Naoned

Eus Wikipedia

Naoned
Kastell an duged
Kastell an duged
Ardamezioù
Anv gallaouek Naunnt
Anv gallek (ofisiel) Nantes
Bro istorel Bro-Naoned Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Pennlec'h 7 kanton
Kod kumun 44109
Kod post 44000, 44100, 44200 ha 44300
Maer
Amzer gefridi
Johanna Rolland (PS)
2014-2026
Etrekumuniezh Naoned Meurgêr
Bro velestradurel Tolpad-kêrioù Naoned
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 320 732 ann. (2020)[1]
Stankter 4 920 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 13′ 05″ Norzh
1° 33′ 10″ Kornôg
/ 47.21806, -1.55278
Uhelderioù kreiz-kêr : 8 m
bihanañ 2 m — brasañ 52 m
Gorread 65,19 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Naoned

Naoned [ˈnɑ̃wnət] eo kêr vrasañ ha kêr-benn istorel Breizh, e gevred ar vro e Breizh-Uhel, war ribl al Liger. Ur rol melestradurel hag armerzhel pennañ he deus. Pennlec'h ha sez predelezh rannvro Broioù al Liger eo, pennlec'h ha sez prefedelezh departamant al Liger-Atlantel ha sez Akademiezh Naoned. Ur porzh kenwerzh a-bouezh war aber al Liger e-pad kantvedoù, chomet eo Naoned ur pol armerzhel hag industriel pennañ. 309 346 annezad he deus e 2017, 619 240 annezad e Naoned Meurgêr, 622 693 annezad en unvez kêrel ha 934 165 annezad er tolead kêr.

C'hoariet en deus Naoned ur rol hep e bar e Istor Breizh. Deuet da vezañ kêr-benn Breizh gant Alan Barvek er Xvet kantved, sez gouarnamant Dugelezh Breizh e oa betek ma voe staget ar vro ouzh Bro-C'hall er XVIvet kantved. Kastell Duged Breizh, he Iliz-veur hag he Skol-veur savet e 1460 a ziskouezh c'hoazh hiziv galloud ha souvereniezh an Duged d'ar mare-se. Pa zeuas Roazhon da gaout ur rol melestradurel pouezus e framm Proviñs Breizh er c'hantvedoù da heul, e tiorrenas Naoned war an dachenn armerzhel, dre he forzh (gant ar c'henwerzh tric'horniek dreist-holl), hag he greanterezh adalek an Dispac'h Greantel en XIXvet kantved, aroueziet gant an Tour Lu, aspadenn labouradeg kozh an embregerezh vrudet, deuet da vezañ ul lec'h sevenadurel. Pinvidik eo buhez sevenadurel ar gêr, heñvel ouzh arvestoù ar gompagnunezh hollvrudet Royal de Luxe.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War lezioù aber al Liger emañ Kêr Naoned, 50 kilometr hepken eus ar Meurvor Atlantel. War lez hanternoz al Liger emañ Erv Breizh (lost Kein Breizh). Plaenoc’h eo an douar war ribl ar c'hreisteiz.

E-pad pell e voe graet "Venezia ar c’hornôg" eus Naoned peogwir e oa treuzet gant adstêrioù al Liger ha gant kanolioù ivez. Kalz inizi a oa etre daou ribl al Liger: Enez Beaulieu, Enez Santez-Anna, Enez Feydeau, Enez Gloriette...

En XXvet kantved, goude 1930, e oa bet peurgarget pe goloet meur a ganol hag adstêr eus al Liger (re ribl an hanternoz dreist-holl). Bremañ eo treuzet meurgêr Naoned gant al Liger, an Erzh, ar Sevr, ar C'hezin hag ar C'hent.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel Kêr-Naoned

Naunnt eo hec'h anv e gallaoueg, Nantes e galleg, Nantas en okitaneg.

