Francisco Pizarro

Eus Wikipedia
Francisco Pizarro
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Rann eusPizarro brothers Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKurunenn Kastilha, Spagn Kemmañ
AllegianceImpalaeriezh trevadennel Spagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denFrancisco Pizarro y González Kemmañ
Anv ganedigezhFrancisco Pizarro y González Kemmañ
Anv-bihanFrancisco Kemmañ
Anv-familhPizarro Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekGonzález Kemmañ
Titl noblañsadelantado Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Meu 1478 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTrujillo Kemmañ
Deiziad ar marv26 Mez 1541 Kemmañ
Lec'h ar marvLima Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvstab wound Kemmañ
Lec'h douaridigezhCathedral of Lima Kemmañ
TadGonzalo Pizarro Rodríguez de Aguilar Kemmañ
Breur pe c'hoarGonzalo Pizarro, Hernando Pizarro, Juan Pizarro, Martín de Alcantara Kemmañ
Kompagnun(ez)Quispe Sisa, Cuxirimay Ocllo, Añas Colque Kemmañ
BugelFrancisca Pizarro Yupanqui Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
MicherKonkistador, ergerzhour Kemmañ
KargViceroy of Peru Kemmañ
Titl sevendedUrzh Santiago Kemmañ
Deroù ar prantad labour1496 Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Perzhiad e1502 Ovando Expedition to America Kemmañ
Grad milourelarmy general Kemmañ
Prizioù resevetmarquess, Urzh Santiago Kemmañ
Deskrivet dreFrancisco Pizarro, conqueror (1475–1541) Kemmañ
Francisco Pizarro

Francisco Pizarro González (16 a viz Meurzh 1476 - 26 a viz Gouere 1541) a oa unan eus ar Gonkistadored spagnol, a ergerzhas Suamerika. Brudet eo evel an hini a zistrujas an Impalaeriezh inka. Gantañ e voe aloubet Perou ha krouet kêr Lima.

E yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe Francisco Pizarro e Trujillo (Extremadura). Mab e oa d’un hidalgo anvet Gonzalo Pizarro Rodríguez de Aguilar ha d’e wreg, Francisca González y Mateos. Ne zeskas ket lenn na skrivañ ha pa voe deuet bras ez eas d’an arme gant e dad. Brezeliañ a reas en Italia, a-raok mont da Amerika e 1502, gant Nicolás de Ovando. Beajoù all a reas, e 1510 hag e 1513, ma tizhas ar Meurvor Habask, asambles gant Vasco Núñez de Balboa. Eus 1519 betek 1523 e voe maer Ciudad de Panamá.

Perou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Neuze e klevas komz eus pinvidigezh ar broioù a oa pelloc’h er su ha lakaat a reas en e benn mont da aloubiñ an douaroù-se, evel ma oa Hernán Cortés oc’h aloubiñ Mec’hiko. Div ergerzhadenn a reas, dre ar mor, war-zu an Impalaeriezh Inka e 1524 hag e 1526. Kazeg a reas bep tro, abalamour d’an amzer fall, d’an diouer a bourvezioù ha da enebiezh an henvroidi. E miz Ebrel 1528, a-benn ar fin, e voe tizhet norzh Perou gantañ hag eno en em gavas gant Amerindianed hag a oa aour ganto. Kement-se a vroudas Pizarro da aozañ un ergerzhadenn all, brasoc’h. Distreiñ a reas da Banama, met eno ne gavas ket harp digant ar gouarnour evel m’en dije bet c’hoant. Neuze ez eas Pizarro da Spagn en-dro, da c’houlenn sikour digant ar roue Carlos Iañ. Sevel a-du gant e raktres a reas ar roue. Distreiñ a reas Pizarro da Banama e 1530, gant e-leizh a dud, hag en o zouez e vreudeur Hernando ha Gonzalo. Mont a rejont kuit eus Panama e miz Genver 1531, war-zu Perou adarre, gant tri lestr warno nav-ugent a dud ha 37 a gezeg.

An emgav etre Pizarro hag Atahualpa, e Cajamarca

D’ar mare-se e oa bec’h e Perou, etre Huáscar hag Atahualpa, mibien Huayna Capac, marvet e 1529, da c'houzout piv a gemerfe penn ar vro. Pizarro a gasas kannaded da Atahualpa evit kinnig un emgav dezhañ. D’ar 16 a viz Du 1532 en em gavas Pizarro gant Atahualpa e Cajamarca, ha dre un taol-sourpren e tapas krog ennañ tra ma veze lazhet miliadoù a Indianed a oa gantañ (Emgann Cajamarca). Daoust ma oa bet graet marc’had etre Pizarro hag Atahualpa evit ma vije dieubet hennezh en eskemm ouzh un daspren aour hag arc’hant, e voe kondaonet Atahualpa d’ar marv ha lazhet e voe d’an 29 a viz Eost 1533.

Aloubet e voe Perou tamm-ha-tamm gant tud Pizarro. Erruout a rejont e Cuzco d’ar 15 a viz Du 1533. Diazezet e voe ganto ur gêr anvet “Ciudad de los Reyes”, nepell diouzh ar mor, evit talvezout da gêr-benn Perou ; kement-se a voe graet d’ar 6 a viz Genver 1535, da vare Gouel ar Rouaned. Buan e kreskas ar gêr-se ha dont a reeas da vezañ anavezet evel Lima.

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tabut a savas etre Pizarro hag unan eus e gompagnuned, Diego de Almagro. Gant roue Spagn e oa bet lakaet Diego de Almagro da ren war ar vro anvet Nueva Toledo, er Su da g-Cuzco, ha Francisco Pizarro da ren war douaroù Nueva Castilla, en norzh da g-Cuzco. E-pad ur pennad e voe siouloc’h an traoù, rak mont a reas Almagro da aloubiñ Chile (1535-1536). Pa zistroas avat ez eas an traoù war washaat etre Pizarro, gant e vreudeur, hag Almagro. Kannet e voe hennezh en Emgann Las Salinas ha lazhet e voe. Aduidi Almagro, bodet en-dro d’e vab, anvet Diego de Almagro ivez, a dagas palez Pizarro e Lima d’ar 26 a viz Mezheven 1541. Lazhet e voe Francisco Pizarro ha lakaet Almagro yaouank da c’houarnour nevez Perou. Buan e voe harzet ar gouarnour yaouank avat, ha dibennet e voe, gant Cristóbal Vaca de Castro, ur beleg kaset gant roue Spagn evit lakaat fin d’an tabut.

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwenn Francisco Pizarro e Trujillo

Aliezik eo bet keñveriet Pizarro ha Cortés, daou gonkistador hag o deus aloubet, buan, Perou ha Mec'hiko. Pizarro koulskoude a oa kalz nebeutoc’h a dud gantañ ha kalz pelloc’h e oa e arme diouzh he diazez pa aloubas Perou. Pa soñjer pegen nebeut a dud a oa gant Pizarro e vezer souezhet o welet pegen buan e oa bet distroadet an Amerindianed, kalz niverusoc’h koulskoude.

Bremañ eo brudet Pizarro e Perou evel ar Spagnol en doa aloubet an Impalaeriezh Inka, ha kalz Perouiz a sell outañ evel un alouber displijus. Gantañ e voe kaset ar sevenadur inka d’an traoñ : erlec’hiet e voe relijion ar vro gant ar gatoligiezh ha tamm-ha-tamm e kilas ar c'hetchwaeg hag an aymareg, a oa yezhoù ar vro, dirak ar spagnoleg.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.