XVIIIvet kantved
Neuz
../.. | XVIvet kantved | XVIIvet kantved | XVIIIvet kantved | XIXvet kantved | XXvet kantved | ../..
Bloavezhioù 1700 | Bloavezhioù 1710 | Bloavezhioù 1720 | Bloavezhioù 1730 | Bloavezhioù 1740
Bloavezhioù 1750 | Bloavezhioù 1760 | Bloavezhioù 1770 | Bloavezhioù 1780 | Bloavezhioù 1790
| 1701 | 1702 | 1703 | 1704 | 1705 | 1706 | 1707 | 1708 | 1709 | 1710 |
| 1711 | 1712 | 1713 | 1714 | 1715 | 1716 | 1717 | 1718 | 1719 | 1720 |
| 1721 | 1722 | 1723 | 1724 | 1725 | 1726 | 1727 | 1728 | 1729 | 1730 |
| 1731 | 1732 | 1733 | 1734 | 1735 | 1736 | 1737 | 1738 | 1739 | 1740 |
| 1741 | 1742 | 1743 | 1744 | 1745 | 1746 | 1747 | 1748 | 1749 | 1750 |
| 1751 | 1752 | 1753 | 1754 | 1755 | 1756 | 1757 | 1758 | 1759 | 1760 |
| 1761 | 1762 | 1763 | 1764 | 1765 | 1766 | 1767 | 1768 | 1769 | 1770 |
| 1771 | 1772 | 1773 | 1774 | 1775 | 1776 | 1777 | 1778 | 1779 | 1780 |
| 1781 | 1782 | 1783 | 1784 | 1785 | 1786 | 1787 | 1788 | 1789 | 1790 |
| 1791 | 1792 | 1793 | 1794 | 1795 | 1796 | 1797 | 1798 | 1799 | 1800 |
| |||||||||
Kregiñ a ra an XVIIIvet kantved d'ar 1añ Genver 1701 hag e echu d'an 31 Kerzu 1800.
A-wechoù, gant istorourien europat zo, e vez strishaet an XVIIIvet kantved d'ar prantad a ya eus 1715 da 1789 hepken, da lavaret eo d'ar mare etre marv Loeiz XIV a Vro-C'hall hag an Dispac'h gall.
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1701-14 : Brezel Hêrezh Spagn
- 1703 : krouet Sankt-Peterbourg gant Pêr Veur. Kêr-benn Rusia e vo betek 1918.
- 1707 : Feur-emglev kendeuziñ parlamantoù Skos ha Bro-Saoz ha, da-heul, krouidigezh Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur.
- 1707 : goude marv Aurangzeb e krog an Impalaeriezh Voghol gant un hir a ziskar.
- 1715 : marv Loeiz XIV
- 1718 : savet kêr New Orleans gant ar Frañsizien e Norzhamerika
- 1720 : Builh morioù ar su
- 1721 : dont a ra Robert Walpole da vezañ (de facto) kentañ Kentañ ministr Breizh-Veur
- 1721 : sinet Feur-emglev Nystad, fin zo da Brezel meur an norzh.
- 1722 : aloubet Iran gant Afghanistaniz, fin zo da dierniezh ar Safavided.
- 1722 : marv an impalaer Kangxi e Sina.
- 1732 : geriadur françois celtique pe françois-breton Gregor Rostrenenn.
- 1733-38 : Brezel hêrezh Polonia
- 1735-99 : emled bras tiriadoù an impalaer Qianlong e Sina.
- 1736 : dont a ra Nadir Shah da vezañ Shah Persia, diazezañ a ra Tierniezh an Afsharided. Ren a raio betek e varv e 1747.
- 1739 : trec’h eo Nadir Shah war ar Vogoled ha lakaat a ra an arigrap war kêr Delhi.
- 1740 : Frederig Veur kurunennet da roue Prusia.
- 1740-48 : Brezel hêrezh Aostria
- 1741 : kregiñ a ra ar Rusianed da boblañ an inizi Aleout.
- 1747 : diazezañ a ra Ahmad Shah Impalaeriezh Durrani en Afghanistan an deiz a hiziv.
- 1750 : Oadvezh ar skorn bihan en he barr en Europa.
- 1752 : embannadur kentañ Buhez ar Sent gant Glaoda Marigo.
- 1755 : kren-douar Lisboa
- 1756-63 : Brezel Seizh Vloaz, argadoù etre Europiz un tamm dre holl er bed.
- 1757 : Emgann Plassey a gemenn deroù mestroni Breizh-Veur war India.
- 1760 : dont a ra Jord III da vezañ roue Breizh-Veur.
- 1762-96: ren Katell Veur Rusia.
- 1763-66 : emsavadeg Pontiac e Norzhamerika
- 1766-99 : brezelioù saoz-ha-mysore
- 1767 : aloubet rouantelezh Ayutthaya gant an Vurmaned.
- 1768 : aloubet Nepal gant Gurkha.
- 1768-1774 : Brezel turk-ha-rusian
- 1769 : diazezañ a ra ar visionerien spagnol ar c’hentañ eus an 21 mision e Kalifornia.
- 1772-95 : Polonia dispennet ; fin zo d'an unaniezh genwerzhel etre Polonia ha Lituania. Diverket Polonia eus ar gartenn evit 123 bloaz.
