Breizh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Breizh

Flag of Brittany (Gwenn ha du).svg
Armoiries Bretagne - Arms of Brittany.svg
Banniel Skoed

Ger-stur
Kentoc’h mervel eget bezañ saotret

Kan broadel
Bro gozh ma zadoù


Breizh hag ar broioù amezek dezhi.png
Breizh hag ar broioù amezek dezhi
Bro-C'hall e 1732
« Breizh, proviñs brudet da vout estren »
« Breizh »
Jean Brunet, 1908
Mirdi an Arzoù-kaer, Kemper

Breizh zo ur vro geltiek europat a zo e stad Bro-C'hall abaoe 1532.
Dizalc'h eo bet Stad Breizh betek ar XVIvet kantved a-raok bezañ enframmet e rouantelezh Bro-C'hall da-heul koll arme Breizh a-enep an arme c'hall en emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Emren eo chomet Breizh betek dibenn an XVIIIvet kantved a-raok bezañ dispennet ha divodet gant an Dispac'h gall a grouas an departamantoù.
Abaoe krouidigezh ar rannvroioù e Frañs en eil hanterenn an XXvet kantved ez eus bet savet en-dro ur gwirvoud melestradurel da Vreizh, evit un darn anezhi.

Ul ledenez vras eo Breizh, lec'hiet e penn kornôkañ Europa war un tiriad strategel-kenañ, etre Mor Breizh hag ar Meurvor Atlantel, adal da gevandir Amerika.

Div rannvro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar poent eo rannet Breizh etre div rannvro velestradurel :

Unvan eo Breizh evit a sell ouzh ar justis, pa dalvez lez-c'halv Roazhon evit Breizh en he fezh.

Daoust d'ar frankiz kollet ha d'ar frammoù melestradurel a zisrann ar Vretoned e kendalc'h Breizh da vevañ evel un unanenn vroadel. Ar merkoù anatañ eus kement-se eo he sevenadur dibar (sonerezh, kan, lennegezh, keginerezh, dañsoù, c'hoariva, gizioù emwiskañ hag all), he yezhoù (ar brezhoneg hag ar gallaoueg), hec'h armerzh (gant luskadoù evel Produet e Breizh), labour an Emsav (politikel, sevenadurel, yezhel, armerzhel) abaoe daou gantved, al liammoù etrebroadel niverus a vez maget gant pobloù all, ha youl ar Vretoned da vevañ en ur vro unanet en-dro.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ : Istor Breizh

Bet eo bet Breizh unan eus ar riezoù koshañ en Europa da vare diskar an Impalaeriezh roman, met kavet ez eus bet roudoù niverus eus obererezhioù mab-den e takadoù tost d'an aodoù ha war an inizi peurvuiañ. Roudoù un tantad ken kozh ha 500 000 a vloavezhioù zo bet kavet e Ploeneg, ar re goshañ kavet en Europa. En enez Eusa ez eus bet meur a vonedonea gant annezidi a bep seurt abaoe hoalad an Neolitik. Etre 4 000 ha 1 200 kent J.K. e savas tud ne anavezer kalz a draoù diwar o fenn meur a savadur mein : peulvanoù, mein sonn, taolioù-maen hag alezioù toet. Sevenadur ar meurvein en em astennas war Europa a-bezh, met e Breizh e tizhas un diorren bras, seul vui m'eo roc'hellek-kenañ an douar.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div bastell-vro vras zo e Breizh : Gorre-Breizh (Breizh-Uhel) ha Goueled-Breizh (Breizh-Izel).

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an niveridigezh ofisiel diwezhañ e oa 4 619 935 a dud o chom e Breizh e 2014 (3 273 343 e Rannvro Breizh hag 1 346 592 el Liger-Atlantel)[1], ar pezh a Breizh etre Zeland-Nevez (4 661 320 e 2016) ha Palestina (4 550 368 e 2014).

Kêrioù Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêrioù Breizh hervez o foblañs (2007), diazezet war an unvez kêr:

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennegezh Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannvro Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod eus Breizh zo e rannvro Breizh. Implijout a ra ar rannvro-se an anv "Breizh" eta, met n'eo ket Breizh a-bezh.

Rannvro Broioù al Liger[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lodenn all eus Breizh zo lec'hiet e rannvro Broioù-al-Liger (departamant al Liger-Atlantel).

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Sifroù bet embannet e 2017 gant an INSEE





Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.