Éric Tabarly

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eric Tabarly

Éric Tabarly a oa ur moraer breizhat, ganet d'ar 24 a viz Gouere 1931 e Naoned, marvet d'an 13 a viz Mezheven 1998, goude bezañ bet kouezhet er mor, e Mor Iwerzhon.

Abred e voe dedennet gant ar redadegoù bigi-dre-lien, hag ofiser e morlu Bro C'hall e oa bet kent kemer perzh e redadegoù bigi.

E 1964, hag e 1976 e dibenn an Ostar, ez eas ar maout gantañ.

Bezañ oa sot nay gant traoù ar mor hag eñ e-unan a rae maketennoù. Krouet en doa ar skol bagoù dre lien anvet « école française de course au large ».

Deut oa da vezañ brudet d’an 18 a viz Even 1964 peogwir en doa gounezet ar redadek « La Transat Anglaise » gant e vag ar Pen Duick II graet gant plankennoù koad peget, ober a ra 13,60m. Sort bagoù-mañ zo anvet « ketch ». Treset oa bet gant ar vreudeur Constantini. Eric Tabarly en doa graet ar redadeg-se e-pad 27 devezh. Anvet e oa bet « Chevalier de la Légion D’honneur » gant ar Jeneral de Gaulle.

E 1977 en doa gounezet ar « Whitbread »gant e "skipeur" Eric Loizeau hag e vag ar Pen Duick III,savet e 1966, ober a ra 17,45m gant 2 wern hag ur gogenn aluminium.

Graet en doa ar c’hentañ Vendée Globe e 1989 /1990 gant Jean François Coste met kollet en doa, lakaet o doa 167 devezh peogwir ne oa ket savet ar Pen Duick III evit ar redadek mañ.

Warlec’h an div vag-mañ zo bet ar Pen Duick IV treset gant Andre Allegre e 1968.

Un teir gogen 20,80m eo graet gant aluminium met n’en deus ket graet redadek ebet ganti.

Ar Pen Duick V savet e 1969 a ra 10,60m, treset gant Michel Bigoin ha Daniel Duvergie sikouret gant E.Tabarly, ar vag-se oa evit ober ar Vendée Globe.

Ar Pen Duick VI zo ur ketch 22,25m graet gant aluminium, ijinet gant an arkitekt Andre Maurie, ar vag-mañ zo bet savet evit 15 den met gounezet en deus e-unan an Transat e 1976.

An « hypodroptère » oa ur pimpatrom 6 m ijinet gant E.Tabarly e 1976.

Evit achuiñ, ar « Paul Ricard » oa bet savet e 1975 gant E.Tabarly hag e skipailh arkitektourienn war vor. Ar vag-se a ra 16,50m, un teir gogen eo graet gant aluminium.

Pen Duick I
e gouel Douarnenez e 2010