Lichfield

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iliz-veur Lichfield

Lichfield (distaget [ˈlɪtʃfiːld] e saozneg) zo ur gêr eus Bro-Saoz, e Staffordshire. Emañ 26 km en norzh da v-Birmingham. E 2011 e oa 32 219 a dud o chom enni.

Brudet eo an iliz-veur eus ar Grennamzer, gant he zeir c'hloc'hdi. Brudet eo Lichfield ivez dre m'eo er gêr-se e voe ganet Samuel Johnson, an hini a savas ur geriadur bras anvet A Dictionary of the English Language. E Lichfield e voe savet un eskopti gant Sant Chad, eskob kentañ Mercia, er bloavezh 669. E 2009 e oa bet kavet ur pezh teñzor aour hag arc'hant eus mare an Angled-ha-Saozon e-kichen Lichfield.

E barr he brud e voe kêr en XVIIIvet kantved hag o chom enni e oa kalz skrivagnerien anavezet evel Samuel Johnson, David Garrick, Erasmus Darwin hag Anna Seward. Hervez Johnson e-unan e oa Lichfield neuze "kêr ar brederourien".

Bremañ eo pouezus ar gêr c'hoazh, evel sez un eskopti anglikan. Tiez kozh a-leizh zo e kreiz kêr, hag a zedenn touristed.

Kêrioù gevellet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù he deus Lichfield gant ar c'hêrioù-mañ :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.