Skolaj
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur skolaj a zo un ensavadur deskadurezh a zo bet peurvuiañ al live deskadurezh etre ar skol hag ar skol-veur abaoe ar Grennamzer. Betek krouidigezh an deskadurezh publik (pe foran) eo pep a live an deskadurezh dindan beli an Iliz katolik ha roman hag hini an ilizoù all e Europa. Koulskoude e kaver skolajoù arbennig pe skolveuriek e broioù zo.
Un deveradur eus skol a seblant bezañ (gresianeg), met levezonet eo bet furm ar ger gant ar ger latin collegium (cum + legium = (bezañ asamblez) gant ar (memes) reolenn. Talvezout a rae evit bodadoù kloer zo gwechall).
Skolajoù savet gant an ilizoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit bastañ da ezhommoù an Iliz katolik roman e oe savet ar skolajoù en XIIvet kantved. Dindan aotrouniezh an eskoptioù e vezent ha krouet e oant peurvuiañ er c'hêrioù ma veze sez un eskob enno. Er c'hêrioù brasañ e veze meur a skolaj, arc'hantaet gant ensavadurioù-iliz. Koulskoude e veze roet ar c'hentelioù pennañ e ensavadurioù pennañ a veze ar facultas o anv (betek 4). Ar skolajoù a yeas da vezañ al lec'h ma veze roet bod d'ar studierien. Er XIVvet kantved e krogas ar skolajoù seveniñ kefridi an deskadurezh, met roet e veze an diplomoù gant pennadurezhioù ar skol-veur, ar facultates (kevrennoù) enni. Degemeret e veze bugale, krennarded ha tud en oad er skolajoù hervez al live o doa tapet e latin.
Gant an Azginivelezh ha Sened-Iliz Trento e teuas ar skolajoù da vezañ al live deskadurezh etre ar skol hag ar skol-veur. Tamm ha tamm e oe krouet 7 live klasoù. Ne veze degemeret, nemet mibien an dudjentil ha re ar vourc'hizien pa kouste ker ar studioù. D'ar Jezuisted e fizias ar pab aozadur ha renerezh ar skolajoù er XVIIvet kantved.
Skloajoù an deskadurezh gall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe an adreizhadur Fouché (1961) eo bet anvet "skolajoù eil derez" an ensavadurioù evit ar vugale hag ar grennarded etre 12 ha 16 bloaz. War pevar live klasoù e vez degemeret ar skolajidi, eus an 6vet klas betek an trede klas o heuliañ an anvadur a zo bet implijet el liseoù publik krouet e 1804 gant an impalaer Napoleone Buonaparte.
Evit ma vo digor deskadurezh an eil derezh d'an darn vuiañ eus ar vugale e talc'has ar gouarnamant gall lakaat da sevel skolajoù kazi e pep kanton ha da rannañ al liseoù etre al lodenn skolaj hag an tri live klas uhelañ (Eil glas, Klas kentañ ha Klas termen) a vire anv al lise ganto.
Evit kas pelloc'h al lañs evit lakaat muioc'h a skolajidi er framm nevez e c'houlennas an Ministrerezh an Deskadurezh-Stad ma vo roet an tachennoù-douar hag arc'hant gant ar c'humunioù.
Skolajoù e reter Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E kalz broioù reter Europa, en o zouez ar broioù alamanek, e reer gymnasium eus ar skolioù eil derez, skolajoù pe liseoù.
Skolajoù ar skolioù-meur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skolajoù Norzhamerika
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Stadoù-Unanet Amerika hag e Kanada eo anvet high school ar skolioù eil derez.
Skolajoù brezhonek Diwan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar skolaj Diwan kentañ e Brest hag er Releg-Kerhuon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1988, 11 bloaz goude krouidigezh ar skol-vamm Diwan gentañ, e tigoras Diwan Breizh ur skolaj brezhonek en ur ranndi e karter Kerinou e Brest evit 8 skolajiad nemetken. E 1990 e tilojas ar skolaj d'ur skol gozh, straed Gay-Lussac, er Releg-Kerhuon. Roet e voe dezhañ anv Roparz Hemon abalamour m'en deus savet an den-se ostilhoù a bouez evit an deskadurezh vrezhonek. Abaoe 200* eo bet cheñchet an anv da Skolaj Diwan Penn-ar-Bed.
Dougen a ra anv ar skrivagner brezhonek Jakez Riou.
Ganet eo Skolaj Diwan ar Morbihan da goulz an distro skol 1999. Staliet e oa/ e Plañvour, e kreizenn Amzer Nevez. Joel Le Baron, prezidant kentañ en deus lañset ar skolaj, gant ar rener, David Ar Gall o kenlabourat gant ar c’huzul merañ. E distro-skol 2001 eo dilojet ar skolaj evit mont e kreiz-kêr Gwened, straed Jean Marie Allanic, war Rabine Gwened, e-tal kichen ar porzh. Labourioù a zo bet graet evit kempenn al lec’h, ha tamm ha tamm e vez savet ur skolaj brasoc’h brasañ. En distro-skol 2002 e teuas Antony Heulin da vout rener ha Jean François Gouillouzig da vout Prezidant.
Kevrataet eo bet ar skolaj da vout ur gevrad gant ar stad e 2005, goude 5 blez kelenn ha goude bout staliet ar sal fizik ha teknologiezh. Brasaet eo ar skolaj hag emañ o kresk an niver a skolajidi. Degemeret e vez 122 skolajiad hiriv. Diabaoe 2005 eo renet ar skolaj gant Stéphanie Ménec hag ar prezidant, Vincent Brumauld des Houlières.
Emañ ar Skolaj Diwan ar Morbihan o tegemer skolajidi o tonet eus skolioù Diwan a-bep tu; Roazhon, Naoned, an Oriant hag all... hag un nebeud re eus skolioù divyezhek ar Morbihan. Digor eo ar skolaj war 5 devezh, gant ur c’houskva hag obererezhioù ar merc’her goude merenn evit an 20 bennak a ziabarzidi a chom ar sizhun a-bezh (kayakin, UNSS, bowling, sinema... ). Evit an diabarzhidi e vez graet peadra gellet labourat o kaout plijadur; gant ar beilhadegoù, festoù noz, arvestoù ha stalioù a vez kinniget dezho. Ouzhpenn emañ ar porzh-skol nevez aozet evit an dudioù sportel.
Gant ar skipailh pedagogel, tud ar c’huzul merañ hag an holl dud a labour evit ar skolaj, e vez lañset raktresoù hag eskemmoù gant broioù arall, gant brezhonegerien ha kevredigezhioù. Bep trimiziad e vez savet ur gouel war un devezh evit gouesltañ ar brezhoneg oc’h ober c’hoarioù, stalioù, eskemmoù gant tud a-vicher, festoù noz.
Destenn tennet ag al lec'hienn : http://sites.google.com/site/ebrezhoneg56
Eil Skolaj Diwan Bro Leon e Gwiseni
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ e-barzh ar greizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur.