18 Genver
Neuz
(Adkaset eus 18 a viz Genver)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1535 : Lima krouet gant Francisco Pizarro e Perou.
- 1778 : James Cook eo an Europad kentañ o lakaat e droad war inizi Hawaii, a voe anvet gantañ da neuze an Inizi Sandwich.
- 1871 : Wilhelm Iañ a zeu da vezañ Impalaer Alamagn.
- 1944 : trec’h eo soudarded an Arme Ruz war an Alamaned ha lakaat a reont fin evel-se da Seziz Leningrad, zo padet daou vloaz hanter.
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1689 : Charles de Secondat, baron de la Brède et de Montesquieu, prederour gall.
- 1779 : Peter Roget, geriadurour saoznek eus Bro-Saoz.
- 1794 : Prosper Garnot, naturour ha surjian-mor breizhat.
- 1872 : Paul Léautaud, skrivagner gall.
- 1889 : Kanji Ishiwara, milour ha strategour japanat.
- 1892 : Oliver Hardy, aktour stadunanat.
- 1905 : Enrique Ballestrero, diwaller-pal mell-droad etrebroadel uruguayat.
- 1925 : Gilles Deleuze, prederour gall.
- 1937 : John Hume, politikour eus Hanternoz Iwerzhon, tapet Priz Nobel ar Peoc'h gantañ e 1998.
- 1947 : Takeshi Kitano, aktour ha filmaozour japanat.
- 1966 : Aleksandr Khalifman, mestrc'hoarier echedoù rusian.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1862 : John Tyler, 10vet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
- 1878 : Antoine Becquerel, fizikour gall.
- 1936 : Joseph Rudyard Kipling, skrivagner saoz, tapet Priz Nobel al lennegezh gantañ e 1907.
- 1957 : Álvaro Gestido, melldroader etrebroadel uruguayat.
- 1979 : Maurice Challe, nijer ha jeneral gall hag en devoa kemeret perzh e putsch ar jeneraled en Aljer e 1961.
- 2013 : Yann Poilvet, kelaouenner, krouer Armor Magazine.
- 2016 : Glenn Frey, aktour, kaner-sonaozer ha soner gitar stadunanat, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Eagles.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Katoliked:
- Sent an deiz :
- sant Atanaz (IVvet kantved);
- E Breizh: sant Gwendal, penitiour e Kernev.
- Sent an deiz :