Istor Naoned

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Skoed-ardamez Naoned
En gul e lestrenn aour war ur mor geotet, e ouelioù karget en erminig, e gab en erminig
Favet Neptunus eunti : "Neptunus he skor pa ya kuit"

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bobl anvet Namneted eo an dud kentañ anavezet en aber ar stêr Liger. Kelted e oant, ha divizet o devoa sevel o c’hêr-benn eno. N’haller ket lec’hiañ an dachenn-se resis hiziv an deiz, ha ne ouezer ket ha staliet e oant rik er memes lec’h evel kêr Naoned. Gouzout a reer e oa bet aloubet ar gêriadenn gant Caius Julius Caesar e 56 kent JK hag anvet gantañ Portus Namnetus, "Porzh an Namneted". Krediñ a reer edo ar gêriadenn-se en dachenn m'emañ karter ar Bouffay e Naoned.
Er memes bloavezh e oa bet sikouret Caius Julius Caesar gant Namneted a-benn trec’hiñ ar Weneted dre sevel bigi. En IIIe kantved hag er IVe kantved e voe kemmet an anv Condevicnum evit kemer anv ar bobl a oa o ren ar vro, evel ma c’hoarvezas gant meur a gêr vras da neuze. Kemm anv ar c’hêrioù a ziskouez pegen gwanet e oa galloud Impalaeriezh Roma. Merzet eo bet dre-se un distro d’ar gizioù kozh : an doueed kozh a oa bet dilezet a voe pedet en-dro, delwennoù relijiel a voe savet en-dro, hag enskrivadurioù gouestlet d’an doueed kozh ivez. Adkavet o fivelezh gant ar pobloù-se neuze.

En IIIe kantved e voe kristenaet Naoned, an iliz-veur o tont da vezañ sez an eskopti, an harzoù anezhañ o vezañ tamm-pe-damm ar memes re ha departamant al Liger-Atlantel, petra bennak ma oa Craon (Mayenne) ennañ d'ar mare-se.
E fin an IIIe kantved e krogas ar vorlaeron da dagañ Naoned. Saksoned pe Friziz e oant, anvet bagoded gant annezidi ar vro. Dre ma oa dinerzh melestradurezh ha arme ar Romaned e voe ret da gêriz sevel mogerioù-difenn evit o gwareziñ pa veze enebourien o tont. Hewel eo ar mogerioù-se hiziv an deiz c’hoazh ; betek ar Grennamzer o deus bevennet kêr Naoned, a oa 78 hektar he gorread d’ar mare-se.

Er Grennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kastell duged Breizh e Naoned

Aloubadeg ar Vretoned (841-851)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad 50 bloavezh e oa bet renet marzoù Breizh gant ar Widonided, un tiegezh frank-hag-italian [1], Naoned o vezañ kêr-benn unan eus kontelezhioù ar marzoù.
D'ar 25 a viz Even 841 en em gannas ar Widonid Lambert a-enep Ricuin a Naoned en Emgann Fontenoy-en-Puisaye (Yonne). Pa voe lazhet Ricuin e voe roet kontelezh Naoned da Renaud, kont Herbauges [2], gant Charlez ar Moal daoust ma c’houlenne groñs Lambert bezañ mestr war Naoned. Abalamour d'an nac'hadenn-se e troas kein da roue ar Franked evit mont war-du Nevenoe hag a enebe ouzh Charlez ar Moal.
D'an 23 a viz Mae 843 e voe trec’het ha lazhet Renaud a Naoned gant Lambert ha Nevenoe en Emgann Blaen [3]. Met an Naonediz a nac’has beli Lambert, p'en devije sikouret ar Vikinged da breizhañ kêr ha lazhañ an eskob en iliz-veur.

