Republik Weimar
''Weimarer Republik'' Republik Weimar | |||||
| |||||
Kan broadel: Das Lied der Deutschen | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Berlin | ||||
Yezh(où) ofisiel | alamaneg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | republik | ||||
- Prezidant | Friedrich Ebert (1918-1925), Paul von Hindenburg (1925 – miz Eost 1934) | ||||
- Kañseller | Philipp Scheidemann (1919), Adolf Hitler (1933) | ||||
{{{doare_riegezh}}} | |||||
- Krouidigezh | 11 a viz Eost 1919 | ||||
- Lezenn an hollc'halloud | 23 a viz Meurzh 1933 | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 468 787 (1919) km² | ||||
Poblañs | |||||
- Stankter | 133,1/km² | ||||
Moneiz | Papiermark (1919-1923) Reichsmark (1924-1933) ( {{{kod moneiz}}} )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC{{{utc_offset}}}) | ||||
Kod kenrouedad | {{{Kod kenrouedad}}} |
Republik Weimar eo anv ar ren a voe er Reich alaman etre 1919 ha 1933. Goude trec'hidigezh Alamagn er Brezel bed kentañ ez eo e kêr Weimar ma voe bodet ar vodadeg vroadel alaman ha gant hec'h izili e voe savet bonreizh Weimar hag a voe degemeret d'an 31 a viz Gouere 1919.
Ar ren demokratel kentañ a voe en Alamagn eo Republik Weimar. Reuz hag emgannoù diabarzh a voe a-hed Republik Weimar. Mont a reas da netra de facto pa voe tapet ar galloud gant Adolf Hitler e miz Genver 1933. Ez-ofisiel e voe nullet bonreizh Weimar goude an Eil brezel bed, met e gwirionez e voe diskaret ar ren demokratel azalek ar mare ma voe a Nazied e penn an traoù ha pa groujont an Trede Reich.
Dibenn an dispac'h ha diazez ar Republik (1918-1919)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe 1916 e oa renet Impalaeriezh alaman 1871 gant soudarded Oberste Heeresleitung (OHL, renadur uhelañ an arme), ha Paul von Hindenburg eo an hini a oa e penn. Pa voe splann e vefe kollet ar brezel e c'houlennas izili OHL ma vefe aozet ur gouarnamant sivil. D'an 28 a viz Here 1918 e voe kemmet bonreizh 1871, ha dont a reas ar Reich da vezañ un demokratelezh kannadel, ar pezh a oa bet nac'het e-pad 50 vloaz. Azalek ar mare-se e teuas ar c'hañseller da vezañ atebek rak ar Reichstag padal e oa bet atebek rak an impalaer betek-henn. Da gentañ e oa bet soñjet lakaat ar Reich da vezañ ur vonarkiezh kannadel, met dilezet e voe ar raktres dre ma oa reuz er vro. Ouzhpenn ar soudarded o tont en-dro eus an talbenn e save reuz e pep lec'h, ha tud eus an tu-dehou a stourme ouzh re an tu-kleiz.
D'an 29 a viz Here e krogas un emsavadeg pa roas urzh pennoù-bras an arme d'ar flodad alaman da vont da vrezeliñ, hep goulenn aotre ar gouarnamant. Didalvez e oa an urzh koulz lavarout, hag en dije gellet lakaat en arvar ar marc'hata a-zivout aozañ ar peoc'h. Bourhziad an div vag eus Wilhelmshaven a zispac'has. Tro-dro da 1 000 martolod a voe harzet gant ar soudarded ha kaset da Giel, hag ar pezh a oa un emsavadeg lec'hel a ledanaas en Alamagn a-bezh. Martoloded all, soudarded ha micherourien a savas a-du gant an dispac'herien, hag a grogas da zilenn « kuzulioù micherourien » enno soudarded ha martoloded, war skouer soviedoù Rusia. Ar galloud sivil ha soudardel a dapjont e meur a c'hêr. D'ar 7 a viz Du e voe tizhet München, ha Loeiz III Bavaria a rankas tec'hout kuit.
