Peurunvanidigezh

Er fizik damkanel e reer peurunvanidigezh (saozneg : Grand Unified Theory, GUT) eus ur patrom e fizik ar rannigoù ma'z eo kendeuzet an tri etrewered-jaojañ a zo er patrom standart (an etreweredoù tredanwarellek, derc'hanel gwan ha derc'hanel kreñv) en un etrewered hepken, a zo gremmek-meurbet.
Perzh pennañ an etrewered unvanet-se zo ur jaoj kemparzh brasoc'h, alese meur a sturiadel d'an nerzhioù, hogen un astalenn-goublañ unvanet hepken. Mar kaver un unvanadur meur en natur e c'heller krediñ ez eus bet abaoe deroù Istor an hollved un « oadvezh unvanadur meur » ma ne oa nemet un etrewered diazez hepken. Diwezhatoc'h e vije bet dizunvaniezh etre an tri etrewered-jaojañ.
Er stad m'emañ ar patrom standart, ha daoust dezhañ bezañ resis-kenañ, ez eus ennañ c'hoazh kalzik arventennoù direol ; ouzhpenn da se e teskriv an tri etregwered-jaojañ gant astalennoù-koublañ disheñvel.
Mar bije unvanet ar c'herc'hellder gant an tri etregwered arall e vije savet un « damkaniezh an hollenn », ha n'eo ket un unvanadur meur. En enep e c'hellfe damkaniezhoù an unvanadur meur kas d'un damkaniezh an hollenn.
E deroù an XXIvet kantved n'eus bet GUT klok ha sonn ebet c'hoazh.
Unvaniñ er fizik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er fizik e vezer boas da glask unvaniñ deskrivadur an etreweredoù. Maxwell e voe ar c'hentañ fizikour oc'h unvaniñ c'hoarvoudennoù tredanel ha gwarellek e damkaniezh an tredangwarellegezh.
Abaoe ma'z eo bet boulc'het ar mekanikerezh kwantek ez eus bet gellet e gendeuziñ gant an etregwered derc'hanel gwan, alese Priz Nobel ar Fizik ar bloaz 1999, a voe deroet d'ar fizikourien izelvroat Gerard 't Hooft ha Martinus J.G. Veltman.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) A. Hebecker & J. Hisano : Grand Unified Theories ; Review of Particle Physics, 2017 , en-linenn.
- (fr) Dennis Sciama : Les bases physiques de la théorie du champ unifié ; Annales de l'Institut Henri-Poincaré, levrenn 17, niverenn 1, 1961, en-linenn.
- (fr) Pierre Fayet : La grande unification , e : Marie-Odile Monchicourt & Hubert Reeves (renerien), Chaos et Cosmos, Paris, Éditions Le Mail, 1986, pp. 117-138 (ISBN 978-2-903951-05-4).