Reichstag

Eus Wikipedia
Ar Reichstag
Reichstag 1995

Ar Reichstag a zo ur savadur lec'hiet e Berlin. Ennañ e veze bodet ar Reichstag eus 1894 betek tan-gwall ar 27 a viz C’hwevrer 1933. Abaoe 1999 e vez bodet ar Bundestag ennañ. E miz Kerzu 1894 e voe echu ar savidigezh anezhañ, diwar steuñv Paul Wallot. A-fet arzoù ha savouriezh ez eo ur savadur doare an Azginivelezh italian uhel. E-kerzh ar brezel bed kentañ eo bet ouzhpennet an dro-lavar: « Dem Deutschen Volke » (d’ar bobl alaman). D’an 9 a viz Du 1918 en em stalias ar politikour sokial-demokrat Philipp Scheidemann ouzh unan eus prenistri ar Reichstag, hag ec’h embannas e oa echu monarkiezh Hohenzollern hag e oa war un dro penn-kentañ ar Republik.

Maen-koun ar 96 kannad eus an tu kleiz hag eus ar c'hreiz lazhet gant an Nazied e 1933.

Tan-gwall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an noz etre ar 27 hag an 28 a viz C’hwevrer 1933 e voe c'hwezhet an tan er Reichstag gant an Izelvroad Marinus Van der Lubbe hervez ar gouarnamant nazi. Ne voe ket kalz a zistruj. Profitañ a reas an nazied evit kinnig an darvoud evel un irienn aozet gant ar gomunisted, ha neuze e waskjont o enebourien bolitikel, ar gomunisted en o zouez. D’ar mare-se en em vode neuze ar parlamant er c'hoarigandi Kroll (Krolloper en alamaneg).

Goude ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War lein ar Reichstag e voe lakaet ar banniel ruz gant soudarded an Arme Ruz d’an 30 a viz Ebrel 1945, pa voe tapet Berlin ganto. Ma’z eo brudet ar skeudenn-se ez eo bet kemmet a-benn tennañ un eurier gwisket gant unan eus ar soudarded.

Ar Reichstag nevesaet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevesaet eo bet ar Reichstag, nemet ar volz-toenn, etre 1961 ha 1973. Goude unvanidigezh ar vro (d’an 3 a viz Here 1990) e tivizas ar parlamant (Bundestag) d’an 20 a viz Even 1991 e vefe kuitaet Bonn ha staliet ar parlamant hag ar gouarnamant kevreadel e Berlin, hag er Reichstag. An tisavour Sir Norman Foster a c’hounezas ar genstrivadeg evit nevesaat ar savadur. E-kerzh al labourioù e voe goloet gant Christo ha Jeanne-Claude. Deuet e ar volz-toenn da vezañ arouez ar savadur.

Da vare al lid-digor e savas trouz abalamour d’un oberenn-plant. Pedet e voe ar gannaded da zegas douar eus o fastell-vro hag ivez un hadenn. Ar pal a oa lakaat plant da greskiñ tro-dro d’ar dro-lavar «Der Bevölkerung» (d’ar boblañs), skrivet er porzh diabarzh, hag a genglot gant «Dem Deutschen Volke» (d’ar bobl alaman, skrivet ouzh tal ar savadur) hag a oa gwelet evel ul lugan broadelour. Kemend-se a dalvez e fell d’ar gannaded labourat evit ar gevredigezh, Alamaned a-orin hag estrañjourien enni. Reuz a savas pa brofitas ur gannadez eus ar Re C’hlas evit plantañ greun kanab. Hiziv an deiz ez eo damguzhet an dro-lavar, aes e vez gwelout anezhañ koulskoude diouzh an noz, pa vez sklêrijennet ar savadur.