Dister a -walc'h e oa ar pezh a c'houlenne ar c'huzulioù er penn-kentañ : goulenn a raent ma vefe dieubet ar vartoloded toullbac'het tra ken. Ne oa ket ar c'huzulioù-se dindan beli ar strollad komunour, dre ma ne oa ket anezhañ c'hoazh. Met anken bras a savas memes tra er renkadoù uhel hag etre, hag aon o doe an dud e teuje Alamagn da vezañ ur republik sokialour.
Disrann a oa ivez e-touez kannaded ar vicherourien : izili USPD (Strollad sokial-demokrat dizalc'h Alamagn), hag o doa c'hoant e vefe aozet ur renad sokialour, a zispartias diouzh (M)SPD (Strollad sokial-demokrat gant ar brasañ niver). Izili (M)SPD a save a-du gant aozañ ur parlamant a zivizas kas an traoù war-raok, ha d'ar 7 a viz Du e c'houlennjont digant an impalaer Wilhelm II reiñ e zilez.
D'an 9 a viz Du 1918 er Reichstag (Berlin) ec'h embannas Philipp Scheidemann e oa krouet ar Republik. Kemend-se a reas div eurvezh a-raok ma vije embannet krouidigezh ar Republik sokialour gant Karl Liebknecht. Er memes devezh e roas ar c'hañseller, ar priñs Max von Baden, tholl e c'halloudoù da Friedrich Ebert, hag a oa e penn MSPD.
D'an 10 e voe krouet ur gouarnamant gant an dispac'hourien, anvet Rat der volksbeauftragten (Kuzul kannaded ar bobl). Ennañ e oa tri ezel eus MSPD ha tri eus USPD. Kenrenet e oa gant Ebert e anv MSPD ha Hugo Haase e anv USPD. Daoust ma oa savet a-du kuzul micherourien Berlin gant ar gouarnamant-se e voe nac'het gant ar spartakisted, hag a oa e tu-kleiz USPD ha kaset gant Rosa Luxemburg ha Karl Liebknecht.
Ebert a c'houlennas neuze ma vefe bodet Kendalc'h kuzulioù micherourien ha soudared ar Reich, ar pezh a c'hoarvezas d'ar 16 a viz Kerzu 1918. An tu-gounid az eas gant MSPD. Ebert a zeuas a-benn da vodañ ur vodadeg vroadel he fal sevel ur vonreizh parlamantel. Ar re a save a-du gant sevel ur republik sokialour a voe lakaet a-gostez neuze.
Dre ma felle da Ebert derc'hel ar galloud war ar vro a-bezh ec'h aozas un emglev gant OHL, renet gant ar jeneral Wilhelm Groener. En emglev-se e oa meneget ne vefe ket kemmet an arme e-keit ma warezfe ar gouarnamant. Diouzh un tu e talveze an emgle e oa asantet ar gouarnamant gant an arme ha neuze e voe sioulaet ar renkadoù etre. Diouzh an tu all e voe gwelet evel trubarderezh izili an tu-kleiz a gave dezho e oa bet disoñjet al labourerien, ha roet pouez d'an arme hag a oa hervezo ur strollad mirour en defe kalz a levezon war Republik Weimar. D'an 11 a viz Du 1918 e voe sinet an arsav-brezel.
Abalamour d'an emglev etre an arme hag ar gouarnamant nevez e voe rannet renkad ar vicherourien etre SPD ha KPD). Splann e teuas an troc'h da vezañ d'an 23 a viz Du 1918 pa c'houlennas Ebert digant OHL lakaat un termen d'un emsavadeg e Berlin. Kalt du gloazet ha tud varv a voe ha neuze e c'houlennas an tu-kleiz disrannañ diouzh MSPD, rak soñjal a rae dezho e oa bet un emglev etre MSPD hag an arme a-benn lakaat un termen an dispac'h. Izili USPD a guitaas neuze Kuzul kannaded ar bobl. Brasoc'h c'hoazh e voe an troc'h e miz Kerzu pa voe savet Strollad komunour Alamagn (KPD) gant ar Sparatkisted ha strolladoù all a save a-du gant ar varksouriezh dispac'hel.
