Trede Reich
| |||||||
| Kan broadel | Das Lied der Deutschen Horst-Wessel-Lied | ||||||
| Yezh ofisiel | Alamaneg | ||||||
| Kêr-benn | Berlin | ||||||
| Gorread -En holl |
633 786 km2 (1939) | ||||||
| Poblañs -Hollad |
69 314 000. (1939) | ||||||
| Prezidant | Adolf Hitler 1933 - 30 Ebrel 1945 Karl Dönitz 30 Ebrel - 23 Mae 1945 | ||||||
| Moneiz | Reichsmark | ||||||
Envel a reer Trede Reich (pe Deutsches Reich en alamaneg ha diwezhatoc'h Großdeutsches Reich) ar stad alaman renet gant Adolf Hitler pa erruas er galloud ha pa aozas e c'halloud hollveliek. Padout a reas etre 1933 betek 1945.
E 1933 ne oa ket bet lamet c'hoazh ar Republik neuze e raer gant Deutsches Reich, padout a raio kement-mañ betek kouezhadenn an Trede Reich e 1945. Adal ar bloavezh 1943 e oa deuet war-wel an anv « Grossdeutsches Reich » lakaet war-wel gant lod pennoù bras ha ministrerezhioù ar ren-se.
Dindan Hitler, strollad nemetañ an III Reich e oa Strollad broadel sokialour al labourerien alaman, brudetoc'h dre al lizherennoù NSDAP (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei). Ar ger nazi (e alamaneg Nationalsozialismus) a zo savet o kemer vogalenn gentañ ar gerioù a gaver en anv-se en alaman. Un arouez eus ar c'helennadurezh lakaet e plas gant Hitler eo dreist-holl.
Ideologiezh ar renad a zo an national-sozialismus pe broadel-sokialouriezh.
Ar ger "Alamagn nazi" deuet adal national-sozialismus berraet e nazi-smus = nazismus, a zo direizh hervez ar savpoent istorel peogwir e klot gant an IIIe Reich met ne glot ket gant deiziadoù istor ar strollad. E Bro-Alamagn n'eo ket ur ger implijet evit termeniñ ar prantad-mañ.
Savidigezh an IIIe Reich alaman a zo diazezet war meizad al Lebensraum (lec'h pe spas bevañ ret). Met muioc'h c'hoazh, an emled tiriadel kaset da benn gant Hitler oa sturiet dre mennozh al Lebebsraum-se hag ar mennozh-se oa harpet gant reoù glannded ar ouenn arian, an enepyuzevegezh, ar c'hoant digoll goude efedoù feur-emglev Versailhez, hag an enep-komunouriezh ha lazhadegoù ha gouennlazhioù e-leizh kaset en-dro gant ar renad nazi.
Ar renad-mañ a badas daouzek vloaz: adalek dilennadeg Hitler evel kañseller d'an 30 a viz Genver 1933 betek diskar ar Reich d'an 8 a viz Mae 1945 ha betek ma voe harzet penn diwezhañ ar gouarnamant alaman, Karl Dönitz. Hervez ar propaganda nazi, an IIIe Reich a oa da badout « mil bloaz ».
Anvioù ar ren[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E-keñver ar Gwir ne oa ket bet roet lamm da Republik Weimar, an anv ofisiel neuze a oa Deutsches Reich (brezhoneg: Reich Alaman). Adal 1943 e teu war-wel an anv nevez Großdeutsches Reich (brezhoneg: Reich meur).
An anv Trede Reich adkemeret gant an nazied a zo deuet adal ur romant embannet e 1923 gant Arthur Moeller van den Bruck anvet Das Dritte Reich.
En Alamagn hiziv-an-deiz e reer gant Zeit des Nationalsozialismus (brezhoneg: mare broadel-sokialour), Nationalsozialistische Gewaltherrschaft (brezhoneg: tirantiezh broadel-sokialour ) pe simploc'h gant Dritte Reich (Trede Reich).
| Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |