Mont d’an endalc’had

Fizik

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Fizikour)
Ur pennad Fizik (Aristoteles) zo ivez.
fizik
skourr eus ar skiant, diskiblezh akademek, skiantoù rik
Iskevrennad eusskiantoù an natur Kemmañ
Rann eusskiantoù fizik Kemmañ
Is the study ofmatter, energiezh Kemmañ
Studiet gantphysics student Kemmañ
Hashtagphysics Kemmañ
Istorhistory of physics Kemmañ
Pleustret gantphysicist, professor of physics, Doctor of Sciences in Physics and Mathematics Kemmañ
Entry in abbreviations tablefizik. Kemmañ
Stack Exchange site URLhttps://physics.stackexchange.com/ Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://math.stackexchange.com/tags/physics Kemmañ

Ar fizik (eus ar gresianeg φυσική (physikos= naturel) a zo studi an energiezh hag e etreober gant ar materi (cf. kimiezh, bevoniezh). Abalamour da preveudi an energiezh e-keñver istor an Hollved hag abalamour pep rann ar materi a dlee etreoberiañ gant an energiezh ma vo eztaolet e berzhioù evit mont da dreuzfurmiñ hag abalamour m'eo an energiezh an abeg pennañ pa ya ar materi da vezañ puzuilhet en e rannigoù bihanañ, ar fizik a zo lakaet alies evel ar skiant diazezel.
Ar fizik a bled gant ar materi e meur a doareoù ha meur a endro abaoe an isrannigoù-kalonenn a ya d'ober ar materi (cf. fizik ar rannigoù) beteg holl emzalc'h an Hollved materiel (cf. : kosmologiezh).

Meur a berzhioù a studier er fizik a zo perzhioù an holl sistemoù materiel, peurvirerezh an energiezh, da skouer. Ar perzhioù-se a vez anvet lezennoù ar Fizik alies.

Ar fizik a zo liammet gant teoriennoù ar matematik pa teoriennoù ar fizik a vez eztaolet ingal dindan stumm daveadurioù matematikel ha matematik ar fizik a vez graet a zo kemplesoc'h eget re ar skiantoù all.
An diforc'h etre ar matematik hag ar fizik a zeu eus hini o zachennoù : ar bed materiel evit hemañ ha patromoù difetis evit ar re-se. Koulskoude n'eo ken splann an diforch pa 'z eus un dachenn etrezo hag e vez anvet ar fizik matematikel o tennañ da dispakañ ar frammoù matematikel a gaver dindan an teoriennoù fizikel.

Fizik teorikel ha fizik arnodel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E keñver ar skiantoù all e kaver un diforc'h pa weler eo kustum rannñ ar fizik etre ar fizik teorikel hag ar Fizik arnodel. Er 20vet kantved, an darn vuiañ eus ar fizikerien o deus en em arbennikaet pe e fizik teorikel pe e fizik arnodel.
Diorreet war hentoù disheñvel, pep skourr ar fizik a zepend an eil eus egile. An araokadennoù a zeu alies pa arnodourien a lak war wel fenomennoù ha ne c'hell an teoriennoù displegañ anezho. Ma ne vije a arnodoù e c'hellfe ar fizik teorikel mont war hentoù-dall.

Unanennoù ar fizik

Teoriennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Astrofizik
Steredoniezh
Kosmologiezh
Mekanikerezh
Termodinamik