Labourerien Berlin a glaskas aozañ ur renad sokialour e miz Genver, ha gwasket e voent gant izili Freikorps. D'ar 15 a viz Genver e voe lazhet Rosa Luxemburg ha Karl Liebknecht. Diwar c'houlenn Ebert e voe barnet ar vuntrerien gant ul lez arme ha n'eo ket unan sivil, ha skañv e voe ar c'hastiz.
D'an 19 a viz Genver 1919 e voe aozet dilennadegoù ar gannaded. Dre ma ne oa ket aozet mat strolladoù an tu-kleiz (izili KPD o doa nac'het kemer perzh) ez eo ar re gerreizh a dapas kaout an tu-gounid. SPD a dapas kaout 45% eus ar mouezhioù hag Ebert a zeuas da vezañ kentañ Reichspräsident Republik Weimar. Dre ma oa emsavadegoù e Berlin e rankas izili ar vodadeg vroadel en em vodañ e Weimar, sed orin anv ofisiel ar republik.
E-kerzh ar c'hendivizoù e Weimar e kendalc'h an emsavadegoù e lec'h all. Ur republik soviedel a voe embannet e München, diskaret e voe e miz Mae 1919 gant izili Freikorps ha soudarded. Met arv stourmoù a gendalc'has er peurrest eus ar vro, da skouer er reter, ma oa chomet feal an dud d'an impalaer dre ma ne felle ket dezho e vefe aozet ur republik.
E-pad ar mare-se e voe sinet Feur-emglev Versailhez,ennañ anv a zigreskiñ a galz an arme alaman, paeañ dic'haou brezel hag anzav bezañ pennkaoz d'ar brezel. Evele-se tiwanas mojenn an taolioù kontell dre a-dreñv hag a reas berzh. Adolf Hitler (e-touez re all) a rebechas sinañ ar feur-emglev-se.
D'an 11 a viz Du 1919 e voe embannet ar vonreizh nevez gant Friedrich Ebert, hag a oa prezidant ar Reich.
Länder Republik Weimar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Penn-kentañ ar Republik: stourmoù diabarzh ha kudennoù ekonomikel (1919-1923)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War dachenn ar politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Friedrich Ebert, miz C'hwevrer 1925
-
Putsch Kapp : martoloded Marinebrigade Ehrhardt e Berlin, o sevel banniel Kaiserliche Marine (Morlu an Impalaer), miz Meurzh 1920
A-boan krouet Republik Weimar e savas reuz. Tud an tu-kleiz pellañ a gave dezho e oa bet trubardet emsav ar vicherourien gant ar sokialourien demokrat hag a oa en em lakaet a-du gant mirourien e-lec'h kenderc'hel gant an dispac'h komunour. Re an tu-dehou ne savent ket a-du gant an demokratelezh, ha gwelloc'h e oa dezho ur stad veliek evel ma oa bet Impalaeriezh 1871.
D'an 13 a viz Meurzh 1920 e voe aozet putsch Kapp. Izili Freikorps a aloubas Berlin gant asant komandant ar gêr, ar jeneral von Lüttwitz ha laaket e voe Wolfgang Kapp, ur c'hazetenner eus an tu-dehou da gañseller ar gouarnamant nevez. Ebert ha parlamant Berlin az eas neuze da Zresden. Diouzhtu e voe galvet d'an harz-labour hollek, hag a badas pevar devezh. Kapp hag izili Freikorps a rankas dilezel ar galloud d'ar 17 a viz Meurzh. Un davroud arouezius e voe memes tra, dre ma nac'has an arme mougañ an emsavadeg, daoust da urzhioù Ebert.
