Frederig III Alamagn

Eus Wikipedia
Friedrich III Alamagn e 1888

Frederig III Alamagn, pe Friedrich Wilhelm Nikolaus Karl von Preußen, pe ivez Friedrich III von Deutschland en alamaneg, ganet d'an 18 a viz Here 1831 e Potsdam, e Prusia, ha marvet d'ar 15 a viz Mezheven 1888 e Postdam ivez, a oa roue Prusia hag impalaer alaman.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'an impalaer Gwilherm I ha d'e bried, ar briñsez Augusta von Sachsen-Weimar-Eisenach (1811-1890). A-berzh e dad e oa mab-bihan Friedrich Wilhelm III Prusia (1770-1840), roue Prusia, ha d'e bried Luise von Mecklenburg-Strelitz (1776-1810), hag a-berzh e vamm e oa mab-bihan d'an dug-meur Karl Friedrich von Sachsen-Weimar-Eisenach (1783-1853) ha d'e bried an dugez-veur Maria Pavlovna Russia (1786-1859).

Perzh a gemeras e Brezel 1870-1871 evel feldherr ("jeneral").
Ren a reas adalek an 9 a viz Meurzh, war-lerc'h marv e dad, betek ar 15 a viz Mezheven 1888, rak mervel a reas tri miz war-lerc'h e dad. Eizhvet roue Prusia e voe, hag an eil kaiser ("impalaer") alaman.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas Friedrich e miz Genver 1858 e Londrez da Victoria von Sachsen-Coburg-Gotha (1840-1901), a oa merc'h d'ar rouanez Victoria (1819-1901), rouanez Bro-Saoz, ha d'e bried Albert von Sachsen-Coburg-Gotha (1819-1861).

Eizh bugel o doe Friedrich ha Victoria, daou anezho a varvas a-raok o c'hrennoad :