Arthur Moeller van den Bruck
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh alaman, Republik Weimar |
| Anv e yezh-vamm an den | Arthur Moeller van den Bruck |
| Anv-bihan | Arthur |
| Anv-familh | Moeller, Bruck |
| Deiziad ganedigezh | 23 Ebrel 1876 |
| Lec'h ganedigezh | Solingen |
| Deiziad ar marv | 30 Mae 1925 |
| Lec'h ar marv | Berlin |
| Doare mervel | emlazh |
| Lec'h douaridigezh | Parkfriedhof Lichterfelde |
| Pried | Hedda Eulenberg |
| Kar | Friedrich Maase |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
| Yezh implijet dre skrid | alamaneg |
| Micher | troer, istorour, skrivagner, cultural historian, church historian |
| Tachenn labour | theory of the state |
| Implijer | Q779123 |
| Brezel | Brezel-bed kentañ |
| Diellaouet gant | Staatsbibliothek zu Berlin |
| Luskad | Dispac'h mirour |

Arthur Wilhelm Ernst Victor Moeller van den Bruck (23 Ebrel 1876 – 30 Mae 1925) a oa ur skrivagner hag un istorour alaman. Brudet eo e levr Das Dritte Reich ("An Trede Reich"), embannet e 1923, hag a vrude ar vroadelouriezh alaman. Levezoniñ a reas an dispac'h mirour hag an NSDAP. Daoust ma oa a-enep menozhioù Adolf Hitler.[1]
Adal 1906 da 1922 e embannas holl oberennoù Dostoyevsky en alamaneg, troet gant Elisabeth Kaerrick.
En em lazhet e oa e Berlin d'an 30 a viz Mae 1925.
Levezon war an Naziouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e levr Das Recht der jungen Völker ("Gwir ar pobloù yaouank"), Moeller van den Bruck a ginnig ur seurt damkaniezh Sonderweg ma tiorren ar soñj eo Rusia ur gevredigezh komunist a-orin tra ma eo SUA ur gevredigezh kapitalist, an daou a veze distaolet gantañ. Kinniget e veze Alamagn evel ar gevredigezh etre an div weledigezh-se. Moeller van den Bruck a vrudas ur preder enep-kuzh-heol hag enep-impalaerour evit ar stad (Staatstheorie), en ur soñjal sevel ur pont etre ar vroadelouriezh hag ar justis sokial.
Ul levezon vras en doe war ar Jungkonservativen (Ar virourien yaouank) evit o enebiezh ouzh Republik Weimar. Dedennet e voe gant ar strollad nazi mes ne gare ket mennozhioù Hitler hag a gave re boblelour. An nazied a gemeras mennozhioù ag e levr Das Dritte Reich memestra, an titl da gentañ, ha mennozh an Übermensch diwezhatoc'h.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Die moderne Literatur in Gruppen und Einzeldarstellungen (1900)
- Das Variété: Eine Kulturdramaturgie (1900)
- Die Deutschen: Unsere Menschheitsgeschichte (1904)
- Zeitgenossen (1905)
- Die italienische Schönheit (1913)
- Der preußische Stil (1915)
- Das Recht der jungen Völker (1918)
- Das Dritte Reich (1923)
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Krebs, Gerhard (1941). "Moeller van den Bruck: Inventor of the "Third Reich"". American Political Science Review 35 (6): 1085–1105. DOI:10.2307/1950548. ISSN 0003-0554