- 1775-82 : Brezel Saoz-ha-Maratha 1añ
- 1775-83 : Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet
- 1779-1879 : Brezelioù Cape Frontier etre Breizh-Veur, an drevadennerien voer hag ar Xhosaed e Suafrika
- 1785-95: Brezel indianed ar gwalarn etre ar Stadoù-Unanet ha pobloù engenidik Amerika
- 1787: krouet Freetown (e Sierra Leone hiziv an deiz) gant sklaved dieubet eus Londrez.
- 1788 : kentañ trevadenn europat en Aostralia e Sydney.
- 1789 : George Washington dilennet da brezidant ar Stadoù-Unanet.
- 1789-99 : Dispac'h gall
- 1791-1804 : Dispac'h Haiti
- 1792-1815 : kregiñ a ra ar Brezel gall bras gant Brezelioù an dispac'h gall a gaso da vrezelioù Napoléon Bonaparte.
- 1792 : krouet kuzul eskemmdi New York.
- 1793 : berzet ar sklaverezh e Norzhkanada
- 1795 : dre Feur-emglev Pinckney etre ar Stadoù-Unanet ha Spagn e teu SUA da vezañ perc’henn war Tiriad ar Mississippi.
- 1796 : argaset Nederlandiz eus Ceylan (Sri Lanka) hiziv) gant Breizhveuriz.
- 1796 : nac’hañ a ra George Washington mont war ar renk evit un trede respet diouzh renk evel Prezidant ar Stadoù-Unanet; dont a ra evel-se da vezañ al lusker dispac’hel kentañ en istor o tilezel ar galloud a galon laouen.
- 1796-1804 : emsavadeg al lotus gwenn e Sina.
- 1798 : emsavadeg Iwerzhoniz a-enep da gabestr Breizh-Veur.
- 1798-1800 : koulz lavaret brezel etre ar Stadoù-Unanet ha Frañs.
- 1799 : dre un taol-Stad e teu Napoléon Bonaparte da vezañ diktator Frañs.
- 1799 : freuzet eo kompagnunezh nederlandat reter India.
Tud dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rouanez Anna (Monarkez Vreizh-Veur)
- Benedict Arnold, bet sellet outañ evit un treitour gant kalz a dud eus an daou du (Stadoù-Unanet ha Breizh-Veur) e-pad brezel dispac'h Amerika.
- Teofil Malo Corret an Tour d'Auvergne (yezhoniour hag ofiser breton)
- Johann Sebastian Bach (sonaozer)
- Napoleon Bonaparte (jeneral, diktatour ha Koñsul kentañ Frañs)
- Edmund Burke (den a Stad breizhveuriat ha prederour, harper dispac’h Amerika)
- Katell Veur (Tsaritsa Rusia)
- James Cook (merdeer breizhveuriat)
- Denis Diderot (skrivagner ha prederour gall)
- Leonhard Euler (jedoniour)
- Benjamin Franklin (dispac’hour stadunanat, kavadenner, mouller ha kannad)
- Frederik Veur (monark Prusia)
- Thomas Gainsborough (livour)
- Roue Jord III (monark breizhveuriat)
- Johann Wolfgang von Goethe (skrivagner alaman)
- Thomas Gray (skrivagner alaman)
- Alexander Hamilton (dispac’hour stadunanat, alvokad ha den a Stad)
- William Hogarth (livour hag engraver)
- David Hume (prederour)
- Thomas Jefferson (dispac’hour stadunanat, prederour ha den a Stad)
- Samuel Johnson (skrivagner breizhveuriat)
- Immanuel Kant (prederour)
- Loeiz XIV a Vro-C'hall (monark)
- James Madison (dispac’hour stadunanat, skrivagnet ha den a Stad)
- Marie Antoinette (rouanez c’hall hag arouez fulor an enepdispac’hourien)
- Michikinikwa (penn ar meuriad Miami ha brezelour)
- Wolfgang Amadeus Mozart (sonaozer)
- Thomas Paine (kefredour breizhveuriat ha prederour, harper an dispac’h amerikan)
- Sir Joshua Reynolds (livour)
- Maximilien Robespierre (dispac'hour gall ha diktator gwadek)
- Gregor Rostrenenn (den a Iliz ha geriadurour breton)
- Jean-Jacques Rousseau (skrivagner ha prederour gall)
- Friedrich Schiller (skrivagner alaman)
- Sir John Small (cricketer Hambledon ; ar skoer meur kentañ)
- Adam Smith (armerzhour skosat ha prederour)
- Laurence Sterne (skrivagner breizhveuriat)
- Edward "Lumpy" Stevens (cricketer Surrey ; ar banner bolotenn meur kentañ)
- Jonathan Swift (skrivagner breizhveuriat)
- Tecumseh (dispac’hour)
- George Washington (jeneral dispac’hour amerikan ha kentañ prezidant)
- Voltaire (skrivagner ha prederour gall)
Gwelet ivez Tadoù diazezer Stadoù-Unanet Amerika
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roll ijinadennoù an XVIIIvet kantved
- Ar c'helc'hgeriadur gant ar gelc'hgeriadurourien
- An Armerzhouriezh gant Adam Smith
- Maen Rosetta dizoloet gant bagadoù Napoléon Bonaparte en Egipt
- Vitus Bering a zizolo Alaska.
- Kartennaouet bevennoù ar meurvor habask gant James Cook ha dizoloet kalz a Inizi er meurvor habask.
- Wahhabiegezh gant Muhammad ibn Abd al Wahhab