Diwar skouer an harz-labour hollek e voe aozet un emsavadeg komunour er Ruhr e 1920 : 50 000 den a savas un arme ruz ha ar broviñs a-bezh a voe dindan o dalc'h. Daoust ma ne oa bet roet urzh ebet gant ar gouarnamant e voe diskaret an emsavadeg gant an arme hag izili Freikorps. Emsavadegoù komunour all a voe aozet e miz Meurzh 1921 er Saks hag e Hamburg.
D'ar 24 a viz Even 1922 e voe lazhet Walter Rathenau, hag eñ ministr an aferioù diavaez, gant izili Aozadur Consul, ur strollad eus an tu-dehou pellañ a rebeche outañ klask tostaat ouzh kevredidi ar Brezel bed kentañ hag ivez ar fed e oa a orin yuzev. Meur a gwalldaol aozet gant strolladoù an tu-dehou pellañ a c'hoarvezas da vare penn-kentañ Republik Weimar ha meur a wech e voe lakaet en arvar.
Reuz a savas en-dro e 1923 abalamour d'ar monc'hwez. Un arme guzh, "Reichswehr du" hec'h anv, hag enni 20 000 ezel, a glaskas aozañ ur putsch, hag a voe diskaret gant an arme e miz Here. Emsavadegoù dispac'hel a voe aozet e Thüringen, Hamburg hag e Saks, an holl anezho a voe flastret gant an arme. D'an 8 a viz Du 1923 e voe aozet putsch ar bierdi gant Adolf Hitler e München. Daoust ma c'hwitaas ha ma voe berzet NSDAP (savet e 1920) e-pad ur pennad, e teuas da vezañ unan eus ar strolladoù politikel a ziskarfe ar Republik.
Enkadenn ar moneiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ur vilhetenn 100 000Mark
-
Ur vilhetenn 100 000 000Mark
-
Bilhedoù 1 milion mark implijet da baper brouilhoñs
-
Un timbr a dalveze millionoù a varkoù da-heul kresk prizioù an ti-post
-
Ur vilhetenn 5 rentenmark
Talvoudegezh un Dollar US e markoù e Ti-Yalc'h Berlin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prantad | Niver a varkoù |
---|---|
Gouere 1914 | 4,2 |
Genver 1919 | 8,9 |
Genver 1920 | 64,8 |
Genver 1921 | 76,7 |
Genver 1922 | 191,8 |
Gouere 1922 | 493,2 |
Genver 1923 | 17 792 |
Gouere 1923 | 353 410 |
Eost 1923 | 4,6 milion |
Gwengolo 1923 | 98,8 milion |
Here 1923 | 25,2 miliard |
15 a viz Du 1923 | 4,2 bilion (4,2 x 1012) |
[1] Goude ar brezel e voe ur monc'hwezh bras-tre, un dreistmonc'hwezh e gwirionez, en Alamagn hag un enkadenn ekonomikel a zeuas da-heul. E 1923 ne oa ket mui gouest ar gouarnamant da baeañ an dic'haou brezel. Arme Frañs ha hini Belgia a aloubas neuze ar Ruhr, ar rannvro alaman ma oa enni ar muiañ a embregerezhioù. D'an 11 a viz Genver 1923 e voe holl vengleuzioù ha holl labouradegoù ar Ruhr dindan o dalc'h. Ur galz d'an harz-labour ha d'ar stourm-gouzañvat a voe graet, 8 miz e padas an traoù, ha kaset e voe armerzh Alamagn d'an traoñ.
Daoust m'o doa harzet gant o labour e ranke ar vicherourien bezañ paeet gant ar Stad, ha neuze e voe produet kalz moneiz, ar pezh a zegasas ur monc'hwez bras-divent. Talvoudegezh ar mark az eas eus 4,2 mark an dollar da 1000000 mark an dollar e miz Eost 1923, ha betek 4200000000000 mark an dollar d'ar 15 a viz Du 1923. Ken kreñv e oa ar monc'hwezh ken e cheñche ar prizioù dindan un eurvezh, ha ma veze paeet ar vicherourien ur wech pe ziv bemdez, a-benn bezañ sur e talvezfe o gopr un dra bennak. Trok a voe aozet, ar pezh a ziskouez n'o doa ket mui fiziañs an dud er mark.
