Laurel and Hardy

Eus Wikipedia
Laurel & Hardy er film Flying Deuces 1.

Laurel and Hardy a oa anv un daouad fent savet e 1927 gant an aktourien Stan Laurel (1890-1965) hag Oliver Hardy (1892-1957). vuhez micherel a 25 vloaz, gant muioc'h evit 100 film, an daouad a voe brudet mat ha chomet eo brudet marteze an hini brudetañ e-touez daouadoù istor ar sinma. O kentañ studio a voe hini Hal Roach, ha gant an amzer o redek e voe ar Metro Goldwyn Mayer pe Universal Studios.

Stan Laurel hag Oliver Hardy o doa bet ur vuhez micherel er sinema pep hini anezho a-raok sevel an daouad pa erruont tro an 40 vloaz. Troet o deus asambles un heuliad filmoù e fin ar bloavezh 1926. Hervez ar rolloù a c'hoarient asambles e oa deuet war-wel buan dezho e oa gwelloc'h sevel un daouad gant pep hini o c'hoari un dudenn a zegase fent. Dre an doare-se d'ober e teuas ar brud raktal.

Kroget o devoa o labour e-pad mare ar sinema mut a-raok ma grogfe ar sinema da gaoz. Bez e vint eus ar re nebeut a teuio a-benn da dremen eus un doare sinema mut d'an doare sinema a gaoz. Ma oant brudet e-pad mare ar sinema mut, dont a rint a-benn da vezañ brudetoc'h c'hoazh e-pad mare ar sinema a gaoz. Ar c'hentañ komedienn gant komzoù gant Laurel hag Hardy e voe embannet e miz Mae 1929. an daouad fent a gompren diouzhtu penaos ez eo ur bed nevez o kregiñ evit ar sinema ha penaos ez eo dedennus evito an araokadennoù teknikel o tiwanañ. Implij a reont ar jestraouiñ evel ma raetn e-pad ar sinema mut met ivez bremañ fent ar gaoz hag an trouz. O doare da c'hoari a zo unan sioul ar pezh a laka anezho da vezañ disheñvel diouzh an aktourien fent all. N'int ket ivez aktourien o komz dizehan evel ma oa ar re Marx Brothers da skouer. Laurel hag Hardy ne glaskont ket degas ur c'hemenn, ur burutellañ sokial, kentelioù war ar mat ha ne glaskont ket degas ivez ur c'hoari pe komzoù dreisttremen.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]