  • Dauzat & Rostaing (1963-1978) : Condevincum, IIvet kantved ; urbem Namneticam, Namnetas, VIvet kantved.
  • Jean-Yves Le Moing : Condiouicnon, IIvet kantved, Ptolemaios.
  • Erwan Vallerie : Namnetas, 1453.
Gerdarzh

Diwar anv ar bobl Namnetes / Namneted, staliet war lez hanternoz ar stêr Liger.

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Blason Nantes.svg
En gul e lestr greet en aour, goueliet en erminoù, mordoant war ur mor geotet ; e gab en erminoù.
  • Sturienn : Favet Neptunus eunti ("Ra zougo Neptunus dorn d'ar veajourien")

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amzer ar Gelted kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma vije bet ar Gelted e Naoned, poblad arvorigat (daveoù mar plij) an Namneted en doa graet e annez tal al Liger. Met ne ouezer ket mat e pelec'h e oant staliet, nemet e oa ur gêrig dezho e-barzh karter ar Bouffay, met e 56 a-raok J.-K e oant bet aloubet gant Jul Kezar, hag anvet e vije bet ar gêr nevez Portus Namnetus. Aesoc'h e oa neuze da Jul Kezar tagañ ar Veneted p'en deus lakaet listri-brezel da vezañ savet di. Marteze eo bet Portus Namnetus porzh an Namneted a oa gevell da hini ar Biktoned a zo bet e anv Portus Ratiatus, deuet da vezañ Reudied rak tal riblenn Su al Liger: kavet ez eus bet roudoù savadurioù galian-ha-roman e kreiz ar gêr-se.

En IIIe ha IVe kantved, evel meur a gêrbenn galian-ha-roman, e cheñchas Condevicnum hec'h anv ur wech ouzhpenn. Meur a cheñchamant lec'hanvadur a oa bet e-kerzh ma oa an impalaeriezh roman o vont da get. Gwelet e vez neuze un distro eus kredennoù koshoc'h, a oa dija galianeg. Tamm-ha-tamm e oa bet adkemeret un anv galianek evit ober sin d'ar c'hredennoù.

Naoned a zeuas da vezañ kristen e-kerzh an IIIe kantved. Hag an iliz-veur a zeuas da vezañ "kador-berc'h" an eskopti. Siwazh da-se tagadennoù a voe eus perzh ar Saksoned pe Frizoned, galvet e oant gant poblañs dianav kenañ ar Vagaudiz ha savet e voe neuze mogerioù-difenn evit diwall ar gêr diwarno.