Ne voe ket stourmet ouzh ar monc'hwezh evit meur a abeg. Pennoù-bras an embregerezhioù a gave dezho e vefe aesoc'h digreskiñ an dleoù o doa hag aesoc'h ivez ezporzhiañar pezh a produent (ar mark a golle taloudegezh keñveriet gant an monioù all hag e teue ar pezh a oa produet en Alamagn da vezañ marc'had-matoc'h). Kiriek eo ivez ar Stad, rak gant ar monc'hwez e voe aesoc'h dezhi digreskiñ he dleoù ha tizhout kempouez he budjed. D'ar 1añ a viz Kerzu 1923 e voe krouet ur mon nevez, Rentenmark e anv. Roet e veze ur Rentenmark nevez ouzh 1 pour 1000 miliard a varkoù kozh.
Ur wech degemeret steuñv Dawes e krogas ar gouarnamant da baeañ an dic'haou en-dro, hag arme Frañs a grogas da guitaat ar Ruhr azalek ar 17 a viz Eost 1924.
Stabilaet ar Republik (1924-1929)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reizhet an armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kerkent ha dilennet ec'h ijinas ar c'hañseller nevez, Gustav Stresemann e anv, ar Rentenmark dre ma felle dezhañ lakaat un termen d'ar monc'hwez hag a lakae armerzh ha kevredigezh Alamagn en arvar. Sikouret e voe gant Schacht, hag eñ rener Reichsbank ha gant Hans Luther hag a oa ministr an arc'hant. Ganto e voe savet ur bank nevez, Rentenbank e anv. Meur a wech e voe nac'het gant ar gouarnamant produién arc'hant ouzhpenn, kresket e voe an tailhoù ha digresket dispignoù ar Stad.
Er memes mare e voe aozet steuñv Dawes e bal lakaat klotañ an dic'haou gant barregezh Alamagn war dachenn an armerzh. Er memes koulz ivez e voe degemeret Alamagn Kevredigezh ar Broadoù, renket e voe an traoù a-zivout harzoù kornôg ar vro, sinet un emglev a neptuegezh gant Rusia, ha chom a reas a-sav Alamagn gant an dizarmañ. Met kenet araokadenn a voe a voe arc'hantaet gant amprestoù graet e broioù all, neuze e kreskas dle ar vro, tra ma kreske an dilabour ha ma tigreske ar c'henwerzh. An adreizhadennoù aozet gant Stresemann ne wellajont ket gwanderioù Republik Weimar da vat, met hañvalout a reas bezañ un demokratelezh.
E 1929 e varvas Stresemann ha dibenn oad aour Republik Weimar e voe ivez.
Diskar Republik Weimar ha donedigezh Hitler (1929-1933)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kudennoù ekonomikel nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daoust ma oa dereat stad an traoù en Alamagn e oa distabil ar vro dre ma oa dindan dalc'h an diavaez abalamour da zaou dra :
- divigad ar budjed a oa bras-tre (6,5 miliard a dollaroù), neuze e oa ret enporzhiañ kevala diavaez a-benn postañ e greanterezh ar vro. 40% eus ar c'hevala-se a oa prestet da vankoù Alamagn war verrdermen, ha ganto e veze postet en-dro war hirdermen e greanterezh ar vro. Ma chomfe a-sav ar bankoù diavaez e vefe divarrek neuze bankoù Alamagn da resteurel ar pezh o do amprestet ;
- daoust ma oa digreskus ar c'henbouez kenwerzh e kendalc'he Alamagn da ezporzhiañ, neuze e oa dindan dalc'h mont en-dro ekonomiezh ar bed. Ma'z afe ar c'hwerzh etrevroadel war zigresk e c'houzañvfe armerzh Alamagn.
