Mont d’an endalc’had

Steredoniezh

Eus Wikipedia
steredoniezh
skourr eus ar skiant, diskiblezh akademek, hobby
Iskevrennad eusskiantoù fizik, skiantoù rik Kemmañ
Deiziad kregiñ8. millennium BCE Kemmañ
Is the study ofKorf-egor, dark fluid Kemmañ
Studiet gantscience studies Kemmañ
HashtagAstronomie Kemmañ
Istorhistory of astronomy Kemmañ
Pleustret gantsteredoniour Kemmañ
Entry in abbreviations tableastro. Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/astronomy Kemmañ
Stack Exchange site URLhttps://astronomy.stackexchange.com Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://physics.stackexchange.com/tags/astronomy Kemmañ
Engavadur e Camille Flammarion : L'Atmosphère - Météorologie Populaire, Paris, 1888

Skiant evezhiañ an oabl hag ar c'horfoù-egor eo ar steredoniezh. Kontet eo da skiant koshañ Mab-Den. Gouiziegezh vat a-fet ar steredoniezh (koublet alies gant ar steredouriezh), a zo bet gant an holl sevenadurioù aet da goll, ha kavet ez eus bet roudoù anezhe e pep seurt doareoù. Dispartiet e vez ar skiant e meur a dachenn : ar steredoniezh a evezhierezh, an astrometriezh, an astrofizik, hag ar gosmologiezh.

An astrofizik a zo ur brank eus ar steredoniezh hag eus ar fizik, ha sellet a ra diouzh aplikadennoù ar fizik er fenomenoù evezhiet gant ar steredoniezh. Evit bremañ, tout ar steredoniourien o deus ur stummadur hir ha resis war an astrofizik, hag o evezhiadennoù a vez studiet en ur genarroud astrofizik, setu n’eus ket kemend-all a gemm ken etre an daou gelenn-mañ.