Léon Fleuriot

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Léon Fleuriot zo ur c'helenner skol-veur eus Breizh, arbennigour war Istor Breizh hag ar Vrezhoned a-raok ar Grennamzer ha war ar yezhoù predenek (brezhoneg Enez Breizh) .

Ganet e oa bet d'ar 5 a viz Ebrel e 1923 e Montroulez en ur familh a orin eus Kintin. Pa oa yaouank en doa studiet brezhoneg hag ez eas da skolveurieg war an Istor e 1950. Kelenn a reas istor en ul lise hag ur skolaj e Pariz, e bannlev Pariz hag e Prytanée militaire La Flèche. E 1958 ez eas d'ar CNRS, ha doktoret e voe er Sorbonne e 1964 gant un dezenn diwar-benn an henvrezhoneg, pe brezhoneg-kozh, le vieux-breton, éléments d'une grammaire, gant un adtezenn, Dictionnaire des gloses en vieux-breton, da lavaret eo Geriadur ar spisc'herioù en henvrezhoneg.

E 1966 e voe anvet kelenner war ar studioù keltiek e Skol-Veur Breizh-Uhel ha war un dro rener-enklask en École pratique des Hautes Études e Pariz. Labourat a reas da ziorren kelenn ar brezhoneg er skol-veur hag embann un toullad skridoù diwar-benn studi an henvrezhoneg hag ar yezhoù predenek. E bennoberenn eo e levr istor Les origines de la Bretagne, embannet e 1980, ma tispleg ennañ un istor anavezet nebeut, studiet gantañ er skridoù kozh latin gant daoulagad ur brezhoneger, diwar-benn ar c'hantvedoù kentañ war-lerc'h Jezuz-Krist en Arvorig ha Galia an Hanternoz.

Mervel a reas trumm e Pariz d'ar 15 a viz Meurzh 1987, diechu gantañ leizh a enklaskoù.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(ul levrlennadurezh gant Gwennole ar Menn a vo kavet e-barzh Bretagne et pays celtiques, langues, histoire, civilisation (Skol, PUR, 1982), ul levr savet en e enor.)