Lahore

Eus Wikipedia
Kreñvlec'h Lahore

Lahore (ourdoueg :لاہور ; pandjabeg لہور ; a c'hallfed treuzskrivañ "Lahor" e brezhoneg, un treuzskrivadur saoznek eo "Lahore" met ne zistager [e] ebet en dibenn) zo kêr-benn proviñs Panjab e Pakistan, hag an eil kêr pobletañ eo er vro, war-lerc'h Karachi. Emañ Lahore e biz Pakistan. Unan eus kêrioù pinvidikañ ar vro eo ha sellet a reer outi evel kêr an dud desket ha digor o spered, e-skoaz kornioù all eus Pakistan. Kêr-benn sevenadurel Panjab en e bezh eo ivez.

Kozh-Noe eo kêr Lahore. E dalc'h Sultanelezh Delhi e oa er Grennamzer. E barr he brud e voe da vare an Impalaeriezh Voghol, etre dibenn ar XVIvet kantved ha deroù an XVIIIvet kantved, ha kêr-benn an impalaeriezh-se e voe e-pad meur a vloaz.

E Lahore e kaver Liorzhoù Shalimar ha Kreñvlec'h Lahore, zo bet lakaet o-daou war roll lec'hiennoù Glad ar bed gant an UNESCO.