Bombard

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
LogoLiseDiwan.jpg

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Bombard kromatek e koad ebena.

Ur benveg-seniñ eo ar vombard, eus familh ar binvioù dre c'hwezhañ, a orin eus familh ar « c'hoadhuelennoù » (oboell). Implijet e vez ar vombard e sonerezh hengounel Breizh, ha ne vez kavet nemet e Breizh, e lec'h ma vez implijet evit seniñ a-goubladoù pe e bagadoù. Ral eo gwelet un talabarder o soniñ e-unan rak ur striv korfel bras a-walc'h a ranker ober evi c'hwezhañ el lañchenn. Alies e son un talabarder a-gevret gant ur biniaouer rak gallout a reer seniñ gant ur binioù (bras pe bihan) hep ober ehanoù.

Rannoù ur vombard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vombard zo teir rann anezhi: al lañchenn, ar c'horf hag ar pavilhon.

  • Al lañchenn : Al lañchenn a zo un ibilig a gaver e penn uhelañ ar vombard, pa bez en he sav : graet eo gant daou damm korz troc'het moan-tre, stumm viig a zo gant an div lodenn-se, staget kenetrezo gant un fiselenn moan-tre tro-dro d'un duellennig houarn hag a echu gant un tamm lech beget ha toullet, evit gallout sankañ al lañchenn e korf ar vombard.
Lañchenn binioù ha bombard
  • Ar c'horf : Ar c'horf a zo savet gant koad kalet: koad ebena, koad beuz, koad gwez per pe avaloù, gaiak. Warnañ e vez kavet 6 toull pe muioc'h gant ma vez alc'hwezioù. Gallout a ra ar vombard bezañ bravaet gant kelc'hiadoù stegn, kerniel, gant seurtoù koad disheñvel, pe zoken gant ivor.
  • Ar pavilhon : Ar pavilhon a zo un tamm koad korneg toullet a zo ouzhpennet e penn korf ar vombard a-benn krenvaat ha bravaat ar son. Savet e vez gant koad ivez hag e c'hell bezañ ouzhpennet traoù dioutañ ivez a-benn e bravaat.

Tu 'zo kontan ul lodenn (pe lodennoù) ouzhpenn diouzh ar fed ma vez alc'hwezioù, deus unan betek 3, pe muioc'h a-wechoù. War ar bombardoù e vez an aliesañ div alc'hwez.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek an azginivelezh eo bet lakaet e-pleustr skeuliad ar solfadurezh en ur dec'hel kont eus an translatañ, ar reizhded hag an tu da c'hoari (arabat e vefe bet re a zifoc'h evit c'hoari d'ur benveg d'egile). Ar c'hoadoù uhel (oboell) a zo ar benveg bet reizhet a-benn doujañ d'an tri emglev-se. An binviji aer hengounel a zo bet implijet e memes amzer hag hag c'hoaduelioù a-raok mont da get, estreget ar vombard hag en deus dreistvevet e Breizh. E lodenn gentañ an XXvet kantved eo aet war zigresk bras an niver a sonerien a vinioù kozh hag a dalabard. Deuet eo en-dro ar vinviji hengounel-se war well er bloavezhioù 1970, e-pad adkreskadurezh an hengoun Breizhad, gant brud Alan Stivell hag ar fed e vefe bet graet festoù-noz hag konkourioù sonerezh hengounel. Un tamm war lec'h eo bet krouet Bodadeg Ar Sonerion, hag a stroll meur a wech bep bloaz bagadoù a rummadoù disheñvel, deus ar pempved rummad d'ar c'hentañ hini.

Meur a donegezh a vez kavet evit ar vombard, an aliesañ e vez kavet bombardoù e si bemol, memes tonnegezh hag ar binioù bras skosat, rak e vez kavet alies-tre koubladoù pe bagadoù o seniñ gant an daou venveg-se. Kavet e vez bombardoù a donnegezhioù all Fa, Sol, Sol#, La, Si♭, Do ha Re. Implijet e vez ar seurtoù disheñvel-se diouzh ar c'hoant da gaout ur son skiltroc'h pe boudoc'h, pe evit ober eilmouezhioù ouzhpenn d'ar bagad, evit reiñ ur stil pe seniñ gant binviji toniet en un donegezh all.

Kemer ar benveg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel meur a venveg ez a en dro gant aer ha dougete vez ar vombard gant daou dorn, an hini dehou en-traon hag an hini kleiz a-us (pe kontrol evit an dud kleiziad). Ober a ra ar benveg ur c'horn skouer pe dost gant korf an talabarder, douget e vez al lañchenn etre an div vuzell, en ur stardañ un tammig anezhi. Paket e vez notennoù mui pe vui uhel, en ur stankañ mui pe vui a doulloù, deus an notennoù boudañ gant an holl doulloù stanket d'an notennoù skiltrañ en ur sevel ar bizied en un urzh resis.

Lec'hioù seniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Koublad talabarder ha biniaouer

Sonet e vez ar bombard dre koubladoù (binioù kozh bombard) a-benn lakaat an dud da dañsal. Ar bombard a zo ivez unan eus an tri pupitr pennañ eus ar bagadoù (strolladoù muzik hengounel keltiek), gant ar binioù bras, ar c'heff sklaer ha toserezh. Awennet e vez ar bagadoù gant ar c'han ha diskan.

Ar vombard, benveg brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Matilin an Dall a zo unan eus an dalabarderien brudetañ. Ganet e oa e 1789 e Kemperle, deuet eo da vezañ dall abred-tre, met kendalc'het en doa da seniñ. War-dro ar bloavezhioù 1815 e oa Matilin ur soner brudet dija, graet en deus eus ar vombard e vicher ha sonet en deus un tamm e pep lec'h heuliet gant Yann ar Chapel, ar c'houblad-se en deus sonet asambles e pad un tregont bloaz bennak. Gouest e oa Matilin da seniñ tonioù hengounel Breizhad kement ha tonioù hengounel deus Pariz, seniñ a rae kement en euredoù hag e pardonioù ar rannvro, met seniñ a rae ivez er festoù labour-douar hag dirak an tudennoù politik. Pedet e oa bet da seniñ en "Tuileries" dirak ar roue Loeiz-Fulup kentañ, hag ivez dirak Napoleon III, a oa o weladenniñ Kemper e 1858. Marvet eo Matilin an Dall (Mathurin Furic eus e anv gwir) e 1859 e-touez tan-gwall e di. Meur a ganaouenn ha meur a varzhoneg a zo bet savet diwar e-benn, hag n'eus ket pell 'zo, un vandenn treset.

Un nebeud talabarderien brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]