Gant enkadenn 1929 e teuas war-wel gwanderioù armerzh Alamagn. Azalek dibenn 1928 ez eas war zisgresk ar c'hevalaoù a zeue eus an diavaez, dreist-holl re ar Stadoù-Unanet. Gant digresk ar c'henwerzh etrevroadel a c'hoarvezas e 1929 e tigreskas a galz an ezporzhiañ alaman : 25 % digresk etre 1929 ha 1932. An eskemmoù en eskemmdi a zigreskas a galz, hag ar produiñ greantel a zigreskas eus 20 %. D'an 11 a viz Mae e reas freuz-stal Kredit Anstalt, hag a oa bank pouezusañ Aostria.
C'hwitadenn ar politikerezh ekonomikel ha dispijadur er gevredigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur spontadeg a voe neuze : an Alamaned n'o doa ket mui fiziañs en o bankoù hag a oa war-nes d'ober freuz-stal, ha neuze ec'h adtapjont holl an argant o doa postet enno. D'an 12 a viz Gouere 1931 e voe embannet gant ar re e karg eus Danatbank ne oant ket evit paeañ o dleoù. En deiz war-lerc'h e voe embannet gant gouarnamant Brüning (Zentrum) e vefe serret an tiez-bank hag ar c'hefioù-espern e-pad ur pennad, a-benn sioulaat an traoù.
Tizhet e voe neuze armerzh Alamagn gant ar resediñ (digresk ar produiñ hag ar prizioù war dachenn ar greanterezh ha hini al labour-douar) ha war zisgresk ez eas enkefioù ar Stad. Neuze e tivizas ar gouarnamant kas ur politikerezh digresk-moneiz hag adkempouez e vudjed. E miz Meurzh 1930 e voe kresket an tailhoù war an embregerezhioù gant gouarnamant Brüning (Zentrum), ar pezh a zisplijas da bennoù-bras an embregerezhioù. E miz Gwengolo 1931 e voe digresket ar goproù, ar prizioù hag ar fermoù. Krennet e voe ivez war an enporzhiañ, a-benn disgreskiñ an dle diavaez.
C'hwitout a reas ar politikerezh-se (6 milion a dud dilabour a voe e 1932) ha displijet e voe an holl. D'an 11 a viz Gwengolo 1930 e voe aozet dilennadegoù a-ziaraok : gant KPD ha NSDAP e voe tizhet disoc'hoù uhel, dre m'o doa prometet e vije labour evit an holl. D'ar Mare-se e oa 375 000 ezel e NSDAP.
Adolf Hitler e penn an traoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emgannoù a voe etre Nazied ha komunisted, ha beuzet e voe ar gouarnamant. Da-geñver eil tro dilennadeg ar prezidant d'an 10 a viz Ebrel 1932 e voe trec'h Paul von Hindenburg (39 milion a vouezhioù) war Adolf Hitler (13 milion a vouezhioù). Daoust ma oa mirour Hindeburg o doa ar sokialourien votet evitañ. Dilennadegoù kannaded a voe aozet a-ziaraok d'an 31 a viz Gouere 1932, hag ar muiañniver keñverel a voe tapet gant NSDAP, ur strollad 1,4 milion a izili ennañ. Hindenburg a felle dezhañ lakaat Adolf Hitler da gañseller, met Hitler a nac'has, peogwir n'en em sante ket kreñv a-walc'h. Hindenburg a zivodas neuze ar Reichstag. Da zilennadegoù ar 6 a viz Du 1932 e kollas NSDAP mouezhioù, met pennoù-bras an embregerezhioù a grogas da votiñ evitañ a-ben stankañ an hent d'ar gomunisted.
