Hollved

Eus Wikipedia
Un darnig dister eus an oabl gwelet gant an teleskop-egor Hubble gant galaksiennoù, pep hini a zo miliardoù a steredennoù ouzh hec'h ober.

Graet e vez gant hollved evit ober anv eus kement tra a zo. E-barzh emañ kement tra fizikel, an energiezh, ar planedennoù, ar stered, ar galaksiennoù, ha kement tra eus an egor. Gant an arsellet e c'haller gwelet diorroadur an hollved pell-bras 'zo, koulz lavaret betek ar Big Bang. War a greder eo renet an hollved gant ar memes lezennoù fizikel ha koñstantennoù abaoe an deroù eus e astenn.