Naoned e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maered Naoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus 1564 da 1791[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1564 Drouet de la Clémancière.gif Geoffroi DROUET de Langle Ul lec'h eKoeron eo Langle.
1566 Rocaz de la Villate.png Yves ROCAZ de La Chalonnière Ul lec'h e Reudied eo La Chalonnière.
1568 André de Crévy.gif Mathieu ANDRE de Champeaux.
1569 Cornulier.gif Pierre CORNULIER de la Touche. Ul lec'h e Nozieg eo La Touche.
1570 Morin de la Roche.png Jean MORIN de la Marchandrye
1571 Harouis de la Rivière.gif Guillaume HAROUIS de la Seilleraye Nac'het en deus sentiñ ouzh an dug de Montpensier da-geñver Lazhadeg Sant Berteleme, ha dre-se en deus gwaerezet meur a galvinour e Naoned.
1572 Le Loup du Breil.gif Michel le LOU du Breil
1573 Grignon de Rainefort.gif Jacques GRIGNON de la Grignonnaye
1575 Boutin de la Cour.gif Jean BOUTIN de la Cour
1576 Poullain de la Rivière.gif Robert POULLAIN de Gesvres
1577 Loriot de la Noë.gif Michel LORIOT du Fief (-Rosti)
1578 Miron-de-Beauvoir.gif François MIRON de Villeneuve
1580 Brenezay de Carcouët.png Antoine BRÉNEZAY de Carcouét A zo bet ivez alvokad jeneral ouzh Breujoù ar re Kevredet Naoned e 1593.
1581 Compludo de Livernière.png Bonaventure COMPLUDO de Livernière
1583 Brossart du Plessis-Jouan.png Claude BROSSARD de la Trocardière Barner war an dorfedoù ez eo bet ivez.
1584 Gravoil de Saint-Michel.png Antoine GRAVOIL de Saint-Michel
1585 Marquès de la Vairie.png Jacques MARQUES de la Branchouère Chuin Naoned e oa bet e 1578
1586 Fruneau de la Noë.png Jean FRUNEAU de la Noë
1588 Harouis de la Rivière.gif Charles HAROUIS de l’Epinay Mab Guillaume HAROUIS, a-us; toullbac'het gant dug Mercoeur, abalamour ma oa diouzh tu ar Roue.
1590 André de Crévy.gif Pierre ANDRÉ du Tertre
1592 Aubier-l.jpg Jean l'AUBIER de la Chaussée Mestr meur an dourioù ha koadeier Breizh.
1595 Du Bot de Launay.png Guillaume du BOT de Launay Ul lec'h e Gwerzhav eo Le Launay.
1596 Fourché du Breuil.gif Jean FOURCHÉ de la Courosserie A zo bet selaouer ouzh ar C'hontoù e 1572, mestr ar C'hontoù e 1590, a mestr ar c'hanolieriezh
1598 Harouis de la Rivière.gif Charles HAROUIS de l’Epinay Marteze ar memes hini hag e 1588 ?
1599 Hus de la Bouchetière.gif Gabriel HUS de la Bouchetière Tenzorer̃ ouzh Breujoù Breizh e 1590
1601 Laurens de Launay.gif Julien LAURENS de Léraudière
1603 Le Loup du Breil.gif Yves le LOU(P) du Breil Bet mestr ouzh ar C'hontoù e 1586
1605 Cornulier.gif Claude CORNULIER de la Touche
1607 Loriot de la Noë.gif Michel LORIOT de la Noue
1609 Charette.gif René CHARETTE de la Bretonniere
1611 Blanchard de Lessongère.gif Jean BLANCHARD de Lessongère
1613 Charette.gif Louis CHARETTE de la Colinière
1615 Bernard de la Turmelière.png Pierre BERNARD de la Turmelière Ivez kadoriad ouzh ar C'hontoù
1617 Morin de la Roche.png André MORIN du Bois (d'Estréan)
1619 Charette.gif Alexandre CHARETTE du Pellan