Dibenn an demokratelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 30 a viz Genver 1933 ec'h asantas Hitler dont da vezañ kañseller, gant ma vefe aozet dilennadegoù nevez. Azalek ar 4 a viz C'hwevrer e voe berzet kazetennoù sokialour ha komunour. D'ar 27 a viz C'hwevrer 1933 e voe plantet tan e savadur ar Reichstag gant ur c'homunour dilabour izelvroat, bet touellet moarvat. En deiz war-lerc'h e voe embannet un dekred (Reichstagsbrandverordnung) gant ar prezidant, ma kemenne e oa krennet war ar frankizoù hiniennel.
Hitler a lavaras e oa bet aozet ar gwalldaol gant ar gomunisted ha neuze e voe berzet KPD hag ivez frankiz ar meno d'an 28 a viz C'hwevrer. Ur bern tud enepnazi a voe harzet neuze. Daoust d'an aergelc'h gwaskus a oa ne dapas kaout NSDAP nemet 44% eus ar mouezhioù da-geñver dilennadegoù ar Reichstag a voe aozet d'ar 5 a viz Meurzh 1933. Harvzet e oe ar gannaded komunour, neuze e voe ar brasañniver gant NSDAP (51 %). D'an 23 a viz Meurzh 1933 e voe votet al lezenn diwar-benn lamedigezh mizer ar Bobl hag ar Reich (441 vouezh a-du, 92 a-enep) ha neuze e voe roet holl ar galloud da Hitler.
D'an 12 a viz Du 1933 e voe aozet dilennadegoù all : ul listenn nemetken en em ginnige, enni Nazied nemetken. Dilennet e voe gant 92 % eus ar mouezhioù. Hitler a zivodas neuze holl vodadegoù al Länder hag e stalias ur galloud kreizennet.
C'hoarvezout a reas an traoù evel ma oant bet raktreset gant Hitler : diouzh lezenn e tizhas ar galloud. Poblelour ha lubanour e oa e brogramm, ha sikouret e oa bet gant strolladoù an tu-dehou ha gant re ar Zentrum, a wele anezhañ evel ur voger a stankfe an hent d'ar gomunisted.
D'ar 14 a viz Gouere 1933 eteuas NSDAP da vezañ ar strollad politikel nemetañ diouzh lezenn. Hindenburg a varvas d'an 2 a viz Eost 1934, ha nullet e voe dilennadeg ar prezidant. Neuze e vernias Hitler daou garg : prezidant ar Republik ha kañseller (Reichsführer) e voe. Ur referendom a voe aozet, tost da 90 % eus ar voterien a zegemeras ar c'hemm-se. Dre implij ar Führerprinzip ne oa atebek Hitler dirak den ebet. Azalek ar mare-se e lavarer Trede Reich, daoust ma ne voe biskoazh divodet ez-ofisiel Republik Weimar gant an nazied.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Christian Baechler, L’Allemagne de Weimar (1919-1933), Fayard, 2007, 483 p. (ISBN 978-2-21363-347-3)
- Horst Möller, La République de Weimar, troet diwar an almaneg gant Claude Porcell, Tallandier, 2005, 367 p. (ISBN 2-84734-191-9)
- Hans Mommsen, Aufstieg und Untergang der Republik von Weimar (1918-1933), eil embannadur, Econ-Ullstein-List-Verlag, 2001, 742 p. (ISBN 3-54826-581-2)
- Heinrich August Winkler, Weimar 1918-1933: Die Geschichte der ersten deutschen Demokratie, 4re embannadur, C.H. Beck, 2005, 709 p. (ISBN 3-40644-037-1)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dielloù diwar-benn lezennoù Republik Weimar lec'hienn documentArchiv
- Titouroù diwar-benn an dilennadegoù e Republik Weimar
- Kentelioù diwar-benn Republik Weimar
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Jean-Paul Brunet ha Michel Launay, D'une guerre à l'autre, Dastumadenn Hachette Université, Classiques hachette, Embannadurioù Hachette, Pariz, Bro-C'hall, 1974, pajenn 78