Sonerien Du

Eus Wikipedia
Ar Sonerien Du e-pad ar Festival Yaouank 2016

Sonerien Du a zo ur strollad-sonerien eus Vro Vigoudenn hag a zo kustum da seniñ er festoù-noz abaoe 1971. Savet eo bet gant pemp Breizhad : Yann Kaourintin Ar Gall, Daniel Tanneau, Didier Quiniou, Gilles Rolland ha Raymond Riou, buan ez erruas Yann Goas ha goude Jean-Pierre Le Cam.

Ar Sonerien Du (mojenn)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anv Sonerien Du a zo bet dibabet en enor da zaou soner eus ar Vro Vigoudenn hag a vije bet krouget e-lec'h daou laer en XVIIIvet kantved.

Istor ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz a sonerien a dremenas er strollad, evit ur pennadig amzer pe reou zo muioc'h. Da skouer Dan ar Bras, kentañ gitarour en ur strollad fest-noz. Soñjet o deus e 1982 ober ur fest evit o 10 vloaz neuze eo bet lakaet deiziad krouidigezh ar strollad e 1972. Sonerien Du eo ar strollad hag en deus lakaet d'ar c'hiz da lidañ pep pemp deiz-ha-bloaz ar strollad gant ur fest vras. E 1986 eo bet kemeret ganto ar galon-binioù evel arouez, er penn-kentañ e oa bet krouet gant Fañch Le Hénaff evit Bleizi Ruz hag a oa bet nac'het ganto. Enrollet eo bet ganto 18 CD, ha Sonerien Du a zo c'hoazh un diazez e sonerezh hengounel Breizh.

Ar strollad a vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1972 : Bal Breton
  • 1974 : Bal Breton vol. 2
  • 1976 : Sonerien Du vol.3
  • 1978 : Gwerz Penmarc' h
  • 1980 : Feunteun an aod
  • 1982 : Ten Years
  • 1984 : Roue marc'h
  • 1986 : Amzer Glaz
  • 1988 : Tradition vibrante
  • 1989 : Tredan
  • 1992 : Etre Mor ha Douar
  • 1994 : Puzzle
  • 1996 : Reder Noz
  • 1998 : Steïr
  • 2000 : Noz-Live (sonadeg)
  • 2002 : Le bel âge...
  • 2004 : Puzzle 2
  • 2006 : Be... new !
  • 2008 : Liv an amzer
  • 2010 : La Komplèt' (albom doubl, kentañ gwir best of)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]