1621 Raoul de la Guibourgère.gif Jacques RAOUL de la Guibourgère Bet dimezet da Yvonne Charette. Deuet da vezañ intañv, e yeas gant ar relijion hag e teuas war-lerc'h e eontr Michel evel eskob Saintes e 1631, ha treuzkaset da La Rochelle e 1646, e-lerc'h ma varvas e 1661.
1623 Harouis de la Rivière.gif Louis HAROUIS de la Seilleraye Er bloaz 1626 e voe kadoriad kentañ ouzh ar C'hontoù.
1625 Harouis de la Rivière.gif Jean HAROUIS de l’Epinay
1627 Ménardeau du Perray.gif René MENARDEAU du Perray
1629 De la Tullaye.gif René de la TULLAYE de Belle-lsle
1631 Blanchard de la Chapelle.gif Guillaume BLANCHARD de la Chapelle A zo bet ivez a-ziagent sekretour ar Roue e 1613.
1633 Bernard de la Turmelière.png René BERNARD de la Turmelière
1634 Du Bot de Launay.png André du BOT de la Grandehaye
1636 Charette.gif René CHARETTE de la Bretonnière
1637 Bourgogne de Vieillecour.png François BOURGOGNE de Vieillecour
1639 Poullain de la Rivière.png Pierre POULLAIN de la Vincendière
1642 Juchault de la Bourderie.png Christophe JUCHAULT du Blotereau
1644 Yves de MORIN de la Chalonnière
1647 Bourgues de la Jaunays.png Jacques BOURGUES de la Jaunays A zo bet eilmaer e 1621.
1648 Boux du Teil-Abelin.gif Mathurin BOUX du Tei
1650 Charette.gif Jean CHARETTE de la Gascherie Ul lec'h e Chapel-Erzh eo La Gascherie.
1652 Bidé de la Bidéaie.gif Claude BIDE de Ranzay Un anv e Sant-Donasian eo Ranzay .
1654 Fournier de Chevasné.png Jean FOURNIER de la Pinsonniére Ul lec'h e Mezansker eo La Pinsonnière.
1657 Pontual.gif René de PONTUAL de Tréméreuc Ur barrez en eskopti Sant-Maloù e oa Tremereg.
1659 Huteau des Burons.gif Jacques HUTEAU des Burons
1661 Poullain de la Rivière.gif Jean POULLAIN de la Vincendiére
1662 Macé de la Guinaudière.gif Louis MACE de la Roche Ul lec'h e Koufeg eo La Roche.
1664 Giraud de la Jaillière.gif Mathurin GIRAUD de la Bigeotière Ul lec'h en Orvez eo La Bigeotière.
1666 Lorido.png François LORIDO du Mesnil Ul lec'h e Legneg eo Le Mesnil ; François Lorido e oa bet ivez echuin Naoned e 1643.
1668 Charette.gif Jacques CHARETTE de Montbert Ur barrez e oa Monteverzh.
1671 Libault du Perray.png Gratien LIBAULT de la Templerie Ul lec'h e Pont-Marzin e oa La Templerie ; ur Gratien, marteze ar memes hini, e oa bet chuin Naoned e 1655.
1673 Regnier de la Souchais.png Jean REGNIER de la Souchais Meneget eo an anv "La Souchais" e Donez, Felgerieg-Veur, Sant-Filberzh-Deaz, Sant-Mikael-Keveger. Al lec'h resis n'eo ket bet roet gant PPC.
1675 Charette.gif Louis CHARETTE de la Gascherie
1676 Chevalier du Bois-Chevalier.png Charles-César CHEVALIER du Bois-Chevalier Ul lec'h e Levieg eo Bois-Chevalier.
1679 Frémont des Croix.png Jacques FREMONT du Bouffay Ul lec'h e Chapel-Erzh eo Bouffay.
1682 Mesnard du Pavillon.png Louis MESNARD du Pavillon Ul lec'h e Maezon-a-Stêr eo Le Pavillon.
1683 Bidé de la Bidéaie.gif Claude BIDE de la Bothinière Ul lec'h e Gwaled eo La Bothinière.
1685 De l'Isle de Mezaubran.gif Guillaume de l'ISLE de la Nicollière Ul lec'h e Gwerzhav eo La Nicollière.
1688 Cassard de la Pantière.png Paul CASSARD du Brossay Ul lec'h e Fegerieg eo Le Brossay.
1690 Noblet de Lespau.gif Pierre NOBLET du Villo
