May 1998
- ^ [58]. Daily Times. 31 December 2005.
- ^ Diazez bonreizhel Kevredad Pakistan
- ^ Pennad eus ar vonreizh (246(b)) diwar-benn an takadoù meuriadel
- ^ India ne anavez ket Azad Kashmir hag an Takadoù Norzh evel ul lodenn eus Pakistan (PoK)
- ^ [59]
- ^ [60]
- ^ Takadoù miret evit al loened gouez e Pakistan
- ^ Pakistan Studies; Economy (HTML). American Institute of Pakistan Studies. Kavet : 2006-11-20.
- ^ Report for Selected Countries and Subjects (PPP) (HTML). International Monetary Fund. Kavet : 2006-11-20.
- ^ Report for Selected Countries and Subjects (PCI) (HTML). International Monetary Fund. Kavet : 2006-11-20.
- ^ World Bank, UNDP question poverty estimates in Pakistan (HTML). OneWorld South Asia. Kavet : 2006-11-20.
- ^ https://web.archive.org/web/20200524220650/https://www.cia.gov/library/publications/the-world-factbook/geos/pk.html#Econ
- ^ Concluding Remarks at the Pakistan Development Forum 2006 by John Wall, World Bank Country Director for Pakistan (html). World Bank. Kavet : 2006-12-20.
- ^ Country-by-Country Growth and Forecasts (HTML). Asian Development Bank. Kavet : 2006-11-20.
- ^ VIEW: Is GDP growth sustainable? — Akmal Hussain (HTML). Daily Times Newspaper. Diellet er skrid orin d’an 2013-01-13. Kavet : 2006-11-20.
- ^ Water Strategy - 2020 URL Accessed 20 Nov 2006
- ^ Experts: Enhance economic links
- ^ CIA Factbook
- ^ Pakistan hopes to achieve $18 bln exports this year
- ^ 7% growth achieved in FY 05-06
- ^ 7% growth achieved in FY 05-06
- ^ [61]
- ^ [62]
- ^ }} International Data Base
- ^ Feeney and Alam, 2003
- ^ Population Reference Bureau's 2005 World Data Sheet
- ^ International Data Base
- ^ Census results for religions of Pakistan
- ^ Estimate from CIA World Factbook
- ^ [Robert Ayres, Turning Point: The End of the Growth Paradigm, James & James/Earthscan, 1998, pp. 63. ISBN 1-85383-439-4]
- ^ Ethnologue Western Punjabi
- ^ [63]
- ^ Kearney Foreign Policy Globalization Index
- ^ [64]
- ^ Pakistan Guide
Daveoù ouzhpenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Cohen, Stephen P. The Idea of Pakistan. The Brookings Institution. November 2004. ISBN 0-8157-1502-1.
- Banuazizi, Ali and Weiner, Myron. The State, Religion, and Ethnic Politics: Afghanistan, Iran, and Pakistan. Syracuse University Press. August 1988. ISBN 0-8156-2448-4.
- Halliday, Fred. State and Ideology in the Middle East and Pakistan. Monthly Review Pr. Feb 1998. ISBN 0-85345-734-4.
- Hammond Incorporated. Hammond Greater Middle East Region: Including Afghanistan, Pakistan, Libya, and Turkey. American Map Corporation. August 2002. ISBN 0-8437-1827-7.
- Hilton, Isabel. "Letter from Pakistan: The Pashtun Code". The New Yorker. December 03, 2001. [65]
- Insight Guides, Halliday, Tony and Ikram, Tahir. Insight Guide Pakistan. Apa Productions. January 1998. ISBN 0-88729-736-6.
- Malik, Hafeez. Pakistan: Founders' Aspirations and Today's Realities. Oxford University Press, USA. May 2001. ISBN 0-19-579333-1.
- Malik, Iftikhar H. "Religious Minorities in Pakistan". Minority Rights Group International. September 2002. ISBN 1-897693-69-9. [66]
- Najim, Adil. "Pakistan and Democracy". The News International Pakistan. May 06, 2004. [67]
- Rooney, John. Shadows in the dark: A history of Christianity in Pakistan up to the 10th century. Christian Study Centre. January 1984. ASIN B0006EPRFS.
- Rahman, Tariq.1996. Language and Politics in Pakistan Karachi: Oxford University Press. Reprinted several times, latest repr. 2006.
- Rahman, Tariq .2002. Language, Ideology and Power: Language-learning Among the Muslims of Pakistan and North India Karachi: OUP.
- Rahman, Tariq .2004. Denizens of Alien Worlds: A Study of Education, Inequality and Polarization in Pakistan Karachi: OUP, 2006 repr.
- Sharif, Shuja. "Musharraf's Administration And Pakistan's Economy". Contemporary Review. Mar 31, 2005. 129-134.
- Wolpert, Stanley. Jinnah of Pakistan. Oxford University Press, USA. May 1984. ISBN 0-19-503412-0.
- Zakaria, Rafiq. The Man Who Divided India: An Insight into Jinnah’s Leadership and its Aftermath
- Statehood in South Asia
- Strategic Insights, Volume III, Issue 10 (October 2004)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec’hiennoù ofisiel
- Government of Pakistan
- President of Pakistan
- Official Information Website of Pakistan
- Pakistan Tourism Development Corporation
- Election Commission of Pakistan
- Higher Education Commission of Pakistan
- Pakistan Post
- Karachi Stock Exchange
- Pakistan International Airlines
- General information
- History of Pakistan and present
- Pakistani Politics
- World Bank data on Pakistan
- Common Language Project Country Fact Sheet - Pakistan
Lec’hiennoù titouriñ
Lec’hiennoù nevez
- DAWN English Daily
- The News International
- The Daily Times
- Business Recorder - Leading financial daily
- SPIDER Pakistan's Internet Monthly
- Travel
- {{{2}}} travel guide war Wikivoyage
- Pakistan Driving Directions