Binioù

Ar binioù (distaget [bi'niːu]), pe sac'h-binioù, pe pib-sac'h zo ur benveg-seniñ dre c'hwezhañ, a gaver e meur a vro, ha dezhañ meur a anv. Div duellenn zo da vihanañ, unan a c'hwezher aer dezhi en ur sac'h, hag unan all a soner an notennoù warni.
Un den a son binioù a zo ur biniaouer.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez Émile Ernault e teu ar ger brezhonek eus ur stumm benni, hag a zeu-eñ eus bann, korn[1]. Hervez Léon Fleuriot avat e teufe kentoc'h eus an henvrezhoneg bann, dasson, heson[2].
Hervez un displadur poblek e teufe ar ger brezhonek eus an droienn sac'h-binioù, dre ma seblant bezañ ur sac'h ma weler treid binvioù outañ.
Seurtoù binioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- binioù kozh
- binioù skos (pe binioù bras, pe pib-veur)
- mizwad
- pib-ilin
- tulum
Biniaouerien veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Galiza[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'eo ket ral ar viniaouerien e taolennoù al livourien flamank, evel Pieter Brueghel gozh.
El livadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù renket hervez an istor.
E Cantigas de Santa Maria, dornskrid galizek eus an XIIIvet kantved
Binioù an diaoul. Flemmskeudenn brotestant
Biniaouer, gant Pieter Brueghel gozh
Biniaouer, gant Pieter Brueghel gozh
Daou viniaouer, gant Hieronymus Bosch.
Ganidigezh Jezuz, gant Gaspar de Crayer. Ur biniaouer en diadreñv.
Ur biniaouer, gant Antoine Watteau, XVIIIvet kantved.
Talabarder ha biniaouer, gant Boris Grigoriev.
Dre vroioù ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù renket hervez anvioù ar broioù en urzh al lizherenneg.
Biniaouer en Albania
Ar gaita de boto eo hini Aragon.
Soner e Belgia
Bulgared o tañsal ouzh son ar binioù e Kergustentin (Stamboul) e 1926.
Susana Seivane o seniñ gaita Galiza en Oriant.
E Celanova e Galiza
Duda Hungaria
Pib-ilin Iwerzhon sonet gant Cillian Vallely
E Makedonia.
Kathryn Tickell o seniñ binioù Northumbria
Daou viniaouer e Pologn
Biniaouer serb.
Binioù doare Sveden.
Ur soner tulum (binioù) eus Turki
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Emile Ernault, Dictionnaire étymologique du moyen breton, 1888, p. 226.
- ↑ Léon Fleuriot, Dictionnaire des gloses en vieux-breton, 1964, p.78b.