1693 Proust de Portlavigne.png Julien PROUST du Port-la-Vigne Ul lec'h e Kervegon eo Port-la-Vigne / Portlavigne.
1708 Roulx de la Ville.png Joseph le ROULX de la Ville Ul lec'h e Kelenneg-ar-Mewan eo La Ville.
1716 Boussineau de Chapeau.png André BOUSSINEAU de la Patissière Ul lec'h e Sant-Ervlan eo La Patissière.
1720 Mellier.png Gérard MELLIER Genidig eus Lyon, Gérard Mellier e oa bet jeneral ar C'hontoù e 1702, ha marc'heg Sant-Lazar. Dimezet e oa gant Renée Tarail.
1730 Le Ray de la Morivière.png René le RAY du Fumet Bez' ez eus ul lec'h anvet "Le Fumet" e Villeneuve-en-Retz, hervez GoogleEarth.
1732 Védier de la Ville-Olivier.png Jean-François VEDIER de la Ville-Olivier Bez' ez eus tri lec'h e Breizh a zo anvet la Ville-Olivier ː Magoerioù-ar-C'houenon, Gwezhennoù, Krugell.
1735 Arquistade-d.jpg René DARQUISTADE de la Maillardière Ul lec'h e Gwerzhav eo La Maillardière ; René Darquistade / d'Arquistade a oa bet ivez chuin Naoned e 1718, ha goude-se sekretour ar Roue ; noblet eo bet dre lizheroù 1743.
1736 Petit de la Bauche.png Claude PETIT de la Bauche. Ul lec'h e Kervegon eo La Bauche.
1738 Moricaud de la Haye.png François MORICAUD de la Haye E keñveroù Gwerzhav e oa La Haye war a seblant.
1740 Arquistade-d.jpg René DARQUISTADE de la Maillardière Evit an eil gwech. Gwelout a-us, 1735.
1747 Du Rocher de Vauguerin.png François Pierre du ROCHER Ar familh-se a oa aotrounez Vauguérin e Sant-Albin-ar-C'hestell ha Rouvré e Ruzieg.
1748 Bellabre.gif Mathurin BELLABRE du Tellement A zo bet chuin Naoned e 1714, sekretour ar Roue e 1730, kent mont da vaer Naoned.
1754 Gellée de Prémion 1.png Jean-Baptiste GELLEE de Prémion Ul lec'h e Kordevez eo Les Prémions.
1762 Joubert du Collet.png Léonard JOUBERT du Collet Ul lec'h e Bourg-des-Moutiers eo Le Collet ; ar familh-se a oa genidik eus Nervouster, met staliet e oa ivez e Breizh, e Porzh-Pêr.
1766 Libault du Perray.png François LIBAULT A zo bet ivez sekretour ar Roue e 1753.
1770 Roger de la Mouchetière.png Philippe-Vincent ROGER de la Mouchetière Ul lec'h e Sant-Koulman eo La Mouchetière ; Philippe-Vincent Roger de la Mouchetière a oa bet letanant-jeneral amiraliezh e 1762 ha koronal milis ar vourc'hizien kent mont da vaer Naoned.
1772 De la Ville de Férolles.png Pierre de la VILLE de Chambardet
1776 Gellée de Prémion 1.png Jean-Baptiste GELLEE de Prémion Gwelout a-us, 1754
1782 Berrouette.png Jean-Jacques BERROUETTE
1786 Guérin de Beaumont.png Georges GUERIN de Beaumont
1787 Richard de la Pervenchère.png Pierre RICHARD de la Pervenchère Ul lec'h e Kazon eo La Pervenchère ; Pierre Richard de la Pervenchère zo bet ivez sekretour ar Roue, ha tad ur c'huzulier ar Stad
1789 Daniel de Kergomar.gif Christophe-Clair DANIEL de Kervégan Ul lec'h e Botoha eo Kervegan ; Christophe-Clair Daniel de Kervégan (†1817) a oa bet ivez pennbarner-koñsul Naoned e 1774, kent mont da vaer Naoned.
1791 Giraud de Charmois.png Pierre-Guillaume-Hervé GIRAUD du Plessis A zo bet ivez kannad eus senesaliezh Naoned ouzh ar Stadoù e 1789, kent mont da vaer Naoned.