Aet kuit e gevredidi skandinaviat e kemeras Lambert renerezh Naoned dindan an anv Lambert II a Naoned, kont Naoned. Gantañ e voe lazhet ar c’hont Bernard de Poitiers ha Hervé kont Herbauges, mab Renaud, en nevezamzer 844, er Su da Naoned. E fin miz Here pe e deroù miz Du 845 e voe dilezet Nevenoe gant Lambert II : e Teurgn, da vare Nedeleg, e tistagas e le a feizleunder da roue ar Franked hag a lezas dezhañ kontelezh Naoned. E miz Eost 846 avat e voe anvet Amaury da gont Naoned, Lambert II o vezañ lakaet e penn tiriad an abati Sainte-Colombe e Sens.[4]
E 849 e voe adlakaet Lambert II e penn bro Naoned gant ar roue, a fizias ennañ ivez bro Roazhon hag un tiriad e Su ar stêr Liger. Distreiñ diouzh ar roue frank a reas ar c'hont adarre avat, ha mont a-du gant Nevenoe a-nevez. Goude ar 15 a viz Eost 850 e voe aloubet Naoned ha Roazhon gant Nevenoe hag e gevreded, ha diskaret mogerioù-difenn an div gêr a-benn mirout ouzh luioù ar roue frank a zistreiñ.[4]
E 851, Lambert II a sikouras Nevenoe da dagañ Neustria. Goude marv Nevenoe e Vendôme d'ar 7 a viz Meurzh 851 en em lakaas Lambert II e penn luad ar Vretoned evit distreiñ da Vreizh ha beziañ Nevenoe e Redon. Gant Erispoe, mab Nevenoe ha dug nevez Breizh, e kemeras perzh en Emgann Jengland d'an 22 a viz Eost 851, ma voe faezhet ar Franked. E miz Gwengolo 851 e voe sinet "peoc'h Anjev" gant Erispoe ha Charlez ar Moal. Roue ar Franked a anzavas Erispoe evel roue ar Vretoned o ren war bro Naoned, bro Roazhon, bro Raezh ha marzoù kozh Breizh ; harzoù istorel Breizh ec'h eo an tiriad-se abaoe. Kollet pep spi gant Lambert II da ren war Naoned eta.

Kontelezh Naoned dindan galloud Rouantelezh Breizh (851-908)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude feur-emglev Angers (851) e voe Naoned e Breizh evit un hanter-kant bloavezh bennak. Erispoe, roue Breizh, a zeuas da vezañ kont Naoned ; e vreur-kaer Salaun a voe kont en e c'houde, eus 857 betek 874. Pa varvas Salaun e savas jeu etre Gurvan, kont Roazhon ha mabeg Erispoe, ha Paskweten, kont Gwened ha mabeg Salaun, a-benn pakout an tron. Paskweten a voe kont Naoned, met ne renkas ket e gudenn gant Gurvan a-zivout kurunenn Breizh. E vreur Alan Iañ, a voe kont Naoned e 877, eo a zeuas da vezañ roue Breizh tro 890 betek e varv e 907.

Emglev etre kontelezh Naoned hag Anjev (909-937)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas Alan Iañ e kemeras Gourmaelon ar galloud. Kont Bro Gerne e oa, ha priñs Breizh ivez etre 908 ha 913. E 907 e krogas en-dro tagadennoù ar Vikinged war rouantelezh Breizh, setu perak ez aozas Roperzh Iañ, roue Bro-C'hall, hag a oa o enebiñ ouzh an Normaned e trezek tout Neustria, gant Foulk Iañ, kont Anjev, an difenn e harzoù kornôg Neustria. Foulk Iañ a resevas kontelezh Naoned. Karget e voe da zifenn ar vro a-enep an Normaned hag ar Vretoned.

XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh pevar den eus Naoned, Michelle Roux (anevet La Veillone pe L'Eveillone ivez), La Lejeune, Lescuret ha Souvaget, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz [5].

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezelioù-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Harzoù-labour e 1955[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Diskennidi Wido Nametis (~778 – kent 818), [kontelezh|kont]] Naoned – Nametis d'ar mare-se – ha markiz marzoù Breizh (kent 79-kent 818), e oa izili an tiegezh-se. Gwelit (fr) Régine Le Jan, Famille et pouvoir dans le monde franc (VIIème-Xème siècles), Publications de la Sorbonne, 1995, (ISBN 978-2-85944-268-2).
  2. Bro-Raez ha Vande an Norzh adalek Nervouster betek Tiffauges, Klison hag ar Mauges e oa tiriad ar gontelezh-se ; Herbauge a vez skrivet ivez.
  3. (fr) Annales de Saint-Bertin.
  4. 4,0 ha4,1 (fr) Janet Nelson, Charles le Chauve, Éditions Aubier, 1994, (ISBN 978-2-7007-2261-1).
  5. (fr) Arthur Le Moyne de La Borderie (1884), La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, Kessinger Publishing, 2010, (ISBN 978-1-160-13385-4).
  6. (fr) J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, pajenn 106 – Ulan Press, 2012.
  7. Cassini - EHESS - Fichenn kumun Naoned
  8. Stadegoù
  9. (fr) Ouest-France, 8 a viz Even 2010.
  10. (fr) Pertes RAF
  11. (fr) Eddy Florentin, Quand les Alliés bombardaient la France 1940-1945, Embannadurioù Perrin, Dastumadenn Tempus, 2008, pajennoù 249-258 (ISBN 978-2-262-02836-7)
  12. {fr}} René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, Liv' Éditions, 2008, pajenn 329 (ISBN 978-2-84497-131-9)