Oliver Hardy

Eus Wikipedia

Norvell Hardy

Oliver Hardy e-tro 1930.
Oliver Hardy e-tro 1930.

Lesanv(ioù) Babe Hardy
Ganedigezh 18 a viz Genver 1892, Harlem, Georgia, Stadoù-Unanet Amerika
Broadelezh Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Micher(ioù) aktour
Internet http://www.laurel-and-hardy.com/

Oliver Norvell "Babe" Hardy bet ganet Norvell Hardy d'an 18 a viz Genver 1892 hag aet da Anaon d'ar 7 a viz Eost 1957 a oa un aktour fent stadunanat. brudet e voe evit bezañ en daouad Laurel and Hardy gant Stan Laurel. Kroget e oa bet gant Oliver Hardy da labourat eus e du evel e gamarad stan Laurel. Goude-se e labourjont asambles e-pad marevezha r filmoù-mut. Dont a rejont a-benn da genderc'hel gant o micher pa tremenas ar sinema d'ar sinema gant mouezhioù ar pezh a oa ral. An daouad a labouras e-pad 25 vloaz, etre 1927 ha 1951.

An tu a voe da welet Oliver Hardy gant Stan Laurel e 107 film berr, film hir. Ar c'hentañ film lec'h ma voe graet eus outañ a voe ar film, Outwitting Dad, embannet e 1914. Evit ul lod eus e rolloù kentañ e oa graet "Babe Hardy" anezhañ, oc'h implij e lesanv.

Another fine mess, skritell ar film e 1930.

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Laurel hag Hardy a oa butunerien sot. Ouzhpenn da-se Hardy en devoa kudennoù teuc'hegezh.