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar milour bet ganet e Naoned a voe fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ :

  • Jules Allard, soudard en 62vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'an 13 a viz C'hwevrer 1917 e Verdun, da 24 bloaz, tamallet dezhañ bezañ "dizertet en diabarzh"[2] ;
  • Louis Julien Le Madec (10 a viz Meurzh 1886), soudard er 65vet rujumant war-droad, fuzuilhet pe lazhet gant un ofiser d'ar 16 a viz Here 1914 en Englebelmer (meneget eo war ar mortuaj: «indigne» (dizellezeg)[3]);
  • Louis Longuetaud (12 a viz Gwengolo 1889 -14 a viz Meurzh 1915 e Bourg-et-Comin), soudard en 249vet rujumant war-droad, fuzuilhet evit «feulster ha gourdrouz ouzh unan a-us»[4];
  • Jean Michel Suraud, soudard, fuzuilhet d'ar 7 a viz Gwengolo 1916, da 34 bloaz.

Arzourien bet awenet gant Naoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livourien: Louis Garneray, Charles Leduc, Robert Micheau-Vernez, Nicolas Ozanne, William Parrott, Jean-François Sablet, Joseph Mallord William Turner

Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aubier-l.jpg
Jean l'Aubier, pe Laubier, maer Naoned e 1591
En argant e deir grilh en sabel o dornelloù bouklet ivez en sabel.
Avaugour-d.jpg
? d'Avaugour, aotrounez Port-Durand e Sant-Donasian
En argant e gab en gul.
D'Avignon.jpg
? d'Avignon, Davaignon
En gul e lammell heuliet ouzh kab gant ur bezantenn, ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir c'hregilhenn, an holl en argant.
François, sekretour an dug e 1475 ; Pierre, tailhanter Naoned e 1533 ; Artur, galvet ouzh an eil-bann Naoned e 1543
Bachelier-b.jpg
? Bachelier du Pinier, chuin Naoned e 1654
En argant e binenn en geot war ur savenn ivez en geot.
Barbechat.gif
Josselin Barbechat, arc'hdiagon Naoned e 1239
Ul leonparzh heuliet gant c'hwec'h groazigan , 3, 3.
Barbot de Flavacourt.jpg
Laurent Barbot, alvokad ar Roue ouzh prezidial Naoned e 1669
En glazur e groaz en argant heuliet gant pevar leonig en aour, unan ouzh pep konk.
Barillier du Saz.jpg
? Barillier, chuin Naoned e 1598
En glazur e gebrenn en aour, heuliet ouzh kab gant div galon ivez en aour hag ouzh beg gant ur greskenn en argant.
Barillon de Bonnefons.gif
? Barillon de Bonnefons, aotrounez Plessis-Tizon, e Sant-Donasian

En gul e deir barrikenn en aour kelc'hiet en sabel.

Baron de Nantes.gif
? Baron; genidik eus Naoned ; un alvokad ouzh Breujoù Breizh, bet ganet e 1738, ha noblet e 1815
En glazur e zri levr digor en aour.
Barrieu.gif
Jacques Barrieu, kuzulier ouzh amiraliezh Noaned e 1696
En argant e gebrenn en gul heuliet ouzh kab gant div steredenn ivez en gul hag ouzh beg gant un erez en sabel.
Bascher du Préau.gif
? Bascher, koronal, provost lez Naoned, bet noblet e 1818.
En argant e groaz vleuñvellek geotet karget gant ur c'hleze en aour peuliek, teir fempdelienn en glazur ouzh konkoù 1 & 4, un dervenn c'heotet diframmet ouzh konkoù 2 ha 3.
Bellot de la Placelière.gif
Pierre Bellot ː chuin Naoned e 1698
En argant e baun rodellant en geot heuliet gant ur vrizhenn erminig en sabel ouzh pep konk.
Bourgogne de Vieillecour.png
(...)? Bourgogne de Vieillecour ː chuin Naoned e 1612
Troc'het etre aour hag argant ; e ezev en glazur heuliet gant peder rozenn ivez en glazur, 2, 2.
Caillaud du Souchay.png
Claude Caillaud ː chuin Naoned e 1630
En glazur e gebrenn dentek, heuliet ouzh kab gant teir steredenn hag ouzh beg gant ur greskenn, an holl en argant; ur koail en aour etre brec'hennoù ar greskenn
Daniel de Kergomar.gif
Christophe-Clair Daniel ː pennbarner-konsul Naoned e 1774 ; maer Naoned e 1789 ; aet da Anaon e 1817.
En gul e lammell en aour, heuliet ouzh kab hag ouzh beg gant ur bezantenn iverz en aour.
Drouet de la Clémancière.gif
Guillaume Drouet de Langle, kentañ maer Naoned, eus 1564 da 1566
En gul e deir c'halon en aour, ur rozenn ivez en aour ouzh kondon
Kermenguy-d.jpg
François de Kermenguy, alouer Naoned e 1538 (bet ivez kuzulier ouzh Grands-Jours ha prezidant ouzh ar C'hontoù)
En aour e gelenenn c'heotet diwriziet ha dizeliennet.
De l'Isle de Mezaubran.gif
Guillaume de l'Isle, maer Naoned e 1685.
En gul e zek kanochenn en aour, 4, 3, 2, 1.
Mabille.gif
? Mabille ː eil-maer Naoned e 1687.
En glazur e zri skoed en argant, pep hini karget gant teir brizhenn en sabel.
Michel (de Nantes).gif
? Michel, kenwerzher Naoned, bet noblet e 1747.
En glazur e dreustell en aour karget gant ur galon en gul, ha heuliet gant teir melchonenn en aour.
De Monti de la Chalonnière.png
Bernard de Monti, mestr ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1572, ha chuin Naoned e 1573.
En glazur e sourin en aour, heuliet gant daou venez a c'hwec'h tamm ivez en aour.
Olivier du Pavillon.gif
? Olivier, chuin Naoned e 1644.
En argant e wezenn-olivez en geot war ur savenn ivez en geot.
De Volvire.png
de Volvire
Aotrounez Ponts-de-Pirmil
Goudreustellet a zek pezh etre aour ha gul

