Eskopti
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Un eskopti (ti an eskob hervez ar gerdarzh), a vez laret eus an tiriad dindan e veli, pe eus palez an eskob.
Tiriad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un tiriad dindan aotrouniezh an eskob eo an eskopti.
Palez an eskob[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Palez eskibien Iruñea.
E meur a lec'h e vez komzet eus palez an eskob. Broioù zo eus Europa a oa renet gant ur priñs-eskob, evel priñselezh Liège.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A-raok an Dispac'h gall e 1789 e oa nav eskopti e Breizh: Naoned, Roazon, Dol, Sant-Malou, Gwened, Kernev, Leon, Sant-Brieg, ha Landreger.
Bremañ ez eus pemp : Naoned, Roazon, Gwened, Kemper ha Leon, Sant-Brieg ha Landreger.
Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An Tri Eskopti
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E penn-kentañ Gwerz Metig e lenner: « Me zo ur c'hloareg yaouank eus eskopti Kemper/ O vont d'ober e studi da eskopti Treger » ; hogen gant kanerien zo e vez laret "skolaj Landreger".