Mont d’an endalc’had

Hent Sant-Jakez (galaksienn)

Eus Wikipedia

Hent Sant-Jakez
Kreiz Hent Sant-Jakez gwelet eus dezerzh Atacama, Chile
Arselladur (Grez J2000) [1]
Steredeg Saezhataer
Hedkorn 17 h 45 mn 40.03599 s
Hed 7,935 - 8,277 kpc
25,881–26,996 bg
Deskrivadur
Doare SAB(rs)bc II
Treuz 26,8 ± 1,1 kpc (87 400 ± 3 600 bg)
Tolz 1,15 x 1012 M☉
Kantennoù • Moan ;220 - 450 pc (718 - 1 470 bg)
• Tev : 2,6 ± 0,5 kpc (8 500 ± 1 600 bg)
Kornfiñvad ~1×1067 J·s (= kg·m2·s-1)
Troiad an droellenn 220 - 360 x 106 vloaz
Troiad ar varrenn 160 - 180 x 106 vloaz
Troiad an Heol 212 x 106 vloaz
Tizh en egor 552,2 ±5.5 km/s

Hent-sant-Jakez, Bali Sant Jakez pe c'hoazh Karront-sant-Jakez eo anv ar c'halaksienn m'emañ koskoriad an Heol, hag an Douar eta. Gallout a reer gwelet ul lodenn anezhi pa ne vez ket goloet an oabl ha pa vez bihan ar gouleier, en trovanoù peurgetket, dindan stumm ur vandennad stered sklaeroc'h en oabl diouzh an noz.

Abalamour m'emaomp enni, war he lez da vezañ resisoc'h, ez eo diaes gouzout resis petore stumm zo dezhi. Gouzout a reer avat ez eo heñvel a-walc'h ouzh NGC224, ar c'halaksienn Andromeda. Ur c'halaksienn droellennek eo eta, met diaes eo gouzout hag-eñ ez eo ur c'halaksienn droellennek ordinal pe ur c'halaksienn droellennek sparlet, rak e 1999 ez eus bet kavet ur varrenn vihan en he c'hreiz. Diaes eo ivez gouzout peseurt troellenn eo ("a", "b" pe "c" hervez derez digoradur ar brec'hioù) peogwir ne c'haller ket gwelet hor galaksienn diouzh an diavaez. Arguzennoù disheñvel a bouez evit brec'hioù kentoc'h serr ("b") pe kentoc'h digor ("c"). Termenet eo eta evel ur c'halaksienn eus ar seurt S(B)bc.

Stumm ur bladenn he deus dre vras, dezhi 25 000 parsek[2] treuzkiz gant ur voull er c'hreiz, kelc'hiet e-unan gant ur rodenn sferek 30 kiloparsek treuzkiz, rouesoc'h ar stered enni.

Etre 100 ha 400 milmilion a stered zo enni, an heol en o mesk, ha 100 milmilion a blanedennoù d'an nebeutañ. He zolz a vefe meur a kantad miliard brasoc'h eget hini an Heol.

Ne veze roet an anv « Hent-Sant-Jakez » nemet d'al lodenn eus hor galaksienn a c'haller gwelet gant an daoulagad da gentañ,ar vandenn arwenn-se a weler en oabl diouzh an noz hag zo treset gant kantenn ar c'halaksienn e gwirionez, met implijet e vez bremañ da envel holl hor galaksienn.


Lec'h an Heol er c'halaksienn

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9.
  1. Er steredoniezh e reer grez eus ar c'houlz a implijer evit termeniñ tuadur ahel an Douar e-keñver ar bellenn oabl. Diwar an tuadur-se e vez termenet orin an daveennoù (hedkorn ha ledkorn) ur c'horf-egor en oabl, evel ma vez graet gant an hedred hag al ledred evit lec'hiañ un dra war an Douar. Kement-se a ranker ober abalamour ma 'z eo fiñv-difiñv tuadur ahel hor planedenn en abeg da arlañs ar c'hehedoù (dilec'h hañvalat ar stered en abeg da zilec'h tuadur ahel an Douar) ha d'an nugañ (fiñv ahel an Douar tro-dro d'e lec'h keitat). J2000 a reer er steredoniezh eus ar 2 451 545{{vet]] devezh en deiziadur juluan, da lavaret eo ar 1 a viz Genver 2000 ha da greisteiz rik.
  2. 1 parsek ≈ 3,26 bloavezh-gouloù.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.