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Panell mont-tre nevez-staliet e Naoned - Ober 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg votet gant kuzul-kêr Naoned.

Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1981.

E 1985 e voe krouet ar gevredigezh Kentelioù an Noz e Naoned, evit ober war-dro ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet, gant Gweltaz Adeux, Roland Mogn ha Gwenola Rossinyol. En deiz a hiziv eo oberiant ar gevredigezh-se e seizh karter ag ar gêr, gant kentelioù hag obererezhioù liesseurt.

Ur skol Diwan a zo e Naoned, unan eus ar re vrasañ e Breizh, 180 bugel a zo er skol (niver distro-skol 2012-2013). Un eil skol Diwan a zo bet krouet e su Naoned. Digoret eo bet en distro-skol 2012 gant 6 bugel.

E distro-skol Gwengolo 2022 e oa 456 skoliad enskrivet er skolioù Diwan hag er c'hlasoù divyezhek (1,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[5]

Ur skolaj Diwan a zo bet krouet e 2008 e Sant-Ervlan, sko ouzh Naoned, evit bugale al Liger-Atlantel met ivez evit re all ho tont eus skol Diwan Pariz. 48 skolajiad a zo enskrivet e 2012-2013.

Ur sturlevr divyezhek diwar-benn Naoned a zo bet embannet e 2006 gant Yoran Embanner. Ar rakskrid a zo bet graet gant an istorour Armel de Wismes. An oberer - an Naonedad Pierre-Emmanuel Marais - en deus skrivet "Ronan ar c'horrigan" e 2007 (Keit Vimp Bev). Resevet en deus al levrig-mañ an eil priz evit ar genstrivadeg "Priz ar Vugale 2008".

Evit difenn ar brezhoneg ez eus bet graet ur fest-deiz gant Ai'ta!, tre e-kreiz Kastell an Duged, e Naoned.

D'an 21 Kerzu 2007 e oa bet staliet panelloù mont-tre divyezhek e Naoned.

D'ar 24 Kerzu 2007 e oa distro ar brezhoneg ouzh ar skramm e Naoned, 4 bloavezh goude bezañ lamet an abadennoù brezhoneg gant renerien Frañs 3. War ar chadenn lec'hel Telenantes e oa skignet ar sitkom kentañ bet graet e brezhoneg.

D’ar 27 a viz Genver 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.

