Impalaeriezh alaman
Deiziad krouiñ | 1 Gen 1871 ![]() |
---|---|
Arvez | Reich alaman ![]() |
Anv er yezh a orin | Deutsches Reich ![]() |
Anv berr | Германская империя ![]() |
Anv annezidi | német, גרמני, German ![]() |
Yezh ofisiel | alamaneg ![]() |
Kan broadel | Heil dir im Siegerkranz ![]() |
Testenn ar ger-stur | Gott mit uns ![]() |
Kevandir | Europa ![]() |
Daveennoù douaroniel | 52°31′7″N 13°22′34″E ![]() |
Renad politikel | Monarkiezh vonreizhel ![]() |
Office held by head of state | King of Prussia ![]() |
Penn ar Stad | Gwilherm Iañ, Frederig III Alamagn, Gwilherm II ![]() |
Korf lezenniñ | Reichstag ![]() |
Ezel eus | Galloudoù kreiz, Dual Alliance ![]() |
Heuliet gant | Republik Weimar ![]() |
Erlec'hiañ a ra | Kengevread Hanternoz Alamagn ![]() |
Deiziad divodañ | 9 Du 1918 ![]() |
Banniel (deskrivadur) | Flag of the German Empire ![]() |
Ardamezioù | coat of arms of the German Empire ![]() |
Istor | history of the German Empire ![]() |
Ekonomiezh an danvez | economy of the German Empire ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of the German Empire ![]() |



An Impalaeriezh alaman (Deutsches Reich en alamaneg) a zo un impalaeriezh bet savet e 1871 ha divodet e 1918. Ar c'hentañ stad vroadel alaman eo. Graet e vez Eil Impalaeriezh anezhi a-wechoù abalamour d'an Impalaeriezh santel roman german a vije an hini gentañ.
Ur c'hengevredad e oa, savet diwar Kengevredad Alamagn an Hanternoz, enni 22 a rouantelezhioù, teir republik, un « douar impalaerel», Elsaß-Lothringen (Elzas-Loren), dindan un Impalaer alaman, Gwilherm Iañ, hag a oa roue Prus. Savet e voe d'an 18 a viz Genver 1871 pa voe embannet diskleriadur Gwilherm Iañ e kastell Versailhez e Bro-C'hall, goude faezhet an armeoù gall e-pad Brezel 1870-1871. Echuet e voe d'an 9 a viz Du 1918 pa zilezas Gwilherm II ar galloud war-lerc'h ar Brezel-bed kentañ, ha diskleriadur Republik Weimar.

Stadoù kengevredet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Roll ar Stadoù a yae d'ober an impalaeriezh alaman :
- Rouantelezhioù: Rouantelezh Prusia, Bavaria, Rouantelezh Württemberg ha Rouantelezh Saks.
- Dugelezhioù-meur : Baden, Hessen, Mecklenburg-Schwerin, Mecklenburg-Strelitz, Oldenburg ha Saks-Weimar-Eisenach
- Dugelezhioù : Anhalt, Braunschweig, Saks-Altenburg, Saks-Coburg-Gotha ha Saks-Meiningen-Hildburghausen
- Priñselezhioù : Lippe-Detmold, Reuß -Greiz, Reuß-Schleiz, Schaumburg-Lippe, Schwarzburg-Rudolstadt, Schwarzburg-Sondernshausen, Waldeck-Pyrmont
- Kêrioù dieub : Bremen, Hamburg, Lübeck.
- hag ivez Elzas-Loren hag Impalaeriezh trevadennel Alamagn.
![]() |
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |