Galaksienn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
NGC 4414, ur c'halaksienn droellenn skouer e steredeg Blev Berenis. 56 000 bloavezhiad-gouloù a dreuzkiz zo dezhi, hag ur 60 milion a vloavezhioù-gouloù bennak zo da redek betek enni.

Ur c'halaksienn zo ur pezh mell tolpad stered ha danvez etresteredel[1] dalc'het asambles gant dedennerezh ar gravitadur a c'hoari etre hec'h elfennoù.
War-dro 56 000 bloavezh-gouloù eo treuzkiz ar c'halaksienn NGC4414 a zo diskouezet amañ ; tremen 100 000 bloavezh-gouloù eo treuzkiz Hent Sant-Jakez, ar c'halaksienn m'emañ hor steredenn : an Heol.
Ouzhpenn meur a gant milmilion a stered a c'heller kontañ en ur c'halaksienn – war-dro 234 milmilion zo en hor c'halaksienn.

Alies ivez e vez tolpet ar galaksioù e bodennoù galaksioù. Ar vodenn c'halaksioù anvet "bodenn lec'hel", da lavaret eo an hini m’emañ Hent Sant-Jakez, e konter 27 galaksienn enni. Enni emañ ivez galaksienn vras Andromeda, anvet "M31" e katalog Messier ar galaksioù hag "NGC224" er New General Catalogue (NGC).

Rummatadur ar galaksioù savet gant Hubble[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A bep seurt galaksioù zo a-fet stumm ha luc'huster. Deuet eo ar steredoniour Edwin Powell Hubble (1889-1953) da sevel ur rummatadur neuziadurel anezho, diazezet war stumm ha ment keñverel kalonenn ha brec’hioù kantenn ur c'halaksienn. Kemalenn Hubble a reer eus ar reizhiad rummata-se, a rann ar galaksioù etre 5 rummad.

Ar galaksioù troellennek (Hubble : S)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

M51, ar c'halaksienn « korventenn », un c'halaksienn droellennek "S".

Evit ar saozneg Spiral, "troellennek" emañ an S .
Teir lodenn a ya d’ober ar re-mañ :

  • ur galonenn en o c’hreiz, hag a dolp stered yaouank eus ar rummad stered anvet poblañs I ;
  • ur gantenn hag a dro buan en-dro d’ar galonenn ; e brec’hioù an droellenn e vez tolpet ar muiañ-niver a stered hag an danvez etresteredel ;
  • ul lodenn egor bellennek ec’hon a-walc’h en-dro dezhi, anvet "rodenn", a gaver enni bodennoù stered boullheñvel ha stered kozh eus ar rummad anvet poblañs II.

Ar galaksioù troellennek a gustumer renkañ e tri isrummad anvet "klasadoù" :

  • ar galaksioù Sa pa vez bras ar galonenn ha damziorroet ar brec'hioù ;
  • ar galaksioù Sb eo ar re o deus ur galonenn a vent etre ;
  • ar galaksioù Sc eo ar re gant ur galonenn vihan ha brec'hioù diorroet mat.

Ar galaksioù troellennek barrennet (Hubble : SB)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kement ha Spiral, barred, "Troellennek, barrennet" e talvez SB .
Kar d'ar galaksieoù S eo ar re SB ; un tolpad stered hag aezhennoù etresteredel e stumm ur varrenn zo a bep tu d'ar galonenn. Adalek pep hini eus pennoù ar varrenn en em astenn brec'hioù ar c'halaksienn.
Evel ar galaksioù S e vez rummataet ar galaksioù SB e tri isrummad SBa, SBb ha SBc, hervez ment ar galonenn hag ar brec'hioù.

Ar galaksioù elipsennek (Hubble : E)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm un elisoid zo d'ar galaksioù-mañ, hogozik hini ur bellenn a-wechoù. N'o deus tamm framm troellennek ebet, ha diskouez a reont bezañ hep danvez etresteredel.
Stered kozh dreist-holl zo enno. Hervez talvoud o elipsennegezh e vezont anvet E1, E2, ... E7, arre E7 o vezañ ar re blatañ.

Ar galaksioù ferennek (Hubble : SO)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet int evel-henn abalamour m'o deus ur stumm par da hini ur ferenn, da lavaret eo ez int kalz tevoc'h er c'hreiz eget er bordoù.
Kar int d'ar re E dre o doareennoù fizikel. Reoliek eo o stumm, gant ur galonenn vras. Gallout a rafent bezañ galaksioù S kozh kollet gante o brec'hioù, marteze diwar ur c'henstok gant ur c'halaksienn all.

Ar galaksioù direoliek (Hubble : I)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Irregular, "direoleiek" eo an anv roet dezho gant Hubble.
E-maez ar rummadoù kent emañ ar c'horfoù-egor-se. N'eus stumm resis ebet dezho : ne gaver tamm ahel kemparzh ebet enne ; ur framm direoliek-tre o deus. N'int ket gwall niverus. Savet int diwar stered tomm-tre ha skedus, ha gant koumoulennoù bras ag aezhennoù etresteredel ionek.

Ar galaksioù troellennek (S) eo ar re niverusañ – ouzhpenn 60% eus ar re anavezet ; en o goude emañ ar re ferennek (SO), e-tro 20 %, heilet gant ar re elipsennek (E, 13%) hag ar galaksioù direoliek (I).

Ar skinc'halaksioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar skalfad tredanwarellek

"Skinc'halaksioù" a reer eus galaksioù a vann gwagennoù skindredan kreñv-tre. Kalz muioc’h a energiezh a skignont eget ar galaksioù boutin. "Galaksioù gweredek" a reer anezho ivez.
Ul lodenn vat eus an energiezh skignet gant ur skinc'halaksienn ne zeu ket eus elfennoù boas ur c’halaksienn, da lavaret eo ar stered, an uzien hag an aezhennoù etresteredel. Diouzh an doare skinc'halaksienn eo an energiezh-se : : gallout ra bezañ embannet e lodennoù eus ar skalfad tredanwarellek evel ar Skinoù Gamma (Gamma-rays war ar skeudenn, e laez ar skalfad), ar skinoù X (X-rays), ar skinoù uslimestra (Ultraviolet), ar skinoù danruz (Infra-red) hag ar c'horrwagennoù (Microwaves).

Kinnig ra ar patrom skoueriek damkanel e teufe an energiezh-se diwar disac’h an danvez warnañ e-unan evit stumañ un toull du dreisttolzennek, gant un tolz etre 106 (1 000 000, ur milion) ha 108 (100 000 000, kant milion) gwech hini an Heol.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Danvez etresteredel : ur meskaj aezhennoù (ionek, atomek ha molekulek), skinoù kosmek hag uzien kosmek.