Philippe Pétain
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Henri Philippe Pétain, Philippe Pétain |
| Anv ganedigezh | Henri Philippe Bénoni Omer Joseph Pétain |
| Anv-bihan | Philippe |
| Anv-familh | Pétain |
| Deiziad ganedigezh | 24 Ebr 1856 |
| Lec'h ganedigezh | Cauchy-à-la-Tour |
| Deiziad ar marv | 23 Gou 1951 |
| Lec'h ar marv | Port-Joinville |
| Lec'h douaridigezh | bez Philippe Pétain |
| Tad | Omer-Venant Pétain |
| Mamm | Clotilde Legrand |
| Pried | Annie Pétain |
| Bugel | talvoud ebet |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Yezh implijet dre skrid | galleg |
| Kondaonet evit | treitouriezh uhel |
| Penalty | Dégradation nationale |
| Micher | politiker, diplomat, ofiser, milour |
| Tachenn labour | politiker |
| Bet war ar studi e | École Spéciale Militaire de Saint-Cyr |
| Lec'h labour | Vichy |
| Deroù ar prantad labour | 1876 |
| Dibenn ar prantad labour | 1944 |
| Strollad politikel | talvoud ebet |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |
| Perzhiad e | WWII Axis collaboration in France, emgann al Leie |
| Brezel | Brezel-bed kentañ, emgann Verdun, Brezel ar Rif, Eil Brezel-bed |
| Skour lu | Nerzhioù lu Frañs |
| Diellaouet gant | Archives nationales, Servij istorel an Difenn, La contemporaine |
| Ezel eus | Académie des sciences morales et politiques, Académie Française |

Philippe Pétain (e anv klok a oa Henri Philippe Bénoni Omer Pétain), bet ganet d'ar 24 a viz Ebrel 1856 e Cauchy-à-la-Tour (Pas-de-Calais) ha marvet d'an 23 a viz Gouere 1951 e Port-Joinville, en Enez-Euz, a zo ur soudard, diplomat, politikour, ha den Stad gall.
Abalamour d'e berzh a-bouez e-doug ar c'hentañ Brezel-bed, Pétain a vez diskouezet peurliesañ evel « trec'her emgann Verdun » ha, gant Georges Clemenceau, evel artizan adsavadur startijenn an armeoù goude taolioù-dispac'h 1917. Anvet e oa penngomandant an armeoù gall betek diwezh ar brezel. Graet e oa marichal Bro-C'hall e miz Du 1918.
Dont a reas Pétain da vezañ akademiad e 1929 hag e-pad ur pred berr e oa ministr eus ar brezel, eus miz C'hwevrer da viz Du 1934, ha goude kannad Bro-C'hall e Bro-Spagn (1939). Galvet d'ar gouarnamant e 1940, da vare trec'h an Alamanted, e teuas da vezañ prezidant ar c'huzul e-lec'h Paul Reynaud. Enebiñ a reas ouzh kendalc'h ar brezel abalamour ma soñje e oa kollet. Gervel a reas, adalek an 17 a viz Even, da baouez gant an emgann ha da sinañ arsav-brezel an 22 a viz Mezheven 1940 gant Alamagn Adolf Hitler. Resev a reas an holl c'halloudoù d'an 10 a viz Gouere 1940 ha kemer a reas antronoz an titl a Benn ar Stad c'hall a viras e-pad pevar bloavezh dindan an dalc'herezh nazi. Lañs a roas d'an Dispac'h broadel ha d'ar c'henlabourerezh gant an Trede Reich.
Barnet da vare an Dieubidigezh evit bezañ kenlabouret gant enebourien Bro-C'hall ha trubarderezh bras gant al Lez-varn uhel a justis, Pétain a oa kondaonet dre varnadenn ar 15 a viz Eost 1945 d'an Dizellid broadel, da ziberc'hennadur e vadoù ha d'ar c'hastiz a varv. Erbediñ a rae al lez-varn chom hep seveniñ ar c'hastiz diwezhañ-mañ abalamour d'e oad. Kemmet e oa e gastiz ha lakaet e oa e prizon buhez-pad gant ar jeneral de Gaulle, penn Gouarnamant da c'hortoz ar Republik. Mervel a reas en toull-bac'h en Enez-Euz m'emañ sebeliet.
Evel ma oa 84 vloaz e miz Gouere 1940, Philippe Pétain zo bet ar penn Stad koshañ eus istor Bro-C'hall.