Samuel Johnson

Eus Wikipedia
Samuel Johnson, poltredet gant Joshua Reynolds e 1772

Samuel Johnson (Lichfield, 18 Gwengolo 1709 – Londrez, 13 Kerzu 1784), lesanvet doktor Johnson alies, a oa ur skrivagner saoz hag a binvidikaas al lennegezh saoznek dre e varzhonegoù, e bezhioù-c'hoari hag e arnodskridoù. Ur skridvarner e oa ivez, koulz hag ur buhezskriver, un embanner hag ur geriadurour.

Ur perzh bras a gemeras Samuel Johnson e buhez lennegel Bro-Saoz en e amzer ha daremprediñ a reas kalz a lenneien all eus ar mare-hont evel Oliver Goldsmith, Edmund Burke, David Garrick ha James Boswell, hag a gontas buhez Johnson en ul levr.

E vuhez hag e oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Samuel Johnson e Lichfield, e Staffordshire, mab d'ur marc'hadour levrioù. Mont a reas d'ar Pembroke College en Oxford, met goude bloaz e rankas dilezel e studi, dre ziouer a arc'hant. Kregiñ a reas da labourat, hep diplom ebet, evel kelenner ken digeriñ e skol dezhañ, Edial Hall School, e 1735. Buan avat e reas freuz-stal en abeg d'e gleñved, azoniad Tourette, hag a zistrese e zremm ker gwazh ma sponte e skolidi. D'ar mare-se evoulc'has e oberenn veur gentañ, ar pezh-c'hoari Irene, a Tragedy (embannet e 1749).
E 1737 ez eas da Londrez. Eno en em lakaas da labourat evit ar gelaouenn The Gentleman's Magazine. E-touez e skridoù kentañ emañ ar varzhoneg London,embannet dizanv e 1738.

E 1746 e voe kevrataet Samuel Johnson evit sevel ur geriadur saozneg ; eizh bloavezhiad labour a voe ret evit sevel A Dictionary of the English Language e-unan, p'en doa embannet e rafe e tri bloaz hepken, kent an embann d'ar 4 a viz Ebrel 1755. Lavaret ez eus bet diwar e benn e oa One of the greatest single achievements of scholarship[1], ha geriadur pennañ ar saozneg e voe betek donedigezh The Oxford English Dictionary e 1928[2]. Gant ar pezh labour-se e teuas brud da Johnson.
Diwezhatoc'h e skrivas oberennoù all evel The History of Rasselas, Prince of Abissinia hag adembann a reas, gant notennoù, pezhioù-c'hoari William Shakespeare, en eizh levrenn. E 1763 e reas anaoudegezh gant James Boswell ha diwezhatoc'h ez eas da Vro-Skos gant hennezh. Kontañ a reas o beaj en e levr brudet A Journey to the Western Islands of Scotland.
E dibenn e vuhez e embannas ur mell levr anvet Lives of the Most Eminent English Poets, un dastumad pennadoù war divoud barzhed saoznek eus ar XVIIvet kantved hag an {{XVIIIvet kantved]] hag a reas kalz a verzh.

Mervel a reas e Londrez d'an 13 a viz Kerzu 1784 ; beziet e voe en Abati Westminster.

Er bloavezhioù goude e varv e voe douget bri dezhañ evel buruteller lennegezh hag e-pad pell e voe sellet outañ evel meurañ buruteller al lennegezh saoznek[3].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Bate, Walter Jackson (1977), Samuel Johnson, New York: Harcourt Brace Jovanovich, p. 240
  2. Lynch, Jack (2003), Samuel Johnson's Dictionary, New York: Walker & Co, p. 1
  3. Winters, Yvor (1943), The Anatomy of Nonsense, Norfolk, Conn.: New Directions, p. 240