D'an 10 Meurzh 2021 e oa bet roet ar c'hentañ levrig familh brezhonek gant ti-kêr Naoned.

Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[6]

Ekonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

KKG[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Naoned / Sant-Nazer zo e Naoned. Eno emañ ivez KKR Broioù al Liger.

Tour Breizh.

Porzh Emren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket bev porzh Naoned ken. E 2005 e oa tremenet 35,5 milion a donennoù e Porzh Emren Naoned / Sant-Nazer met nemet 10% anezho a oa bet e Naoned da lavaret pe e Chevire (produioù koad) pe Ar Roc'h-Morvan (ed). Er porzh emren e tremen ivez lodennoù eus an A380 a ya da Vourdel.

Naoned ha tour Breizh.

Cassegrain[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stal boued-mir bet savet gant Charles Cassegrain a oa bet krouet e 1856 e Naoned. Unan eus politkourien veur Naoned eo bet Léopold Cassegrain.

Trenioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Naoned war al linenn hent-houarn a ya eus Paris d'ar Groazig. Ac'haleno e c'haller mont ivez da :

N'eus linenn ebet etre Naoned ha Roazhon.

Tramgirri[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur rouedad tramgirri a oa bet e Naoned etre 1876 ha 1958. Roet e oa lañs dezhañ e 1876 gant Louis Mékarski, ar mekanikoù a yae en-dro gant aer moustret. E 1914 e teue da vezañ melen ar girri, ha gant tredan e yeont en-dro. Dilezet e oa an tramgarr e 1958 betek miz Genver 1985 pa oa savet ul linenn etre Bellevue ha La Haluchère. D'an 2 a viz Gwengolo 2000 e oa astennet al linenn 1 ha digoret al linenn 3 etre Plaissance ha Hôtel Dieu.

Ne oa ket dibabet ar metro gant ti-kêr Naoned, pa oa bet gant Roazhon, kêr vihanoc'h anezhi.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Iliz-Veur Sant Pêr ha Sant Paol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diavez
Diabarzh

Penniliz Sant Nikolaz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diavez
Diabarzh

Iliz ar Groaz Santel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz Sant Kler[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kastell an Duged[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diavez
Diabarzh

Mirdioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel pep meurgêr he deus Naoned kalz mirdioù disheñvel, testoù e c'hlad hag e istor pinvidik :

Liorzhoù ha parkoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

100 liorzh a zo e Naoned, en o zouez 11 park, evel Park Procé, Park ar Blottereau, Park ar Gaudinière, al Liorzh botanek...

Bezioù ar C'hommonwealth e beredoù ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezioù ar C'hommonwealth e bered La Bouteillerie
Bro Niver a dud
Flag of Canada (1868–1921).svg Kanada 1 (Tirlu)
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 27 (Merdeadurezh kenwerzh: 3, Morlu:1, Tirlu:23)
Hollad 28

Marvet int e-kerzh ar Brezel-bed kentañ[7].

Bezioù ar C'hommonwealth e bered Pont-du-Cens
Bro Niver a soudarded
Banniel Aostralia Aostralia 4
Flag of Canada (1868–1921).svg Kanada 6
Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet 92 Aerlu:77
Tirlu: 15
Banniel Zeland-Nevez Zeland-Nevez 4
Hollad 106

Marvet int e-kerzh an Eil Brezel-bed[8] .

Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marc'hhouarnerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mell-droad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Basketball[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En eil rummad e c'hoari Hermine de Nantes.

Handball[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez gwellañ skipailhoù Bro-C'hall emañ HBC Nantes.

Rugbi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En trede rummad e c'hoari ar Stade Nantais.

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kêrioù gevellet
Emglevioù

Koñsuldioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir c'hoñsuliezh hollek a zo e Naoned : Tunizia staliet straed Boileau, Turkia kae François Mitterrand, hag Aljeria straed ar jeneral Buat.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Adolphe Joanne ː Géographie du département de Loire-Inférieure. Librairie Hachette et Cie. 1884
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]