Wilhelmshaven
Wilhelmshaven zo ur gêr dizalc'h (kreisfreie Stadt) eus Saks-Izel en Alamagn. E 2010 e oa annezet gant 81 000 a dud.
Gwechall e oa ar c'hornad-se e Stad Oldenburg. Etre 1853 ha 1937 e oa e Prusia (Rouantelezh Prusia ha Stad dieub Prusia goude). E-kreiz an XIXvet kantved e felle da vorlu Prusia sevel ur porzh brezel war aod Mor an Hanternoz : prenañ a reas douaroù, digant Oldenburg, war ribl ar bae anvet Jadebusen, e 1853, hag e 1869 e voe echuet al labourioù da sevel ar porzh nevez. Anvet e voe diwar ar roue prusian Gwilherm Iañ.
Er chanterioù sevel-listri e voe graet e-leizh a listri brezel. E-pad an Eil Brezel-bed e oa Wilhelmshaven unan eus porzhioù al listri-spluj alaman. E dibenn ar brezel e oa bet distrujet 60% eus kêr.
Hiziv ez eo Wilhelmshaven unan eus porzhioù pouezus Alamagn, rak lec'hiet-mat eo, war ribl ur bae don an dour ennañ hag a c'hall reiñ bod da listri bras. Ur porzh brezel eo c'hoazh, hag ur porzh kenwerzh ivez, dreist-holl evit enporzhiañ tireoul ha gaz.