Douar (planedenn)
Gant ar ger Douar e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Douar (disheñvelout).
| Douar | |||||||
| Doareennoù kelc'htro | |||||||
| Skin keitat | 149 597 887 km (1 ua) | ||||||
| Treuzkiz | 9,4 ×108 km (6,283 ua) | ||||||
| Ezkreizennegezh | 0,016 710 22 | ||||||
| Prantad reveulziañ siderel |
365,25696 devezh | ||||||
| Tizh keitat | 29,783 km/s (107 218,8 km/h) | ||||||
| Stouadur | 0° (dre dermenadur) | ||||||
| Adplanedennoù | 1, al Loar | ||||||
| Doareennoù fizikel | |||||||
| Treuzkiz keheder | 12 756,28 km | ||||||
| Treuzkiz polel | 12 713,55 km | ||||||
| Platadur er poloù |
0,003 352 9 1÷298,242 | ||||||
| Gorread | 510 067 420 km² | ||||||
| Ec'honenn | 1,08321 x 1012 km³ | ||||||
| Mas | 5,9736 x 1024 kg | ||||||
| Mas ec'honel keitat | 5,515 x 103 kg/m³ | ||||||
| Gravitadur (led. 45°, uhl. 0) |
–9,78 m/s² | ||||||
| Prantad (devezh siderel) |
0,997 258 devezh (23,934 19 h) | ||||||
| Tizh er c'heheder |
1 674,38 km/h | ||||||
| Stouadur an ahel | 23,45° | ||||||
| Albedo keitat | 0,367 | ||||||
| Tizh frankizadur | 11,186 km/s | ||||||
| Temperadur war ar gorre |
| ||||||
| Doareennoù an atmosfer | |||||||
| Gwask atmosfer | 101 325 Pa | ||||||
| Kediadur (% ec'honenn) |
N2 78,11 O2 20,953 Ar 0,934 H2O 0 — 7 CO2 0,01 — 0,1 | ||||||
An Douar (anvet Terra e latin) eo an trede planedenn dostañ d’an Heol e sistem an Heol. Furmet e vije bet ar blanedenn 4.57 miliard a vloavezhioù ’zo.
Stumm ur sferenn a zo dezhi paneve m'eo ar pennahelioù (polioù Norzh ha Su) un tammig plaenoc'h eget ma'z int war ur sferenn wir pe ur voul. Graet e vez alies a-walc'h ar voul-douar eus ar blanedenn koulz evit he deskrivañ hag evit chom hep meskañ an douar, anezhañ ul lodenn eus pluskenn ar blanedenn hag ar blanedenn hec'h-unan.
Ar blanedenn douarek nemeti eo zo warni kementadoù bras a zour. Tro-war-dro dezhi ez eus un aergelc'h tev-tre graet gant oksigen ha nitrogen, ar re-se an aezhennoù pennañ.
Skeudennadur an Douar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
P'eo ar blanedenn Douar ur voul vras e komzer eus ar voul-douar. Anavezet e oa he stumm gant ar skiantour, matematikour ha steredoniour Eratostenes, un Egiptad gresianeger, en deus jedet tro ur c'helc'h Douar gant ur resisted digredus pa weler teknikoù a c'helle implijout.
Kollet eo bet an anaoudegezhioù-se ken e krede Europiz ar Grennamzer e oa plat an Douar, e troe an Heol en-dro dezhañ eus ar Reter d'ar C'hornôg, hag e tremene dindani diouzh an noz. Koulskoude e voe adkavet testennoù Erastotenes, met hemañ en doa bet rediet kinnig martezeadennoù kemplezh evit displegañ kelc'htro al Loar pa ne gave diaes lavaret e oa an Heol oc'h ober tro ar blanedenn hervez e gerzhed seblantus.
E penn ar 17vet kantved e savas un nebeud skiantourien evit prouiñ ne c'helle ket an Heol hag ar stered treiñ en dro d'an Douar avat hag ouzhpenn-se e kerzhe ar stered hag ar planedennoù en egor. Dizoloet e voe mont en-dro koskoriad an Heol gant Kopernik. Disklêriañ a reas e oa an Douar an trede planedenn tostañ d'he steredenn hag e teskrivas ar reizhiad heolel ma tro ar planedennoù en-dro d'an Heol.
Kadarnaat a reas labourioù Kopernik Galileo Galilei hag e tegasas implij ar matematik er steredoniezh evit jediñ kerzhed ar planedennoù.
Aozadur diabarzh an Douar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| Donder ( km ) |
Gwiskad | Douester ( g/cm3 ) | |
|---|---|---|---|
| 5 100 – 6 378 |
1. — Kalon | 12,8 - 13,1 | |
| 2 890 - 5 100 |
2. — Kalon-diavaez | 9,9 - 12,2 | |
| 35 - 2 890 | 3. — Mantell-izelañ | 3,4 - 5,6 | |
| 35 - 60 | 4. — Mantell-uhelañ | 3,4 - 4,4 | |
| 5. — Gorread Mohorovičić | |||
| 0 - 35 | 6. — Krestenenn (etre 5 ha 200 km diouzh al lec'h) | 2,2 - 2,9 |
Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dre fent e lavarer an (tamm) douar patatez-mañ, pa gomzer eus ar bed.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 20-25.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
| Koskoriad an Heol | |
|---|---|
| Planedennoù: Merc'her - Gwener - Douar - Meurzh - Yaou - Sadorn - Ouran - Neizhan | |
| Planedennoù korr: Ceres - Ploudon & C'haron - Eris – Makemake – Haumea | |
| Loarennoù pennañ: Loar - Phobos - Deimos - Io - Europa - Ganymede - Callisto - Titan - Titania - Triton | |
| Traoù all: Heol - Gourizad asteroidennoù - Stered-lostek - Gourizad Kuiper - Koumoulennad Oort - Disk strewet | |
| Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol |